1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta,...

797
- 563 DARN VOUTIN LIDEREZH AN EURIOU DA VEZAÑ DISPAKET EL LIDAMZER BLAEN

Transcript of 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta,...

Page 1: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

-563

DARN VOUTIN LIDEREZH AN EURIOU DA VEZAÑ DISPAKETEL LIDAMZER BLAEN

Page 2: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

-564

Page 3: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

-565

D’al Lidgalvadenn

Al Lidgalvadenn (invitatorium) he deus he lec’h e deroù redad ar bedenn bemdeziek a-bezh, da lavarout eo e vez lakaet a-raok Eurlid (officio) al lennadenn, pe a-raok ar Meullidoù-beure (Laudibus matutinis), hervez ma krog an deiz gant an eil re pe ar re all.

Gw/. Aotrou, digorit din va muzelloù. R/. Ha va genou a embanno ho meuleudi.

Goude-se e lavarer ar songan (psalmus) 94 (95) gant e antonenn (antiphonenn), evel diskan. An antonenn a lakaer diouzhtu hag un eil gwezh, hag a adlavarer a-nevez goude pep poz. En dibunadenn digenvez e c’hell an antonenn bezañ lavaret e deroù ar songan hepken, hep ma vefe ret hec’h adlavarout goude pep poz. An antonenn d’al Lidgalvadenn en Eurlid (in Officio) Deiz-an-Aotrou

Page 4: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

ha g an Deiz-lid en Amzer blaen, a vez kavet er Songanaoueg (in Psalterio). Er Gouelioù-meur (in solemnitatibus) hag er Gouelioù (festis) e vez kavet an antonenn e Darnlevr al Lidamzervezh pe en Darn voutin. Evit kounlidoù (Memoriae) ar Sent, nemet e vefe unan arbennik, e vez kemeret an antonenn evel ma karer pe en Darn voutin pe en deiz-lid (feria).

.Songan 94 (95)Galvadenn da veulgan Doue

En em gennerzhit bemdez an eil egile, keit ha ma c’heller komz eus "Hiziv" (Heb 3, 13).

(Raklakaet hag adlavaret e vez an antonenn)

1 Deuit ha kanomp gant joa d’an Aotrou ;youc’homp en enor da Zoue, hon Salver.2 En em ziskouezomp dirazañ gant meuleudioù,ha rentomp klod dezhañ gant hor salmoù. (Adlavaret e vez an antonenn)566 Darn voutin3 Rak un Doue bras eo an Aotrou,ar roue-meur a-us d’an holl doueoù.4 En e zorn e talc’h donderioù an douar,ha dezhañ eo lein ar menezioù.5 Dezhañ eo ar mor, graet en deus anezhañ,an douar sec’h, stummet eo bet gant e zaouarn. (Adlavaret e vez an antonenn)6 Deuit enta, stouomp hag azeulomp,ha daoulinomp dirak an Aotrou, hon c’hrouer,7 rak, Eñ a zo hon Doue, ha ni ar Bobl maget gantañ hag an deñved renet gant e zorn. (Adlavaret e vez an antonenn)

Page 5: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

8 Ra vefec’h hiziv evit selaou e vouezh : « Na galedit ket ho kalonoù,9 evel e Meriba, evel er gouelec’h da zeiz Masa, e lec’h m’on bet temptet hag amprouet gant ho tadoù : evito da vezañ gwelet va oberoù. (Adlavaret e vez an antonenn)

10 E-pad daou-ugent bloavezh on bet heuget gant ar rummad-se ha lavaret em eus : Pobl dianket a galon !11 An dud-se ne anavezont ket va hentoù ; ha neuze em eus touet em fulor : Nann, morse ne antreint em diskuizh ». (Adlavaret e vez an antonenn) Klod d’an Tad, ha d’ar Mab, ha d’ar Spered Santel.Evel ma oa er penn-kentañ, ha bremañ ha da viken, a gantvedoù da gantvedoù. Amen. (Adlavaret e vez an antonenn)

E-lec’h ar songan 94 (95) e c’heller lakaat ar songan 99 (100), p.693, pe 66 (67) p.794, pe 23 (24) p.635, nemet e vefe eus ar re-se en Eurlid an deiz. Dioueriñ a c’heller eus ar songan hag eus e antonenn, hervez ma vez emsavus, pa grog al Lidgalvadenn dre ar Meullidoù-beure. Da Eurlid al lennadenn 567

Da Eurlid al lennadenn

Gw/. Aotrou Doue, deuit d’am skoazellañ.

Page 6: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

R/. Aotrou, hastit dont d’am sikour.Klod d’an Tad, ha d’ar Mab, ha d’ar Spered Santel.Evel ma oa er penn-kentañ, ha bremañ ha da viken, a gantvedoù da gantvedoù. Amen. Allelouia. Kement-se ne vez ket lavaret, pa vez al Lidgalvadenn diouzhtu a-raok.

MEULGAN (hymnus) Neuze, diouzhtu e lavarer ar meulgan o tereout. En Eurlid Deiz-an Aotrou koulz ha deizioù-lid war ar pemdez en amzer blaen, eo merket ar meulgan er songanaoueg ; ha lavaret e vez pe eus rummad an noz pe eus rummad an deiz, hervez reizh al lidamzervezh.

Er gouelioù-meur hag er gouelioù e kaver ar meulgan e Darnlevr al Lidamzervezh pe en Darn voutin.

E kounlidoù ar Sent, ar meulgan, nemet e vefe unan arbennik, a vez kemeret, e pep frankiz, pe en Darn voutin pe en deiz-lid (feria).

SONGANADENN Echuet ar meulgan, e teu ar songanadenn, anezhi tri songan pe darnoù songanoù, a vez lavaret gant an antonennoù o tereout outo.

E Deiz-an-Aotrou hag en deizioù-lid war ar pemdez, ar songanoù hag o antonennoù a vez kemeret diouzh ar Songanaoueg o ren. Er gouelioù-meur hag er gouelioù eo goubarel (proprii) ar songanoù hag o antonennoù.

E kounlidoù ar Sent e vez kemeret ivez, eus ar Songanaoueg o ren, ar songanoù hag o antonennoù, nemet e c’hoarvezfe bezañ songanoù pe antonennoù dezho o-unan. GWERZAD A-raok al lennadennoù e lavarer ur werzad a dro ar bedenn da selaouadenn komz Doue. 568 Darn voutin Er gouelioù-meur hag er gouelioù eo merket ar werzad dirak al lennadurioù e Darnlevr al Lidamzervezh koulz hag en Darn voutin.

Page 7: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

E Deiz-an-Aotrou hag en deizioù-lid war ar pemdez en amzer blaen, hag ivez e kounlidoù ar Sent lidet en hevelep mare, eo merket ar werzad er Songanaoueg goude ar songanadenn.

LENNADENNOU Div lennadenn a vez graet. An hini gentañ a vez ul lennadenn diwar ul levr eus ar Bibl, gant he febeilganenn (responsorio), hervez an Eurlid o ren, ha kemeret e vez e Darnlevr al Lidamzervezh, nemet er gouelioù-meur hag er gouelioù, e-lec'h ma vez kemeret pe e Darnlevr al Lidamzervezh pe en Darn voutin. An eil lennadenn a denn da vuhez ar Sent, pe e vefe e liderezh o gouelioù-meur, pe o gouelioù, pe o c’hounlid. En Eurlidoù all, an eil lennadenn a vez unan diwar oberennoù Tadoù a’n Iliz, pe diwar Skridoù pennadurezhioù a Iliz (ecclesiasticorum), ha kemeret e vez pe e levr Liderezh an Eurioù, e-lec’h al lennadenn eus ar Bibl, pe el Lennadennaoueg (lectionario) kenkoulz all. Al lennadenn e teu war he lerc’h ar bebeilganenn (responsorium) o klotañ ganti.

MEULGAN C’HWI DOUE Da Zeizioù-an-Aotrou hag er gouelioù-meur ha gouelioù, goude an eil lennadenn hag he febeilganenn (responsorium) e lavarer ar meulgan-mañ :

C’hwi Doue a veulomp : * c’hwi a embannomp da Aotrou.C’hwi a zo an Tad peurbad, * doujet dre an douar a-bezh.Deoc’h-c’hwi an holl Aeled, * deoc’h-c’hwi Galloudoù an neñvoù hag an holl vedoù:deoc’h-c’hwi Keroubed ha Serafed, * dibaouez a-unvouezh ez embannont :Santel, * Santel, * Santel, * an Aotrou Doue, mestr ar bed.Leun ’mañ an neñvoù hag an douar *diwar an holl veurded eus ho kloar.

Page 8: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

Deoc’h, strollad klodus * an Ebestel a-gevret,deoc’h, bagad illur * kement a brofeded,deoc’h, ar verzherion gwennwisket * a gan holl en ur ser.Tro-war-dro d’ar voullzouar * ez embann an Iliz he feiz ennoc’h.Da Eurlid al lennadenn 569

Tad, * dreist pep goñvor e veurded ;dellezek ivez a zoujañs * ho kwir Vab nemetañ.Santel ivez * ar Spered Gwarezer.C’hwi, roue ar c’hloar, * Jezuz Krist.Eus an Tad * a-viskoazh da virviken Mab.C’hwi, e sell da lakaat mab-den en-dro en e rez, * ne heugjoc’h ket o chom e kof ur werc’hez.C’hwi, bet trec’h da vat war ar marv kriz, * c’hwi a zigoras d’ar grederion riez an neñvoù.C’hwi a sez e tu dehou Doue, * tre e-barzh gloar an Tad :barner a greder * emaoc’h o tonet.C’hwi enta, ni ho ped, skoazellit ho servijerion, * ar re hoc’h eus dasprenet gant ho kwad a briz.Da viken grit * ma vezint e-touez ho Sent e gloar ar baradoz.¶ Salvit ar bobl a zo deoc’h, Aotrou Doue, gwennvidikait ar re a zo hoc’h hêrezh.

Page 9: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

Ha renit warno, * ha dougit anezho betek ar bed peurbad.Deoc’h-c’hwi, Aotrou, bemdez * e kanomp meuleudi ;ha kanañ a reomp hoc’h anv er bed-mañ, * a gantvedoù da gantvedoù.Ho teurvezet, Aotrou, ’hed an devezh-mañ, * hon gwareziñ diouzh ar pec’hed.Ho pezet truez ouzhimp, Aotrou, * ouzhimp ho pet truez.Ra vezo skuilhet trugarez ho kalon, Aotrou, warnomp holl, * kement ha m’emañ hor goanag ennoc’h.Ennoc’h, Aotrou, em eus bet fiziañs : * ne vin ket kerseet, da viken. ¶ An darn diwezhañ-mañ eus ar meulgan a c’heller dilezel.

PEDENN-ECHUIÑ Goude ar meulgan C’hwi Doue, pe, mar ne vez ket anezhañ, goude an eil pebeilganenn, e lavarer ar bedenn-echuiñ, a vez kemeret pe e Darnlevr al Lidamzervezh, pe e Darnlevr gouelioù ar Sent pe e Darn voutin ar Sent, hervez diseurtelezh an Eurlid.

A-raok ar bedenn e vez lavaret Pedomp, ha war he lerc’h e vez klozet evel-henn diouzh ma tere, eleze :570 Darn voutin

Mar bez d’an Tad e peder :

Dre hon Aotrou Jezuz Krist, ho Mab, a vev hag a ren ganeoc’h a-unan gant ar Spered Santel, Doue, a gantvedoù da gantvedoù.

Mar bez d’an Tad e peder, met gant meneg eus e Vab en dibenn :

Page 10: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

A vev hag a ren ganeoc’h a-unan gant ar Spered Santel, Doue, a gantvedoù da gantvedoù.

Mar bez d’ar Mab e peder :

C’hwi a vev hag a ren gant Doue an Tad a-unan gant ar Spered Santel, Doue, a gantvedoù da gantvedoù.

Hag e responter :

Amen.

Goude-se, da vihanañ el lidadennoù a-stroll, ez ouzhpenner ar youc’hadenn :

Bennigomp an Aotrou. R/. Bennozh da Zoue.

¶ E lidadenn hiraet derc’hent Deiz-an-Aotrou hag ar gouelioù-meur, a-raok ar meulgan C’hwi Doue e vez lavaret lidkanoù ha lennet an Aviel, evel merket er Stagadenn, p.1689. Mar bez lavaret Eurlid al lennadenn diouzhtu a-raok un Eurlid all, neuze e c’hell ar meulgan o vont gant an Eurlid-se bezañ lakaet e deroù al eurlid kentañ ; en dibenn avat ne vez ket lavaret ar bedenn nag ar youc’hadenn, hag e deroù al Eurlid da heul e vez dioueret ar gwerzad digeriñ gant Klod d’an Tad.

D’ar Meullidoù-beure

U/. Aotrou Doue, deuit d’am skoazellañ. R/. Aotrou, hastit dont d’am sikour. Klod d’an Tad … Evel ma oa … Allelouia.

Kement-se a vez dioueret, pa vez bet al Lidgalvadenn diouzhtu en o raok. D’ar Meullidoù-beure

Page 11: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

571

MEULGAN Neuze e vez lavaret ar meulgan a zere. En Eurlid Deiz-an-Aotrou koulz hag en hini ar pemdez en amzer blaen, emañ meneget ar meulgan er Songanaoueg.

Er gouelioù-meur hag er gouelioù e kaver ar meulgan e Darnlevr al Lidamzervezh pe en Darn voutin.

E kounlidoù ar Sent, ar meulgan, nemet e vefe unan arbennik, a vez kemeret dre zibab pe en Darn voutin pe diouzh an deiz-lid.

SONGANADENN (Psalmodia) Echuet gant ar meulgan, e teu ar songanadenn, a zo anezhi ur songan-beure, ha neuze ul lidkan diwar an Testamant Kozh hag ur songan all a veuleudi, pep hini anezho lavaret gant un antonenn a zere outañ.

En Eurlid Deiz-an-Aotrou pe Deiz-lid ar pemdez en amzer blaen e vez lavaret ar songanoù hag al lidkan gant o antonennoù diouzh ar Songanaoueg (Psalterio) o c'hoarvezout.

Er gouelioù-meur hag er gouelioù, ar songanoù hag al lidkan a vez kemeret eus 1-añ Deiz-an-Aotrou ar Songanaoueg, an antonennoù avat eus Darnlevr al Lidamzervezh pe eus an Darn voutin.

E kounlidoù ar Sent, ar songanoù, al lidkan hag an antonennoù a vez re an deiz-lid o c’hoarvezout, nemet e tegouezfe bezañ songanoù pe antonennoù arbennik.

Echuet ar songanadenn, e vez graet al lennadenn, pe verr pe hiroc’h.

LENNADENN VERR En Eurlid Deiz-an-Aotrou ha deizioù-lid ar pemdez en amzer blaen e vez merket al lennadenn er songanaoueg o c'hoarvezout.

Er gouelioù-meur hag er gouelioù, testenn al lennadenn verr a gaver e Darnlevr al Lidamzervezh pe en Darn voutin.

E kounlidoù ar Sent, al lennadenn verr, nemet e vefe unan arbennik, a vez kemeret dre zibab pe en Darn voutin, pe en deiz-lid.

LENNADENN HIROC’H Diouzh ma plij avat, ha peurgetket el lidadenn gant ar bobl, al lennadenn hiroc’h a c’hell bezañ diuzet hervez reolenn n. 46 ar Reoliadur

Page 12: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

hollek.572 Darn voutin

El lidadenn a-gevret gant ar bobl, evit un degouezh mat, e c’heller ober ouzhpenn-se ur brezegennig eeun evit sklaeraat al lennadenn-se.

EILKANENN DA GOMZ DOUE War-lerc’h al lennadenn pe ar brezegennig, ma kaver mat, chom a c’heller dilavar e-pad ur pennadig.

Ha neuze en em gav ur ganenn-a-bep-eil pe pebeilganenn verr, a vez kavet en hevelep lec'h hag al lennadenn verr.

E-lec’h-se evelato e c’heller lakaat kanennoù heñvelseurt, gant ma ’z int bet aotreet a-berzh an Eskebvodad diouzh-se.

LIDKAN TENNET EUS AN AVIEL Luk 1, 68-79 Neuze e vez lavaret, gant an antonenn dereat, al lidkan amañ dindan, tennet eus an Aviel.

En Eurlid Deiz-an Aotrou en amzer blaen, an antonenn o vont gant Lidkan Zakaria a vez kemeret diouzh Darnlevr al Lidamzervezh ; met en Eurlid an deizioù-lid war ar pemdez, eo er songanaoueg. E lidadenn ar Sent avat, mar ne vez ket unan arbennik, e vez kemeret en Darn voutin.

Diwar-benn ar Mesiaz hag ar rakkannad anezhañ

68 Ra vo benniget an Aotrou, Doue Israel, *dre m’eo deuet da welout ha da zaspren e Bobl,69 ha da sevel dimp un nerzh a silvidigezh *e tiegezh David, e servijer,70 evel m’en devoa degemennet en amzer wezhall, *dre c’henou e Sent, e Brofeded,71 silvidigezh evit hon dieubiñ diouzh hon

Page 13: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

enebourion *ha diouzh daouarn an holl re a vag ouzhimp kasoni ;72 evit diskouez trugarez e-keñver hon tadoù, *ha kaout soñj eus e emglev santel,73 eus al le en devoa touet da Abraham, hon tad, *e roje dimp ar c’hras da vezañ,74 dizaon,D’ar Meullidoù-beure 573

bet tennet a-dre daouarn hon enebourion, *evit e servijiñ75 er santelezh hag er reizhder dirazañ, *a-hed hon holl vuhez.76 Ha te, bugelig, te ’vo anvet profed an Uhel-meurbet : *kerzhout a ri a-ziaraok d’an Aotrou evit kempenn e hentoù,77 evit lakaat e bobl da anaout ar silvidigezh *dre ar pardon eus ar pec’hedoù,78 abalamour da galon drugarezus hon Doue, * a lakaio heol ar beure da zont eus an uhel d’hon gwelout,79 evit sklerijennañ ar re azezet en deñvalijenn hag e skeud ar marv *ha ren hor c’hammedoù en hent ar peoc’h.Klod d’an Tad, ha d’ar Mab, *ha d’ar Spered Santel.

Page 14: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

Evel ma oa er penn kentañ, ha bremañ ha da viken, *a gantvedoù da gantvedoù. Amen. Ar werzad-se Klod d’an Tad a vez lavaret e dibenn pep lidkan, nemet e vefe spisaet ar c'hontrol. Hag adlavaret e vez an antonenn.

ASPEDENNOU DA OUESTLAÑ AN DEIZ HAG AN OBER D’AN AOTROU Echuet al lidkan, lavaret e vez an aspedennoù. En Eurlid Deiz-an-Aotrou ha deizioù-lid ar pemdez en amzer blaen, an aspedennoù a vez kavet er Songanaoueg. Er gouelioù-meur ha gouelioù, an aspedennoù ez eus anezho e Darnlevr al Lidamzervezh evel en Darn voutin. E Kounlidoù ar Sent, an aspedennoù a vez kemeret, evel ma karer, pe en Darn voutin pe en Deizioù-lid, nemet e vefe reoù arbennik. Goude an aspedennoù-se, Pedenn an Aotrou a vez lavaret gant an holl, diaraoget, ma karer, gant ur c'hemenn berr, evel er Stagadenn, p.1727.

Hon Tad, hag a zo en neñvoù,hoc’h anv bezet santelaet ; (ra vo santelaet hoc'h anv,)

ho rouantelezh deuet dimp ; (ra zeuio ho rouantelezh,)

ho mennentez bezet graet, (ra vo graet ho youl)

war an douar evel en neñv.574 Darn voutin

Roit dimp hiziv hor bara pemdeziek ;pardonit dimp hor pec’hedoù,evel ma pardonomp d’ar re o deus manket ouzhimp ;ha n’hon lezit ket da vont en temptadur ; met hon dieubit diouzh an Droug.

Goude Hon Tad e lavarer diouzhtu, hag hep Pedomp, ar bedenn-echuiñ a vez, en Eurlid an Deizioù-lid en amzer blaen, kemeret diouzh ar songanaoueg o ren, en Eurlidoù all avat diouzh Levr al Lidamzervezh, ha klozet e vez en doare merket uheloc’h p. 570.

Page 15: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

Goude-se, mar bez war al lec’h ur beleg pe un diagon, e kimiad diouzh an dud en ur lavarout :

An Aotrou Doue ganeoc’h. R/. Ha gant ho spered. An Aotrou Doue hollc’halloudek d’ho pennigo, an Tad, hag ar Mab, hag ar Spered Santel. R/. Amen. Pe, komzoù all a vennozh, evel en Oferenn (kv. Stagadenn, p. 1728). Ha neuze, mar bez kimiad, e teu ar gasadenn :

It e peoc’h. R/. Bennozh da Zoue.

Mar ne vez na beleg na diagon, ha ma vezer digenvez, ez echuer evel-henn :

Ra vo bennozh an Aotrou Doue warnomp, ra vimp diwallet a bep droug ha kaset d’ar vuhez peurbadel. R/. Amen.

D’an Trede, C’hwec’hvet ha Navet Eurpe da Eur kreiz an deiz

Gw/. Aotrou Doue, deuit d’am skoazellañ. R/. Aotrou, hastit dont d’am sikour. Klod d’an Tad … Evel ma oa … Allelouia. Goude-se e lavarer ar meulgan a glot. Da Eur kreiz an deiz 575

MEULGAN

D'an Trede Eur

Page 16: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

En hon c'halon, Spered Santel Nunc, Sancte, nobis, Spiritus,

gant Tad ha Mab Doue unel, unum Patri cum Filio,

ho teurvezet bout kemeret dignare promptus ingeri

pa-z oc'h bet ennomp deveret. nostro refusus pectori.

A c'henou, teod, meiz, skiant ha nerzh, Os lingua mens sensus vigor

ra zassono 'n embannerezh, confessionem personent,

tan ar garantez ra flammo, flammescat igne caritas,

oc'h entanañ holl dud ar vro. ascendat ardor proximos.

Deskit dimp-ni anaout an Tad, Per te sciamus da Patrem,

deskit dimp-ni anaout ar Mab, noscamus atque Filium,

deskit dimp-ni krediñ bepred te utriusque Spiritum

ez oc'h dezho an un Spered. Amen. credamus omni tempore.

Pe :

O terc’hel d’an urzh diogel Certum tenentes ordinem,

goulennomp gant deoliezh, pio poscamus pectore

d’an trede eur eus an devezh, hora diei tertia

gloar an teir vertuz doueel. trinae

Page 17: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

virtutis gloriam.

Evit ma vimp un annezig Ut simus habitaculum

d’ar Spered Santel birvidik, illi Sancto Spiritui,

a voe gwechall d’an Ebestel qui quondam in apostolis

d’an eur-mañ ivez ingalet. hac hora distributus est.

Gant monedone urzhiet-mat Hoc gradiente ordine,

e kinklas splannder an holl draoù, ornavit cuncta splendide

eñ a genaoz ren an neñvoù, regni caelestis conditor

da brofañ dimp ar bed peurbad. ad nostra aeterna praemia.

Ra vezo klod da Zoue an Tad, Deo Patri sit gloria

d’an Hini nemetañ e Vab, eiusque soli Filio

d’ar Gwarezer Spered Santel, cum Spiritu Parac,lito

en holl gantvedoù peurbadel. Amen. in sempiterna saecula.576 Darn voutin

D’ar C’hwec’hvetBleiner galloudek, Doue gwirion, Rector potens, verax Deus,

kenurzhiañ ‘rit mont-dont an traoù, qui temperas rerum vices,

gant ho splannder er beurevezh, splendore mane instruis,

Page 18: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

hag ho tommder er c'hreistevezh. et ignibus meridiem.

Mougit ar flamm en tabutoù, Exstingue flammas litium,

lemit ar gwrez a noaz outo, aufer calorem noxium,

pourchasit yec'hed d'ar c’horfoù confer salutem corporum

ha peoc'h gwirion d'ar c’halonoù. veramque pacem cordium.

Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime,

ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice,

koulz hag ar Spered Gwarezer cum Spiritu Paraclito

a vez o ren e pep amzer. Amen. regnans per omne saeculum.

Pe :Lavaromp meulgan d'an Aotrou Dicamus laudes Domino

gredus hag hep gortoz mui ken ; fervente prompti spiritu;

en o c'hwec’hvet ’mañ an Eurioù hora voluta sexies

a lavar dimp dont d’ar bedenn. nos ad orandum provocat.

Rak er c’hlod-se dre nerzh ar groaz In hac enim fidelibus

e vez roet d’ar fideled verae salutis gloria,

ar silvidigezh hag ar c’hloar beati Agni hostia,

gwenvidigezh an Oan lazhet. crucis virtute redditur.

Page 19: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

Dre c’houloù splann-meurbet Henhont Cuius luce clarissima

e tro kreisteiz da deñvalder ; tenebricat meridies;

a-greiz kalon degemeromp sumamus toto pectore

ken bras donezon a splannder. tanti splendoris gratiam.

Ra vezo klod da Zoue an Tad, Deo Patri sit gloria

d'an Hini nemetañ e Vab, eiusque soli Filio

d’ar Gwarezer Spered Santel, cum Spiritu Paraclito,

en holl gantvedoù peurbadel. Amen. in sempiterna saecula.D'an NavetDalc’h ha nerzh pep tra, o! Doue, Rerum, Deus, tenax vigor,

ennoc’h difiñv o peurbadout, immotus in te permanens,

o reiñ da bep eur he zermen lucis diurnae tempora

an eil o kemer lec’h eben. successibus determinans, Da Eur kreiz an deiz 577

Roit ho sklerijenn d'abardaez, Largire clarum vespere,

ma talc’ho bepred ar vuhez, quo vita numquam decidat,

ma heulio ar c’hloar beurbadel sed praemium mortis sacrae

evel gopr ur marv santel. perennis instet gloria.

Page 20: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime,

ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice,

koulz hag ar Spered Gwarezer cum Spiritu Paraclito

a vez o ren e pep amzer. Amen. regnans per omne saeculum.

Pe :

Da drede koroll an Eurioù Ternis horarum terminis

daskoret dimp gant an Aotrou, volutis, dante Domino,

a zo, hep si, unan ha tri, trinum perfecte et unicum

e telennimp gant kaniri. ipsum devoti psallimus.

O terc'hel gant lid-eurioù Doue, Sacrum Dei mysterium

glan a galon koulz hag a vouezh, puro tenentes pectore,

hervez reolenn Kador Pêr Petri magistri regula

roet dimp-ni da arouez salver. signo salutis prodita.

Salmomp ivez ent-speredel, Et nos psallamus spiritu,

hêred ’vel-se d’an Ebestel, haerentes sic apostolis,

dezho d'hon ren dre nerzh ar C'hrist, ut plantas adhuc debiles

pa-z omp c’hoazh plantennoù izil. Christi virtute dirigant.

Ra vezo klod da Zoue an Tad, Deo Patri sit gloria

Page 21: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

d'an Hini nemetañ e Vab, eiusque soli Filio

d’ar Gwarezer Spered Santel, cum Spiritu Paraclito,

en holl gantvedoù peurbadel. Amen. in sempiterna saecula. Ne vez netra en Eurioù-se, eus kounlidoù ar Sent.

SONGANADENN Goude ar Meulgan e vez ar songanadenn gant an antonennoù a glot. Daou rummad songanoù a zo kinniget er Songanaoueg : ur rummad boas, hag ur rummad-klokaat. Ar rummad boas a zo anezhañ tri songan pe troc’hadennoù eus heuliad ar Songanaoueg.. Ar rummad-klokaat a zo anezhañ songanoù digemm, un diuz anezho, anvet songanoù an derezioù, p. 1123.578 Darn voutin

An neb a lavar ul Lideuriad hepken a ra ar songanadenn voas, zoken er gouelioù. An neb a lavar meur a Lideuriad, a ra ar songanadenn voas evit ul Lideuriad, hag ur songanadenn-klokaat evit ar re all. Er gouelioù-meur e vez graet gant ur songanadenn-klokaat en teir Lideuriad. Neoazh mar degouezhont da Zeiz-an-Aotrou e vez kemeret songanoù Deiz-an-Aotrou er sizhun gentañ p. 603. Er gouelioù-meur e vez antonennoù a-ziforc’h. Estregeter gouelioù-meur, an antonennoù a vez kemeret el lidamzervezh o c’hoarvezout.

LENNADENN VERR

Goude ar songanadenn e vez graet al lennadenn verr. Evit Eurlid deiz-an-Aotrou hag evit hini deizioù-lid ar pemdez en amzer blaen, e vez kemeret al lennadenn verr er songanaoueg o ren. Er gouelioù-meur avat hag er gouelioù, al lennadenn verr a vez kavet e Darnlevr al Lidamzervezh pe en Darn Voutin. Goude al lennadenn verr, evit un degouezh mat, e c’heller chom dilavar e-pad ur pennadig amzer. Ha neuze en em gav ur bebeilganenn berr-tre pe gwerzad, a zo merket e-kichen al lennadenn verr.

Page 22: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

PEDENN ECHUIÑ

Goude-se e lavarer pedenn an deiz-se, en ur gregiñ gant ar c’halvadenn Pedomp, hag en ur echuiñ evel-henn hervez ma tere :

Mar bez Doue an Tad a beder :

Dre ar C’hrist hon Aotrou.

Mar bez Doue an Tad a beder, met gant meneg e Vab en dibenn :

A vev hag a ren a gantvedoù da gantvedoù.

Mar bez Doue ar Mab a beder :

C’hwi a vev hag a ren a gantvedoù da gantvedoù.

Hag e responter :

Amen. D'ar Pardaezlid 579

En Eurlid Deiz-an-Aotrou en amzer blaen hag ivez er gouelioù-meur hag er gouelioù eo arbennik ar bedenn. Er c'hounlidoù hag en Eurlid war ar pemdez en amzer blaen e vez lavaret pedenn an Eur a zere, evel er Songanaoueg. Goude-se, da vihanañ el lidadennoù a-stroll, ez ouzhpenner ar youc’hadenn :

Bennigomp an Aotrou. R/. Bennozh da Zoue.

D’ar Pardaezlid

U/. Aotrou Doue, deuit d’am skoazellañ. R/. Aotrou, hastit dont d’am sikour. Klod d’an Tad … Evel ma oa … Allelouia.

Page 23: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

MEULGAN

Neuze e lavarer ar meulgan a zere. El Eurlid da Zeiz-an-Aotrou koulz ha da zeizioù-lid ar pemdez en amzer blaen, emañ merket ar meulgan er songanaoueg. Er gouelioù-meur hag er gouelioù, e vez kavet ar meulgan e Darnlevr al lidamzervezh pe en Darn voutin. E kounlidoù ar Sent, ar meulgan, nemet e vefe unan a-ratozh, a vez kemeret, evel ma karer, pe en Darn voutin pe en deiz-lid.

SONGANADENN

Echuet gant ar meulgan, e teu ar songanadenn, a zo anezhi daou songan pe troc’hadoù songanoù, hag ul lidkan tennet eus an Testamant Nevez, a vez lavaret gant antonennoù a zere outo. En Eurlid da Zeiz-an-Aotrou ha da zeizioù-lid ar pemdez e vez lavaret songanoù ha lidkan eus ar Songanaoueg o ren, gant o antonennoù. Er gouelioù-meur hag er gouelioù, ar songanoù, lidkan hag antonenn a vez kemeret e Darnlevr al lidamzervezh pe en Darn voutin. E kounlidoù ar Sent, ar songanoù, al lidkan hag an antonennoù a vez re an deiz-lid o c’hoarvezout, nemet e tegouezhfe bezañ antonennoù a-ratozh. Sevenet ar songanadenn, e vez graet al lennadenn, pe verr pe hiroc’h.580 Darn voutin

LENNADENN VERR

En Eurlid Deiz-an-Aotrou hag ar pemdez en amzer blaen, al lennadenn verr a vez merket er Songanaoueg o ren.

Er gouelioù-meur hag er gouelioù, al lennadenn verr a gaver e Darnlevr al Lidamzervezh evel en Darn voutin.

E kounlidoù ar Sent, al lennadenn verr, nemet e vefe unan a-ratozh, a vez kemeret, evel ma karer, pe en Darn voutin, pe en deiz-lid.

LENNADENN HIROC’H

Hervez ma plij avat, ha peurgetket el liderezh gant ar bobl, testenn al lennadenn hiroc’h a c’hell bezañ diuzet hervez reolenn n.46 ar

Page 24: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

Reoliadur hollek.

El liderezh gant ar bobl, hervez un degouezh mat, e c’heller ober ouzhpenn-se ur brezegennig eeun evit sklaeraat danvez al lennadenn.

EILKANENN DA GOMZ DOUE

War-lerc’h al lennadenn pe ar brezegennig, evit un degouezh mat, e c’heller chom dilavar e-pad ur pennadig.

Ha neuze en em gav ur ganenn a-bep-eil pe pebeilganenn verr, lec’hiet evel al lennadenn verr.

E-lec’h an dra-se evelato e c’hell bezañ lakaet kanennoù all heñvel-seurt, gant ma vezint bet aotreet evit se a-berzh un Emvodad Eskibion.

LIDKAN TENNET EUS AN AVIEL Luk 1, 46-55

Neuze e vez lavaret, gant an antonenn a zere outañ, al lidkan da heul tennet eus an Aviel.

En Eurlid Deiz-an-Aotrou en amzer blaen, an antonenn o vont gant Lidkan Mari a vez kemeret eus Darnlevr al Lidamzervezh. En Eurlid ar pemdez avat, diouzh ar songanaoueg. E lidadenn ar Sent avat, mar ne vez

ket unan arbennik, e vez kemeret eus an Darn voutin. D'ar Pardaezlid 581

An ene o tridal en Aotrou Doue,46 Va ene a gan *braster an Aotrou,47 ha va spered a drid *en Doue, va Salver,48 dre m’en deus sellet ouzh izelded e vatezh. * Setu a-vremañ ma vin anvet evurus gant an holl rummadoù,

Page 25: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

49 rak an Hollc’halloudeg en deus graet evidon traoù burzhudus, * an Hini a zo santel e anv,50 hag e drugarez en em astenn a rummad da rummad *war gement hini o deus doujañs outañ.51 Diskouezet en deus nerzh e vrec’h, *ha dispennet ar re a zo brasoni en o c’halon ;52 diskaret en deus an dud c’halloudek diwar o zron *hag uhelaet an dud izel ;53 ar re naoniek en deus karget a vadoù *ar re binvidik en deus kaset kuit hep netra. 54 Kemeret en deus etre e zivvrec’h Israel e vugel, *evit kaout soñj eus e druez,55 hervez m’en devoa prometet d’hon tadoù, *e-keñver Abraham hag e lignez da viken.Klod d’an Tad … Evel ma oa … Hag adlavaret e vez, evel boaz, an antonenn.

ASPEDENNOU PE ERBEDENNOU Echuet al lidkan, graet e vez an aspedennoù pe erbedennoù. En Eurlid Deiz-an-Aotrou hag an Deiz-lid war ar pemdez en amzer blaen, an aspedennoù a vez kavet er Songanaoueg. Er gouelioù-meur ha gouelioù, an aspedennoù ez eus anezho e Darnlevr al Lidamzervezh pe en Darn voutin. E kounlidoù ar Sent, an aspedennoù a vez kemeret, evel ma karer, eus an Darn voutin pe eus an Deizioù-lid, nemet e vefe reoù arbennik. Goude an aspedennoù-se, Pedenn an Aotrou a vez lavaret gant an holl, diaraoget, mar kaver mat, gant ur gemennadenn verr, evel er Stagadenn, p.1727. 582 Darn voutin

Page 26: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

Hon Tad, hag a zo en neñvoù :hoc’h anv bezet santelaet ;ho rouantelezh deuet dimp ;ho mennentez bezet graet war an douar evel en neñv.Roit dimp hiziv hor bara pemdeziek ;pardonit dimp hor pec’hedoù,evel ma pardonomp d’ar re o deus manket ouzhimp ;ha n’hon lezit ket da gouezhañ en temptadur ;met hon diwallit diouzh an Droug.

Goude Hon Tad e lavarer diouzhtu, hag hep Pedomp, ar bedenn-echuiñ, a vez kemeret : evit Eurlid an Deizioù-lid en amzer blaen, diouzh ar Songanaoueg o ren; en Eurlidoù all avat diouzh darnlevr al Lidamzervezh, ha klozet e vez evel merket uheloc’h p. 570. Goude-se, mar bez war al lec’h ur beleg pe un diagon, e kimiad diouzh an dud en ur lavarout :

An Aotrou Doue ganeoc’h. R/. Ha gant ho spered. An Aotrou Doue hollc’halloudek d’ho pennigo, an Tad, hag ar Mab, hag ar Spered Santel. R/. Amen.

Pe, komzoù all a vennozh, evel en Oferenn (kv. Stagadenn p. 1728).

Ha neuze, mar bez kimiad, e teu ar gasadenn :

It e peoc’h. R/. Bennozh da Zoue.

Page 27: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

Mar ne vez na beleg na diagon, ha ma vezer digenvez, ez echuer evel-henn :

Ra vo bennozh an Aotrou Doue warnomp, ra vimp diwallet a bep droug ha kaset d’ar vuhez peurbadel. R/. Amen.

D’ar C’hlozlid

Gw/. Aotrou Doue, deuit d’am skoazellañ. R/. Aotrou, hastit dont d’am sikour. Klod d’an Tad … Evel ma oa … Allelouia.D’ar C’hlozlid 583

Goude-se, mat e c’hell bezañ ober un emarselladenn-goustiañs, a c’hell, en ul liderezh a-stroll, bezañ klenket en un oberiadenn a binijenn, hervez ar c’homzennoù arveret en Oferenn (kv. Stagadenn, p. 1734).

MEULGAN

A-raok ma teuio fin an deiz, Te lucis ante terminum,

ho pedomp krouer mat ar bed, rerum creator, poscimus,

da vezañ dimp en ho truez ut solita clementia

hon gward e-pad an deñvalded. praesul ad custodiam.

En dra ma kousk hor c’halonoù, Te corda nostra somnient,

ha ma vored hor skiantoù, te per soporem sentiant,

ra ganint ho kloar-c’hwi dalc’hmat tuamque semper gloriam

er gouloù-deiz ’zo o tostaat. vicina luce concinant.

Page 28: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

Roit dimp-ni buhez ha yec’hed, Vitam salubrem tribue,

nevezit ennomp gwrez hor gred, nostrum calorem refice,

ha noz euzhus an teñvalder taetram noctis caliginem

ra vo sklaeraet gant ho sklaerder. tua collustret claritas.

Ar c’hras-se Tad hollc’halloudek, Praesta, Pater omnipotens,

her roit dimp dre Jezuz Krist, per Iesum Christum Dominum,

a ren ganeoc’h da virviken qui tecum in perpetuum

a-gevret gant ar Spered Glan. Amen. regnat cum Sancto Spiritu.

Pe,

Aotrou, c’hwi splannder ha gwir deiz, Christe, qui,

splendor et dies, a denn kuit teñvalder an noz, noctis tenebras detegis,

a sellas sklaerder ar gouloù, lucisque lumen crederis,

’vel diougan sklaerder ar gwenved, lumen beatis praedicans.

Ho pediñ ’reomp, Aotrou santel, Precamus, sancte Domine,

d’hon gwareziñ e-pad an noz ; hac nocte nos custodias ;

grit ma tiskuizhimp en ennoc’h, sit nobis in te requies,

ha roit dimp-ni eurvezhioù sioul. quietas horas tribue.

M’em ro d’ar c’housk an daoulagad, Somno si dantur

Page 29: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

oculi,

hon c’halon da veilho dalc’hmat ; cor semper ad te vigilet ;

ho torn dehou da roy gwarez tuaque dextra protegas

d’ar re feal d’ho karantez. fideles, qui te diligunt.584 Darn voutin

Hor gwarezer, sellit ouzhimp, Defensor noster, aspice,

argasit kuit an drouksoñjoù, insidiantes reprime,

gouarnit mat ho pugale, guberna tuos famulos,

’zo bet gant ho kwad-c’hwi prenet. quos sanguine mercatus es.

Deoc’h, Krist, roue deol-meurbet, Sit, Christe, rex piissime,

bezet ar c’hlod koulz ha d’an Tad, tibi Patrique gloria,

ha d’ar Spered Diwaller mat, cum Spiritu Paraclito,

en holl gantvedoù hed-ha-hed. Amen. in sempiterna saecula.

SONGANADENN

Goude ar 1-añ Pardaezid da Zeiz-an-Aotrou ha d’ar Gouelioù-meur e vez lavaret ar songanoù 4 ha 133(134), p. 1105 ; goude an Eil Pardaezlid, ar songan 90(91), p.1108. D’an deizioù all, ar songanoù gant o antonennoù a vez kavet er Songanaoueg. Aotreet eo evelato adkemer an eil Klozlid pe egile eus Deiz-an-Aotrou.

LENNADENN VERR

Page 30: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

Goude ar songanadenn e reer al lennadenn verr, a vez kemeret en hevelep lec’h hag ar songan er Songanaoueg. Da c’houde e teu ar bebeilganenn verr.

PEBEILGANENN VERR

P/. Etre ho taouarn, Aotrou, * E lakaan va spered. Etre ho taouarn … U/. Hon dasprenet hoc’h eus, Aotrou Doue a wirionez. * E lakaan va Spered. Klod d’an Tad … Etre ho taouarn …

LIDKAN TENNET EUS AN AVIEL Luk 2, 29-32

Neuze evit al lidkan e lavarer :

Ant. Hon salvit, Aotrou, war hon dihun, hon diwallit e-pad hon c’housk, ma veilhimp gant ar C’hrist ha ma tiskuizhimp er peoc’h.D’ar C’hlozlid 585

Jezuz Krist gouloù ar broadoù ha klod Israel

29 Bremañ, o Mestr, e c’hellit lezel ho servijer, *hervez ho komz da dremen e peoc’h,30 rak gwelet o deus va daoulagad *ho silvidigezh,31 an hini hoc’h eus aozet * dirak an holl bobloù,32 gouloù da sklerijennañ ar broadoù *ha klod evit ho pobl, Israel.Klod d’an Tad … Evel ma oa …

Page 31: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

Hag adlavaret e vez, evel boaz, an antonenn.

PEDENN ECHUIÑ Goude-se e lavarer ar bedenn evel er Songanaoueg, gant ar gouviadenn Pedomp en he raok. Hag e responter Amen.

Neuze e lavarer, zoken ent digenvez, ar vennigadenn :

An Aotrou Doue hollc’halloudek da roio dimp un noz didrouz hag ur marv mat. R/. Amen.

Kanennoù-klozañ en enor d’ar Werc’hez Glorius Vari Neuze e lavarer unan eus ar c’hanennoù d’ar Werc’hez Glorius Vari.

Ni ho ped, Gwerc’hez Mamm hon Salver, a zo d’ar baradoz an nor asur ha sterenn ar mor, teurvezit hor sikour, skoazellit ho pobl en hec’h enkrez ; ganeoc’h eo bet ganet, estlamm bras d’hon natur, an Hini en deus ho krouet.Gwerc’hez bepred ha goude genel, gant salud Gabriel resevit hon Ave, hag ouzhimp pec'herien ho pet truez.

Koulz all

Salud, Rouanez an neñvoù,salud, o Itron an holl Aeled,diouzhoc’h eo paret war ar bedgwir sklerijenn an eneoù.586 Darn voutin

Page 32: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

Bezit laouen, Gwerc’hez klodus,rak ’us d’an holl oc’h kenedus ;degemerit hon c’hanenn doujus,hag evidomp aspedit Jezuz.

Koulz all

Salud, Rouanez, o! Mari, Mamm a druez ; Buhez ha douster hag esper hon c’haezhnez.Etrezek ennoc’h e kriomp e-kreiz hon arvar.Klevit hon huanad, pa c’harmomp en daeroù eus an draonienn-mañ a c’hlac’har.Troit enta war-du hon dienez, kened dispar ho taoulagad trugarezus, hon alvokadez !Ha Jezuz, ho Mab santel, frouezh ho korf benniget, En diskouezit dimp en neñvoù, er vuhez.Mamm ken dous, o! ken mat, o! Mamm ar joa, Itron Varia.

Koulz all Dindan ho kwarez en em repuomp, Santez Mari mamm da Zoue ;na zisprizit ket hor pedennoù en hon ezhommoù, met hon difennit atav diouzh pep droug, Gwerc’hez glorius ha benniget.

Pe zoken ur ganenn all aotreet gant an Eskebvod diouzh se.

Page 33: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

--

Page 34: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

587

SONGANAOUEGE PEDER SIZHUNVEZHIADDASPARZHET

Page 35: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

Kelc’hiad ar songanaoueg e peder sizhunvezhiad a zo liammet ouzh ar bloavezhiad liderezhel, en doare ma-z adkemerer adalek ar sizhun gentañ « en amzer blaen ». Goude Hanterkantvet deiz ar Pask enta ez adkemerer adal sizhun ar Songanaoueg a glot gant niverenn ar sizhunioù «en amzer blaen» (kv. Taolenn, 15, bann 5). An arouez --- e traoñ ar bajennad a verk dibenn poz ar songan.

Page 36: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

588

Page 37: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

-

Page 38: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

589

SIZHUN I

DEIZ-AN-AOTROU

D’ar 1-añ Pardaezlid Gw/. Aotrou Doue, deuit d’hon skoazellañ ... Klod d’an Tad .. Evel ma oa … Allelouia.

MEULGAN

An Aotrou Doue, krouer pep tra Deus, creator omnium

ha reizher an oabl, o wiskañ polique rector, vestiens

an deiz kinklet a sklerijenn, diem decoro lumine,

an noz gant kousk da brofadenn, noctem soporis gratia,

Evit ma rentfe d'ar c'henvell, Artus solutos

ut quies dre an diskuizh, boaz an trevell reddat laboris usui

ma adsavfe ar spered faezh mentesque fessas allevet

ma tistennfe poan an enkrez, luctusque solvat anxios,

Grasoù 'vit an deiz tremenet Grates peracto iam die

pedennoù 'vit an noz kroget, et noctis exortu preces,

'vit ma harpot an eil, eben, voti reos ut adiuves,

e tistagomp ar veulganenn. hymnum canentes solvimus.

Page 39: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

Ra ganint deoc'h a greiz kalon, Te cordis ima concinant,

ra sono deoc'h a vouezh heson, te vox canora concrepet,

karantez c'hlan d'ho karo-c'hwi, te diligat castus amor,

hag ene reizh d'hoc' azeuliñ, te mens adoret sobria,

'vit pa vo klozet an devezh Ut cum profunda clauserit

gant teñvalder don an nozvezh, diem caligo noctium,

ma nac'ho 'r feiz an teñvalder fides tenebras nesciat

ma skedo 'n noz dre ar c'hreder. et nox fide reluceat.

Ar C'hrist a bedomp hag an Tad, Christum rogamus et Patrem,

Spered ar C'hrist koulz hag e Dad; Christi Patrisque Spiritum ;

o c'hallout pep tra 'n ho Treinded unum potens per omnia,

gwarezit mat ar re ho ped. Amen. fove precantes, Trinitas.

Mar karer e c'hell bezañ lavaret Deiz ha prantad an eizhtevezh, 594.590 Sizhun I

SONGANADENN

Ant. 1 Va fedenn da vont betek ennoc’h evel moged an ezañs.

Songan 140 (141), 1-9

Pedenn a-enep hoalerezh an droug

Page 40: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

Hag e savas moged ar porfumoù gant pedennoù ar Sent, eus dorn an Ael dirak Doue (Disk 8, 4).

1 Ho kervel a ran, Aotrou, hastit va skoazellañ, *selaouit va mouezh pa grian war-zu ennoc’h.2 Va fedenn da vont betek ennoc’h evel moged an ezañs, *va daouarn da sevel evel aberzh an abardaez.3 Aotrou, lakait ur gward ouzh va genoù, *ur gedour ouzh dor va muzelloù.4 Na zougit ket va c’halon da zrougober *na d’en em reiñ d’ar fallagriezh, gant an dorfedourion ; *na da dañva morse eus o flijadurioù.5 Pa skoio ganin un den reizh e vo din ul levenez, p’am gourdrouzo e vo d’am fenn un eoul a c’hwezh-vat ; +met eoul ar re fallakr ne skedo ket war va blev, *rak bepred e pedin a-enep o fallentez.6 Setu int stlapet etre daouarn o barner, *hag e klevint va c’homzoù, rak flour ez int :7 Setu ma frailh ha ma tigor an douar dindano, *ha ma vez lonket o eskern gant genou ar Marv.8 Davedoc’h, Aotrou, eo troet va daoulagad ; *ennoc’h, va Doue, e klaskan va goudor.

Page 41: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

9 Va diwallit diouzh al lasoù o deus stegnet din, *diouzh pechoù an dud a fallagriezh.Deiz-an-Aotrou, d’ar 1-añ Pardaezlid 591

Klod d’an Tad, ha d’ar Mab, *ha d’ar Spered Santel.Evel ma oa er penn-kentañ, ha bremañ ha da viken, *a gantvedoù da gantvedoù. Amen.

Ar werzad-se Klod d’an Tad hervez boaz a lavarer e dibenn pep songan ha lidkan, nemet e vefe notennet a-hent all.

Ant. Va fedenn da vont betek ennoc’h evel moged an ezañs.

Ant. 2 Aotrou, c’hwi eo va repu, va lod e douar ar re vev. Songan 141(142)C’hwi eo va repu

An holl draoù-se a zo sevenet en Aotrou en amzer e basion.(St Hilarius).

2 A vouezh kreñv e krian etrezek an Aotrou, *a vouezh kreñv ec’h aspedan an Aotrou ;3 Dirazañ e skuilhan va c’hlemmadenn, *dezhañ e tisklerian va anken.4 Gwall strafuilhet eo va spered ennon, *met c’hwi a oar an hent a zo va hini.

Page 42: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

Gouzout a rit o deus kuzhet evidon o lasoù *en hent a gerzhan gantañ.5 Sellout a ran a-zehou din hag e welan, *n’eus den evit bezañ a-du ganin.N’eus evidon repu ebet, *n’eus den ebet nec’het gant va buhez.6 Davedoc’h e krian, Aotrou ; +ha deoc’h e lavaran : « Aotrou, c’hwi eo va repu, *va lod e douar ar re vev.7 Taolit evezh ouzh va garmadenn, *rak setu-me dinerzh-meurbet.Va dieubit eus va heskinerion, *rak kreñvoc’h ez int egedon. ---592 Sizhun I

8 Tennit ac’hanon eus an toull-bac’h *ma rentin grasoù d’hoc’h anv ;hag an dud vat a raio en-dro din ur gurunenn, *evit meuliñ ho madelezh em c’heñver ». Ant. Aotrou, c’hwi eo va repu, va lod e douar ar re vev. Ant. 3 En em izelaet e-unan en deus an Aotrou Jezuz Krist, setu perak en deus Doue uhelsavet anezhañ er c'hantvedoù.

Lidkan Flp 2, 6-11Diwar-benn ar C’hrist, servijer Doue

6 Ar C’hrist Jezuz hag a oa Doue a stumm, *ne sellas ket evel e dra chom en e renk par da

Page 43: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

Zoue,7 met da netra eo en em lakaet, dre gemer stumm ur servijer, +ha dont da vezañ e-giz an dud ; *goude en em ziskouez evel un den,8 en deus c’hoazh en em izelaet +dre sentiñ betek ar marv, *betek ur marv war ur groaz.9 Setu perak en deus Doue uhelsavet anezhañ +ha roet dezhañ un anv, *a zo a-us da bep anv,10 ma vo pep glin en anv Jezuz o plegañ *e lein an neñvoù, war an douar hag e bed an ankoù, 11 evit ma tisklerio pep teod : *« eo Jezuz Krist eo an Aotrou ! », evit gloar Doue an Tad.

Ant. En em izelaet e-unan en deus an Aotrou Jezuz Krist, setu perak en deus Doue uhelsavet anezhañ er c'hantvedoù.

LENNADENN VERR Rom 11, 33-36

O! Donder dreist-muzul pinvidigezh, furnezh ha gouiziegezh Doue ! Pegen digomprenadus eo e zivizoù, pegen diveizadus e hentoù ! Piv en deus anavezet biskoazh soñjoù Doue ? Piv a zo bet biskoazh e guzulier ? Pe c'hoazh piv en deus roet dezhañ da

Page 44: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

Deiz-an-Aotrou, d’ar 1-añ Pardaezlid 593

gentañ ma vefe dleet en-dro ur paeamant dezhañ ? Rak an holl draoù a zo digantañ, drezañ hag evitañ. Dezhañ ar c'hloar da virviken. Amen

PEBEILGANENN VERR

P/. Na kaer ez int holl * Hoc'h oberoù, Aotrou. Na kaer ez int holl. U/. Gant furnezh hoc'h eus savet an holl draoù. * Hoc'h oberoù, Aotrou. Klod d'an Tad ... Na kaer ez int holl.

Gant lidkan Mari, antonenn evel e darnlevr al Lidamzervezh.

ASPEDENNOU

En ur lavarout gloar d'an Doue unan, d'an Tad ha d'ar Mab ha d'ar Spered Santel, izel a galon aspedomp : Bezit gant ho Pobl, Aotrou.Aotrou santel, Tad hollc'halloudek, grit ma savo ar justis war hon douar,--- ha ma tiazezo ho Pobl e kaerder ar peoc'h.Roit d'an holl dud ar c'hras da zont-tre en ho rouantelezh,--- hag evel-se ma vo salvet an holl bobloù.Grit ma chomo ar priedoù en ho karantez hag en ho mennentez,--- ha ma vevint bepred er gengarantez.Ho teurvezet goprañ, Aotrou, an holl re a ra traoù mat dimp,

Page 45: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

--- ha roit dezho ar vuhez peurbadel.Taolit ur sell a druez ouzh ar re bet distrujet gant ar gasoni hag ar brezelioù,--- ho teurvezet o degemer e diskuizh an neñv.Hon Tad ... Pedenn evel e darnlevr al Lidamzervezh. Klozadur al lideuriad evel en darn voutin.

D’al Lidgalvadenn Ant. Deuit, youc'homp d'an Aotrou, en em laouenaomp e Doue hor Salver, allelouia. +

Songan lidgervel, 565.594 Sizhun I

Da Eurlid al lennadenn Gw/. Aotrou Doue, deuit d’am skoazellañ…. Klod d’an Tad…. Evel ma oa…. Allelouia. Kement-se a vez dioueret koulskoude pa vez bet al Lidgalvadenn diouzhtu a-raok.

MEULGAN I. Pa vez lavaret Eurlid al lennadenn da noz pe mintin abred :

Eus an holl zeizioù ar c'hentañ, Primo dierum omnium,

ar bed krouet a gemm ennañ quo mundus exstat conditus

ennañ ar c'hrouer dasorc'het vel quo resurgens conditor

hon salv diouzh ar marv trec'het, nos, morte victa, liberat,

Pep morzhadur argaset pell, Pulsis procul torporibus,

hastomp a-fo d'en em sevel, surgamus

Page 46: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

omnes ocius,

ha diouzh an noz klaskomp ober, et nocte quaeramus pium,

'giz ar Profed diouzh ma ouzer, sicut Prophetam novimus,

'vit ma klevo hor pedennoù Nostras preces ut audiat

ha ma astenno e zorn dehou, suamque dextram porrigat,

d'ar re gwalc'het o fec'hedoù et hic piatos sordibus

ma rento sezioù an neñvoù, reddat polorum sedibus,

'vit ma talvezo d'an holl re Ut, quique

sacratissimo en amzer santel an deiz-se huius diei tempore

o devo kanet an eurioù, horis quietis psallimus,

bezañ digollet gant grasoù. donis beatis muneret.

Ra vezo klod da Zoue an Tad, Deo Patri sit gloria

d'an Hini nemetañ e Vab, eiusque soli Filio

d’ar Gwarezer Spered Santel, cum Spiritu Paraclito,

en holl gantvedoù peurbadel. Amen. in sempiterna saecula.

Pa vez lavaret Eurlid al lennadenn war an deiz :

Deiz ha prantad an eizhtevezh Dies aetasque ceteris

trec'h d'ar re all e santelezh octava splendet sanctior

Page 47: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

a gensakrit, Jezuz, ennoc'h, in te quam,

Jesu, consecras,preveudi ar re a zasorc'h. primitiae surgentium.Deiz-an-Aotrou, da Eurlid al lennadenn 595

Advevit bremañ hon eneoù Tu tibi nostras animas

ganeoc'h-c'hwi adsavet da vev ; nunc primo conresuscita ;

ra savo ganeoc'h hon c'horfoù tibi consurgant corpora

dieubet diouzh an eil marv. secunda morte libera.

Deoc'h-c'hwi dizale en neved, Tibique mox in nubibus,

Jezuz, davedoc'h 'vimp douget Christe, feramur obviam

ganeoc'h da viken da veviñ : tecum victuri perpetim :

c'hwi ar vuhez, an dasorc'hiñ. tu vita, resurrectio.

En ur arvestiñ ouzh ho tremm Cuius videntes faciem,

en ho kloar-c'hwi e teuimp da gemm; configuremur gloriae ;

hoc'h anaout a raimp 'vel ma-z oc'h, te cognoscamus sicut es,

gwir sklerijenn, dudi ganeoc'h. lux vera et suavitas.

Rouantelezh, d'an Tad fiziet, Regnum, cum Patri traditos,

gant ar seizh sakramant leuniet, plenos septeno chrismate,

ennoc'h-c'hwi ez omp laouenaet, in temet nos laetificas,

Page 48: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

Treinded Santel he sevenet. Amen. consummet sancta Trinitas.

SONGANADENN

Ant. 1 Diskuliet eo bet gwezenn ar vuhez e kroaz an Aotrou Krist. :

Songan I

An daou hentEürus ar re a zo diskennet en dour, o lakaat o goanag er groaz ( Diwar ur skrivagner eus an Eil kantved).

1 Evurus an den na gerzh ket hervez kuzul ar re fallakr + n’a ket gant hent ar bec’herion *n’azez ket e bodadeg ar c’hoapaerion,2 met en em blij e lezenn an Aotrou, *a vouskan anezhi deiz ha noz.3 Evel ur wezenn plantet war ribl an dour *e toug e frouezh en e vare, morse ne vez gweñvet e zelioù, *kement a ra a dro gantañ da vat. --- 596 Sizhun I4 Met n’eo ket se stad ar re fall, n’eo ket se, *evel plouz e vezont skubet gant an avel.5 Neuze da zeiz ar varn ne bado ket an dud difeiz, *ne chomo ket ar bec’herion e bodadeg ar re vat ;6 rak an Aotrou a ziwall hent an dud reizh, *tra ma kas d’an emgoll hent ar re fall.

Ant. Diskuliet eo bet gwezenn ar vuhez e kroaz

Page 49: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

an Aotrou Krist.

Ant 2 Me eo am eus sakret va Roue war Sion. Songan 2Ar Mesiaz roue ha trec’hourEn em unaniñ o deus graet a-enep d’az servijer santel, Jezuz, an hini ac’h eus olevet ( Ob 4, 27).

1 Perak e ragach ar broadoù, *e kroz ar pobloù gant komzoù goullo ?2 En em sevel a ra rouaned an douar, +hag ar briñsed en em stroll a-unan *a-enep an Aotrou hag a-enep e Grist :3 « Torromp diwarnomp o liammoù, *diframmomp diouzhimp o naskoù ! ».4 C’hoarzhin a ra an Hini a dron en Neñvoù, *an Aotrou a ra goap anezho.5 Setu ma komz outo gant kounnar *hag en e fulor e spont anezho :6 « Me eo am eus sakret va Roue *war Sion, va menez santel ! ». 7 Embann a rin mennad an Aotrou, +lavaret en deus din : « Va mab ez out-te, *me eo am eus da c’hanet hiziv. 8 Goulenn, hag e roin dit ar broadoù da lod,* hag an douar a-bezh evit da zomani,9 O freuzañ a ri gant ur walenn houarn, *o bruzunañ a ri evel listri poderezh ! ». ---Deiz-an-Aotrou, da Eurlid al lennadenn 59710 Ha bremañ, komprenit mat, Rouaned, *mistri an douar, tennit kentel eus an ali.

Page 50: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

11 Servijit an Aotrou gant doujañs, *pokit d’e dreid en ur grenañ.12 Kemerit kentel, +gant aon na gounnarfe ha n’ho kasfe da goll, *rak e fulor hepdale a flammo. Evurus ar re holl, *a lak o fiziañs ennañ.

Ant 2 Me eo am eus sakret va Roue war Sion.

Ant. 3 C’hwi, Aotrou, a zo va difenner, va gloar, c’hwi a lak va fenn da sevel en-dro. Songan 3An Aotrou Doue, va difenner.Mervel a reas ha tañva ar marv ha sevel a varv da vev, rak an Aotrou Doue a zibradas anezhañ (St. Eirenaios).

2 Aotrou, pegen niverus eo va enebourion, *pegen stank ar re a sav a-enep din,3 pegen stank ar re a lavar diwar va fenn : *« Silvidigezh ebet evitañ en Doue ».4 Met c’hwi, Aotrou, a zo va difenner, *va gloar, c’hwi a lak va fenn da sevel en-dro.5 A-bouez-penn em eus kriet war-zu an Aotrou, *respontet en deus din eus e Venez santel.6 Me ’zo bet em gwele ha kousket mat em eus, *savet on adarre, rak va nerzh eo an Aotrou.7 N’em eus ket aon rak an dud-se a viliadoù a vez en-dro din o c’hedal d’am diskar. * Savit, va Doue, ha va salvit !

Page 51: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

8 Skeiñ a rit fasadoù gant va enebourion, *d’ar re zrouk e torrit o dent.9 Doue salver, *Bennigit ho Pobl.598 Sizhun I

Ant. C’hwi, Aotrou, a zo va difenner, va gloar, c’hwi a lak va fenn da sevel en-dro.

Gw. Ra vezo komz ar C'hrist o chom en ho touez gant leunder. R. En em gelennit an eil egile gant en em aliañ e pep furnezh. Lennadennoù ha pedenn evel e darnlevr al Lidamzervezh.

D’ar Meullidoù-beure

Gw/. Aotrou Doue, deuit d’am skoazellañ …Klod d’an Tad ... Evel ma oa … Allelouia. Kement-se koulskoude a vez dioueret pa vez bet al Lidgalvadenn diouzhtu a-raok.

MEULGAN Krouer peurbadel an holl draoù Aeterne rerum conditor

c'hwi a renk nozioù ha deizioù, noctem diemque qui regis,

hag a ro amzer dre vare et temporum das tempora

evit digreskiñ an enoe, ut alleves fastidium,

Sed an embanner-deiz o son, Praeco diei iam sonat,

eñ a beur-veilhas en noz don, noctis profundae pervigil,

Page 52: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

da vont en hent Gwerelaouen nocturna lux viantibus

diwar an noz ar sklerijenn. a nocte noctem segregans.

Gant-se dihunet lusifer Hoc excitatus lucifer

a denn an oabl a deñvalder; solvit polum caligine;

gant-se dañser an holl douelloù hoc omnis errorum chorus

a zilez hentoù an noazout vias nocendi deserit.

Gant-se 'teu nerzh d'an dud a vor Hoc nauta vires colligit

hag e toñvaont turmud ar mor; pontique mitescunt freta;

gant-se, Roc'h 'n Iliz hec'h-unan, hoc, ipse Petra Ecclesiae,

a walc'h ar pec'hed en ur gan. canente, culpam diluit.

Jezuz, sellit ouzh ar re wan Iesu, labantes respice

ha reizhit-ni ouzh o gwelout; et nos videndo corrige;

mar sellit-c'hwi, 'kouezh ar fazioù si respicis, lapsus cadunt

ar pec'hed a deuz en daeroù. fletuque culpa solvitur. Deiz-an-Aotrou, d'ar Meullidoù-beure 599

C'hwi, gouloù, skedit d'ar skiantoù Tu, lux, refulge sensibus

ha troc'hit kousk ar speredoù; mentisque somnum discute;

deoc'h da gentañ son hor mouezhioù te nostra vox

Page 53: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

primum sonet

ma voulc'himp deoc'h hor pedennoù. et vota solvamus tibi.

Deoc’h, Krist, roue deol-meurbet, Sit, Christe, rex piissime,

bezet ar c’hlod koulz ha d’an Tad, tibi Patrique gloria,

ha d’ar Spered Diwaller mat, cum Spiritu Paraclito,

en holl gantvedoù hed-ha-hed. Amen. in sempiterna saecula.

SONGANADENN

Ant. 1 C’hwi an hini a glaskan kerkent ha gouloù-deiz. gant ar spi da welout ho kalloud, allelouia. Songan 62 (63), 2-9An ene o c’hoantaat an Aotrou DoueWar-zu Doue emañ evezh an hini a zistaol oberoù an noz.

2 Aotrou Doue, va Doue ez oc’h-c’hwi, *c’hwi an hini a glaskan kerkent ha gouloù-deiz.Sec’hed ac’hanoc’h en deus va ene, *ha va c’horf a langis etrezek ennoc’h.Evel un douar kras, disec’het ha dizour, +3 setu ma sellan ouzhoc’h en ho santual, *gant ar spi da welout ho kloar hag ho kalloud.4 Gwell eo ganin ho kras eget ar vuhez, *va muzelloù a c’houlenn ho meuliñ.5 Ho pennigañ a fell din va buhez-pad, *ha sevel va daouarn en enor d’hoc’h anv.6 ha va c’halon he devo he gwalc’h a levenez, *

Page 54: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

va genou ho meulo gant diweuz o tridal.7 Ya, soñj am eus ac’hanoc’h war va gwele, *a-hed beilhoù an noz emañ va spered ganeoc’h-c’hwi,8 va skoazeller ez oc’h bet a-holl viskoazh, *dindan ho tivaskell e tridan a levenez.9 Ouzhoc’h en em stard va ene, *ho torn dehou am dalc’h hag am souten.600 Sizhun I

Ant. C’hwi an hini a glaskan kerkent ha gouloù-deiz. gant ar spi da welout ho kalloud, allelouia.

Ant. 2 Neuze o zri, a-unvouezh, a ganas, o reiñ gloar ha meuleudi da Zoue er fornez en ur lavarout : Benniget an Aotrou Doue, allelouia.

Lidkan Dan 3, 57-88, 56Pep krouadur da veulo an Aotrou DoueMeulit hon Doue, c’hwi holl e servijerion (Disk 19, 5).

57 C’hwi holl, oberoù an Aotrou, bennigit an Aotrou, *kanmeulit hag uhelvrudit anezhañ er c’hantvedoù.58 Neñvoù, bennigit an Aotrou, *59 aeled an Aotrou, bennigit an Aotrou.60 Holl zoureier a-us d’an oabloù, bennigit an Aotrou, *61 holl strolladoù an Aotrou, bennigit an

Page 55: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

Aotrou.62 Heol ha loar, bennigit an Aotrou, *63 stered an neñvoù, bennigit an Aotrou.64 Glaveier ha glizheier, bennigit an Aotrou, *65 holl avelioù a c’hwezh, bennigit an Aotrou.66 Tan ha tommder, bennigit an Aotrou, *67 yenijenn ha gwrez, bennigit an Aotrou.68 Glizh ha frim, bennigit an Aotrou, *69 rev ha riell, bennigit an Aotrou.70 Skorn hag erc’h, bennigit an Aotrou, *71 nozioù ha deizioù, bennigit an Aotrou.72 Sklerijenn ha teñvalijenn, bennigit an Aotrou, *73 luc’hed ha koumoul, bennigit an Aotrou.74 Ra vennigo an douar an Aotrou, * ra ganmeulo hag uhelvrudo anezhañ er c’hantvedoù. 75 Menezioù ha torgennoù, bennigit an Aotrou, *76 holl blantennoù an douar, bennigit an Aotrou.77 Morioù ha stêrioù, bennigit an Aotrou, *78 eienennoù, bennigit an Aotrou. ---Deiz-an-Aotrou, d'ar Meullidoù-beure 601

79 Morviled ha kement a verv en doureier, bennigit an Aotrou, * 80 holl evned an neñv, bennigit an Aotrou.81 Loened gouez ha chatal, bennigit an Aotrou, *

Page 56: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

82 mibion an dud, bennigit an Aotrou.83 Ra vennigo Israel an Aotrou, * ra ganmeulo hag uhelvrudo anezhañ er c’hantvedoù.84 Beleion an Aotrou, bennigit an Aotrou, *85 servijerion an Aotrou, bennigit an Aotrou.86 Speredoù hag eneoù an dud reizh, bennigit an Aotrou, *87 sent ha tud izel a galon, bennigit an Aotrou.88 Anania, Azaria, Misael, bennigit an Aotrou, * kanmeulit hag uhelvrudit anezhañ er c’hantvedoù. Bennigomp an Tad hag ar Mab gant ar Spered Santel ; * kanmeulomp hag uhelvrudomp anezhañ er c’hantvedoù.56 Benniget ez oc’h en oabl an neñvoù * uhelveulet hag uhelvrudet er c’hantvedoù. E dibenn al lidkan-se ne lavarer ket Klod d’an Tad.

Ant. Neuze o zri, a-unvouezh, a ganas, o reiñ gloar ha meuleudi da Zoue er fornez en ur lavarout : Benniget an Aotrou Doue, allelouia. Ant. 3 Bugale Sion da dridal en abeg d’o Roue, allelouia.

Songan 149Trid ar SentBugale an Iliz, bugale ar Bobl nevez a drid abalamour d’ o roue : ar

Page 57: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

C’hrist (Hesychius).

1 Kanit d’an Aotrou ur ganenn nevez ; *ra sono e veuleudi e bodadeg e fideled.2 Israel da laouenaat en abeg d’e grouer, *bugale Sion da dridal en abeg d’o Roue.3 Meuleudi d’e anv en o dañsadegoù, *taboulin ha telenn da seniñ evitañ,4 rak an Aotrou a lak e blijadur en e bobl, *reiñ a ra sked an trec’h d’an dud izel. ---602 Sizhun I

5 Ra drido en o gloar e fideled, *ra youc’hint a levenez en o diskuizh.6 Ra sono en o genou meuleudioù Doue, *ra lugerno en o dorn ar c’hleze divzremmet,7 evit tennañ dic’haou eus ar broadoù, *evit skeiñ ar c’hastiz war ar pobloù,8 evit eren o rouaned gant chadennoù, *hag o fennoù bras gant hualoù,9 evit seveniñ enep dezho ar varnedigezh skrivet : * sed an enor a vo hini e dud fidel.

Ant. Bugale Sion da dridal en abeg d’o Roue, allelouia.

LENNADENN VERR Dsk 7, 10b-12

Ar silvidigezh d'hon Doue an hini azezet war an tron, ha d'an Oan. Ar veuleudi, ar c'hloar, ar furnezh, ar grasoù, an enor, ar galloud hag an

Page 58: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

nerzh d'hon Doue evit kantvedoù ar c'hantvedoù. Amen.

PEBEILGANENN VERR

P/. Aotrou Krist, Mab an Doue bev. * Ho pet truez ouzhimp. Aotrou Krist ... U/. C'hwi azezet en tu dehou d'an Tad. * Ho pet truez ouzhimp. Klod d'an Tad ... Aotrou Krist ...

Gant lidkan Zakaria, ant. evel e darnlevr al Lidamzervezh.

ASPEDENNOU

Ar C'hrist an Aotrou, hon deiz hag hon heol a sklerijenn kement den 'zo, ha na anavez ket a ziskar, meulomp anezhañ a vouezh uhel : O! Aotrou, hor buhez hag hor silvidigezh !Preveudioù an deiz-mañ, krouer ar stered, a resevomp gant anaoudegezh vat eus ho madelezh,--- hoc'h Adsav a varv da vev a gounlidomp.Ra zesko dimp hiziv ho Spered ober ar pezh a blij deoc'h,--- kag ho Furnezh d'hon reno bepred.Deiz-an-Aotrou, da Eur kreiz-an-deiz 603

Gant levenez vras evit emvod deiz-an-Aotrou roit dimp kemer perzh,--- en-dro da daol ho komz hag ho korf. Grasoù a rent deoc'h hon eneoù,

Page 59: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

--- evit ho madoberoù diniver.

Hon Tad ... Pedenn, evel e darnlevr al Lidamzervezh. Klozadur al Lideuriad, evel en Darn voutin.

Da Eur kreiz an deiz

Gw/. Aotrou Doue, deuit d’am skoazellañ … Klod d’an Tad ... Evel ma oa …Allelouia.

MEULGAN, evel en Darnlevr boutin, 575-577.

SONGANADENN

Ant. 1 Mat eo en em repuiñ en Aotrou ; da virviken e pad e drugarez, allelouia.

Songan 117 (118)Youc’hadeg diwar levenez ha silvidigezhHennezh eo ar maen bet distaolet ganeoc’h-c’hwi, ar saverion, hag a zo deuet da vezañ ar maen-korn (Ob 4, 11).

I

1 Rentit klod d’an Aotrou evit e vadelezh, *ya, da virviken e pad e drugarez.2 Ra lavaro tiegezh Israel, *ya, da virviken e pad e drugarez.3 Ra lavaro tiegezh Aaron, *ya, da virviken e pad e drugarez.4 Ra lavaro ar re a zouj an Aotrou, *ya, da virviken e pad e drugarez. ---604 Sizhun I5 Eus a greiz va anken em eus galvet an Aotrou,

Page 60: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

*va selaouet, va dieubet en deus.6 Ganin emañ an Aotrou, *n’em bez aon ebet, petra c’hellfe an den a-enep din ?7 Ganin emañ an Aotrou va skoazeller-me, *gwelout a rin va enebourion diskaret.8 Gwelloc’h eo en em repuiñ en Aotrou *eget fiziout e mab-den.9 Gwelloc’h eo en em repuiñ en Aotrou *eget fiziout er briñsed. Ant. Mat eo en em repuiñ en Aotrou ; da virviken e pad e drugarez, allelouia.

Ant. 2 Va nerzh ha va galloud eo an Aotrou, allelouia.

II10 An holl baganed o devoa va enkelc’hiet, *en anv an Aotrou em eus o dispennet.11 A bep tu o devoa va enkelc’hiet, *en anv an Aotrou em eus o dispennet.12 Va enkelc’hiet o devoa evel un hedad gwesped +met flammet int bet evel drein en tan,*en anv an Aotrou em eus o dispennet.13 Bountet-divountet on bet ganto da gouezhañ, *met an Aotrou en deus va skoazellet.14 Va nerzh ha va galloud eo an Aotrou, *

Page 61: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

ur salver eo bet evidon. 15 Youc’hadegoù a levenez hag a drec’h *e teltennoù an dud reizh :16 « Dorn dehou an Aotrou en deus graet un taol-nerzh ! +Dorn dehou an Aotrou en deus va adsavet ; *dorn dehou an Aotrou en deus graet un taol-nerzh ! ».17 N’eo ket mervel a rin, met bevañ *hag ec’h embannin oberoù meur an Aotrou.18 Va c’hastizet, va c’hastizet en deus an Aotrou *met n’en deus ket va roet d’ar marv.Deiz-an-Aotrou da Eur kreiz an deiz 605

Ant. Va nerzh ha va galloud eo an Aotrou, allelouia.

Ant. 3 Ho trugarekaat a ran dre m’hoc’h eus va selaouet, allelouia.III

19 Digorit evidon an dorojoù santel ; *maz antrein drezo da drugarekaat an Aotrou.20 Houmañ eo dor an Aotrou ; *drezi ec’h antre an dud reizh.21 Ho trugarekaat a ran dre m’hoc’h eus va selaouet, *dre ma-z oc’h bet evidon ur salver.22 Ar maen bet distaolet gant ar saverion, *

Page 62: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

a zo deuet da vezañ maen-uhel ar c’horn ;23 gant an Aotrou eo bet graet se, *tra estlammus d’hon daoulagad.24 Hemañ eo an deiz hag en deus graet an Aotrou : *tridomp ennañ gant levenez.25 A !Aotrou, roit dimp silvidigezh ; *a! Aotrou, roit dimp evurusted.26 Ra vo benniget an hini a zeu en anv an Aotrou. *Ho pennigañ a reomp eus ti an Aotrou.27 Doue eo an Aotrou en deus roet sklerijenn dimp. *Urzhiit an ambrougadeg bodoù glas en ho torn tre betek kernioù an aoter.28 Va Doue ez oc’h-c’hwi hag ho trugarekaat a ran, *va Doue, ho kanmeuliñ a fell din.29 Rentit klod d’an Aotrou evit e vadelezh, *ya, da virviken e pad e drugarez.

Ant. Ho trugarekaat a ran dre m’hoc’h eus va selaouet, allelouia.

D’an Eurioù all, songanadenn-glokaat, 1123.606 Sizhun I

D’an Trede Eur LENNADENN VERR 1Yn 4, 16

Ha ni hon eus anavezet karantez Doue en hor c'heñver, ha kredet enni. Doue a zo karantez, hag an hini a chom er garantez a chom e Doue,ha

Page 63: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

Doue a chom ennañ.

Gw/. Dougit va c'halon, Aotrou Doue, war-du ho testenioù. R/. Va lakit da vevañ en hoc'h hentoù.

D'ar C'hwec'hvetLENNADENN VERR Gal 6, 7-8

N’it ket da faziañ : ne reer ket goap ouzh Doue. Rak ar pezh a vez hadet eo ivez ar pezh a vez eostet. An neb a had ar c'horf a vedo frouezh ar c'horf, ar vreinadurezh; met an neb a had ar spered, a vedo frouezh ar spered, ar vuhez peurbadel.

Gw/. Da virviken, Aotrou, ho komz. R/. . A rummad da rummad ho kwirionez. D’an NavetLENNADENN VERR Gal 6, 9-10 Arabat bezañ skuizh oc'h ober ar mad ; en e amzer e teuy an eost evidomp, ma chomomp hep distardañ. Evel-se 'ta, keit ha m’hon eus amzer, greomp ar mad e-keñver an holl, met dreist-holl e-keñver hor breudeur er feiz.

Gw/. A-greiz kalon en ho kalvan, va selaouit Aotrou. R/. Me a fell din mirout ho testenioù. Pedenn, evel e darnlevr al Lidamzervezh. Klozadur al lideuriad, evel en en Darn voutin.

Page 64: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

D’an Eil Pardaezlid

Gw/. Aotrou Doue, deuit d’am skoazellañ. Klod d’an Tad … Evel ma oa … Allelouia.Deiz-an-Aotrou, d’ar 1-añ Pardaezlid 607

MEULGAN

Krouer santel ar sklerijenn, Lucis creator optime,

o verkañ devezhioù an den, lucem dierum proferens,

he c'hrouet hoc'h eus da gentañ primordiis lucis novae

p'hoc'h eus soñjet krouiñ pep tra; mundi parans originem;

Ur mintinvezh gant abardaez Qui mane iunctum vesperi

'zo war hoc'h urzh anvet devezh: diem vocari praecipis:

a-raok ma kouezh teñvalijenn; taetrum chaos illabitur;

gant daeloù ni gas deoc'h pedenn. audi preces cum fletibus.

Grit na vezo ket hon ene Ne mens gravata crimine

dalc'het pell eus ar gwir vuhez, vitae sit exsul munere,

dre chom hep soñjal er bed all dum nil perenne cogitat

ha klask hepken plijadur fall. seseque culpis illigat.

Digor ra gavimp an neñvoù, Caelorum pulset intimum,

ma vo eürus hon eneoù; vitale tollat praemium;

Page 65: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

dilezomp atav pep pec'hed, vitemus omne noxium,

evit reiñ d'hon c'halon yec'hed. purgemus omne pessimum.

Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime,

ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice,

koulz hag ar Spered Gwarezer cum Spiritu Paraclito

a vez o ren e pep amzer. Amen. regnans per omne saeculum.

SONGANADENN

Ant 1 An Aotrou a astenno eus Sion e veli a roue, hag e reno da virviken, allelouia.

Songan 109 (110), 1-5. 7Ar Mesiaz, roue ha belegDleet eo dezhañ ren, betek m’en devo lakaet e holl enebourion dindan e dreid (1 Kor 15, 25).

1 Lavaret en deus an Aotrou d’am Aotrou : *« Azez a-zehou din, ken na rin eus da enebourion *ur skabell evit da dreid ». ---608 Sizhun I2 An Aotrou a astenno eus Sion da veli a roue ; *gourc’hemenn gant galloud e-kreiz da enebourion.3 Te ’zo priñs e deiz da c’hanedigezh, +e sked ar santelezh, *eus va c’halon a-raok gouloù-deiz me am eus da

Page 66: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

c’hanet. 4 En touet en deus an Aotrou, ha keuz n’en devo ket : *« Te ’zo beleg da viken hervez urzh Melkisedek ».5 A-zehou dit emañ an Aotrou, *en deiz e fulor e flastr ar rouaned.7 War e hent ec’h evo eus ar froud, *hag en abeg da se ec’h adsavo e benn.

Ant. An Aotrou a astenno eus Sion e veli a roue, hag e reno da virviken, allelouia. Ant 2 Dirak an Aotrou, kren o douar, allelouia.

Songan 113 A (114)Israel laosket da vont eus bro an EgiptAnavezit zoken ez oc’h aet kuit eus an Egipt, c’hwi hag hoc’h eus troet kein d’ar bed-mañ (St. Aogustin).

1 Pa-z eas Israel er-maez eus an Egipt, *tiegezh Yakob eus a douez ur bobl barbar,2 e reas eus Youda e santual, *eus Israel e zomani.3 Ar mor a welas hag a dec’has, *ar Yordan a zistroas war e giz.4 Ar menezioù a lammas evel maouted, *an tosennoù evel deñvedigoù.5 Petra ’c’hoarvez ganit, o Mor, pa dec’hez kuit, *ha ganit, Yordan, pa zistroez war da giz ?

Page 67: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

6 Petra, menezioù, pa lammit evel maouted, *ha c’hwi, torgennoù, evel deñvedigoù ? --- Deiz-an-Aotrou d’an Eil Pardaezlid 609

7 Dirak an Aotrou, kren o douar, *dirak splannder Doue Yakob,8 a dro ar garreg en ur vammenn-dour, *hag ar roc’h en ur stivell. Ant. Dirak an Aotrou, kren o douar, allelouia. Ant. 3 Setu ma ren evel roue an Aotrou, hon Doue mestr an hollved, allelouia. Al lidkan da heul a lavarer gant Allelouia, hervez ma-z eo notet amañ, pa vez distaget war gan ; pa vez dibunet avat eo a-walc’h lavarout Allelouia e deroù hag e dibenn pep poz.

Lidkan Kv. Disk 19, 1-2. 5-7Eured an Oan

Allelouia.1 Ar silvidigezh, ar c’hloar hag ar galloud d’hon Doue, * (R/. Allelouia.)2 dre ma-z eo gwirion ha reizh e varnedigezhioù. R/. Allelouia (allelouia). Allelouia.5 Meulit hon Doue, c’hwi holl e servijerion, * (R/. Allelouia.)hag a zouj anezhañ, bihan ha bras ! .R/ Allelouia ( allelouia ). Allelouia6 Rak setu ma ren evel roue an Aotrou,

Page 68: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

hon Doue mestr an hollved. * (R/. Allelouia.)7 Bezomp laouen ha tridomp ha rentomp gloar dezhañ. R/. Allelouia ( allelouia ).

Allelouia.Rak setu deuet eured an Oan, * (R/. Allelouia.) hag e bried a zo en em gempennet. R/. Allelouia ( allelouia ).610 Sizhun I

Ant. Setu ma ren evel roue an Aotrou, hon Doue mestr an hollved, allelouia.

LENNADENN VERR 2 Kor 1, 3-4

Ra vo benniget Doue, Tad hon Aotrou Jezuz Krist, Tad an trugarezioù ha Doue pep frealzidigezh, eñ hag a ro frealz dimp en hon holl drubuilhoù, evit ma c'hellimp ni ivez, dre ar frealzidigezh a resevomp hon-unan digant Doue, frealziñ ar re all e kement trubuilh m’en em gavont ennañ.

PEBEILGANENN VERR

P/.Benniget ez oc'h, Aotrou, * En oabl an neñv.. Benniget ... U/. Ha dellezek a veuleudi hag a glod a-hed ar c'hantvedoù. * an neñv. Klod d'an Tad ... Benniget ...

Gant lidkan Mari, antonenn evel e darnlevr al Lidamzervezh.

Page 69: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

ASPEDENNOU

En ur azeuliñ an Aotrou Krist a zo hor penn hag ez omp-ni an izili anezhañ, youc'homp gant levenez : Ra zeuio ho rouantelezh, Aotrou.C'hwi hor Salver, grit gant hoc'h Iliz en un doare anatoc'h sakramant unded gouenn mab-den,--- hag efedusoc'h mister silvidigezh kement pobl 'zo.Bezit bepred gant kor an eskibion ha gant hon tad santel ar Pab,--- ha dezho gant largentez donezonoù an unaniezh, ar garantez hag ar peoc'h.Grit ma vezo unanet startoc'h ar gristenion ganeoc'h ho penn doueel,--- ha ma embannint ho rouantelezh dre desteni o buhez.Ho teurvezet pourvez ar peoc'h er bed,--- evit ma vleunio ar surentez hag ar sioulder e pep lec'h.En ho trugarez roit d'an anaon gloar an dasorc'h diwezhañ,--- ha grit ma vimp-ni o c'henseurted er wenvidigezh.

Hon Tad ...

Pedenn, evel e darnlevr al Lidamzervezh. Klozadur al Lideuriad, evel en darn voutin.611

Page 70: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

DEIZ-LID II AR SIZHUN I

D’al Lidgalvadenn

Gw/. Aotrou Doue, digorit din va muzelloù… Ant. En em lakomp dirak an Aotrou dre hor c'homzoù. Songan lidgervel, 565.

Da Eurlid al lennadenn

Gw/. Aotrou Doue, deuit d’am skoazellañ…Klod d’an Tad ...Evel ma oa… Allelouia. Kement-se koulskoude a vez dioueret pa vez bet al Lidgalvadenn diouzhtu a-raok.

MEULGAN I. Pa vez lavaret Eurlid al lennadenn da noz pe beure mat :

Izili diskuizh dre gousket Somno refectis artubus,

diouzh hor gwele hon eus lammet : spreto cubili, surgimus:

Tad, goulenn a reomp o kanañ nobis, Pater, canentibus

e vefec'h-c'hwi ganeomp amañ. adesse te deposcimus.

Hon teod da gentañ d'ho kano, Te lingua primum concinat,

ha tan hor spered d'ho kronno, te mentis ardor ambiat,

Page 71: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

'vit da heuliad hon oberoù ut actuum sequentium

ma viot, c'hwi Santel, an deroù. tu, sancte, sis exordium.

Teñvalder tec'h rak ar gouloù Cedant tenebrae lumini

ha noz rak sterenn an deizioù, et nox diurno sideri,

d'ar pec'hed, gant an noz douget, ut culpa, quam nox intulit,

da blegañ d'ar gouloù profet. lucis labascat munere.

E-giz-se, pedomp daoubleget Precamur îdem supplices

e vefe pep noz gourfennet, noxas ut omnes imputes,

dre c'henoù kalz a ganerien ore te canentium

e vefec'h meulet da viken. lauderis in perpetuum.612 Sizhun I

Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime,

ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice,

koulz hag ar Spered Gwarezer cum Spiritu Paraclito

a vez o ren e pep amzer. Amen. regnans per omne saeculum.

II. Pa vez lavaret Eurlid al lennadenn war an deiz :

Gouloù peurbad, Doueelezh, Aeterna lux, divinitas,

Page 72: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

Treinded santel en unelezh, in unitate Trinitas,

ni tud nammet ho meuliñ 'reomp, te confitemur debiles,

ha daoubleget c'hwi a bedomp. te deprecamur supplices.

Krediñ a reomp en Doue an Tad Summum parentem credimus

en hini nemetañ e Vab, Natumque Patris unicum,

ha kenetrezo ar Spered et caritatis vinculum

ouzh o liammañ unanet. qui iungit illos Spiritum.

O! Gwirionez, o! Karantez, O veritas, o caritas,

o! fonnusted ha levenez, o finis et felicitas,

grit ma kredimp ma c'hoanagimp, sperare fac et credere,

grit ma karimp ha ma talc'himp. amare fac et consequi.

C'hwi an deroù hag an dibenn Qui finis et exordium

ha da bep tra c'hwi 'zo mammenn, rerumque fons es omnium,

c'hwi ar frealzer nemetañ, tu solus es solacium,

ha d'ar gredourien spi surañ. tu certa spes credentium.

C'hwi 'ra pep tra hoc'h-unan rac'h Qui cuncta solus efficis

ha da bep tra ez oc'h a-walc'h cunctisque solus sufficis,

c'hwi 'zo gouloù 'vit pep hini tu sola lux es

Page 73: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

omnibus

ha garedon ar re a spi. et praemium sperantibus.

Ar C'hrist a bedomp hag an Tad, Christum rogamus et Patrem,

Spered ar C'hrist koulz hag e Dad; Christi Patrisque Spiritum ;

o c'hallout pep tra 'n ho Treinded, unum potens per omnia,

gwarezit mat ar re ho ped. Amen. fove precantes, Trinitas.

SONGANADENN

Ant. 1 Va salvit, Aotrou, en abeg d’ho trugarez. Deiz-lid II, da Eurlid al lennadenn 613

Songan 6

An den er boan a azgoulenn trugarez an Aotrou Doue

Setu bremañ va ene en trubuilh … O! Tad, va salv diouzh an eur-se ! (Yan 12, 27).

2 Aotrou, n’am c’hastizit ket en ho kounnar, *na skoit ket ouzhin en ho fulor.3 Ho pet truez, Aotrou, dre ma-z on divi ; *va fareit, rak strafuilhet eo va eskern.4 Trubuilhet holl em diabarzh eo va ene, *ha c’hwi, Aotrou, betek pegoulz ?5 Distroit, Aotrou, dieubit va ene, *va salvit en abeg d’ho trugarez.6 Rak er marv n’eus ket soñj ac’hanoc’h, *piv a gan ac’hanoc’h e bed an Ankoù ?

Page 74: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

7 Diviet on dre forzh huanadiñ, +bemnoz e c’hlebian va gwele ; *gant va daeroù e trempan va golc’hed. 8 Gant va glac’har eo koeñvet va daoulagad, *setu me koshaet gant kement a enebourion.9 Pellait diouzhin, c’hwi holl, micherourien an direizhder, *rak an Aotrou en deus selaouet mouezh va daeroù.10 An Aotrou en deus selaouet va goulenn, *an Aotrou a zegemer va fedenn.11 Setu divarc’het, leun a spouron, va holl enebourion ; *kilañ a reont, a daol-trumm, eilpennet. Ant. Va salvit, Aotrou, en abeg d’ho trugarez.

Ant. 2 Ur repu eo an Aotrou evit an den gwasket da goulz an anken.614 Sizhun I

Songan 9 A (9)

Trugarekadenn evit an trec’h

Dont a raio en-dro da varn ar re vev hag ar re varv.

I

2 Ho meuliñ a rin, Aotrou, a greiz va c’halon, *displegañ a rin hoc’h holl vurzhudoù.3 Laouenaat a fell din ha tridal ennoc’h, *ha kanañ d’hoc’h anv, Doue meurbet-uhel.

Page 75: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

4 Rak setu ma kil va enebourion en ur strebotiñ, *en ur vont da goll a-zirak ho selloù.5 Va c’haoz ha va gwir hoc’h eus kemeret en ho torn, *aet oc’h da azezañ war ho kador da varn en ho justis.6 Gourdrouzet hoc’h eus ar pobloù, diskaret an den difeiz ; *rasket hoc’h eus o anvioù da holl viken. 7 Aet eo traoñ va enebourion, *rivinoù peurbadus ; o c’hêrioù hoc’h eus dismantret ; *distrujet ar soñj anezho.8 An Aotrou avat a chom da virviken, *startaet en deus e gador-veur evit ar varn,9 Eñ hag a varn an hollved gant justis, *hag a zoug gant reizhder e setañs war ar pobloù.10 Ur repu eo an Aotrou evit an den gwasket, *ul lec’h a zifenn da goulz an anken.11 Ra fizio ennoc’h ar re a anav hoc’h anv, *rak ne zilezit ket ar re ho klask, Aotrou.

Ant. Ur repu eo an Aotrou evit an den gwasket da goulz an anken.

Ant. 3 Embann a rin hoc’h holl veuleudioù ouzh dorioù Kêr Sion.Deiz-lid II, da Eurlid al lennadenn 615.II

Page 76: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

12 Kanmeulit an Aotrou hag a zo o chom en Sion ; *embannit e daolioù-kaer e-touez ar broadoù.13 Rak dic’haouer ar gwad skuilhet en deus bet soñj, *n’en deus ket ankouaet garmadeg ar beorion.14 Truez ouzhin, Aotrou ; +gwelit va doan dre gasoni an dud, * c’hwi a c’hell va zennañ eus galloud an Ankoù,15 ma-z embannin hoc’h holl veuleudioù ouzh dorioù Kêr Sion, *ha ma tridin a levenez en ho silvidigezh.16 Setu kouezhet ar baganed er foz o devoa toullet ; +el las bet kuzhet ganto, *paket eo bet o zreid.17 An Aotrou en em ziskouez evel renter ar justis ; *rouedet eo bet ar pec’her e labour e zaouarn.18 Ra zistroio ar bec’herion da vro ar Marv, *an holl baganed-se oc’h ankouaat Doue.19 Rak ne vo ket dilezet ar paour evit atav ; *fiziañs ar reuzeudig ne vo ket koll da virviken.20 Savit, Aotrou, evit na drec’ho ket an den ; *ganeoc’h, ra vo barnet ar baganed. 21 Aotrou, lakit ar spont da gouezhañ warno, *ra ouezo ar baganed ned int nemet tud.

Page 77: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

Ant. Embann a rin hoc’h holl veuleudioù ouzh dorioù Kêr Sion.

Gw/. Roit dimp kompren, hag e virin ho lezenn. R/. Hag e talc'hin dezhi a holl galon.

Lennadennoù ha pedenn evel e darnlevr al Lidamzervezh.

-616 Sizhun I

D’ar Meullidoù-beure Gw/. Aotrou Doue, deuit d’am skoazellañ… Klod d’an Tad … Evel ma oa …Allelouia Kement-mañ koulskoude a vez dioueret pa vez bet al Lidgalvadenn diouzhtu a-raok.

MEULGAN

Splannder eus gloar Doue an Tad Splendor paternae gloriae,

gouloù eus gouloù aet anat, de luce lucem proferens,

gouloù ha mammenn ar gouloù, lux lucis et fons luminis,

oc'h ober deiz an holl zeizioù, diem dies illuminans,

Ha c'hwi gwir Heol, deuit ennomp-ni Verusque sol, illabere

d'hor skoazellañ en ur skediñ, micans nitore perpeti,

ha sklaerder ar Spered Santel iubarque Sancti Spiritus

lakait da vont e-barzh hor poell. infunde

Page 78: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

nostris sensibus.

Galvomp dre bedenn Doue an Tad, Votis vocemus et Patrem,

an Tad a c'hloar a bad dalc'hmat, Patrem perennis gloriae,

Tad an holl c'hrasoù galloudus, Patrem potentis gratiae,

d'argas ar pec'hed doñjerus. culpam releget lubricam.

Ra gemmo hent an daeroni Informet actus strenuos,

ra dougno dant ar warizi, dentem retundat invidi,

ra harpo tud bet gloazet kriz, casus secundet asperos,

ra brofo gras an emren strizh. donet gerendi gratiam.

Ra sturio reizh d'an den a feiz Mentem gubernet et regat

en ur c'horf kast labour ar meiz; casto, fideli corpore;

d'ar feiz gant tommder da virviñ, fides calore ferveat,

ma nac'ho kontamm ar fazi. fraudis venena nesciat.

Ar C'hrist evidomp ra vo boued, Christusque nobis sit cibus,

ar feiz evidomp ra vo died ; potusque noster sit fides;

ha laouen evomp gant reizhded laeti bibamus sobriam

eus fonnusterioù ar Spered. ebrietatem Spiritus.

Laouen ra yelo an devezh ; Laetus dies hic transeat;

Page 79: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

'vel tarzh an heol gant elevez, pudor sit ut diluculum,

ra vo ar feiz en he c'hreñvded, fides velut meridies,

serr-noz ebet 'vit ar spered. crepusculum mens nesciat. Deiz-lid II, d’ar Meullidoù-beure 617

Da c'houloù-deiz an hent a grog; Aurora cursus provehit;

da c'houloù-deiz, an holl war-raok! Aurora totus prodeat,

en Tad emañ 'n e bezh ar Mab in Patre totus Filius

hag en e bezh er Verb an Tad. Amen. et totus

in Verbo Pater.

SONGANADENN

Ant. 1 C’hwi eo an hini a bedan, Aotrou, beure mat e klevit va mouezh.

Songan 5, 2-10. 12-13Pedenn-veure da azgoulenn sikourAr Verb o vezañ enno, da viken e veulgan anezhañ ar re en degemer en o c’hreiz.

2 Aotrou, taolit evezh ouzh va c’homzoù ; *selaouit va c’hlemmadenn.3 Taolit evezh ouzh mouezh va fedenn, *o! va Roue ha va Doue.4 Rak c’hwi eo an hini a bedan, Aotrou, +beure mat e klevit va mouezh ; *beure mat e tisklerian deoc’h va goulenn hag e choman da c’hortoz.

Page 80: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

5 N’oc’h ket un Doue a blij dezhañ an drougiezh ; +ne zegemerit ket an den fall en ho ti, *6 an dud diroll n’o deus ket o chomadur e sklerijenn ho taoulagad.7 Kasaat a rit oberourion an drougiezh, +distrujañ a rit an dud gaouiat ; *an den a wad hag a widre, hennezh, a dra sur, a zo un euzhadenn evit an Aotrou.8 Me avat, a drugarez d’ho madelezh divent +me a antre en ho ti santel ; *ha stouiñ a ran etrezek ho neved leun a zoujañs en ho keñver.9 Aotrou, va renit en ho reizhder en abeg d’ar re a c’hed a-enep din ; *kompezit hoc’h hent dirazon.618 Sizhun I

10 Rak n’eus lealded ebet en o genou, *soñj o c’halon eo an torfed. Ur bez digor n’eo ken o c’horzailhenn, *hag o zeod ur mel tromplus.12 Roit levenez d’ar re en em repu ennoc’h, *

Page 81: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

levenez peurbadel. Gwarezit anezho, hag ennoc’h e trido, *ar re a gar hoc’h anv ;13 rak c’hwi, Aotrou, a vennig an den reizh, *ho madelezh, evel ur skoed, a enkelc’h anezhañ.

Ant. C’hwi eo an hini a bedan, Aotrou, beure mat e klevit va mouezh. Ant. 2 Kanmeuliñ a reomp hoc’h anv meurdezus., hon Doue.

Lidkan 1 Dnv 29,10-13

Da Zoue hepken enor ha klodRa vo benniget Doue, Tad hon Aotrou Jezuz Krist (Efz 1, 3).

10 Benniget ez oc’h, Aotrou, Doue Israel, hon Tad *a holl viskoazh ha da virviken.11 Deoc’h, Aotrou, haelded ha galloud, *ha klod, ha splannder, ha meurdez. Pep tra en neñv ha war an douar, a zo deoc’h, * deoc’h, Aotrou, ar rouantelezh hag an uhelded a-us d’an holl.12 Pinvidigezh ha gloar a zeu diouzhoc’h, *ha c’hwi a zo mestr war bep tra. En ho torn an nerzh hag ar galloud, *en ho torn pep tra a vrasa hag a greñva.13 Ha bremañ, hon Doue, setu m’ho

Page 82: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

trugarekaomp *ha kanmeuliñ a reomp hoc’h anv meurdezus.

Ant. Kanmeuliñ a reomp hoc’h anv meurdezus., hon Doue. Ant. 3 Azeulit an Aotrou en e balez santel.Deiz-lid II, d’ar Meullidoù-beure 619

Songan 28 (29)Meuleudi Verb an AotrouHa sed ur vouezh o tont eus an neñvoù a lavare : « Hemañ eo va Mab muiañ-karet » (Mzh 3, 17).

1 Rentit d’an Aotrou, Aeled Doue, * rentit d’an Aotrou klod ha galloud.2 Rentit d’an Aotrou ar c’hlod dleet d’e anv, *azeulit an Aotrou en e balez santel.3 Mouezh an Aotrou war an doureier, +Aotrou ar c’hloar o taranal, *an Aotrou war an doureier bras.4 Mouezh an Aotrou gant galloud, *mouezh an Aotrou gant tregern.5 Mouezh an Aotrou a dorr ar sedrez, *an Aotrou a frigas sedrez al Liban.6 Lakaat a ra al Liban da lammat evel ul leue, *hag ar Sarion evel ur bual yaouank.7 Mouezh an Aotrou o teurel flammoù-tan, +8 mouezh an Aotrou oc’h hejañ ar gouelec’h, * an Aotrou a laka da grenañ gouelec’h Kades.9 Mouezh an Aotrou a laka ar gwez derv da

Page 83: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

droiata, +an Aotrou a ziwisk ar c’hoadeier ; *en e balez emañ an holl o youc’hal : gloar.10 An Aotrou a dron war an dour-beuz, *an Aotrou a dron, roue peurbadel.11 An Aotrou a roio nerzh d’e bobl, *an Aotrou a skuilho war e dud ur bennozh a beoc’h. Ant. Azeulit an Aotrou en e balez santel.

LENNADENN VERR 2 Ts 3, 10b-13 Nep piv bennak na fell ket dezhañ labourat, ne zle ket debriñ kennebeut-all. Hogen klevout a reomp lavarout ez eus en ho touez hiniennoù a vev en diegi, hep ober netra met o firbouchal bepred. Ar re-se, kemenn a reomp dezho hag e c'houlennomp620 Sizhun I

diganto, en anv an Aotrou Jezuz Krist, labourat er sioulder evit debriñ ur bara o devo gounezet o-unan. Ha c'hwi, breudeur, grit ar mad hep skuizhañ.

PEBEILGANENN VERR

P/. Ra vo benniget an Aotrou * A gantved da gantved. Ra vo benniget ... U/. Eñ nemetañ a ra burzhudoù. * A gantved da gantved. Klod d'an Tad ... Ra vo benniget ...

Gant lidkan Zakaria, ant. Ra vo benniget an Aotrou,

Page 84: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

hon Doue.

ASPEDENNOU Kanmeulomp ar C'hrist, leun a c'hras hag ar Spered Santel, ha gant fiziañs aspedomp anezhañ : Roit dimp ho spered, Aotrou.Roit dimp ar c'hras ma vezo an deiz-mañ joaus, peoc'hus ha divastar,--- evit ma vezimp e stad d'ho kourveuliñ gant joa hag a galon c'hlan pa vezimp bet kaset d'an abardaez.Ra vo hiziv ho splannder a-us dimp,--- ha renit oberoù hon daouarn.Diskouezit ho tremm warnomp evit ober ar mad er peoc'h,-- evit ma vimp hiziv kuzhet en ho torn nerzhus.Sellit gant madelezh ouzh kement hini a fiz en hor pedennoù,-- leugnit anezho gant holl vadoù an ene hag ar c'horf.

Hon Tad ...

Pedenn

Ra zeuio ho kras, ni ho ped, Aotrou, da awenañ hon labour ha d'e harpañ betek ar penn evit ma kemero ennoc'h o mammenn hon holl bedennoù hag oberoù, ha ma resevint diganeoc'h o feuroberiadur. Dre hon Aotrou ...

Page 85: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

Klozadur al Lideuriad, evel en Darn voutin. Deiz-lid II da Eur kreiz an deiz 621

Da Eur kreiz an deiz

Gw/. Aotrou Doue, deuit d’am skoazellañ… Klod d’an Tad… Evel ma oa... Allelouia.

MEULGAN. Evel en Darn voutin, 575-577.SONGANADENN

Ant. 1 Lezenn an Aotrou a zo levenez d'ar galon ha sklerijenn evit an daoulagad.Songan 18 B (19 B)Meuleudi da Zoue, lenn a rez evit an AotrouC’hwi, bezit peurvat evel ma-z eo peurvat ho Tad a zo en Neñvoù (Mzh 5, 48).8 Peurvat eo Lezenn an Aotrou, buhez evit an ene, *gwirion eo testeni an Aotrou, furnezh evit an dud eeun.9 Reizh eo gourc’hemennoù an Aotrou, levenez d’ar galon, *glan eo urzhioù an Aotrou, sklerijenn evit an daoulagad. 10 Pur eo doujañs an Aotrou, divrall da holl viken, * gwirion eo divizoù an Aotrou, ken reizh an eil hag egile, 11 da c’hoantaat muioc’h eget an aour, eget aour fin e-leizh, *

Page 86: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

c’hwekoc’h eget mel ar ruskenn, eget chug an terennoù. 2 Rak-se ho servijer a daol evezh outo ; *hag a bled d’o mirout.13 Koulskoude, piv a oar e vankoù ? +Va glanait diouzh va fec’hedoù kuzh, *14 ha diouzh al lorc’hentez mirit ho servijer, na drec’ho ket warnon. Neuze e vin dinamm ha didamall *diouzh ur bras a bec’hed.15 Ra blijo deoc’h lavaroù va genou, *ha mouskan va c’halon, hep ehan dirazoc’h, Aotrou, Aotrou,va difenner, * ha va dasprener.622 Sizhun I

Ant. Lezenn an Aotrou a zo levenez d'ar galon ha sklerijenn evit an daoulagad.

Ant. 2 Ra savo an Aotrou da varn ar pobloù er reizhded. Songan 7Pedenn an den just o c’houzañv diwar falstamallSetu m’emañ ar barner e-tal an nor (Jak 5, 9).

I2 Aotrou, va Doue, ennoc’h emañ va goudor ; *

Page 87: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

va salvit eus va holl heskinerion, va dieubit,3 na vin ket dispennet ganto evel gant ul leon, *na diframmet, hep na ve den d’am dieubiñ.4 Aotrou, va Doue, mar em eus graet kement-se, *mar d-eus fallagriezh ouzh va daouarn,5 mar em eus rentet an droug d’am madoberour, *mar em eus espernet ar gwasker direizh,6 ra redo war va lerc’h an enebour d’am fakañ +ra flastro va buhez ouzh an douar, *ra vreso va c’halon er poultr.7 Savit, Aotrou, en ho kounnar *savit sonn a-enep da fulor va gwaskerion ha dihunit, o va Doue, *gourc’hemennit ur varn.8 Ra ’n em vodo en-dro deoc’h ar pobloù, +ha c’hwi, azezit a-us dezho : *9 an Aotrou eo barner ar pobloù. Justis evidon, Aotrou, dre ma-z on digablus, *dre ma-z on direbech, Doue meurbet-uhel.10 Ra baouezo fallentez ar fallakred ; +adnerzhit an den reizh, * c’hwi hag a furch kalonoù ha lounezhi, o! Doue ar justis. Deiz-lid II, da Eur kreiz an deiz

Page 88: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

623

Ant. Ra savo an Aotrou da varn ar pobloù er reizhded. Ant. 3 Ur barner just eo Doue, leun a c’halloud, a salv an dud a galon reizh.

II

11 Ar skoed am golo eo Doue, *a salv an dud reizh o c’halon.12 Ur barner just eo Doue, *leun a c’halloud, ha bemdez o c’hourdrouz. 13 Ma tro an enebour da lemmañ e gleze, *ma stegn e wareg en ur vizañ,14 e kempenno Doue daredoù marvus enep dezhañ, *en ur ober skodoù-tan eus e viroù.15 Sed an den fall o tougen drougiezh en e galon ; *goude koñsev ar gwallober e c’hano e walleur ;16 toullet en deus ur foz ha donaet anezhi, *kouezhañ a ray er poull kleuzet gantañ.17 E fallentez a adkouezho war e benn, *e zrougiezh a zistroio da skeiñ ouzh e glopenn.18 Me avat a veulo an Aotrou evit e justis ; *salmiñ a rin da anv an Aotrou, an uhel-meurbet. Ant. Ur barner just eo Doue, leun a c’halloud, a salv an dud a galon reizh.

D’an Eurioù all, songanadenn-glokaat, 1123.

Page 89: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

D’an Trede Eur LENNADENN VERR Rom 13, 8. 10

Na vezit e dle e-keñver den ebet, nemet e dle a gengarantez. Rak an hini a gar e nesañ en deus gant se kaset al lezenn da benn. Ar garantez n’a ket d’ober droug d’an nesañ. Neuze leunder al Lezenn eo ar garantez.

Gw/. Bezit va skoazeller, n'am distaolit ket. R/. Ha n'am dilezit ket, Doue va silvidigezh.624 Sizhun I

Pedenn

Aotrou Doue, Tad ar gwellañ, c'hwi hag hoc'h eus roet al labour d'an dud evit ma-z aint atav war-raok en o micher davet uheloc'h keveskemmoù, grit, ni ho ped, ma labourimp evel-se dizehan, evit ma vevimp ennoc'h gant ur spered a vibion hag e ser an holl gant ur garantez a vreudeur. Dre hon Aotrou ...

D'ar C'hwec'hvetLENNADENN VERR Jak 1, 19b-20. 26

Ra vezo pep unan prim da selaou, gorrek da gomz ha gorrek da gounnariñ. Rak kounnar an den ne labour ket hervez reizhder Doue. Mar soñj unan bennak bezañ den a-zoujañs Doue, pa ne zalc'h ket war e deod, p' emañ o 'n em dromplañ e-unan, hennezh a zo didalvoud e

Page 90: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

relijion.

Gw/. Bennigañ a rin an Aotrou e pep amzer. R/. . Dalc'hmat e vezo e veuleudi em genou.

Pedenn

Aotrou Doue, c'hwi a zo mestr h an eost hag ar winieg, hag o diwaller, c'hwi hag a rann ar c'hargoù, ha goproù reizh ar re o deus meritet, grit dimp dougen samm an deiz en doare ma neglemmimp morse diwar-benn an traoù a blij deoc'h. Dre hon Aotrou ... D’an Navet

LENNADENN VERR 1 Pêr 1, 17b. 18a. 19

En em renit gant aon e-pad amzer ho tremen amañ ; gouezit n’eo ket gant danvezioù kollidik, arc'hant pe aour, ez oc'h bet dieubet, met dasprenet oc'h bet gant ur gwad prizius, hini an oan dibec'h ha dinamm, ar C'hrist.

Gw/. Va dieubit, Aotrou, hag ho pet truez ouzhin. R/. En e vodadegoù e vennigin an Aotrou.Deiz-lid II, d’ar Pardaezlid 625

Pedenn

Aotrou Doue, c'hwi hag a c'halv ac'hanomp en eur-mañ ma save d'an templ an Ebestel, grit d'ar bedenn a sevenomp en enor deoc'h a galon eeun

Page 91: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

en anv Jezuz, talvezout da c'hounit ar silvidigezh evit an holl re a vez o pediñ an anv-se. Dre hon Aotrou ...

Klozadur an Eurlid, evel en Darn voutin.

D’ar Pardaezlid

Gw/. Aotrou Doue, deuit d’am skoazellañ… Klod d’an Tad… Evel ma oa…Allelouia.

MEULGAN

O! Krouer bras-meurbet an neñv, Immense caeli conditor,

evit kemmesket na vefent, qui, mixta ne confunderent,

o tisrannañ red an dourioù, aqae fluenta dividens,

hoc'h eus roet harzoù d'an neñvoù, caelum dedisti limitem,

'N ur verkañ lec'h d'an traoù neñvel Firmans locum caelestibus

war un dro gant stêrioù douarel, simulque terrae rivulis,

'vit terriñ herrder an dourioù, ut unda flammas temperet,

na zistrujfe sol an douaroù: terrae solum ne dissipet:

Skuilhit bremañ madelezhus, Infunde nunc, piissime,

donezon ho kras peurbadus, donum perennis gratiae,

n'hon distrujo fazi gwezhall fraudis novae ne casibus

Page 92: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

dre gouezhañ e pec'hedoù all. nos error atterat vetus.

Ar feiz da roio sklerijenn, Lucem fides inveniat,

evel d'an deiz e steredenn ; sic luminis iubar ferat;

ra sponto homañ pep touell, haec vana cuncta terreat,

na vo gaou 'bet ouzh he derc'hel. hanc falsa nulla comprimant.

Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime,

ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice,

koulz hag ar Spered Gwarezer cum Spiritu Paraclito

a vez o ren e pep amzer. Amen. regnans per omne saeculum.626 Sizhun I

SONGANADENN

Ant. 1 Daoulagad an Aotrou a sell ouzh ar paour.

Songan 10 (11)

Fiziañs divrall an den reizh en Aotrou Doue

Evurus ar re o deus naon ha sec’hed eus ar justis, rak int a vo roet o gwalc’h dezho (Mzh 5, 6).

1 En Doue em eus laket va fiziañs, penaos e lavarit d’am ene :* « Dinij evel ul labous d’ar menezioù ?2 Rak setu ma stegn an dud fall o gwareg, +

Page 93: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

en ur gempenn ar bir war ar gordenn, *evit skeiñ en deñvalijenn ouzh an dud reizh.3 P’eo dismantret diazezoù an urzh, *petra a c’hell ober an den just ? ».4 Met an Aotrou a zo en e balez santel, *an Aotrou a dron en neñvoù. E zaoulagad a sell ouzh an dud, *hag a furch kalonoù bugale Adam.5 Doue a sont an den just hag an den difeiz ; * kasaat a ra an neb a gar ar fallagriezh.6 Teurel a raio war an dud fall glaouennoù tan ha soufr, *un avel dêvus a vo roet dezho evit o lod.7 Rak just eo an Aotrou a gar ar justis, *an dud reizh a arvesto e splannder.

Ant. 1 Daoulagad an Aotrou a sell ouzh ar paour.

Ant. 2 Evurus ar re a zo glan a galon, rak int a welo Doue.

-Deiz-lid II, d’ar Pardaezlid 627

Songan 14 (15)Piv a zo dellezek dirak an Aotrou Doue ?

C’hwi hoc’h eus tostaet ouzh menez Sion ha Kêr an Doue bev(Heb 12, 22).

Page 94: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

1 Aotrou, piv a vo degemeret en ho teltenn ? *Piv en em zalc’ho war ho menez santel ?2 An hini a gerzh en hent dinamm hag a zo reizh e oberoù, *a soñj ar wirionez en e galon,3 ha na lez ket e deod da zroukkomz, +an hini na ra ket gaou d’e nesañ, *na daol ket dismegañs war e amezeion.4 An hini a sell an den fall evel disprizus, *met a enor an dud a zoujañs Doue.An den na dorr ket e ledoued zoken ma teu da goll diwarnañ, +5 na brest ket arc’hant evit kaout gounid, *na zegemer ket profoù a-enep an den digablus. An den en em ren evel-se, *ne vo distroadet morse.

Ant. Evurus ar re a zo glan a galon, rak int a welo Doue. Ant. 3 En e Vab en deus hon dibabet Doue da vezañ e advibion.

Lidkan Efz 1, 3-10

Doue salver

3 Ra vo benniget Doue, Tad hon Aotrou Jezuz Krist, *eñ hag en deus hor benniget ha roet dimp pep bennozh

Page 95: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

speredel, a holl viskoazh, er C’hrist,4 rak hon dibabet en deus ennañ a-raok krouidigezh ar bed, +da vezañ santel ha dinamm *dirazañ, er garantez, --- 628 Sizhun I 5 en ur rakdivizout diwar hor penn e vefemp advibion + dezhañ dre Jezuz Krist, *setu petra eo bet plijet gantañ ober en e vadelezh,6 evit ma vefe kanmeulet splannder ar c’hras, *en deus roet dimp en e Vab muiañ-karet,7 hon eus ennañ dre e wad an daspren eus hor sklavelezh, *ar pardon eus hor pec’hedoù ; Sed aze pinvidigezh ar c’hras-se, +8 en deus an Tad skuilhet warnomp gant largentez *e pep furnezh ha skiant,9 en ur ziskuliañ dimp mister e youl, * ar mennad madelezhus-se, en devoa rakdivizet ennañ e-unan, *10 evit e gas da benn pa vefe deuet leunder an amzerioù : da lavarout eo lakaat ar C’hrist da vezañ penn pep tra, * hag ennañ adunvaniñ kement a zo en neñv ha war an douar.

Page 96: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

Ant. En e Vab en deus hon dibabet Doue da vezañ e advibion.

LENNADENN VERR Kol 1, 9b-11 Ra viot karget eus anaoudegezh e youl, e pep furnezh ha skiant speredel: deoc'h da ren ur vuhez dellezek eus an Aotrou ha da blijout dezhañ e pep tra, dre zougen frouezh a bep seurt oberoù mat ha dre greskiñ en anaoudegezh Doue; ha kennerzhet e pep doare gant ar galloud eus e c'hloar, ra viot evit kaout pasianted ha dalc'hegezh e pep degouezh.

PEBEILGANENN VERR P/. Pareit va ene, * Rak pec'het em eus ouzhoc'h. Pareit ... U/. Me a lavar : Aotrou, ho pet truez ouzhin. * Rak pec'het em eus ouzhoc'h. Klod d'an Tad ... Pareit ...

Gant lidkan Mari, ant. Va ene a gan braster an Aotrou, dre m'en deus sellet Doue ouzh izelder e vatezh.Deiz-lid II, d’ar Pardaezlid 629

ASPEDENNOU

Aotrou Doue, gant ho pobl hoc'h eus graet emglev peurbadel, ha n'ehanit ket d'ober vad dezhi. Setu perak en ho trugarekaomp hag a galon leun a fiziañs e kasomp davedoc'h hor pedenn : Grit vad d'ho Pobl, Aotrou.Salvit ho Pobl, Aotrou,--- ha bennigit hoc'h hêrezh.Unanit strollad ar re a zoug an anv a gristen,--- evit ma kredo ar bed er C'hrist hoc'h eus kaset.

Page 97: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

Kasit ho kras war hon holl vignoned hag anaoudeien,--- ha grit ma skignint o-unan c'hwez-vat ar C'hrist.Diskouezit ho karantez d'ar re a zo war o zremenvan,--- roit dezho gwelout ho silvidigezh gant o daoulagad.Grit gant trugarez e-keñver an anaon,--- stagit anezho ouzh ar re a ziskuizh er C'hrist.

Pedenn

Diskleriadur-mañ hor sujidigezh ra embanno ho praster, Aotrou Doue, c'hwi hag hoc'h eus, evit hor silvidigezh, sellet ouzh izelder ar Werc'hez Vari, grit dimp bezañ uhelaet da leunder an daspren. Dre hon Aotrou ...

Klozadur an Eurlid, evel en Darn voutin.

Page 98: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

-630

DEIZ-LID III AR SIZHUN I

D’al Lidgalvadenn

Gw/. Aotrou Doue, digorit din va muzelloù… Ant. Ar Roue meur, an Aotrou, deuit, azeulomp anezhañ.. Songan lidgervel, 565.

Da Eurlid al lennadenn

Gw/. Aotrou Doue, deuit d’am skoazellañ…Klod d’an Tad ...Evel ma oa… Allelouia. Kement-se koulskoude a vez dioueret pa vez bet al Lidgalvadenn diouzhtu a-raok.

MEULGAN I. Pa vez lavaret Eurlid al lennadenn da noz pe beure mat :

Kenhêr da sklerijenn an Tad, Consors paterni luminis,

gouloù eus gouloù-deiz da vat, lux ipse lucis et dies,

an noz 'n ur ganañ a dorromp : noctem canendo rumpimus:

roit skoazell dimp pa c'houlennomp. assiste postulantibus.

Page 99: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

Lamit teñvalder ar spered, Aufer tenebras mentium,

harluit strollad an diaouled, fuga caterva daemonum,

argasit pell ar c'hoant kousket expelle somnolentiam

na hado ket lizidanted. ne pigritantes obruat.

Bezit neuze, Salver Jezuz Sic, Christe, nobis omnibus

d'an holl grederion pardonus, indulgeas credentibus,

ma vo splet d'ar bedennerien ut prosit exorantibus

ar pezh a salmomp sonerien. quod praecinentes psalllimus.

Deoc’h, Krist, roue deol-meurbet, Sit, Christe, rex piissime,

bezet ar c’hlod koulz ha d’an Tad, tibi Patrique gloria,

ha d’ar Spered Diwaller mat, cum Spiritu Paraclito,

en holl gantvedoù hed-ha-hed. Amen. in sempiterna saecula. Deiz-lid III, da Eurlid al lennadenn 631

Pa vez lavaret Eurlid al lennadenn war an deiz :

O! Treinded Santel-santelañ, O! Sacrosancta Trinitas,

c'hwi 'renk pep tra ouzh o staliañ, quae cuncta condens ordinas,

'n ur reiñ an deiz 'vit labourat diem labori deputans

an noz a ouestlit d'ehanat, noctem quieti dedicas,

Page 100: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

Deoc'h da veure, ha d'abardaez, Te mane, simul vespere,

deoc'h e kanomp en noz, en deiz ; te nocte ac die canimus;

c'hwi en ho kloar, ha ni amañ in tua nos tu gloria

dre 'n holl amzer o servijañ. per cuncta serva tempora.

Ni 'zo amañ d'an douar stouet Nos adsumus te cernui

oc'h azeuliñ evel sklaved ; en adorantes famuli;

hetoù hor pedennoù izel vota precesque supplicum

o stagit ouzh an himn neñvel. hymnis adiunge caelitum.

Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime,

ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice,

koulz hag ar Spered Gwarezer cum Spiritu Paraclito

a vez o ren e pep amzer. Amen. regnans per omne saeculum.

SONGANADENN

Ant. 1 An Aotrou a varno ar re baour gant reizhded. Songan 9 B (10)Trugarekaat an Aotrou DoueEvurus ez oc’h, c’hwi ar beorion, rak deoc’h ez eo Rouantelezh Doue (Luk 6, 20).I1 Perak e chomit pell, Aotrou, *

Page 101: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

perak en em guzhit en amzer an anken ?2 Leun a lorc’h eo an dud fall, hag ar paour a zo en tan, *pa vez paket er pechoù bet ijinet ganto.3 Ar pec’her a vrabañs en e c’hoantegezhioù, *ar skraper a wallgomz hag a ra fae war an Aotrou.4 En e fouge e lavar an den fall : *« Ne gastizo ket, n’eus Doue ebet ». ---632 Sizhun I

5 Setu e holl soñjezonoù ; *emañ bepred oc’h ober berzh en e hentoù. Evitañ eo re uhel ho parnedigezhioù ; *e holl enebourion, o disprizout a ra. 6 Hag en e galon e lavar : « Ne vrañsellin morse, *morse ne vin skoet gant an drougeur ».7 E c’henou a zo leun a dromplezon hag a wall-ijin, *war e deod n’eus nemet droug ha falloni.8 Chom a ra da c’hedal e-kichen ar c’hêriadennoù, *evit lazhañ e kuzh an den dinamm.9 E zaoulagad a c’hed ar reuzeudig ; *emañ o spiañ e kuzh evel ul leon en e doull. Emañ o spiañ evit tagañ an den bihan, *evit e skrapañ hag e sachañ gantañ.10 Kluchañ a ra, souchañ d’an douar, * an dud keizh a gouezh en e grabanoù.

Page 102: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

11 Hag en e galon e lavar : « Emañ Doue oc’h ankouaat, *treiñ a ra e zaoulagad, ne wel netra ».

Ant. An Aotrou Doue a varno ar beorion gant reizhded.

Ant. 2 C’hwi, Aotrou Doue, a sell ouzh ar boan hag an enkrez.

II

12 Savit, Aotrou, savit ho torn, o! Doue, *n’ankouait ket da viken ar beorion.13 Perak an den difeiz a rafe goap eus Doue ? *en ur lavarout en e galon : « Ne c’houlenn kont ebet ».14 C’hwi avat eo an hini a sell +ouzh ar boan hag an enkrez, *evit o c’hemerout en ho taouarn. Ya, deoc’h-c’hwi en em erbed an den paour, *rak c’hwi eo skoazell an emzivad.15 Torrit brec’h ar pec’her, ar fallakr ; * kastizit e zrougiezh na vo ken anezhi. --- Deiz-lid III, da Eurlid al lennadenn 633

16 An Aotrou a ren evit atav ha da viken : *skarzhet e vo ar baganed a-ziwar e zouar.17 Selaou a rit, Aotrou, pedenn an dud izel, *

Page 103: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

hag e tigorit ho skouarn da glemmoù o c’halonoù18 evit difenn gwirioù an emzivad, an den mac’het, *ma paouezo an den douarel gant e diranterezh. Ant. C’hwi, Aotrou Doue, a sell ouzh ar boan hag an enkrez.

Ant. 3 Komzoù gwirion ha pur eo komzoù an Aotrou ; arc’hant teuzet er forn.

Songan 11 (12)

Galvadenn a-enep an dud lorc’hus

Evidomp-ni tud paour e teurvezas Doue an Tad kas e Vab (St Aogustinus).

2 Va sikourit, Aotrou, rak n’eus ken a dud reizh, *n’eus ken a lealded e-touez mibion Adam.3 Ne ra pep unan nemet tromplañ e nesañ, *gant muzelloù flour met gant ur galon doubl.4 An Aotrou da denno kuit ar muzelloù gaouiat *teodoù lorc’hus ha brabañser an dud-se,5 hag a lavar : « Gant hon teodoù ez omp gwazed, +hon muzelloù hon eus ; *piv ’ta ’zo mestr warnomp ? ».6 « En abeg da enkrez an dud keizh ha da

Page 104: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

c’harm ar beorion + e savan-me bremañ, eme an Aotrou ; *d’ar re a zo disprizet e tegasan silvidigezh » .7 Komzoù gwirion ha pur eo komzoù an Aotrou, *arc’hant teuzet er forn, seizh gwezh puraet.8 C’hwi, Aotrou, eo an hini hon diwallo, *c’hwi hor miro diouzh ar rummad-se da virviken. Rak an dud dizoue a gerzh a bep tu en ur rodal, *hag emañ al lastez eus ar bobl o sevel hag o ren.634 Sizhun I

Ant. Komzoù gwirion ha pur eo komzoù an Aotrou ; arc’hant teuzet er forn.

Gw. Bleinañ a ra an dud izel en e reizhder. R/. Deskiñ a ra d'an dud paour e wenodenn. Lennadennoù ha pedenn evel e darnlevr al Lidamzervezh.

D’ar Meullidoù-beure Gw/. Aotrou Doue, deuit d’am skoazellañ… Klod d’an Tad … Evel ma oa …Allelouia.

Kement-mañ koulskoude a vez dioueret pa vez bet al Lidgalvadenn diouzhtu a-raok.

MEULGAN

Traoù plijus a gemenn d'ar bed Pergrata mundo nuntiat

an heol a-nevez diwanet, aurora solis spicula,

Page 105: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

o wiskañ 'n traoù gant liv dija res et colore vestiens

e ro lugerniñ da bep tra. iam cuncta dat nitescere.

O! C'hwi a gas an heol dalc'hmat, Qui sol per aevum praenites,

o! Krist, evidomp oberiat, o! Christe, nobis vividus,

ouzhoc'h 'n ur ganañ e troomp, ad te canentes vertimur,

en ur dridal pan ho tañvaomp. te gestientes perfrui.

Ennoc'h e vez an Tad gwelet Tu Patris es scientia

c'hwi eo e Gomz, drezi e sked Verbumque per quod omnia

pep tra er souezhusañ urzhioù miro

refulgent ordine hag a zedenn hor speredoù. mentesque nostras attrahunt.

Roit dimp mibion ar sklerijenn Da lucis ut nos filii

ma-z aimp war-raok hep dale ken, sic ambulemus impigri,

'vit ma vo anat gras an Tad ut Patris usque gratiam

'n hor buhez hag oberoù mat. mores et actus exprimant.

Grit ma redo ar wirionded Sincera praesta ut profluant

diouzh hor genoù hep mank ebet, ex ore nostro iugiter,

ha dre zouster ar wirionez et veritatis dulcibus

ma tridimp gant al levenez. ut excitemur

Page 106: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

gaudiis. Deiz-lid III, d’ar Meullidoù-beure 635

Deoc’h, Krist, roue deol-meurbet, Sit, Christe, rex piissime,

bezet ar c’hlod koulz ha d’an Tad, tibi Patrique gloria,

ha d’ar Spered Diwaller mat, cum Spiritu Paraclito,

en holl gantvedoù hed-ha-hed. Amen. in sempiterna saecula.

SONGANADENN

Ant. 1 An den a zo glan e zaouarn ha dinamm e galon a bigno da venez an Aotrou Pa vez graet gant ar songan da heul evit al Lidgalvadenn, e vez lavaret en e lec’h ar songan 94 (95), p.565.

Songan 23 (24)Donedigezh an Aotrou en templDigoret eo bet dorioù an Neñv gant ar C’hrist dre m’en deus kemeret-eñ ur c’horf-den (St Eirenaios).

1 D’an Aotrou eo an douar hag e holl bobladur, *ar bed a-bezh ha kement a zo ennañ.2 Rak eñ en deus e ziazezet a-us d’ar morioù, *eñ en deus e startaet a-us d’ar stêrioù.3 Piv a bigno da venez an Aotrou, *ha piv a chomo en e di santel ?4 An den a zo glan e zaouarn ha dinamm e galon, +

Page 107: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

an hini na ro ket e spered d’an traoù goullo, *ha na dou ket d’e nesañ evit tromplañ.5 Hennezh a vo benniget gant an Aotrou, *ha gopret gant e salver, e Zoue. 6 Honnezh eo gouenn ar re a glask anezhañ, * ar re a glask ho tremm, Doue Yakob. 7 O! porzhioù kozh, digorit bras ho torojoù, +en em zigorit, o porzhioù kozh, *ma-z antreo Roue ar C’hloar.8 Ha piv eo Roue ar C’hloar ? *An Aotrou kadarn ha galloudek, an Aotrou galloudek en emgannoù. ---636 Sizhun I

9 O! porzhioù kozh, digorit bras ho torojoù, +en em zigorit, o! porzhioù kozh, *ma-z antreo Roue ar C’hloar.10 Ha piv eo Roue ar C’hloar ? *Aotrou ar galloudoù an hini eo Roue ar C’hloar.

Ant. An den a zo glan e zaouarn ha dinamm e galon a bigno da venez an Aotrou.

Ant. 2 Uhelveulit Roue ar c’hantvedoù en hoc’h oberoù.

Lidkan Tob 13, 2-8

Page 108: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

Doue o kastizañ hag o salviñ

Ra vo benniget Doue, Tad hon Aotrou Jezuz Krist, eñ hag en deus hon lakaet en e garantez vras da vezañ adc'hanet (1 Pêr 1, 3).

2 Benniget ra vezo an Doue a vev da virviken, +ha benniget e roueelezh, *rak skourjezañ a ra ha trueziñ, diskenn a ra d’an Ades, da gondonioù an douar +hag ober adpignat eus ar gollidigezh vras, *ha n’eus den a ziflipfe diouzh e zorn. 3 Kanmeulit-eñ, mibion Israel, dirak ar broadoù, +rak ho strewet en deus en o metou *4 hag eno en deus diskouezet deoc’h e veurdez. Uhelveulit anezhañ dirak kement a zo bev, + rak eñ eo hon Aotrou, hag eñ eo hon tad *hag eñ eo hon Doue da holl viken.5 Ho skourjezañ a ra evit ho tireizhderioù *met trueziñ a raio ouzhoc’h holl, ho tastum a ray a-douez an holl vroadoù, *e-lec’h ma-z oc’h bet strewet.Deiz-lid III, d’ar Meullidoù-beure 637

6 Ma tistroit davetañ +a holl galon hag a holl ene, *evit seveniñ dirazañ ar wirionez,

Page 109: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

neuze e tistroio davedoc’h, *ha ne guzho ken e zremm ouzhoc’h hiviziken. Ha bremañ eveshait ouzh ar pezh en deus graet evidoc’h, *ha kanmeulit-eñ leizh ho kenou. Bennigit Aotrou ar reizhded *hag uhelveulit Roue ar c’hantvedoù. Me, war douar va harlu, a ganmeul anezhañ *hag a ziskouez e c’halloud hag e veurdez d’ur vroad a bec’herion. Distroit, pec’herion, +ha sevenit ar reizhded dirazañ. *Piv a oar ? ma fell dezhañ ober trugarez deoc’h ? 7 Va ene ennon-me a lavar e joa da Roue an neñv, *ha va ene a drid a levenez holl zeizioù e vuhez.8 Bennigit an Aotrou, c’hwi holl dibabidi, + ha meulit holl e veurdez. *Renit deizioù a levenez ha kanmeulit dezhañ.

Ant. Uhelveulit Roue ar c’hantvedoù en hoc’h oberoù. Ant. 3 Ouzh ar c’halonoù eeun e tere ar veuleudi.

Songan 32 (33)

Page 110: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

Meulgan da Ragevezh Doue

Drezañ eo bet graet pep tra (Yn 1, 3).

1 Youc’hit d’an Aotrou, c’hwi an dud reizh ; * evit ar re just eo un dever e veuliñ.2 Rentit bennozh d’an Aotrou war ar gitar, *salmit dezhañ war an delenn dek kordenn.638 Sizhun I

3 Kanit dezhañ ur ganenn nevez, *ha gant ar mouezhioù lakit ar binvioù da genseniñ,4 rak gwirion eo lavar an Aotrou, *e fealded en em ziskouez en e holl oberoù.5 Karout a ra ar justis hag ar reizhder ; * leun eo an douar gant madelezh an Aotrou.6 Gant lavar an Aotrou eo bet graet an neñvoù, *ha gant c’hwezh e c’henou armead ar stered.7 Dastumet en deus evel en ur gibell ar morioù, *serret en deus en o islonkoù an doureier.8 An douar a-bezh da zoujo d’an Aotrou, *ra greno dirazañ holl bobladoù ar bed.9 Rak komzet en deus ha setu graet an traoù, *gourc’hemennet en deus ha setu ma oant krouet.10 An Aotrou a ziskar mennad ar Baganed, *

Page 111: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

kas a ra da netra ratozhioù ar pobloù.11 Met diviz an Aotrou a chom da virviken, *mennadoù e galon a bad a rummad da rummad.12 Evurus ar vroad eo an Aotrou a zo he Doue, *ar Bobl en deus dibabet evit e zomani.13 Eus lein an neñvoù e sell an Aotrou, *evit gwelout holl vugale an dud.14 Eus al lec’h ma tron emañ oc’h eveshaat *ouzh an holl dud a chom war an douar,15 eñ hag en deus stummet kalonoù an dud, *a sell pizh ouzh ar pezh a reont.16 N’eo ket un arme vras a ro an trec’h d’ar roue, *n’eo ket braster e nerzh a salv ar brezelour.17 Tromplus eo ur marc’h evit en em dennañ, *n’eo ket a-walc’h e greñvder evit bezañ salvet.18 Met war e dud fidel e par daoulagad an Aotrou, *war an dud a esper en e garantez,19 evit tennañ o eneoù eus ar marv, *hag evit o bevañ en amzer ar gernez. ---Deiz-lid III, d’ar Meullidoù-beure 639

20 Hon ene a esper en Aotrou, *eñ a zo hor skoazell hag hon difenn ; 21 Ya, ennañ emañ levenez hor c’halon, *en e anv santel e fiziomp.22 Ra vezo warnomp ho karantez, Aotrou, *

Page 112: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

evel m’hon eus esperañs ennoc’h.

Ant. Ouzh ar c’halonoù eeun e tere ar veuleudi.

LENNADENN VERR Rom 13, 11b. 12-13a

An eur eo bremañ evidoc'h d’en em dennañ eus ar c'housked. An noz a zo aet war-raok; emañ an deiz o tostaat. Distaolomp eta oberoù an deñvalijenn ha gwiskomp armoù ar sklerijenn. E-giz ma reer en deiz, en em renomp evel ma tere.

PEBEILGANENN VERR

P/. Va Doue, va skoazeller * Hag ennañ e vo va esperañs. Va Doue, va skoazeller. U/. Va c'hastell-kreñv ha va dieuber. * Hag ennañ e vo va esperañs. Klod d'an Tad ... Va Doue ...

Gant lidkan Zakaria, ant. Savet en deus dimp an Aotrou un nerzh a silvidigezh, evel m’en devoa degemennet dre c’henou e Brofeded.

ASPEDENNOU

Galvet da gemer perzh e buhez an neñv, breudeur muiañ-karet, bennigomp Jezuz, beleg-meur hor relijion, en ur c'harmiñ : Aotrou, hon Doue hag hor Salver.Aotrou Doue hollc'halloudek, dre ar Vadeziant e kavomp perzh e belegiezh roueel Jezuz,--- grit dimp kinnig gantañ sakrifis ar veuleudi.Roit dimp ar c'hras da zerc'hel d'ho mennadoù,--- evit ma chomimp ennoc'h dre ar Spered

Page 113: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

Santel, ha c'hwi ennomp. 640 Sizhun I

Roit dimp ho furnezh peurbadel,--- evit ma vezo ganimp hiziv ha ma oberio ganimp.Grit na vimp hiziv evit den ebet un abeg a c'hlac'har,--- met ma roimp joa da gement den en em gavo ganimp.

Hon Tad ...

Pedenn

Sellit gant madelezh ouzh mennadoù beure ar re ho ped, Aotrou, ha sklerijennit teñvalijenn hon c'halon gant remed ho karantez, evit na zalc'ho ket ar mennadoù teñval, he deus sklerijenn gras an neñv erlec'hiet. Dre hon Aotrou ...

Klozadur an Eurlid, evel en Darn voutin.

Da Eur kreiz an deiz

Gw/. Aotrou Doue, deuit d’am skoazellañ… Klod d’an Tad… Evel ma oa... Allelouia.

MEULGAN. Evel en Darn voutin, 575-577.SONGANADENN

Ant. 1 Evurus ar re a gerzh gant lezenn an Aotrou.

Page 114: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

Songan 118 (119), 1-8I (Alef)Prederiañ war lavar an Aotrou Doue el LezennKement-mañ eo karout Doue : mirout e c’hourc’hemennoù (1 Yn 5, 3).

1 Evurus ar re a zo dinamm o hent, *a gerzh gant lezenn an Aotrou.2 Evurus ar re a vir e urzhioù, *a glask anezhañ a greiz o c’halon.3 Ar re na reont ket an droug, *a gerzh avat gant e hentoù.4 Roet hoc’h eus dimp hoc’h urzhioù *ma virimp anezho gant aked. --- Deiz-lid III, da Eur kreiz an deiz 641

5 Ra vo neuze divrall va c’hammedoù *o terc’hel d’ho kemennadurioù !6 Nann, n’em bo ket a geuz, *o teurel evezh ouzh hoc’h holl c’hourc’hemennoù.7 Ho meuliñ a rin e reizhder va c’halon, *pa zeskin justis ho parnedigezhioù.8 Ho kemennadurioù, me fell din o mirout, *n’am dilezit ket da virviken.

Ant. Evurus ar re a gerzh gant lezenn an Aotrou. Ant. 2 Ra drido va c’halon dre m’hoc’h eus va salvet,

Page 115: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

Songan 12 (13)Galvadenn fizius an den just d’an Aotrou DoueDoue an esperañs da roio deoc’h bezañ leuniet a bep seurt levenez (Rom 15, 13).

2 Betek pegoulz, Aotrou, perak da viken va ankouaat ? *Betek pegoulz chom o kuzhat ho tremm ouzhin ?3 Betek pegoulz e vagin anken em ene, +glac’har em c’halon a-hed an deiz ? *Betek pegoulz e trec’ho warnon an enebour ?4 Sellit, va selaouit, Aotrou, va Doue. *Sklerijennit va daoulagad evit na gouskin ket er marv,5 ha na lavaro ket va enebour : +« Trec’het em eus warnañ ! » ; *na lezit ket va argaderion da dridal ouzh va gwelout o kouezhañ.6 P’am eus lakaet va fiziañs en ho madelezh, Aotrou, +ra drido va c’halon dre m’hoc’h eus va salvet, * ra ganin an Aotrou evit ar vadelezh en deus bet ouzhin.

Ant. Ra drido va c’halon dre m’hoc’h eus va salvet. Ant. 3 Doue en deus klozet an holl dindan ar pec'hed evit ober trugarez d'an holl.642 Sizhun I

Page 116: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

Songan 13 (14)Sotoni an dud dizoueEl lec’h m’eo bet fonnus ar pec’hed eo bet ar c’hras fonnusoc’h c’hoazh (Rom 5, 20).

1 Lavaret en deus an diskiant en e galon «N’eus Doue ebet». +Brein eo an dud hag euzhus o doareoù ; *n’eus den a rafe ar mad.2 Eus lein an neñv e stou an Aotrou etrezek mibion an dud,* evit gwelout hag-eñ e vefe unan, unan fur o klask Doue. 3 An holl gwitibunan ’zo diroudennet, dirollet int gwitibunan;* nann, n’eus den a rafe ar mad, nann, n’eus ket unan.4 Hag-eñ ne raio ket pinijenn ar re-se, oberourion a fallentez, *int hag a vez o lonkañ tud va fobl ’vel ma tebrer bara ? Ne bedont ket Doue, +5 ha setu ma krenont, *rak Doue a zo gant an dud reizh.6 C’hwi a fell deoc’h ober goap eus an den izel, *met an Aotrou a zo e warez.7 Ra zeuio eus Sion ar silvidigezh da Israel ! +Pa gemmo an Aotrou planedenn e boblad, *e trido Yakob, e vo levenez gant Israel. Ant. Doue en deus klozet an holl dindan ar

Page 117: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

pec'hed, evit ober trugarez d'an holl.

D’an Eurlidoù all, songanadenn-glokaat, p. 1123.

D’an Trede Eur LENNADENN VERR Yrm 17, 7. 8

Evurus an den a laka e fiziañs en Aotrou hag ez eo an Aotrou danvez e esperañs. Heñvel eo ouzh ur wezenn plantet e-kichen an doureier hag a gas he gwrizioù etrezek red an dour ; n'en deus ket aon pa c'hoarvez ar wrez hag he delioù a chom glas ; zoken en ur bloavezh sec'hor ne vo ket-hi nec'het ha ne c'hwit ket war an dougen-frouezh. Deiz-lid III, da Eur kreiz an deiz 643

Gw/. An Aotrou ne denno ket e vadelezhioù digant ar re a gerzh er c'hlanded. R/. Aotrou ar galloudoù, eürus an den a esper ennoc'h.

Pedenn

Aotrou Doue hollc'halloudek ha peurbadel, c'hi hag hoc'h eus intret ho Kwarezer santel d'an trede eur en Ebestel, kasit ennomp ivez an hevelep Spered a garantez, evit ma tiskouezimp un testeni feal deoc'h dirak an holl dud.. Dre hon Aotrou ...

D'ar C'hwec'hvetLENNADENN VERR Krl 3, 13-15

Page 118: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

Evurus an den en deus kavet ar furnezh, an den deuet da gaout skiant. Gwell eo ar gounid anezhi eget hini an arc'hant, eget an aour, an daspugn (anezhi).Priziusoc'h eo eget perlez,hag holl bezh a blij ar muiañ dit n’eo ket kevatal outi.

Gw/. Aotrou, plijout a ra deoc'h al lealded er galon. R/. . Hag e don va spered e tiskouezit din ho furnezh.

Pedenn

Aotrou Doue, c'hwi hag hoc'h eus diskuliet da sant Pêr ho kourc'hemenn a silvidigezh evit ar baganed, grit gant madelezh ma vezo rentet hon oberoù diouzh ho krad, ha ma servijint d'ar c'hinnig a garantez hag a silvidigezh emaoc'h o profañ. Dre hon Aotrou ... D’an NavetLENNADENN VERR Job 5, 17-18

Evurus eta an den e ro Doue kentel dezhañ ; an hini na zispriz ket kelennadurezh an Hollc'halloudeg. Rak eñ eo an hini a c'hloaz hag a lienenn, a sko hag a bare gant e zaouarn. Gw/. Grit hervez ho madelezh e-keñver ho servijer, Aotrou. R/. Deskit din ho bolontezioù.

Page 119: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

644 Sizhun IPedenn

Aotrou Doue, c'hwi hag hoc'h eus kaset hoc'h ael d'ar c'hantener Kornelius, evit diskouez dezhañ hent ar silvidigezh, roit dimp, ni ho ped, oberiañ gant muioc'h a youl da silvidigezh an holl dud, evit ma c'hellimp, a-unan ganto en hoc'h Iliz, erruout betek ennoc'h. Dre hon Aotrou ... Klozadur an Eurlid, evel en Darn voutin.

D’ar Pardaezlid Gw/. Aotrou Doue, deuit d’am skoazellañ… Klod d’an Tad… Evel ma oa…Allelouia.

MEULGAN

O! krouer bras an douar arat, Telluris ingens conditor,

en ur gleuziañ e c'horread, mundi solum qui eruens,

reuzioù an dour bountet war gil, pulsis aquae molestiis,

hoc'h eus startaet an douar atil, terram dedisti immobilem,

'vit gant an had o tiwanañ, Ut germen aptum proferens,

bleunioù liesliv ouzh e ginklañ, fulvis decora floribus,

evit ma savfe frouezh strujus fecunda fructu sisteret

ha ma rentfe peurvanoù druz : pastumque gratum redderet:

Gloazioù ar spered aet da skars Mentis perustae vulnera

kempennit dre c'halloud ar c'hras, munda virore

Page 120: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

gratiae,

evit ma c'hlebio gant daeroù ut facta fletu diluat

ha ma teuzo ar gwall-youloù, motusque pravos atterat,

D'ho kourc'hemennoù ra sujo, Iussis tuis obtemperet,

ouzh droug ebet na dostaio, nullis malis approximet,

leun a vertuz laouen ra vo bonis repleri gaudeat

ha pec'hiñ marvel na ouezo. et mortis actum nesciat.

Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime,

ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice,

koulz hag ar Spered Gwarezer cum Spiritu Paraclito

a vez o ren e pep amzer. Amen. regnans per omne saeculum.

SONGANADENN

Ant. 1 Reiñ a ra an Aotrou an trec’h d’e Olevad.Deiz-lid III, d’ar Pardaezlid 645

Songan 19 (20)

Pedenn evit trec’h ar roue

Kement hini a c’halvo warnañ anv an Aotrou, a vo salvet (Ob 2, 21).

2 An Aotrou d’az selaouo en deiz an anken, *anv Doue Yakob d’az tiwallo.3 Eus lein e santual ra gaso dit e sikour, *

Page 121: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

hag eus Sion ra vo aze d’az skoazellañ.4 R' en devo soñj eus da holl brofoù, *ra vo plijus dezhañ da holokost.5 Ra bourchaso dit diouzh goulenn da galon, *ra gaso da benn-mat da holl vennadoù.6 Ra c’hellimp youc’hal a joa evit da drec’h +sevel hor bannieloù en anv hon Doue ; *an Aotrou da gaso da wir da c’houlennoù.7 Anavezout a ran mat en deus an Aotrou roet a-vremañ an trec’h d’e olevad : +e selaou a ra eus lein e neñv santel, *gant nerzh trec’hus e zorn dehou. 8 D’ar re-mañ o c’hirri, d’ar re-se o c’hezeg, *ni avat, hor rikour eo anv an Aotrou.9 Setu int o plegañ, setu int o kouezhañ, *ni avat a chom start en hor sav.10 Aotrou, roit an trec’h d’ar Roue, *hor selaouit en deiz m’ho kalvomp.

Ant. Reiñ a ra an Aotrou an trec’h d’e Olevad.

Ant. 2 Kanañ a raimp hag e lidimp ho taolioù-kaer.

- 646 Sizhun I

Songan 20 (21), 2-8. 14

Page 122: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

Trugarekaat evit trec’h ar roue

Degemer a reas ar vuhez, evit dasorc’hiñ, hag hirder an deizioù e kantvedoù ar c’hantvedoù (St Eirenaios).

2 Aotrou, en ho kalloud e trid ar Roue a levenez, *en abeg d’ho skoazell, na pegen bras e joa.3 Hervez c’hoant e galon hoc’h eus roet dezhañ, *n’hoc’h eus ket distaolet goulenn e vuzelloù.4 Deuet oc’h en arbenn dezhañ gant bennozhioù a briz, *o lakaat war e benn ur gurunenn aour fin.5 Ar vuhez a c’houlenne hag he roet hoc’h eus dezhañ, *gant devezhioù o padout hep fin ha da viken. 6 Setu m’eo bras e c’hloar a drugarez d’ho nerzh, *splannijenn ha galloud hoc’h eus lakaet warnañ ;7 ober a rit anezhañ ur vennozh da viken, *e laouenaat a rit gant sklerijenn ho tremm.8 Ar roue a dra sur, a lak e fiziañs en Aotrou : *dre vadelezh an Uhel-meurbet ne vrallo ket.14 Savit, Aotrou, en ho kalloud hag en ho nerzh, *ma kanimp ha ma lidimp ho taolioù-kaer.

Ant. Kanañ a raimp hag e lidimp ho taolioù-

Page 123: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

kaer.

Ant.3 Aotrou, graet hoc’h eus ac’hanomp d’hon Doue ur rouantelezh a veleion. Lidkan Disk 4, 11; 5,9.10.12

Meulgan an dud dasprenet4,11 Dellezek oc’h, c’hwi, hon Aotrou hag hon Doue, *da resev ar c’hlod, an enor hag ar galloud, rak c’hwi eo hoc’h eus krouet pep tra, * ha dre ho polontez int deuet da vezañ hag int bet krouet. ---Deiz-lid III, d’ar Pardaezlid 647

5,9 Dellezek oc’h, Aotrou, da resev al levr *ha da derriñ e sielloù, dre ma-z oc’h bet lazhet, + ha m’hoc’h eus dasprenet ha gounezet da Zoue gant ho kwad * tud eus bep meuriad ha pep yezh ha pep pobl ha pepbroad,10 dre m’hoc’h eus graet anezho d’hon Doue ur rouantelezh a veleion, *da vezañ rouaned war an douar. 12 Dellezek eo an Oan bet lazhet, +

Page 124: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

da resev ar galloud, ar binvidigezh, ar furnezh, *an nerzh, an enor, ar c’hlod, ar veuleudi.

Ant. Aotrou, graet hoc’h eus ac’hanomp d’hon Doue ur rouantelezh a veleion.

LENNADENN VERR 1 Yn 3, 1a. 2

Gwelit pebezh karantez en deus roet dimp an Tad : ma vezomp anvet bugale da Zoue, ha ma-z omp. Va re garet bremañ dija ez omp bugale da Zoue, daoust ma n’eo ket bet diskouezet c'hoazh petra vimp. Met gouzout a reomp penaos, pa 'n em ziskouezo e vimp heñvel outañ dre ma welimp anezhañ evel m’emañ.

PEBEILGANENN VERR

P/. Da viken, Aotrou, * E pad ho ho lavar. Da viken ... U/. A gantved da gantved ho kwirionez. * E pad ho lavar. Klod d'an Tad ... Da viken ...

Gant lidkan Mari, ant. Ra drido va spered en Aotrou Doue va salver.

ASPEDENNOU

D'an Aotrou Krist, o vevañ en hon touez, ni, e bobl dre zaspren, kasomp da benn ar meuleudioù, hag aspedomp en ur lavarout : Evit ho kloar selaouit ac'hanomp, Aotrou.648 Sizhun I

Page 125: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

Aotrou, roue ha mestr ar broadoù, skoazellit an holl re o deus galloud war ar pobloù,--- evit ma sevenint dre genemglev mad boutin an holl hervez ho lezenn-c'hwi. (Evit ho kloar selaouit ac'hanomp, Aotrou.)C'hwi hag hoc'h eus toullbac'het hon toullbac'hidigezh,--- rentit frankiz ar vibion d'ar vreudeur a c'houzañv toullbac'hidigezh a gorf hag a spered.Roit d'ar yaouankizoù ar c'hras da seveniñ o mennadoù reizh,--- ha grit ma vint barrek da anavezout ho kalvadenn en o buhez.Grit d'ar vugale ober diouzh ho skouer-c'hwi,--- ha ma kreskint atav en furnezh hag en gras.Ra vezo degemeret an anaon er rouantelezh peurbad,--- e-lec'h ma-z esperomp-ni ren un deiz ganeoc'h.

Hon Tad ... Pedenn

Ho trugarekaat a reomp, Aotrou Doue hollc'halloudek, c'hwi hag hoc'h eus graet dimp tizhout an eur-mañ noz, ho pediñ a reomp a galon izel da zegemer aspedenn hon daouarn savet dirak

Page 126: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

ho selloù, evel ur sakrifis plijus deoc'h. Dre hon Aotrou ...

Klozadur an Eurlid, evel en darnlevr boutin.

649

DEIZ-LID IV AR SIZHUN I

D’al Lidgalvadenn

Gw/. Aotrou Doue, digorit din va muzelloù… Ant. Azeulomp an Aotrou, rak eñ en deus graet ac'hanomp. Songan lidgervel, 565.

Da Eurlid al lennadenn

Gw/. Aotrou Doue, deuit d’am skoazellañ…Klod d’an Tad ...Evel ma oa… Allelouia. Kement-se koulskoude a vez dioueret pa vez bet al Lidgalvadenn diouzhtu a-raok.

MEULGAN I. Pa vez lavaret Eurlid al lennadenn da noz pe beure mat :

Krouer peurwellañ an holl draoù Rerum creator optime

hon rener, troit ho selloù ; rectorque noster, respice ;

Page 127: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

diouzh al lezober leun a zroug nos a quiete noxia

dieubit-ni soubet er c'housk. mersos sopore libera.

Klevit, o! Krist, hor pedennoù ; Te, sancte Christe, poscimus ;

disoñjit-c'hwi hor pec'hedoù, ignosce tu criminibus,

evit o anzav e savomp ad confitendum surgimus

an dale-noz a zilezomp. morasque noctis rumpimus.

Sevel a reomp dorn ha spered, Mentes manusque tollimus,

evel ma c'houlenn ar Profed Propheta sicut noctibus

ouzhimp en em ren en nozioù nobis gerendum praecipit

ha Paol ivez dre e gurioù. Paulusque gestis censuit.

C'hwi a wel an droug hon eus graet; Vides malum quod gessimus;

diskuliañ 'reomp hon traoù kuzhet, occulta nostra pandimus,

'n ur leñvañ e reomp pedennoù ; preces gementes fundimus ;

pardonit dimp hor pec'hedoù. dimitte quod peccavimus.650 Sizhun I

Deoc’h, Krist, roue deol-meurbet, Sit, Christe, rex piissime,

bezet ar c’hlod koulz ha d’an Tad, tibi Patrique gloria,

ha d’ar Spered Diwaller mat, cum Spiritu

Page 128: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

Paraclito,

en holl gantvedoù hed-ha-hed. Amen. in sempiterna saecula.

II. Pa vez lavaret Eurlid al lennadenn war an deiz :

Deoc'h-c'hwi Aotrou pep gouiziegezh, Scientiarum Domino,

ra vo deoc'h trid a levenez, sit tibi iubilatio,

c'hwi a wel spis hon diabarzh qui nostra vides intima

hag a ro dimp skoazell ho kras. tuaque foves gratia.

O! Pastor dreist, an dañvad mat Qui bonum, pastor optime,

a virit 'n ur c'hlask an tec'had, dum servas, quaeris perditum,

e peurvanoù fonnusañ holl in pascuis uberrimis

unanit-ni e greioù deol, nos iunge piis gregibus,

Spouron ar barner kounnaret Ne terror irae iudicis

d'hon lako ket da vouc'h daonet, nos haedis iungat reprobis,

met ra vimp ganeoc'h hoc'h-unan sed simus temet iudice

deñved da viken ho peurvan. oves aeternae pascuae.

Deoc'h-c'hwi ar c'hloar, c'hwi ar Salver, Tibi,

Redemptor, gloria, enor ha trec'h hag holl greñvder, honor, virtus, victoria,

deoc'h-c'hwi a ren war an holl draoù regnanti super omnia

Page 129: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

e kantvedoù ar c'hantvedoù. Amen. per

saeculorum saecula.

va skoed ha va silvidigezh nerzhus.

SONGANADENN Ant. 1 Ho karout a ran, Aotrou, c’hwi va nerzh.

Songan 17 (18), 2-30

Trugarekadenn evit ar silvidigezh hag an trec’h

Ha d’an eur-se e c’hoarvezas ur c’hren-douar (Disk 11,13).

I2 Ho karout a ran, Aotrou, c’hwi va nerzh. *3 Aotrou, va difenn ha va repu ha va silvidigezh ; va Doue, c’hwi eo ar roc’h a gavan bod enni ; *va skoed ha va silvidigezh nerzhus.

Deiz-lid IV, da Eurlid al lennadenn 6514 Pedet em eus anv meulus an Aotrou, *ha va distrobet en deus diouzh va enebourion.5 Kelc’hiet e oan gant gwagennoù ar marv, *froudoù an droug am sponte ;6 lasoù an Ankou am starde, *paket e oan e rouedoù ar marv.7 Em anken em eus galvet an Aotrou, *garmet em eus etrezek va Doue ; hag eus e dempl en deus selaouet va mouezh, *betek e zivskouarn eo savet va garmadenn dirazañ.

Ant. Ho karout a ran, Aotrou, c’hwi va nerzh.

Ant. 2 Va salvet en deus an Aotrou, dre m’en deus va c’haret.

II

8 An douar a horjellas hag a grenas ; +

Page 130: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

diazezoù ar menezioù a voe strafuilhet, *hejet e voent dre ma oa entanet e gounnar.9 Eus e fronelloù e savas ur moged, +ur flamm dêvus a strinke eus e c’henou ; *teurel a rae glaouennoù entanet.10 Lakaat a reas an oabl war e gostez evit diskenn, *ur goumoulenn deñval a oa dindan e dreid.11 Douget war ar Geroubed e nije, *o plavañ war eskell an avel.12 Gwiskañ a reas en-dro dezhañ an deñvalijenn, +evel ur vantell, *an dourioù du, ar malkennoù tev.13 Dirak lugern e zremm e kerzhe ar c’houmoul, *en ur strinkañ grizilh ha broudoù-tan.14 Hag eus an neñv an Aotrou a dalmas e gurunoù, +an Uhel-meurbet a daolas e vouezh : *en ur strinkañ grizilh ha broudoù-tan.652 Sizhun I

15 Bannañ a reas, strewiñ a reas e viroù, *hag e stlapas a bep tu luc’hed e-leizh.16 Gwele dourioù ar mor en em ziskouezas, *dizoloet e voe diazezoù an douaroù, gant nerzh ho kourdrouz, Aotrou, *gant c’hwezh avel ho kounnar.17 Astenn a reas e zorn ha kregiñ ennon, *va zennañ a reas eus an doureier bras ;18 va dieubiñ a reas eus va enebour galloudus +eus an dud am c’hasae, *hag int ar re greñvañ.19 Va zagañ a raent e deiz va gwalleur, *met an Aotrou ’zo bet va difenner ;20 va dieubet en deus ha roet din frankiz, *va salvet en deus dre m’en deus va c’haret.

Ant. Va salvet en deus an Aotrou, dre m’en deus va c’haret.

Ant. 3 C’hwi, Aotrou, roit lugern d’am goulaouenn ; sklerijennañ a reot va zeñvalijenn.

Page 131: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

III

21 Hervez va reizhder-me en deus graet ouzhin an Aotrou, *daskoret en deus din hervez va dinammded,22 Rak miret em eus hentoù an Aotrou, *n’em eus ket pellaet diouzh va Doue gant ar pec’hed.23 E holl c’hourc’hemennoù am bez dindan va sell, *n’em eus ket distaolet diouzhin e lezennoù ;24 Dibec’h avat ez on chomet dirazañ, *ha diwallet em eus diouzh ar pec’hed.25 Hervez va reizhder-me en deus daskoret din an Aotrou, *hervez va dinammded dirak e zaoulagad.

Deiz-lid IV, d’ar Meullidoù-beure 653

26 Gant an den mat en em ziskouezit mat, *ha didamall gant an den didamall ;27 ha gant an den glan en em ziskouezit glan,met gwidreus gant an den korvigellek.28 Rak c’hwi a salv an dud vihan *tra ma tiskarit an daoulagad lorc’hus.28 Aotrou, c’hwi a ro lugern d’am goulaouenn ; *va Doue, sklerijennit va zeñvalijenn.29 En ho nerzh e redan ouzh ar bagadoù enebour, *gant skoazell va Doue e tremenan dreist ar voger.

Ant. C’hwi, Aotrou, roit lugern d’am goulaouenn ; sklerijennañ a reot va zeñvalijenn.

Gw/ Eslammet e oant holl gant komzoù DoueR/ A zeue eus e c'henou.

Lennadennoù ha pedenn o kenglotañ gant peb a Eurlid.

D’ar Meullidoù-beure

Page 132: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

Gw/. Aotrou Doue, deuit d’am skoazellañ… Klod d’an Tad … Evel ma oa … Allelouia. Kement-mañ koulskoude a vez dioueret pa vez bet al Lidgalvadenn diouzhtu a-raok.

MEULGAN

O! Noz, teñvalder ha koumoul, Nox et tenebrae et nubila,

er bed meskailhez ha jourdoul, confusa mundi et turbida,

sed ar sklaerder, an oabl zo gwenn : lux intrat, albescit polus:

ar C'hrist a zeu ; kit ac'halenn. Christus venit ; discedite.

Teñvalder en douar roget Caligo terrae scinditur

gant dared an heol treantet, percussa solis spiculo,

ha liv an traoù o neveziñ rebusque iam color redit

gant dremm an astr o tasskediñ. vultu nitentis sideris.

'Vel-se teñvalder hon nozioù Sic nostra mox obscuritas

ha koustiañs fall hon c'halonoù fraudisque pectus conscium

'vel koumoul freuzet 'us d'hor penn, ruptis retectum nubibus,

a vo sklaeraet gant Doue o ren. regnante pallescet Deo.654 Sizhun I

C'hwi, Krist, hon eus anavezet, Te, Christe, solum novimus,

ganeoc'h glan unan a spered te mente pura et simplici

Page 133: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

e teskomp, daoulin o plegañ rogare curvatu genu

pediñ gant daeroù 'n ur ganañ. flendo et canendo discimus.

D' hor skiantoù lakit evezh Intende nostris sensibus

ha gwelit mat hor buhez a-bezh : vitamque totam dispice :

bez' 'z eus kalz traoù goloet a liv sunt multa fucis illita

a ve naetaet gant ho kouloù. quae luce purgentur tua.

Deoc’h, Krist, roue deol-meurbet, Sit, Christe, rex piissime,

bezet ar c’hlod koulz ha d’an Tad, tibi Patrique gloria,

ha d’ar Spered Diwaller mat, cum Spiritu Paraclito,

en holl gantvedoù hed-ha-hed. Amen. in sempiterna saecula.

SONGANADENN

Antonenn I

Ant 1 Aotrou Doue, en ho sklerijenn e welimp ar sklerijenn.

Songan 35 (36)

Drougiezh ar pec’her, madelezh an Aotrou Doue

An hini am heuilh ne valeo ket en deñvalijenn, met sklerijenn ar vuhez en devo ( Yn 8, 12).

2 An drougiezh a gomz ouzh an den fall en e galon ; *n’emañ ket doujañs Doue dirak e zaoulagad.3 Rak en e soñj emañ bepred o vrabañsal, *en ur grediñ ne vo ket dizoloet na kasaet e bec’hed.4 N’eus en e c’henou nemet torfed ha tromplerezh, *

Page 134: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

n’eus ken gantañ na furnezh na reizhder.5 En e wele emañ bepred oc’h itrikañ fallagriezh, +derc’hel a ra gant an hent divat, *ne zistro ket diwar an droug .6 Aotrou, betek an neñv e sav ho trugarez, *ken uhel hag ar c’hoabr ho fealded ;7 Ho reizhder a zo bras evel ar menezioù, +ho parnedigezhioù ken don hag ar mor : *salviñ a rit, Aotrou, an dud hag al loened. ---

Deiz-lid IV, d’ar Meullidoù-beure 655

8 Pegen prizius eo ho trugarez, Aotrou Doue ! *Mibion Adam, e skeud hoc’h eskell o deus gwarez.9 O gwalc’h a gavont gant madoù ho ti, *gant stêr vras ho tudi e torront o sec’hed.10 Rak ennoc’h emañ feuteun ar vuhez, *hag en ho sklerijenn eo hon eus sklerijenn.11 Skuilhit ho kras war an dud hoc’h anav, *hag ho justis war an dud reizh a galon.12 Grit na drec’ho ket warnon troad an den lorc’hus, *na vin ket difrapet gant dorn ar pec’her.13 Setu kouezhet oberourion ar fallagriezh, *diskaret int hep na c’hellint adsevel ken.

Ant. Aotrou Doue, en ho sklerijenn e welimp ar sklerijenn.

Ant. 2 C’hwi, Aotrou, a zo bras, ha didrec’hus ho nerzh.

Lidkan Ydt 16, 1-2. 13-15An Aotrou Doue krouer ar bed, a c’houdor e bobl

Kanañ a reont ur c’han nevez (Disk 5, 9).

1 Kanmeulit va Doue gant taboulinouigoù, *kanit d’am Aotrou gant simbalennoù, kenaozit dezhañ salm ha kanenn, * uhelveulit hag aspedit e anv.

Page 135: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

2 Rak un Doue a freuz ar brezelioù eo an Aotrou, +rak en e gampoù emañ e-kreiz ar bobl, *va diframmet en deus diouzh dorn va heskinerion.13 Kanañ a rin d’am Doue ur meulgan nevez : +Aotrou, bras ez out ha klodus, *souezhus a greñvder ha didrec’hus.14 R’az servijo da holl grouadurion, *rak komzet ec’h eus hag ez int deuet da vezañ, kaset ec’h eus da spered hag ez int bet savet, *n’eus den hag a zalc’hlfe enep da vouezh. ---

656 Sizhun I

15 Rak ar menezioù diwar o solioù a horello gant an doureier, *hag ar reier dirazout, evel koar a deuzo. Met te, e-keñver ar re o deus doujañs ouzhit, *a vezo c’hoazh madelezhus.

Ant. C’hwi Aotrou, a zo bras, ha didrec’hus eo ho nerzh.

Ant. 3 Meulit Doue gant youc’hadegoù a levenez.

Songan 46 (47)

An Aotrou Doue roue an hollved

Emañ azezet en tu dehou d’an Tad, ha ne vo fin ebet d’e rouantelezh.

2 C’hwi, pobloù holl, stlakit ho taouarn, *meulit Doue gant youc’hadegoù a levenez,3 rak an Aotrou eo an Uhel-meurbet, ar spouronus, *ar Roue-meur war an douar a-bezh.4 Sujet en deus ar pobloù dindanomp, *lakaet ar broadoù dindan hon treid.5 Dibabet en deus un douar da vezañ dimp hon domani, *ur Gêr da vezañ gloar Yakob e vuiañ-karet.6 Sevel a ra Doue e-kreiz ar youc’hadegoù, * hag an Aotrou e sonadeg an trompilhoù.

Page 136: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

7 Kanit da Zoue ha kanit, *sonit d’hor Roue ha sonit.8 Rak Doue eo roue an douar a-bezh, *sonit dezhañ d’e adoriñ.9 Doue a ren war an holl vroadoù, *Doue a zo azezet war e gador santel.10 Priñsed ar pobloù a zeu d’en em strollañ *gant pobl Doue Abraham, rak Doue a zo mestr war vistri an douar : *sevel a ra a-us d’an holl c’halloudoù.

Ant. Meulit Doue gant youc’hadegoù a levenez.Deiz-lid IV, d’ar Meullidoù-beure 657

LENNADENN VERR Tob 4, 14-15a; 16ab. 19En em ziwall, mabig ez holl oberennoù, ha bez desavet mat ez holl vuhezegezh. Ar pezh a ga-saez na ra da zen ; eus da vara ro d’ar re naoniek, hag eus da zilhad d’ar re noazh. Kement ac'h eus dreist-ezhomm, gra aluzen gantañ. E pep de-gouezh, bennig an Aotrou Doue, ha goulenn di-gantañ ma vezo reizh da hentoù, ha ma ray berzh da holl emelloù ha mennadoù.PEBEILGANENN VERR

Gw/ Dougit va c'halon aotrou Doue, * war-zu ho testenioù,Dougit.V/ Va lakait a vevañ en hoc'h hentoù * war-zu ho testenioù,Klod d'an Tad. Dougit.

Lidkan Zakaria : Diskouezit trugarez en hor c'heñver, hag ho pezet soñj eus hoc'h emglev san-tel.

Page 137: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

PEDENNRentomp ha meulomp bepred ar C'hrist, dre ma n'en deus ket nac'het gervel e vreudeur hag o san-telaat. Abalamour da se ec'h aspedomp anezhañ :Santelait ho preudeur, Aotrou.Aotroù, grit dimp gouestlañ eurioù kentañ an deiz en enor da Jezuz adsavet da vev, --- ha ma vo plijus d'ho taoulagad hol labour en deiz-mañ. En deiz-mañ, a zo ur sin eus ho karantez he deus hon renevezet evit ar silvidigezh hag al levenez,--- hon renevezit bemdez evit ma vezot klode-kaet.Roit dimp hiziv ar c'hras da anavezout ho pezañs en hor breudcur, --- ar re baour pergen hag ar reuzeudion. Hon harzit da rentan an droug evit an droug,--- hag hon renit davet ar peoc'h gant an holl dud.

Hon Tad.658 Sizhun I

PedompAotrou Doue, hor silvidigezh, grit ac'hanomp diskibion ar sklerijenn hag atizaned ar wirionez ; o vezañ bet ganet ac'hanoc'h ez op deuet da vezañ bugale ar sklerijenn, grit ma ouezimp bezañ testoù ac'hanoc'h dirak an dud. Dre HSJK.

Klozadur al Lideuriad, evel en Darn voutin.Da Eur kreiz an deiz

Page 138: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

Gw/. Aotrou Doue, deuit d’am skoazellañ… Klod d’an Tad… Evel ma oa… Allelouia.

MEULGAN arbennik da bep a Lidamzervezh 575-577

SONGANADENN

Ant. Benniget oc’h-c’hwi, Aotrou, deskit din ho kemennadurioù.

Songan 118 (119), 9-16

II (Beth)

9 Penaos an den yaouank a viro dinamm e gammedoù ? *Dre zerc’hel d’ho komzoù.10 A greiz va c’halon ho klaskan, *n’am lezit ket da vont er-maez eus ho kourc’hemennoù.11 E don va c’halon e viran ho lavar, *gant aon da bec’hiñ a-enep deoc’h.12 Benniget oc’h-c’hwi, Aotrou, *deskit din ho kemennadurioù.13 Gant va muzelloù e tibunan *holl varnedigezhioù ho kenou.14 Gant hent ho testenioù e kavan muioc’h a levenez *eget gant holl deñzorioù ar bed.15 War hoc’h urzhioù e fell din prederiañ * ha stagañ va sell ouzh hoc’h hentoù.16 En ho tivizoù e kavan va dudi, *ne fell ket din ankouaat ho komzoù.

Deiz-lid IV, da Eur kreiz an deiz 659

Ant. Benniget oc’h-c’hwi, Aotrou, deskit din ho kemennadurioù. Ant. 2 En hent ho lezenn em eus dalc’het va c’hammedoù, Domine.

Page 139: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

Songan 16 (17)Eus an dud dizoue, va salvit, Aotrou

En deizioù e vuhez douarel… o kinnig aspedennoù ha selaouet (Heb 5, 7).

I 1 Va selaouit, Aotrou, rak just eo va c’haoz, *taolit pled ouzh va garmadenn. Digorit ho skouarn da glevout va fedenn, *rak n’eo ket gevier a lavaran.2 Rentit ho parnedigezh diwar va fenn, *ho taoulagad a wel petra a zo reizh.3 C’hwi a c’hell furchal em c’halon, ha va gweladenniñ en noz ; +c’hwi a c’hell va amprouiñ en tan, *ne gavot ennon netra fallakr.4 Va genou n’en deus ket pec’hed da heul an dud, *miret em eus lavar ho muzelloù, en em viret em eus diouzh hentoù an den feuls. 5 En hent ho lezenn em eus dalc’het va c’hammedoù, *n’o deus ket brallet va zreid en ho kwenodennoù.6 Ho kervel a ran, rak c’hwi am selaou, Aotrou Doue ; *stouit ho skouarn da glevout va c’homzoù.7 Diskouezit din leunder ho trugarez, c’hwi hag a salv diouzh o enebourion *ar re a glask repu dindan ho torn.8 Va diwallit evel mab al lagad, +va gwarezit dindan skeud ho tivaskell, *9 a-enep an dud fallakr o sevel ouzhin gant drouknerzh.

Ant. En hent ho lezenn em eus dalc’het va c’hammedoù, Domine. Ant. 3 Savit, Aotrou Doue, dieubit va buhez.660 Sizhun I

II

Va enebourion bodet en-dro din d’am lazhañ, +10 gant o druzoni eo palastret o c’halonoù ; *ha gant rogentez e komz o genou.

Page 140: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

11 Va gedal a reont, emaint ouzh va enkelc’hiañ, *o daoulagad a spi evit va diskar d’an douar.12 Heñvel ouzh ul leon, mall gantañ da ziframmañ, * ul leon yaouank puchet en e guzhiadell. ---13 Savit, Aotrou, kerzhit outañ, pladit anezhañ ; *gant ho kleze dieubit va buhez diouzh an den dizoue,14 gant ho torn, o lakit da vervel, Aotrou, *lazhit an dud a ra o lod eus ar vuhez-mañ. Leugnit o c’hof gant ar gwalleur a virit dezho, *ha roit c’hoazh o gwalc’h d’o bugale en ur lezel ur restad d’o bugale vihan.15 Me avat e vo justis evidon pa’n em ziskouezo din ho splannder, * d’am dihun em bo va gwalc’h gant ar gwel ac’hanoc’h.

Ant. 3 Savit, Aotrou Doue, dieubit va buhez.

D’an Eurioù all, songanadenn-glokaat, p. 1123. D'an Trede

LENNADENN VERR 1 Pêr 1, 13-14Rak-se, lakait prest ha dihun ho spered; bezit war evezh; leun a esperañs, c'hoantait ar c'hras a zle bezañ degaset deoc'h gant Emziskuliadur Jezuz Krist. 14 Evel bugale sentus, n’en em renit ken hervez ho c'hoantegezhioù a-wechall en amzer ho tiouiziegezh.V/. Diskouezit din, Aotrou hoc'h hentoùR/. Ha deskit din mont warno.

Kempedenn

Aotrou Doue, Tad santel, doue feal, en deus kaset ar Spered Santel prometet, m'en em unano an dud dispartiet gant ar pec'hed, grit dimp priziañ mat an unvaniezh hag ar peoc'h er bed. Dre JK.

D'ar C'hwec'hvet

LENNADENN VERR 1 Pêr 1, 15-16Met evel maz eo santel an Hini en deus ho kalvet, c'hwi ivez,

Page 141: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

klaskit bezañ santel en holl zoareoù ho puhez, hervez maz eo skrivet: Santel e viot, dre maz on-me santel.

V/. Ho peleion da wisko warno ar santelezh, R/. Hag ho tud fidel da drido gant ar joa.

KempedennDoue hollc'hlloudek ha trugarezus a ro dimp e kreiz an deiz un tamm ehan gant hol labour, ra bareimp eus an ofañsoù, ma teuimp a-benn da blijout deoc'h. Dre JK.

D’ar Pardaezlid

Gw/. Aotrou Doue, deuit d’am skoazellañ… Klod d’an Tad… Evel ma oa… Allelouia.662 Sizhun I

MEULGAN

C'hwi Doue santel an neñvoù, Caeli Deus sanctissime,

a liv kreiz skedus an oabloù qui lucidum centrum poli

dre gannded splann an heol tomm bev candore pingis igneo

'n ur greskiñ sklaerder an endro, augens decori lumina,

D'ar pevare deiz 'n ur staliañ Quarto die qui flammeam

kantenn an heol o flamminañ, solis rotam constituens,

e renit d'al loar he c'herzhed lunae ministras ordini

mont-dont kantreer ar stered, vagos recursus siderum,

'vit reiñ d'an nozioù, d'an deizioù Ut noctibus vel lumini

d'o dispartiañ, 'vel merkoù, diremptionis

Page 142: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

terminum, da gentañ evit ar mizioù primordiis et mensium

ar peuranatañ arouezioù : signum dares notissimum :

Kalon an den sklerijennit, Illumina cor hominum,

loustonioù spered kasit kuit, absterge sordes mentium,

diskoulmit liammoù ar pec'hed, resolve culpae vinculum,

distrujit moger an torfed. everte moles criminum.

Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime,

ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice,

koulz hag ar Spered Gwarezer cum Spiritu Paraclito

a vez o ren e pep amzer. Amen. regnans per omne saeculum.

SONGANADENN

Ant. 1 Va sklerijenn ha va silvidigezh eo an Aotrou, piv am lakfe da spontañ ?

Songan 26 (27)

Fiziañs en argoll

I

Setu teltenn Doue e-touez an dud (Dsk 21, 3).

1 Va sklerijenn ha va silvidigezh eo an Aotrou, *piv am lakfe da spontañ ?

Page 143: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

Difenn va buhez eo an Aotrou, * piv am lakfe da grenañ ?

Deiz-lid IV, d’ar Pardaezlid 663

2 Pa sav ar re fallakr a-enep din, *evit va lonkañ en-bev, va enebourion ha va heskinerion eo int-i *ar re a vrañsell hag a gouezh.3 Ha pa vo un arme o kampañ a-dal din, *ne sponto ket va ene ; ha pa savo brezel a-enep din, *neuze zoken em bo fiziañs.4 Un dra a c’houlennan digant an Aotrou, sed ar pezh a glaskan : *ma vin o chom e ti an Aotrou a-hed deizioù va buhez, ma tañvain douster an Aotrou, * en ur servijiñ en e Dempl.5 Rak va c’huzhat a raio en e repu, *en deiz ar gwalleur. Va skoachañ a raio e sekred e deltenn, *evit va adsevel war ar roc’hell.6 Ya, setu mac’h adsav din va fenn *a-us da gelc’hiad va enebourion. Kinnig a rin dezhañ en e deltenn sakrifis va meuleudi, *kanañ a rin, salmiñ a rin d’an Aotrou.

Ant. Va sklerijenn ha va silvidigezh eo an Aotrou, piv am lakfe da spontañ ? Ant. 2 Ho sklerijenn, Aotrou, eo an hini a glaskan : n’en em guzhit ket ouzhin.

II

Ur re bennak o vezañ savet, a zouge falstesteni enep Jezuz (Mrk 14, 57)

7 Selaouit, Aotrou, va mouezh pa-z ho kalvan, *ho pet truez, va selaouit.8 Deoc’h-c’hwi e lavar va c’halon : +« Va daoulagad ho klask ! ». *

Page 144: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

Ho sklerijenn, Aotrou, eo an hini a glaskan. ---

664 Sizhun I

9 N’en em guzhit ket ouzhin, *na zistaolit ket ho servijer gant kounnar. Va skoazell ez oc’h-c’hwi, n’am argasit ket, *n’am dilezit ket, o Doue, va salver.10 Ha pa vin dilezet gant va zad ha va mamm, *eñ, an Aotrou, am degemero.11 Deskit din hoc’h hent santel, Aotrou, *va lakit da vont gant ar reizhder, en abeg d’am enebourion.12 N’am roit ket da gounnar va enebourion ; +rak testoù gaouiat a zo savet a-enep din, *ha ne c’hwezhont nemet an droug.13 Krediñ a ran e welin madelezh an Aotrou *e douar ar re vev.14 Esper en Aotrou, bez kalonek ha start, *ya, esper en Aotrou.

Ant. Ho sklerijenn, Aotrou, eo an hini a glaskan : n’en em guzhit ket ouzhin. Ant. 3 Eñ eo ar c'hentañ ganet eus an holl grouadurion, dezhañ-Eñ ar renk kentañ e pep doare.

Lidkan Kv. Kol 1, 12-20An Aotrou Krist kentañ-ganet a-raok pep krouadelezh

hag ar c’hentañ-ganet eus a-douez ar re varv12 Trugarekaomp Doue an Tad, *en deus hon lakaet barrek da gaout lod en hêrezh ar Sent er sklerijenn ;13 Eñ hag en deus hon tennet eus galloud an deñvalijenn *evit hon degas e Rouantelezh e Vab karet,14 hon eus ennañ an dasprenidigezh, *ar pardon eus hor pec’hedoù ;

Deiz-lid IV, d’ar Pardaezlid 665

Page 145: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

15 Eñ eo skeudenn an Doue diwelus, *ar c’hentañ-ganet a-raok pep krouadelezh,16 rak ennañ eo bet krouet kement tra a zo +en neñvoù ha war an douar, *kement a weler ha kement na weler ket, pe e ve Tronioù pe e ve Aotrouniezhoù *pe e ve Priñselezhioù pe e ve Galloudegezhioù.

Pep tra a zo bet krouet drezañ hag evitañ, +17 Eñ a zo a-raok pep tra, *ha drezañ e talc’h pep tra da vezañ.18 Hag Eñ eo ar penn eus ar c’horf, da lavarout eo eus an Iliz, +Eñ eo ar pennabeg anezhi, ar c’hentañ-ganet a-douez ar re varv, *evit ma vefe dezhañ-Eñ ar renk kentañ e pep doare,19 rak ennañ eo bet plijet gant Doue lakaat pep leunder da chom,*20 ha drezañ adunvaniñ ar bed a-bezh evitañ e-unan, en ur ober ar peoc’h dre wad e Groaz, *adunvaniñ drezañ kement a zo war an douar kenkoulz ha kement a zo en Neñvoù.

Ant. 3 Eñ eo ar c'hentañ ganet eus an holl grouadurion, dezhañ-Eñ ar renk kentañ e pep doare.

LENNADENN VERR Jak 1, 22. 25

Deuit da vezañ oberourien ar Gomz; ha n' eo ket selaouerien hepken, ar pezh a vefe en em douel-lañ hoc'h-unan. Rak an neb a selaou ar gomz, kuit d'hec'h ober, hennezh a zo hañval ouzh un den a sellfe ouzh e zremm naturel en ur mele-zour, hag a yafe kuit goude bezañ en em sellet, oc'h ankouaat kerkent penaos e oa. Hogen an neb a sell gant evezh ouzh al lezenn beurvat a fran-kiz, hag a zalc'h dezhi, n' eo ket evel selaouer an-kouaus, met evel oberer gwirion, hennezh a vo evurus dre ober diouti.

Page 146: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

PEBEILGANENN P/. Va dieubit, Aotrou, * hag ho pet truez ouzhin.

Va dieubit. U/. Na zilamit ket va ene gant hini ar bec'herien, * ho pet truez ouzhin. Klod d'an Tad ... Va dieubit ...666 Sizhun I

Gant Lidkan Mari, ant. An Hollc'halloudeg en deus graet evidon traoù burzhudus, an Hini a zo santel e anv.

PEDENN :

Ra vezo kanmeulet gant an hol anv an Aotrou, a ambroug e bobl dibabet gant e garantez diharz. Evitañ e sav eta hor pedenn :Diskouezit ho karantez Aotrou.Ho pet sonjj Aotrou eus hoc'h Iliz,--- ha diwallit anezhi a bep droug, grit ma kresko en ho karantez.An holl bobloù d'anavezout ennoc'h an Doue gwirion, --- hag e Jezuz-Krist ar Salver hoc'h eus kaset dezho.Roit d'hor c'herent ho madelezhoù, --- ho pennozh hag ar vuhez peurbadel. Sellit ouzh ar re a c'houzanv poan gant labourioù start,--- divec'hiit anezho eus o samm ha grit ma vint en-oret evel ma tere.Degemerit en ho trugarez ar re a zo marvet hiziv,--- maz antreint en ho Rouantelezh;

KEMPEDENN

Page 147: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

Degemerit hor pedennoù, Aotrou, hor gwarezit deiz ha noz, C'hwi a oar hor sturiañ he pep amzer. Ra vezimp krñvaet bepred gant ho tiv-rallder. C'hwi a vev hag a ren.

Klozadur am Lideuriad, evel en Darn voutin.667

DEIZ-LID V AR SIZHUN I

D’al Lidgalvadenn

Gw/. Aotrou Doue, digorit din va muzelloù …

Songan lidgervel, 565, gant an antonenn o kenglotañ ouzh an Eurlid.

Da Eurlid al lennadenn

Gw/. Aotrou Doue, deuit d’am skoazellañ… Klod d’an Tad ...Evel ma oa….

Kement-se koulskoude a vez dioueret pa vez bet al Lidgalvadenn diouzhtu a-raok.

MEULGAN

Nox atra...War ober668 Sizhun I

kendalc'h

SONGANADENN

Ant. 1 Ur skoed eo komz an Aotrou evit kement hini a glask ennañ goudor.

Page 148: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

Deiz-lid V, da Eurlid al lennadenn 669

Songan 17 (18), 31-51

Trugarekadenn

Mar d-emañ Doue a-du ganimp, piv a vezo a-enep dimp ? (Rom 8, 31).

IV31 Doue, a zo didamall en e hentoù, +komz an Aotrou ’zo amprouet en tan ; *Eñ ’zo ur skoed hag un difenn evit kement hini a glask ennañ goudor.32 Piv a zo Doue nemet an Aotrou ? *Ha piv a zo ur roc’h nemet hon Doue ?33 Eñ hag a lak e nerzh da vezañ va gouriz *hag e reizhder da vezañ va hent,34 Eñ a ro skañvder d’am zreid evel d’an heizezed *hag am laka sonn war an uhelennoù.35 Eñ a gelenn va daouarn evit an emgann, *ha va divvrec’h da stegnañ ar wareg arem. ---

Ant. Ur skoed eo komz an Aotrou evit kement hini a glask ennañ goudor.

Ant. 2 Ho torn dehou am doug, Aotrou.

V

36 Va goleiñ a rit gant ho skoed salvus, +ho torn dehou am doug, *ho preder evidon am laka da greskiñ.37 Ledanaat a rit an hent evit va c’hammedoù, *va zreid n’o deus ket trabidellet.38 Argas a ran va enebourion hag o fakañ *ne zistroan ket hep bezañ o distrujet.39 O dispenn a ran, ne c’hellint ket adsevel, *emaint a-led o c’horf dindan va zreid.40 Va gourizañ a rit gant nerzh evit an emgann, *pladañ a rit dindanon va dizarbennerion. ---

Page 149: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

670 Sizhun I

41 Va holl enebourion a lakait da dec’hout, *kas a rit da netra an dud am c’hasae.42 Krial a reont, ha den ebet d’ o salviñ, *etrezek an Aotrou, hag e chom hep respont.43 O skubañ a ran evel poultr en avel, *o flastrañ a ran evel fank ar straedoù.44 Va dieubiñ a rit eus rendaeloù ar bobl, *ha va lakaat a rit e penn ar broadoù. Pobloù dianav din a zeu d’am servijiñ, *45 ken buan ha klevet o deus sentet ouzhin. Mibion an estrenion a lavar din komzoù meulus, +46 mibion an estrenion o deus kollet kalon, *e-maez o lec’hioù-kreñv e teuont o krenañ.

Ant. Ho torn dehou am doug, Aotrou.

Ant. 3 Bevet an Aotrou, ha ra vo milmeulet Doue, va salver.

VI47 Bevet an Aotrou, ra vo benniget va Difenner, * ra vo milmeulet Doue, va salver.48 An Doue a ra din tennañ dic’haou diouto, +a laka ar pobloù da soublañ dindanon, *eus va enebourion hoc’h eus va dieubet ;49 a-us d’am argaderion hoc’h eus va savet,diouzh an den a zrouknerzh hoc’h eus va distrobet.50 Gant se, Aotrou, me ho meulo e-touez ar broadoù, *me a gano en enor d’hoc’h anv,51 c’hwi hag hoc’h eus roet an trec’h d’ho roue, +ha diskouezet ho madelezh e-keñver hoc’h olevad, *e-keñver David hag e lignez da virviken.

Ant. Bevet an Aotrou, ha ra vo milmeulet Doue, va salver.

Gw./ Digorit, Aotrou, va daoulagad. R./ Ma-z arvestin pegen burzhudus eo ho lezenn.

Page 150: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

Lennadennoù ha pedenn o kenglotañ gant peb a Eurlid.Deiz-lid V, d’ar Meullidoù-beure 670

D’ar Meullidoù-beure

Gw/. Aotrou Doue, deuit d’am skoazellañ… Klod d’an Tad … Evel ma oa … Allelouia

Kement-se koulskoude a vez dioueret pa vez bet al Lidgalvadenn diouzhtu a-raok.

MEULGAN

War ober

SONGANADENN

Ant. 1 Dihunit, telenn ha kitar : ma tivoredin ar goulou-deiz.

672 Sizhun I

Songan 56 (57)

Pedenn ar beure pa vez poan-spered

Pasion an Aotrou eo a gan ar songanenn-mañ (St Aogustin)

2 Ho pet truez ouzhin, o Doue, ho pet truez ouzhin, *rak ennoc’h en em repu va ene, ha dindan skeud ho tivvaskell e klaskan va goudor, *ken na vo tremenet ar c’haouad.3 Krial a ran war-zu Doue, an Uhel-meurbet, *an Doue leun a vadelezh em c’heñver.4 Eus an neñvoù ra gaso din e silvidigezh ; +ra ziskaro va holl heskinerion. *Ra gaso e c’hras hag e wirionez.

Page 151: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

5 Setu-me gourvezet e-touez leoned *naon ganto da lonkañ bugale an dud. O dent a zo goafioù ha biroù, *hag o zeod ur c’hleze nevez lemmet.6 Savit, o Doue, a-us d’an neñvoù, *ho kloar da barañ war an douar a-bezh.7 Stegnet o devoa ur roued dindan va c’hammedoù, *gwaskañ a raent war va buhez ; kleuziet o devoa un toull-trap dirazon, *ha setu-int kouezhet e-barzh.8 Start eo va c’halon, o Doue, +start eo va c’halon ; *9 Kanañ a rin, kanañ a rin ur meulgan. Dihun, o va ene, +dihunit, telenn ha kitar, *ma tivoredin ar goulou-deiz.10 Ho meuliñ a rin e-touez ar pobloù, Aotrou, *ho kanañ a rin e-mesk ar Broadoù,11 rak bras eo ho madelezh, ken bras hag an neñvoù *uhel evel an oabl ho fealded. ---

Deiz-lid V, d’ar Meullidoù-beure 673

12 Savit, o Doue, a-us d’an neñvoù, * ho kloar da barañ war an douar a-bezh.

Ant. Dihunit, telenn ha kitar : ma tivoredin ar goulou-deiz.

Ant. 2 Va Fobl he devo he gwalc’h a vadoù, diougan an Aotrou.

Lidkan Yrm 31, 10-14Eürusted ar Bobl dieubet

Jezuz o vont da vervel… evit bodañ ent-unan bugale Doue bet skignet a bep tu (Yn 11, 51. 52).

10 Selaouit, pobloù, komz Doue, *kasit ar c’heloù d’an inizi pellañ, ha lavarit : « An hini en devoa stlabezet Israel, a zastum anezhañ *hag a vesa anezhañ evel ur pastor e dropell ».

Page 152: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

11 Rak Doue en deus dasprenet Yakob, *e saveteet eus dorn unan kreñvoc’h egetañ.12 Dont a reont en ur youc’hal war grec’hienn Sion, *o teredek etrezek madoù Doue, etrezek ar gwinizh, ar fro, an eoul fresk, *menned an deñved hag ar saout ; hag e vo o ene ’vel ul liorzh douraet-mat, *mui ken e vezint o tizeriañ.13 Neuze he devo levenez ar werc’hez o tañsal, *ar baotred yaouank hag ar gozhidi ivez. «  Ganin e vo kemmet o c’hañv e joa, *frealzet ganin, laouenaet eus o zristidigezh.14 Ene ar veleion a stambouc’hin gant druzoni, *ha va fobl he devo he gwalc’h a vadoù ».

Ant. Va fobl he devo he gwalc’h a vadoù, -- diougan an Aotrou.

Ant. 3 Bras eo an Aotrou ha meulus-kenañ, e Kêr-veur hon Doue.674 Sizhun I

Songan 47 (48)

Trugarekadenn evit silvidigezh ar bobl

Va dougen a reas en spered war ur menez bras hag uhel … hag e tiskouezas din ar Gêr santel Jeruzalem (Dsk 21, 10).

2 Bras eo an Aotrou ha meulus-kenañ *e Kêr-veur hon Doue.3 E venez santel a sav en e splannder, *levenez an douar a-bezh. Menez Sion e donder an hanternoz, *a zo Kêr vras ar Roue-meur.4 Doue en em ziskouez en he c’hastelloù-kreñv *evel un difenn asur.5 Rak, setu ma oa en em unanet ar Rouaned, *evit argadiñ a-gevret.6 A-vec’h m’o deus gwelet int bet spontet, *strafuilhet-holl o deus tec’het ;

Page 153: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

7 neuze e krogas enno ur grenijenn, *evel gwentroù ur vaouez.8 Evel pa c’hwezh avel vras ar reter *o vruzunañ listri Tarsis.9 Ar pezh hor boa klevet hon eus gwelet e keoded Aotrou ar galloudoù, + e Kêr-veur hon Doue ; * Doue d’he startaio da viken.10 Ho trugarez, Aotrou, a eñvoromp en-dro *e diabarzh ho templ.11 Evel hoc’h anv, o Doue, +ho meuleudi da vont betek harzoù an douar ; *ho torn dehou a zo leun a justis.12 Ra vo laouen menez Sion, †ha ra drido kêrioù Bro Youda *en abeg d’ho parnedigezhioù.13 Grit an dro eus Sion, keuilhit he mogerioù, *ha kontit he zourioù. ---

Deiz-lid V, da Eur kreiz an deiz 675

14 Sellit ouzh he murioù-difenn †arvestit he c’hreñvlec’hioù, *evit diskleriañ d’ar rummadoù da zont,15 eo ken bras-se Doue, hon Doue-ni +a gantvedoù da gantvedoù, *hag hor rener da virviken.

Ant. 3 Bras eo an Aotrou ha meulus-kenañ, e Kêr-veur hon Doue.

Lectio brevis   Is 66, 1-2

Hæc dicit Dóminus: Cælum thronus meus, terra autem scabéllum pedum meórum. Quæ ista do-mus, quam ædificábitis mihi, et quis iste locus quiétis meæ? Omnia hæc manus mea fecit et mea sunt univérsa ista, dicit Dóminus. Ad hunc autem

Page 154: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

respíciam, ad paupérculum et contrítum spíritu et treméntem sermónes meos.

Responsorium breveR/. Clamávi in toto corde meo: * Exáudi me, Dómine. Clamávi.V/. Iustificatiónes tuas servábo. * Exáudi me, Dómine. Glória Patri. Clamávi.

Ad Benedictus, ant. In sanctitáte serviámus Dó-mino, et liberábit nos ab inimícis nostris.

Preces

Grátias agámus Christo, qui lumen huius diéi no-bis concédit, et ad eum clamémus: Bénedic et sanctífica nos, Dómine.

Qui te pro peccátis nostris hóstiam obtulísti,—incépta et propósita suscípias hodiérna.

Qui óculos nostros lucis dono lætíficas novæ,—lúcifer oriáris in córdibus nostris.

Tríbue hódie nos esse ómnibus longánimes,—ut imitatóres tui fíeri possímus.

Audítam, Dómine, fac nobis mane misericórdiam tuam.—Sit hódie gáudium tuum fortitúdo nostra.

Page 155: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

Pater noster.

Oratio

Omnípotens sempitérne Deus, véspere, mane et merídie maiestátem tuam supplíciter deprecámur, ut, expúlsis de córdibus nostris peccatórum ténebris, ad veram lucem, quæ Christus est, nos fácias perveníre. Qui tecum vivit.

Klozadur al Lideuriad, evel en Darn voutin.

Da Eur kreiz an deiz

Gw/. Aotrou Doue, deuit d’am skoazellañ… Klod d’an Tad… Evel ma oa. Allelouia

MEULGAN 575-577

SONGANADENN

Ant. Digorit, Aotrou, va daoulagad, ma-z arvestin pegen burzhudus eo ho lezenn.

Songan 118 (119), 17-24

III (Ghimel)

17 G rit al levenez-mañ d’ho servijer, va lakit da vevañ *ma virin ho komzoù.18 Digorit va daoulagad, *maz arvestin pegen burzhudus eo ho lezenn.19 Un tremeniad ez on war an douar, *na guzhit ket ouzhin ho kourc’hemennoù.20 Debret eo va ene gant ar c’hoant *d’en em stagañ dalc’hmat ouzh ho parnedigezhioù. ---

Deiz-lid V, d’ar Pardaezlid 67721 Gourdrouz a rit an dud lorc’hus, *

Page 156: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

ar re villiget a dro diwar ho kourc’hemennoù.22 Pellait diouzhin ar vezh hag an dismegañs, *rak miret em eus ho testenioù.23 P’emañ ar briñsed o tivizout a-enep din, *emañ spered ho servijer gant ho kemennadurioù.24 Ya, va dudi eo ho testenioù, *ha va c’huzulierion, ho kemennadurioù.

Ant. Digorit, Aotrou, va daoulagad, ma-z arvestin pegen burzhudus eo ho lezenn.Ant. 2 Va henchit, Aotrou, en ho kwirionez.

Songan 24 (25)

Aspedenn a drugarez hag a silvidigezh

An esperañs n’eus ket kerse ganti (Rom 5, 5).

I1 Etrezek ennoc’h, Aotrou, e savan va ene, *2 va Doue, ennoc’h e fizian : n’am bo ket a vezh. Ha na drido ket va enebourion diwar va fenn, *3 nann, an neb a esper ennoc’h n’en devo ket a geuz, tra ma vo diskaret *an dreitourion didalvez.4 Aotrou, deskit din hoc’h hentoù, *ha kelennit din ho kwenodennoù.5 Va henchit en ho kwirionez, va c’henteliit, +rak c’hwi eo Doue va silvidigezh, *hag ennoc’h ec’h esperan dalc’hmat.6 Ho pet soñj eus ho trugarez, Aotrou, *eus ho karantez a zo bet a viskoazh.

Page 157: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

678 Sizhun I

7 N’ho pet ket soñj eus pec’hedoù va follentez ; +ho pet soñj ac’hanon hervez ho trugarez, *en abeg d’ho madelezh, Aotrou.8 Madelezhus ha reizh eo an Aotrou, *eñ a ziskouez an hent mat d’ar bec’herion ;9 bleinañ a ra an dud izel en e reizhder, *deskiñ a ra d’an dud paour e wenodenn.10 Holl wenodennoù an Aotrou a zo gras ha fealded *evit ar re a vir e emglev hag e c’hourc’hemennoù.11 Evit enor hoc’h anv, Aotrou, pardonit va fec’hed, *daoust maz eo bras.

Ant. Va henchit, Aotrou, en ho kwirionez.Ant. 3 Sellit ouzhin ha va zennit, Aotrou, dre maz on va-unan ha reuzeudik.

II

12 Pehini eo an den hag a zouj an Aotrou ? * Dezhañ e kelenno peseurt hent en deus da zibab.13 E-kreiz an eurvad e chomo e-unan, *hag e lignez a berc’henno ar vro.14 An Aotrou a zigor e sekredoù d’ar re a zouj anezhañ, *diskuliañ a ra dezho splannder e emglev.15 Va daoulagad a chom stag atav ouzh an Aotrou, *rak eñ a denno va zreid eus ar roued. 16 Sellit ouzhin, ho pet truez ouzhin, *dre maz on va-unan ha reuzeudik.17 Distardit anken va c’halon, *va zennit eus va holl enkrezioù.18 Gwelit va reuzeudigezh ha va zrevell *ha pardonit din va holl bec’hedoù.

19 Sellit ouzh va enebourion, pegen niverus ez int, *ha pegen garv ar gasoni a vagont ouzhin.

Page 158: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

Deiz-lid V, d’ar Pardaezlid 679

20 Diwallit va ene ha va dieubit, *n’am bo ket a geuz o vezañ klasket ennoc’h va repu.21 Ho tinammded hag ho reizhder d’am diwallo, *rak esperiñ a ran ennoc’h, Aotrou.22 O, Doue, dieubit Israel *eus e holl enkrezioù.

Ant. Sellit ouzhin ha va zennit, Aotrou, dre maz on va-unan ha reuzeudik.

D’an Eurioù all, songanadenn-glokaat, p. 1123.

D'an Trede

LENNADENN VERR Am 4, 13Ecce formans montes et creans ventum et annún-tians hómini cogitatiónem eius, fáciens auróram et ténebras et grádiens super excélsa terræ; Dó-minus Deus exercítuum nomen eius.

V/. Benedícite, ómnia ópera Dómini, Dómino.R/. Laudáte et superexaltáte eum in sæcula.

Oratio

Te, Dómine, supplíciter exorámus, ut qui hora tértia Spíritum Sanctum orántibus Apóstolis tri-buísti, nobis eiúsdem grátiæ participatiónem concédas benígnus. Per Christum.

Page 159: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

D'ar C'hwec'hvet

LENNADENN VERR Am 5, 8

Qui facit stellas Plíadis et Oriónem, et convértit in mane ténebras, et diem in noctem obscúrat; qui vocat aquas maris et effúndit eas super fá-ciem terræ, Dóminus nomen eius.

V/. Magnificéntia et pulchritúdo in conspéctu eius.R/. Poténtia et decor in sanctuário eius.

Oratio

Omnípotens sempitérne Deus, apud quem nihil est tenebrósum, nihil obscúrum, lucis tuæ in nos emítte splendórem, ut mandatórum tuórum lege percépta, in via tua dilatáto corde fidéliter ambu-lémus. Per Christum.

D'an Navet

Page 160: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

LENNADENN VERR Am 9, 6

Qui ædíficat in cælo ascénsus suos et cámeram suam super terram fundat, qui vocat aquas maris et effúndit eas super fáciem terræ; Dóminus no-men eius.

V/. Cæli enárrant glóriam Dei.R/. Et ópera mánuum eius annúntiat firmamén-tum.

Oratio

Da nobis orántibus, quæsumus, Dómine, ut pa-tiéntiæ Unigéniti tui sequámur exémpla, et ad-vérsa patiéndi constántiam habeámus. Per Christum. Klozadur al Lideuriad, evel en Darn voutin.

D’ar Pardaezlid

Gw/. Aotrou Doue, deuit d’am skoazellañ… Klod d’an Tad… Evel ma oa… Allelouia.

MEULGAN

war ober.

SONGANADENN

Ant. 1 War-zu ennoc’h em eus kriet, ha va fareet hoc’h eus Aotrou; da viken e fell din ho meuliñ.

Songan 29 (30)

Page 161: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

Bennozh da Zoue evit bezañ bet tennet eus ar marv

Ar C’hrist goude e zasorc’hedigezh c’hlorius a rentas grasoù d’an Tad (Cassiodorus).

2 Ho kanmeuliñ a ran, Aotrou, dre m’hoc’h eus va adsavet, * ha n’hoc’h eus ket laouenaet va enebourion diwar va c’houst. 3 Aotrou, va Doue, war-zu ennoc’h em eus kriet, *garmet em eus ha va fareet hoc’h eus.4 Aotrou, salvet hoc’h eus va ene eus ar marv, *ha va zennet eus a-douez ar re a ziskenn er foz.5 Kanit gloar d’an Aotrou, c’hwi holl, e dud fidel, *rentit bennozh d’e anv santel,6 rak ne bad e gounnar nemet ur momed, *e drugarez avat a chom a-hed ur vuhez. Gant ar serr-noz e teu an daeroù, *hogen gant ar beure ar youc’hadenn a joa.7 Ha me a lavare em surentez : *« Divrall e vin da virviken ».8 Rak en ho krad-vat, Aotrou, ho poa roet din *enor ha galloud ; met ho fas hoc’h eus kuzhet ouzhin, *ha strafuilhet on bet.9 Davedoch e krian, Aotrou, *pediñ a ran trugarez va Doue.10 Peseurt gounid a vo deoc’h pa vin marv, *pa vin diskennet e toull ar bez ? Daoust hag ar poultr ho meulo, *hag embann a ray ho fealded ?11 Selaouet en deus an Aotrou ha truez en deus bet ouzhin, *an Aotrou a zo bet va skoazeller :12 Kemmet en deus va c’hlemmgan e dañsadenn, * tennet diwarnon an dilhad-kañv, ha va gwisket a levenez.13 Va c’halon ho kano hep tevel biken ken. *Aotrou, va Doue, da virviken e fell din ho meuliñ.

Ant. War-zu ennoc’h em eus kriet ha va fareet hoc’h eus Aotrou; da viken e fell din ho meuliñ.

Page 162: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

Ant. 2 Evurus an den na damall an Aotrou dezhañ fazi ebet ken.

Songan 31 (32)

Evurus an hini a zo pardonet dezhañ e zrougiezhDavid a ziskler evurus an den a vez laket reizhder war e gont, kuit da vezañ graet an oberoù (Rom 4, 6).

1 Evurus an den a zo pardonet dezhañ e zrougiezh, *a zo disverket e bec’hed.2 Evurus an den na damall an Aotrou dezhañ fazi ebet ken, *an hini n’eus ken touellerezh en e spered.3 Keit ha ma taven e veze drastet va eskern, *hag e hirvouden a-hed an deiz.4 Rak deiz-ha-noz ho torn deoc’h-c’hwi a boueze pounner warnon, *dêvet e veze va nerzh em c’hreiz evel gant tommder an hañv.

5 Neuze em eus anzavet ouzhoc’h va fec’hed, *n’em eus ken kuzhet va faot. Lavaret em eus : « Anzav a rin a-enep din va fallagriezh d’an Aotrou ». *Ha c’hwi hoc’h eus va diskarget eus va fec’hed, ha pardonet din va fazi.6 Gant se ho pedo an den deol *en amzer an anken. Ma teu an doureier bras da zic’hlannañ *ne savint ket betek ennañ.7 C’hwi eo va goudor, c’hwi am miro diouzh an enkrez ; *va laouenaat a reot gant ho silvidigezh.8 Ya, da gelenn a rin o tiskouez dit an hent da vont gantañ ; *da genteliañ a rin en ur barañ warnout va daoulagad.9 Na vez ket evel ar marc’h, evel ar mul diboell, * gant gwaskell ha kabestr e vez dalc’het warno * anez-se e lammont warnout. --- .

Page 163: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

10 Kalz a c’hlac’har a gouezh war an den fall, *met e c’hras a zo tro-dro d’ar re a esper en Aotrou. 11 Bezit laouen en Aotrou ha tridit, c’hwi tud just, *youc’hit a joa, c’hwi holl, an dud reizh a galon.

Ant. Evurus an den na damall an Aotrou dezhañ fazi ebet ken.

Ant. 3 An Aotrou en deus roet dezhañ ar galloud hag an enor hag ar roueelezh, hag an holl vroadoù hen servijo.

Lidkan Disk 11, 17-18 ; 12, 10b-12aBarnadenn Doue

11,17 Ho trugarekaat a reomp, *Aotrou Doue, c’hwi an hollc’halloudeg, an hini a zo hag a oa, *dre m’hoc’h eus kemeret en ho torn ho kalloud bras evit ren da roue. ---684 Sizhun I

18 Ar broadoù o doa en em savet gant kounnar, * met setu deuet ho kounnar-c’hwi, ar c’houlz evit ar re varv da vezañ barnet ; ar c’houlz da reiñ o gopr d’ho servijerion ar brofeded ar sent * hag ar re o deus doujet hoc’h anv, ar re vihan hag ar re vras. 12,10 Bremañ eo deuet da wir silvidigezh, nerzh, roueelezh hon Doue *ha galloud e Grist. Rak stlapet eo bet d’an traoñ tamaller hor breudeur, * an hini o zamalle dirak hon Doue deiz ha noz. --- 11 Int ivez o deus trec’het warnañ dre wad an Oan * ha dre lavar o zesteni. Rak disprizet o deus o buhez * betek mervel. 12 Dre-se bezit laouen, o Neñvoù, * ha c’hwi ar re a chom enno.

Ant. An Aotrou en deus roet dezhañ ar galloud hag an enor hag ar roueelezh, hag an holl vroadoù hen servijo.

Page 164: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

Lectio brevis   1 Petr 1, 6-9

Exsultátis, módicum nunc si opórtet contristáti in váriis tentatiónibus, ut probátio vestræ fídei pretiósior auro, quod perit, per ignem quidem probáto, inveniátur in laudem et glóriam et honórem in revelatióne Iesu Christi. Quem cum non vidéritis dilígitis, in quem nunc non vidéntes, credéntes autem, exsultátis lætítia inen-arrábili et glorificáta, reportántes finem fídei vestræ salútem animárum.

Responsorium breveR/. Cibávit nos Dóminus * Ex ádipe fruménti. Cibávit.V/. Et de petra melle saturávit nos. * Ex ádipe fruménti. Glória Patri. Cibávit.

Ad Magnificat, ant. Depósuit Dóminus poténtes de sede, et exaltávit húmiles.

Deiz-lid V, d’ar Pardaezlid 685

Preces

Laudémus Deum auxílii nostri, in quo nostra spes tota résidet, eúmque invocémus devóte clamántes: Réspice fílios tuos, Dómine.

Page 165: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

Dómine Deus noster, qui cum pópulo tuo fœdus ætérnum pepigísti,—fac ut semper tua magnália recolámus.

Univérsum órdinem sacerdotálem in tua pérfice caritáte,—et fidéles tuos in unitáte spíritus per vínculum pacis semper consérva.

Civitátem terrénam fac ut semper tecum exstruá-mus,—ne forte in vanum labórent qui ædíficant eam.

Mitte operários in messem tuam,—ut magnificétur nomen tuum in géntibus.

Propínquos et benefactóres defúnctos sanctis tuis accénse,—et nos beátis aliquándo consócia.

Pater noster.

Oratio

Deus, qui illúminas noctem et lumen facis post ténebras radiáre, concéde nobis, ut hanc noctem sine impediménto Sátanæ transeámus, atque ma-tutínis horis ante conspéctum tuum tibi grátias referámus. Per Dóminum.

Klozadur al Lideuriad, evel en Darn voutin.

Page 166: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

686

DEIZ-LID VI AR SIZHUN I

D’al Lidgalvadenn

Gw/. Aotrou Doue, digorit din va muzelloù…

Songan lidgervel, 565, gant an antonenn o kenglotañ ouzh an Eurlid.

Da Eurlid al lennadenn

Gw/. Aotrou Doue, deuit d’am skoazellañ… Klod d’an Tad ...Evel ma oa. Allelouia.

Kement-se koulskoude a vez dioueret pa vez bet al Lidgalvadenn diouzhtu a-raok.

MEULGAN

Tu Trinitas War OberDeiz-lid VI, da Eurlid al lennadenn 687

SONGANADENN

Ant. 1 Savit, Aotrou, d’am skoazellañ.

Songan 34 (35), 1-2. 3c. 9-19. 22-23. 27-28

An Aotrou Doue a salv eus an heskinerion

Neuze en em vodjont …hag e voe diviz etrezo, da bakañ Jezuz ha d’e lakaat d’ar marv (Mzh 26, 3. 4).

I1 Stourmit, Aotrou, ouzh ar re a stourm ouzhin ; *Argadit a-enep va argaderion.2 Krogit en ho skoed, kemerit hoc’h armoù + ha savit d’am skoazellañ. *3c Lavarit d’am ene : « Da silvidigezh ez on-me »;

688 Sizhun I

Page 167: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

9 Va ene neuze a drido en Aotrou, *levenez en devo gant e silvidigezh.10 Va holl eskern a lavaro : *« Aotrou, piv a zo par deoc’h-c’hwi ? Evit dieubiñ ar reuzeudig eus dorn ar galloudeg, *an den kaezh eus kraban ar forban ». ---11 Testoù kounnaret a zo en em savet ouzhin, *evit tamall din traoù n’anavezan ket ;12 rentañ a reont din an droug evit ar mad, *spiañ a reont a-enep va buhez.

Ant. Savit, Aotrou, d’am skoazellañ.

Ant. 2 Barnit va c’haoz, va difennit, rak galloudek ez oc’h, Aotrou.

II13 Me avat, pa oant klañv, *me a wiske an dilhad-kañv, kastizañ a raen va ene gant ar yun, *skuilhañ a raen pedennoù em c’halon.14 Evel pa vije bet evit ur mignon pe ur breur e kerzhen, *trist evel un den o ouelañ d’e vamm, krommet ha mantret.15 Ha bremañ p’emaon o kouezhañ ez int laouen ; *a-enep din en em vodont, skeiñ a reont ganin n’ouzon perak.16 Va drailhañ a reont dibaouez ; +va argadiñ a reont en ur c’hoarzhin goap, *o dent a skrignont ouzhin.

Ant. Barnit va c’haoz, va difennit, rak galloudek ez oc’h, Aotrou. Ant. 3 Va zeod, a-hed an deiz, a vouskano ho justis.

Page 168: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

Deiz-lidVI, d’ar Meullidoù-beure 689

III17 Aotrou, betek pegoulz e chomfot da selaou ? +Dieubit va ene eus dent ar yuderion, *eus geol al leoned ar vuhez n’am eus nemeti.18 Grasoù a rentin deoc’h er vodadeg vras, *ho meuliñ a rin e-kreiz engroez an dud.19 Grit na c’hoarzho ket warnon va enebourion direizh, *na wigno ket gant o lagad ar re am c’hasa hep abeg.22 Gwelet hoc’h eus-c’hwi, Aotrou, na chomit ket digomz ; *Aotrou, na chomit ket pell diouzhin.23 Dihunit ha savit da zifenn va c’haoz, *da stourm evit va gwir, Aotrou, va Doue.27 Met ra drido a levenez mignoned va justis, *ha ra zalc’hint bepred da lavarout : « Na pegen bras eo an Aotrou a blij dezhañ silvidigezh e servijer ».28 Ya, va zeod a vouskano da lidañ ho justis, *ha d’ho meuliñ bemdez va buhez-pad.

Ant. Va zeod, a-hed an deiz, a vouskano ho justis.

V/. Fili mi, custódi sermónes meos.R/. Serva mandáta mea, et vives.

Lennadennoù ha pedenn o kenglotañ gant peb a Eurlid.

D’ar Meullidoù-beure

Gw/. Aotrou Doue, deuit d’am skoazellañ… Klod d’an Tad … Evel ma oa... Allelouia.

Kement-mañ koulskoude a vez dioueret pa vez bet al Lidgalvadenn diouzhtu a-raok.

MEULGAN

Aeterna coeli gloria (war ober)

Page 169: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

SONGANADENN

Ant. 1 Plijout a raio deoc’h ar sakrifisoù a reizhder war hoc’h aoter, Aotrou.

Songan 50 (51)Ho pet truez ouzhin, Aotrou Doue

Bezañ nevezet a spered hag a soñj ha gwiskañ warnoc’h an den nevez (Efz 4, 23-24).

3 Ho pet truez ouzhin, Aotrou Doue, *hervez braster ho madelezh ; hag hervez ho trugarez divent *tennit kuit va fallagriezh.4 Va gwelc’hit da vat eus va zorfed, *va glanait eus va fec’hed. ---

Deiz-lidVI, d’ar Meullidoù-beure 691

5 Rak anavezout a ran va fallentez, *dirazon emañ dalc’hmat va fec’hed.6 A-enep deoc’h hepken em eus pec’hed, *graet em eus ar pezh a zo drouk dirazoc’h, en doare maz oc’h just en ho setañs *ha direbech en ho parnedigezh.7 E-kreiz an droug ez on bet ganet, *ha pec’her ez on bet krouet gant va mamm.8 C’hwi avat a c’houlenn lealded er galon, *hag e don va spered e teskit din ho furnez.9 Skuilhit warnon ho tour santel ma vin glanaet ; *va gwelc’hit hag e vin gwennoc’h eget an erc’h.10 Va lakit da glevout levenez ha dudi, *ma trido en-dro an eskern hoc’h eus brevet.11 Distroit ho sell diouzh va fec’hedoù, *ha diverkit va holl dorfedoù.12 Krouit ennon ur galon dinamm, o Doue, *hag a-nevez lakit ennon ur spered nerzhus.13 N’am argasit ket pell diouzhoc’h, *

Page 170: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

ha na dennit ket diganin ho Spered Santel.14 Roit din en-dro levenez ho silvidigezh, *ha lakit ennon ur galon divrall.15 Neuze e teskin hoc’h hentoù d’ar re zianket, *ha davedoc’h e tistroio ar bec’herion.

16 Va dieubit eus ar c’hastiz, o Doue, va salver, *ha va zeod a drido da veuliñ ho reizhder.17 Aotrou, digorit din va muzelloù, *ha va genou a embanno ho meuleudi.18 Ne blij ket deoc’h ar sakrifisoù-loened, *mar kinnigan un holokost, n’houlit ket anezhañ.19 Va sakrifis-me, o Doue, eo ur spered mantret, *ur galon brevet ha glac’haret ne zisprizit ket.20 En ho madelezh bezit trugarezus ouzh Sion, *hag adsavit murioù Jeruzalem.692 Sizhun I

21 Neuze e plijo deoc’h ar sakrifisoù a reizhder, an holokost, ar brofadenn beurvat ; *neuze war an aoter e vo kinniget deoc’h kojened.

Ant. Plijout a raio deoc’h ar sakrifisoù a reizhder war hoc’h aoter, Aotrou.

Ant. 2 En Aotrou Doue e vo reishaet hag en em veulo holl vugale Israel.

Lidkan Ysh 45, 15-25

An holl bobloù en em droio war-du an Aotrou Doue

En anv Jezuz ra vo pep glin o plegañ (Flp 2, 10).15 Ya, un Doue kuzhet ez oc’h, *Doue Israel, Salver.16 Mezhek ha dismegañset ez int holl, *gant ar vezh ez aint kuit, ar gizellerion idolennoù.17 Israel a vo salvet gant Doue, salvet da viken ; *kuit a vezh hag a zismegañs da viken. ---18 Rak evel-henn e komz an Aotrou, +

Page 171: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

krouer an neñvoù, eñ Doue, *en deus furmet an douar, hen graet, hen diazezet ; n’eo ket da vezañ mesk-divesk en deus e grouet, +da gaout annezidi ez eo bet stummet : *« Me eo an Aotrou, hag hini all ebet.19 N’eo ket e kuzh em eus komzet, *en ul lec’h teñval eus an douar ; n’em eus ket lavaret da ouenn Yakob : “ Va c’hlaskit er reustl “  . * Me, an Aotrou, a lavar ar reizh hag a gemenn ar gwir.20 En em vodit ha deuit, tostait a-gevret, *tec’hidi ar broioù. Diskiant eo bet ar re o deus douget koad d’ober idoloù, *hag a bed un doue na salv ket.

Deiz-lidVI, d’ar Meullidoù-beure 693

21 Diskleriit, tostait, kuzuilhit a-gevret. *Piv en deus roet se da glevout a-ziagent, a bell’zo hen diskleriet ? Ha n’eo ket me, an Aotrou, +ha n’eus ket a-hend-all a Zoue estregedon ? *Un Doue reizh ha salver n’eus ket a-ziavaez din.22 En em droit davedon hag e viot salvet, holl dibennoù an douar, *rak Me a zo Doue ha n’eus ket unan all.23 Drezon hen touan : +eus va genou e teu gwirionez, *ur gomz, ha na vo ket adlavaret ; dirazon e plego pep glin, *drezon e touo pep teod ».24 “En Aotrou hepken, - ouzhin en deus komzet - : *ar wirionez hag ar galloud ! ” Betek ennañ e teuint, mezhekaet +an holl re a gounnare enep dezhañ : *25 en Doue e vo reishaet hag en em veulo holl vugale Israel.

Page 172: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

Ant. En Aotrou Doue e vo reishaet hag en em veulo holl vugale Israel.

Ant. 3 Deuit betek an Aotrou Doue en ur youc’hal a joa.

Pa vez graet gant ar songan da heul evit al Lidgalvadenn, e vez lavaret en e lec’h ar songan 94 (95). p. 565.

Songan 99 (100)

Levenez o vont d’an Templ

D’ar re dasprenet e c’hourc’hemenn an Aotrou Doue kanañ kanennoù a drec’h (St Atanazios).

2 Kanmeulit an Aotrou, tud an hollved, *sevijit an Aotrou gant levenez ; deuit betek ennañ *en ur youc’hal a joa. ---

694 Sizhun I

3 Gouvezit eo an Aotrou a zo Doue ; +gantañ ez omp bet graet hag e dra ez omp, *e bobl ha deñved e dropell.4 Antreit en e borzhioù gant meuleudioù, +en e leurioù gant kanennoù santel, *enorit anezhañ, bennigit e anv.5 Rak madelezhus eo an Aotrou, +e garantez a bad da virviken, *a rummad da rummad e fealded.

Ant. Deuit betek an Aotrou Doue en ur youc’hal a joa.

Lectio brevis   Eph 4, 29-32

Omnis sermo malus ex ore vestro non procédat, sed si quis bonus ad ædificatiónem opportunitá-tis, ut det grátiam audiéntibus. Et nolíte

Page 173: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

contristáre Spíritum Sanctum Dei, in quo signáti estis in diem redemptiónis. Omnis amaritúdo et ira et indignátio et clamor et blasphémia tollátur a vobis cum omni malítia. Estóte autem ínvicem benígni, misericórdes, donántes ínvicem, sicut et Deus in Christo donávit vobis.

Responsorium breveR/. Audítam fac mihi mane * Misericórdiam tuam. Audítam.V/. Notam fac mihi viam in qua ámbulem. * Misericórdiam tuam. Glória Patri. Audítam.

Ad Benedictus, ant. Visitávit et fecit re-demptiónem Dóminus plebis suæ.

Preces

Christum, qui per crucem suam salútem géneri cóntulit humáno, adorémus, et pie clamémus: Misericórdiam tuam nobis largíre, Dómine.

Christe, sol et dies noster, illúmina nos rádiis tuis,—et omnes sensus malos iam mane compésce.

Page 174: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

Deiz-lid VI, da Eur kreiz an deiz 695

Custódi cogitatiónes, sermónes et ópera nostra,—ut hódie in conspéctu tuo placére possímus.

Avérte fáciem tuam a peccátis nostris,—et omnes iniquitátes nostras dele.

Per crucem et resurrectiónem tuam,—reple nos consolatióne Spíritus Sancti.

Pater noster.

Oratio

Deus, qui ténebras ignorántiæ Verbi tui luce de-péllis, auge in córdibus nostris virtútem fídei quam dedísti, ut ignis, quem grátia tua fecit ac-céndi, nullis tentatiónibus exstinguátur. Per Dóminum. Klozadur al Lideuriad, evel en Darn voutin.

Da Eur kreiz an deiz

Gw/. Aotrou Doue, deuit d’am skoazellañ… Klod d’an Tad… Evel ma oa… ( A. P. allelouia ).

MEULGAN arbennik da bep a Lidamzervezh. 575-577

SONGANADENN

Ant. 1 En hent ho kourc’hemennoù e redan, pa roit nerzh d’am c’halon.

Songan 118 (119), 25-32

Page 175: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

IV (Daleth)

25 Ouzh ar poultr eo peg va ene ; *va lakit da advevañ gant ho lavar.26 Va hentoù am eus diskleriet deoc’h ha va selaouet hoc’h eus, *deskit din ho kemennadurioù.27 Va lakit da gompren hent ho polontezioù, *ma prederiin war ho purzhudoù.28 Va ene a skuilh daeroù en e c’hlac’har ; *va adsavit gant ho lavar.

Page 176: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

696 Sizhun I

29 Va distroit diouzh hent ar gaou, *roit din ar c’hras da zerc’hel d’ho lezenn.30 Hent ar wirionez am eus dibabet, *en em dreiñ a ran ouzh ho parnedigezhioù.31 Ouzh hoc’h urzhioù en em stagan, Aotrou ; *n’am lezit ket da gaout keuz.32 En hent ho kourc’hemennoù e redan, *pa roit nerzh d’am c’halon.

Ant. En hent ho kourc’hemennoù e redan, pa roit nerzh d’am c’halon.

Ant. 2 Fiziet em eus en Aotrou hep brallañ.

Songan 25 (26)

Fiziañs ha pedenn an den dinamm

Hon dibabet en deus Doue er C’hrist, da vezañ santel ha dinamm ( Efz 1, 4 ).

1 En ho justis va barnit, Aotrou, +rak kerzhet em eus en hent didamall *ha fiziet em eus ennoc’h hep brallañ.2 Furchit ennon, amprouit ac’hanon, *purait va c’halon dre an tan.3 Dirak va daoulagad emañ bepred ho trugarez, *hag en ho kwirionez e kerzhan.4 Ne azezan ket e-touez an dud faos, *ne lakan ket va zreid e-mesk an dud gaouiat.5 Kasaat a ran kumpagnunezh ar re fallakr, *ned an ket da azezañ gant an dud dizoue.6 En dinammded e welc’han va daouarn *hag e ran an dro d’hoc’h aoter, Aotrou,7 en ur embann a vouezh uhel ho meuleudi, *hag en ur ziskleriañ hoc’h holl vurzhudoù.8 Aotrou, me a gar ho ti santel, *

Page 177: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

al lec’h a zo chomadur ho kloar.

Deiz-lid VI, da Eur kreiz an deiz 697

9 Na zilamit ket va ene gant hini ar bec’herion, *na va buhez gant hini an dud a wad,10 ar re a zo karget o daouarn a dorfedoù, *hag a vergn en o c’hichen ar profoù resevet.11 Me avat am eus kerzhet en hent didamall, *va dieubit, Aotrou, hag ho pet truez ouzhin.12 Rak chomet eo va zroad war an hent reizh, *en e vodadegoù e vennigin an Aotrou.

Ant. Fiziet em eus en Aotrou hep brallañ.

Ant. 3 En Aotrou en em fizi va c’halon, va sikouret en deus.

Songan 27 (28), 1-3. 6-9

Aspedenn ha trugarekadenn

Tad, bennozh a lavaran dit, o vezañ m’ac’h eus va selaouet ( Yn 11, 41 )

1 Davedoc’h e krian, Aotrou, va difenner, *na chomit ket bouzar ouzhin, gant aon na vefen heñvel, mar ne selaouit ket, *ouzh ar re a ziskenn e poull ar foz.2 Selaouit ouzh mouezh va fedenn, pa grian davedoc’h, *pa savan va daouarn, Aotrou, etrezek ho neved santel.3 N’am dilamit ket gant ar bec’herion, *gant oberourion an droug, a lavar komzoù a beoc’h d’o nesañ, *p’emañ an dromplezon en o c’halon.6 Ra vo benniget an Aotrou, +dre m’en deus selaouet mouezh va daspedenn ; *7 va nerzh ha va difenn eo an Aotrou,

Page 178: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

ennañ en em fizi va c’halon, va sikouret en deus, +hag e vleugn va c’halon en-dro, *e vennigañ a ran en ur ganañ. ---

698 Sizhun I

8 Un nerzh eo an Aotrou evit e dud, *un difenner hag ur salver evit e bobl santel.9 Salvit ho tud, ha bennigit ho tomani, *bezit o fastor hag o renit da virviken.

Ant. 3 En Aotrou en em fizi va c’halon, va sikouret en deus.

D’an Eurioù all, songanadenn-glokaat, p. 1123.

Ad Tertiam Lectio brevis   Phil 2, 2b-4Idem sápite, eándem caritátem habéntes, un-ánimes, idípsum sapiéntes, nihil per con-tentiónem neque per inánem glóriam, sed in hu-militáte superióres sibi ínvicem arbitrántes, non, quæ sua sunt, sínguli considerántes, sed et ea, quæ aliórum.

V/. Univérsæ viæ Dómini misericórdia et véritas.R/. Custodiéntibus testaméntum eius et testimó-nia eius.

Oratio

Dómine Iesu Christe, qui hora tértia ad crucis pœnam ductus es pro mundi salúte, te súpplices exorámus, ut et de prætéritis malis semper apud

Page 179: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

te véniam impetrémus, et de futúris iúgiter ha-beámus custódiam. Qui vivis.

Ad SextamLectio brevis   2 Cor 13, 4

Etsi crucifíxus est Christus ex infirmitáte, sed vi-vit ex virtúte Dei. Nam et nos infírmi sumus in illo, sed vivémus cum eo ex virtúte Dei.

V/. Adhæsit púlveri ánima mea.R/. Vivífica me secúndum verbum tuum, Dó-mine.

Oratio

Dómine Iesu Christe, qui hora sexta, univérso mundo in ténebris constitúto, pro redemptióne nostra crucis lignum ínnocens ascendísti, illam nobis lucem semper concéde, per quam ad ætér-nam vitam perveníre mereámur. Qui vivis.

Ad NonamLectio brevis   Col 3, 12-13

Indúite vos sicut elécti Dei, sancti et dilécti, vís-cera misericórdiæ, benignitátem, humilitátem, mansuetúdinem, patiéntiam, supportántes ínvi-cem et donántes vobis ipsis, si quis advérsus áli-quem habet querélam; sicut et Dóminus donávit vobis, ita et vos.

Page 180: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

V/. Miserátor et miséricors Dóminus.R/. Longánimis et multæ misericórdiæ.

Oratio

Dómine Iesu Christe, qui pæniténtem latrónem de patíbulo crucis in regnum tuum transíre fecís-ti, peccáta nostra confiténtes te cum fidúcia de-precámur, ut post mortem nos fácias paradísi por-tas introíre gaudéntes. Qui vivis. Klozadur al Lideuriad, evel en Darn voutin.

D’ar Pardaezlid

Gw/. Aotrou Doue, deuit d’am skoazellañ… Klod d’an Tad… Evel ma oa. Allelouia.

MEULGAN

Plasmator hominis Deus (war ober)

700 Sizhun I

SONGANADENN

Ant. 1 Va fareit, Aotrou, rak pec’het em eus ouzhoc’h.

Songan 40 (41)Pedenn ar c’hlañvour

Unan ac’hanoc’h a ya d’am gwerzhañ, unan hag a zo o tebriñ ganin ( Mrk 14, 18 )

2 Evurus an hini a bled gant an den ezhommek ha paour, *an Aotrou e salvo en deiz ar gwalleur.3 An Aotrou e viro en buhez, + evurus war an douar, *e ziwall a raio diouzh c’hoant e enebourion.

Page 181: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

4 An Aotrou e skoazello war e wele a boan ; *hag en e gleñved e teuio d’e bareañ.5 Me avat am eus lavaret : « Aotrou, ho pet truez ouzhin ; *va salvit, rak pec’het em eus ouzhoc’h ».

Deiz-lid VI, d’ar Pardaezlid 701

6 Va enebourion a gomz a walleur diwar va fenn : *« Pegoulz e varvo ha ne vo ken anv anezhañ ? ».7 Pa zeu unan d’am gweladenniñ e lavar din komzoù goullo; +met e galon en em garg a soñjoù fallakr, *d’o dibunañ er-maez.8 Holl a-gevret emañ ar re am c’hasa o kuzulikat a-enep din ; * ne reont nemet droukkomz a-enep d’am buhez.9 « Ur vosenn ifern, emezo, a zo aet ennañ, *setu eñ war e wele, ne savo ken en-dro ».10 Va c’heneil zoken hag em boa fiziañs ennañ, *eñ hag a zebre eus va bara, en deus savet e droad d’am flastrañ. 11 Met c’hwi, Aotrou, ho pet truez ouzhin, *va lakit da adsevel ma rentin se dezho.12 Anaout a rin neuze e karit ac’hanon, * pa ne vrabañso ket va enebour diwar va fenn.13 Ya, va mirout a reot en buhez, , *va startaat a reot en ho kras da virviken.14 Ra vo benniget an Aotrou, Doue Israel *a holl viskoazh da holl viken. Amen. Amen.

Ant. Va fareit, Aotrou, rak pec’het em eus ouzhoc’h.

Ant. 2 Aotrou ar galloudoù a zo ganimp, hon difenner eo Doue Yakob.

Songan 45 (46)

An Aotrou Doue repu ha nerzh

Ober a raint anezhañ Emmanouel, da lavarout eo, Doue ganimp ( Mzh 1, 23 ).

Page 182: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

2 Doue a zo evidomp ur repu hag un difenn, *ur skoazell bepred ganimp e pep anken.3 Gant se n’hor bez ket aon pa vez eilpennet an douar, *pa drabidell ar menezioù e-kreiz ar mor,4 pa sav e wagennoù o yudal hag o virviñ, *pa gren ar menezioù gant nerzh e darzhioù.5 Gwazioù ur stêr vras a ro levenez da Gêr veur Doue, *chomadur santela an Uhel-meurbet.6 En he c’hreiz emañ Doue ha divrall e chomo ; *aze emañ Doue d’he sikour da darzh an deiz.7 Ar pobloù a groz, ar rouantelezhioù a virvilh ; *met sevel a ra e vouezh ha setu an douar o teuziñ.8 Aotrou ar galloudoù a zo ganimp, *hon difenner eo Doue Yakob.9 Deuit ha gwelit oberoù an Aotrou, *an taolioù sebezus en deus graet war an douar. Lakaet en deus ar brezel da baouez betek penn pellañ ar bed, + 10 torret en deus ar gwaregoù, bruzunet ar goafioù, *dêvet en deus ar skoedoù en tan.11 Paouezit hag anavezit ez eo me a zo Doue, *a drec’h war ar broioù, a drec’h war an douar.12 Aotrou ar galloudoù a zo ganimp, *hon difenner eo Doue Yakob.

Ant. Aotrou ar galloudoù a zo ganimp, hon difenner eo Doue Yakob.Ant. 3 An holl vroadoù a zeuio da stouiñ d’an daoulin dirazoc’h, Aotrou.

Lidkan Dsk 15, 3-4

Kanenn azeuliñ

3 Bras hag estlammus eo hoc’h oberoù, *Aotrou Doue hollc’halloudek ; Reizh ha gwirion eo hoc’h hentoù, *Roue ar broadoù !4 Piv na rofe doujañs, Aotrou, *

Page 183: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

ha klod d’hoc’h anv ? Deiz-lid VI, d’ar Pardaezlid 703

Rak c’hwi hepken a zo santel, +hag an holl vroadoù a zeuio da stouiñ d’an daoulin dirazoc’h, * dre maz eo en em ziskouezet reizhder ho parnedigezhioù.

Ant. An holl vroadoù a zeuio da stouiñ d’an daoulin dirazoc’h, Aotrou.

Lectio brevis   Rom 15, 1-3

Debémus nos firmióres imbecillitátes infirmórum sustinére, et non nobis placére. Unusquísque nos-trum próximo pláceat in bonum ad ædificatió-nem; étenim Christus non sibi plácuit, sed sicut scriptum est: Impropéria improperántium tibi ce-cidérunt super me.

Responsorium breveR/. Christus diléxit nos et lavit nos * In sánguine suo. Christus.V/. Et fecit nos Deo regnum et sacerdótium. * In sánguine suo. Glória Patri. Christus.

Ad Magnificat, ant. Suscépit nos Dóminus púe-ros suos, recordátus misericórdiæ suæ.

Preces (Vel)

Benedíctus Deus, qui propítius vota egéntium in-tuétur et esuriéntes replet bonis; fidénter ígitur ei

Page 184: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

supplicémus: Osténde nobis, Dómine, misericór-diam tuam.

Dómine, Pater noster clementíssime, te rogámus pro doléntibus membris Ecclésiæ tuæ,—quorum caput, in ligno crucis suspénsum, sa-crifícium vespertínum consummávit.

Solve compedítos, illúmina cæcos,—pupíllos et víduas súscipe.

Tuam fidéles omnes índue armatúram,—ut advérsus insídias diáboli consístere possint.

Nobis, Dómine, miséricors adésto in hora éxitus nostri,—ut fidéles inveniámur et in tua pace ex hoc mundo transeámus.

Educ defúnctos in lucem, quam inhábitas,—ut te conspíciant in ætérnum.

Pater noster.

Oratio

Concéde nobis, fámulis tuis, quæsumus, Dómine, ut exémplis Fílii tui passiónis instrúcti ad iugum eius suáve portándum simus semper idónei. Qui tecum vivit. Klozadur al Lideuriad, evel en Darn voutin.

Page 185: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag
Page 186: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

705

DA SEIZHVET-DEIZ AR SIZHUN I

D’al Lidgalvadenn

Gw/. Aotrou Doue, digorit din va muzelloù…

Songan lidgervel, 860, gant an antonenn o kenglotañ ouzh an Eurlid.

Da Eurlid al lennadenn

Gw/. Aotrou Doue, deuit d’am skoazellañ… Klod d’an Tad ...Evel ma oa. Allelouia…

Kement-se koulskoude a vez dioueret pa vez bet al Lidgalvadenn diouzhtu a-raok.

MEULGAN Summae Deus clementiae (war ober)

SONGANADENN

Ant. An neb en em raio bihan evel ur bugel, hennezh a vo ar

brasañ e Rouantelezh an Neñvoù.

Songan 130 (131)

Fiziañs lakaet en Aotrou Doue evel bugaligoù

Deskit diganin ez on dous hag izelek a galon ( Mzh 11, 29 ).

1 Aotrou, n’eo ket lorc’hus va c’halon, * ha n’eo ket balc’h va daoulagad ;ne glaskan ket traoù re vras, *na re uhel diouzhin-me.2 Daoust ha n’em eus ket plaenaet * ha sioulaet va ene ?Evel ur bugelig war vrennid e vamm, * evel ur bugelig va c’halon ennon-me.

Page 187: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

3 A Israel, esper en Aotrou *bremañ evel da holl viken.

Ant. 1 An neb en em raio bihan evel ur bugel, hennezh a vo ar

brasañ e Rouantelezh an Neñvoù.

Ant. 2 Gant ur galon eeun ha laouen, va Doue, em eus roet pep tra.

Songan 131 (132)Promesaoù Doue da diegezh David

An Aotrou Doue a roio dezhañ tron David e dad ( Luk 1, 32 ).

I1 Ho pet soñj, Aotrou, en ho madelezh evit David, * eus e holl zoujañs en ho keñver, 2 eus al le en devoa touet deoc’h, Aotrou, * eus e ouestladenn da Zoue Yakob : ---

3 « Ne antrein ket e teltenn va zi, * ne savin ket da repoziñ war va gwele, 4 ne roin ket kousked d’am daoulagad, * na diskuizh d’am malvennoù, 5 ken n’am bo kavet ul lec’h evit an Aotrou, * ur chomadur evit Doue Yakob ».6 Setu m’hor boa klevet edo an Arc’h en Efrata, * he c’havet hon eus e maezioù Yac’har.7 Deomp enta betek al lec’h m’emañ ennañ, * stouomp e-harz skabell e dreid.8 Savit, Aotrou, da vont da lec’h ho tiskuizh, * c’hwi hag Arc’h ho splannder.9 Ho peleion da wisko warno ar santelezh, * hag ho tud fidel da drido gant ar joa.10 En abeg da Zavid ho servijer, * na argasit ket hoc’h olevad.

Ant. Gant ur galon eeun ha laouen, va Doue, em eus roet pep tra. Ant. 2 Touet en deus an Aotrou da Zavid, didermen e vo e rouantelezh.

Page 188: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

II11 Touet en deus an Aotrou da Zavid * ur bromesa divrall ha na dorro biken : « Ur mab dit-te, unan eus da wad * a lakin da roue war da dron.12 Ma vir da vibion va emglev *hag ar gourc’hemennoù a gelennin dezho,neuze, o mibion ivez da virviken * a azezo war an tron a zo dit-te ». --- 13 Rak an Aotrou en deus dibabet Sion, * he c’hoantaet en deus evit e chomadur : 14 « Sed amañ lec’h va diskuizh da virviken ; * amañ e vin o chom p’am eus karet anezhi.15 He zud reizh a vennigin gant bennozhioù, * hag o gwalc’h a vara a roin d’he feorion.16 He beleion a wiskin a silvidigezh, * hag he fideled a youc’ho gant ar joa.17 Eno e lakin da ziwanañ ur mab galloudus da Zavid, * ul lamp a gempennin e tiegezh va olevad.18 E holl enebourion a c’holoin a vezhegezh, * met war e benn e splanno va c’hurunenn ».

Page 189: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

Er Seizhvet-Deiz d’ar Meullidoù-beure 709

Ant. Touet en deus an Aotrou da Zavid, didermen e vo e rouantelezh.

V/ Deuit ha gwelit oberoù an Aotrou Doue.R/ War an douar e ra burzhudoù.

Lennadennoù ha pedenn, hervez diseurtted an Eurlid.

D’ar Meullidoù-beure

Gw/. Aotrou Doue, deuit d’am skoazellañ… Klod d’an Tad … Evel ma oa . Allelouia. Kement-se koulskoude a vez dioueret pa vez bet al Lidgalvadenn diouzhtu a-raok.

MEULGANAurora iam (war ober)

SONGANADENN

SONGANADENN

Antonenn I

Ant. A-ziaraok goulou-deiz e vez va daoulagad ouzhoc’h.

Page 190: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

710 Sizhun I

Songan 118 (119), 145-152

XIX (Kof)

145 A greiz kalon ho kalvan, va selaouit, Aotrou, *me a fell din derc’hel d’ho kemennadurioù.146 Ho kervel a ran, Aotrou, va salvit, *me a fell din mirout ho testenioù.147 A-ziaraok goulou-deiz e vezan ouzh ho pediñ, *esperiñ a ran en ho komzoù.148 Va daoulagad a chom digousk e-pad an noz, *evit prederiañ war ho lavaroù.149 En ho madelezh, Aotrou, selaouit va mouezh, *hervez ho promesa roit din buhez.150 Tostaat a ra an dud am heskin gant trubarderezh, *pell emaint diouzh ho lezenn.151 Met c’hwi a zo tost ivez, Aotrou, *hag hoc’h holl c’hourc’hemennoù a zo gwirionez.152 A bell’zo ec’h ouzon diwar-benn ho kourc’hemennoù, *eo da viken hoc’h eus o diazezet.

Ant. A-ziaraok goulou-deiz e vez va daoulagad ouzhoc’h.Ant. 2 Va nerzh ha va c'hanlid eo an Aotrou, bet eo va salver.

Lidkan Erm 15, 1-4b. 8-13. 17-18

Meulgan a drec’h goude tremen ar Mor Ruz

Ar re o deus trec’het war an euzhvil a gane lidkan Moizez, servijer Doue (Kv ; Dsk 15, 2-3)

1 Kanañ a rin d’an Aotrou : +rak klodus ez eo bet, *marc’h ha marc’heger en deus stlapet er mor.2 Va nerzh ha va c’hanlid eo an Aotrou, *bet eo va silvidigezh.

Page 191: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

Er Seizhvet-Deiz d’ar Meullidoù-beure 711

Eñ eo va Doue, *hag hen brudan Doue va Zad, *:hag hen uhelveulan.3 An Aotrou a zo ur brezelour ; *an Aotrou eo e anv.4 Kirri Faraon hag e armead *en deus stlapet en dour.8 Gant c'hwezh da zivfronell en em vergn an doureier ; +hag e chom evel ur yoc’h ar c’hoummoù, *skornañ a ra an islonkoù e kalon ar mor.9 Hag e lavar an enebour : « Redek a rin, tizhout a rin ; +lodennañ a rin ar preizh, e walc’h en devo ganto va ene : * dic’houinañ a rin va c’hleze, o diberc’henañ a ray va dorn ! » ---

10 C’hwezhañ a rez gant da anal, o goleiñ a ra ar mor ; *sankañ a ra, evel plom, en doureier, o zud veur.11 Piv a zo eveldout e-touez an doueed, Aotrou ? +Piv a zo eveldout, meurdezus e santelezh, *Spontus a-rez kurioù, a-rez burzhudoù ?12 Astenn a rez da zorn dehou, o lonkañ a ra an douar. *13 Ren a rez gant da c’hras ar bobl a zasprenez,

Page 192: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

he sturiañ a rez gant da nerzh *war-zu da neved santel.17 O c’has a ri, o flantañ a ri *war venez da hêrezh, da chomlec’h a ri dioutañ, +ar santual, Aotrou, *a gempenno da zaouarn.18 An Aotrou a reno *bepred, da virviken !

Ant. Va nerzh ha va c’hanlid eo an Aotrou, bet eo va salver.Ant. 3 Meulit an Aotrou, c’hwi, an holl vroadoù.

Songan 116 (117)

Meulgan d’an Aotrou trugarezus

En diskleriañ a ran … ar Broadoù eo diwar-benn e drugarez o deus da rentañ klod da Zoue (Rom 15, 8. 9).

1 Meulit an Aotrou, c’hwi, an holl vroadoù, *youc’hit dezhañ, c’hwi, an holl bobladoù.2 Rak divrall eo warnomp e drugarez, *fealded an Aotrou a bad da virviken.

Ant. Meulit an Aotrou, c’hwi, an holl vroadoù.

.)

Lectio brevis   2 Petr 1, 10-11

Fratres, magis satágite, ut firmam vestram voca-tiónem et electiónem faciátis. Hæc enim fa-ciéntes non offendétis aliquándo; sic enim abundánter ministrábitur vobis intróitus in ætér-

Page 193: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

num regnum Dómini nostri et salvatóris Iesu Christi.

Responsorium breveR/. Clamávi ad te, Dómine; * Tu es refúgium meum. Clamávi.V/. Pórtio mea in terra vivéntium. * Tu es refú-gium meum. Glória Patri. Clamávi.

Er Seizhvet-Deiz da Eur kreiz an deiz 713

Ad Benedictus, ant. Illúmina, Dómine, sedéntes in ténebris et umbra mortis.

Preces

Benedicámus Christum, qui vóluit per ómnia frá-tribus similári, ut miséricors fíeret et fidélis pón-tifex ad Deum. Eum rogémus dicéntes: Dilectió-nis tuæ thesáuros nobis largíre, Dómine.

Sol iustítiæ, tibi dies noster consecrétur,—qui in baptísmate nos illustrásti.

Per síngulas horas huius diéi benedicémus tibi,—et laudábimus nomen tuum in ómnibus.

Qui Maríam matrem habuísti, verbo tuo dócilem,—dírige hódie gressus nostros secúndum elóquium tuum.

Page 194: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

Da nos, in rebus corruptibílibus peregrinántes, cæléstem incorruptiónem exspectáre,—ut per fidem, spem et caritátem iam nunc beat-itúdinis tuæ gáudia prægustémus.

Pater noster.

Oratio

Corda nostra, quæsumus, Dómine, resurrectiónis splendor illústret, quo mortis ténebris carére valeámus, et ad claritátem perveniámus ætérnam. Per Dóminum. Klozadur al Lideuriad, evel en Darn voutin.

Da Eur kreiz an deiz

Gw/. Aotrou Doue, deuit d’am skoazellañ… Klod d’an Tad… Evel ma oa… Alelouia.

MEULGAN arbennik evit pep a Lidamzervezh. 575-577.

SONGANADENN

Ant. Va renit, Aotrou, e gwenodenn ho kourc’hemennoù.

714 Sizhun I

Songan 118 (119), 33-40V (He)

33 Deskit din, Aotrou, hent ho kemennadurioù, *ma virin anezhañ betek ar penn.34 Roit din furnezh ma talc’hin d’ho lezenn, *

Page 195: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

ma chomin stag outi a greiz va c’halon.35 Va renit e gwenodenn ho kourc’hemennoù, *rak enni emañ va flijadur.36 Dougit va c’halon war-zu ho testenioù, *ha n’eo ket etrezek an arc’hant.37 Distroit va daoulagad diouzh an tromplezonoù, *va lakit da vevañ en hoc’h hentoù.38 Evit ho servijer kasit da benn ho promesa, * an hini hoc’h eus graet d’ar re a zouj ac’hanoc’h.39 Pellait diouzhin an dismegañs am eus aon razi, *rak ho parnedigezhioù a zo va dudi.40 Setu m’am eus c’hoant bras da seveniñ hoc’h urzhioù, *hervez ho justis roit din buhez.

Ant. Va renit, Aotrou, e gwenodenn ho kourc’hemennoù.Ant. 2 Ar re a glask an Aotrou n’eus evito diouer ebet.

Songan 33 (34)

An Aotrou Doue salver an den just

Tañvaet hoc’h eus pegen dous eo an Aotrou (1 Pêr 2, 3).I

1 Bennigañ a rin an Aotrou e pep amzer, * dalc’hmat e vezo e veuleudi em genou.3 Rak en Aotrou emañ gloar va ene, *ra glevo, ra vo laouen an dud vihan.4 Kanmeulit ganin braster an Aotrou, *holl a-gevret, enoromp uhelder e anv.

Er Seizhvet-Deiz da Eur kreiz an deiz 7155 Klasket em eus an Aotrou ha va selaouet en deus, *eus va holl spontoù en deus va dieubet.6 Sellit outañ ha sklerijennet e vezot, *ha n’ho po ket da ruziañ gant ar vezh.

7 Galvadenn ar paour, +an Aotrou he selaou, *hag eus e holl ankenioù e tenn anezhañ.8 Ael an Aotrou a zo o kampiñ en-dro d’e zoujerion *

Page 196: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

evit o dieubiñ.9 Tañvait ha gwelit pegen dous eo an Aotrou ; *evurus an den en em c’houdor ennañ.10 Doujit an Aotrou, c’hwi holl e dud santel, *rak e fideled ne vank netra dezho.11 An dud a lorc’h a ya da baour ha da gaout naon, *ar re a glask an Aotrou n’eus evito diouer ebet.

Ant. Ar re a glask an Aotrou n’eus evito diouer ebet.Ant. 3 Klask ar peoc’h ha kerzh war e lerc’h.

II

12 Deuit, mibion, va selaouit, *deskiñ a rin deoc’h doujañs an Aotrou.13 Pehini eo an den a gar ar vuhez, *a c’hoanta bevañ deizioù a eurvad ?14 Diwall da deod diouzh an droug, *da vuzelloù diouzh ar c’homzoù gaouiat.15 En em zistro diouzh ar gwall evit ober ar mad, *klask ar peoc’h ha kerzh war e lerc’h.16 Hogen war an dud reizh e par daoulagad an Aotrou, *hag e zivskouarn a glev o garmadennoù.17 Rak an Aotrou a dro e selloù enep an drougoberourion, *evit raskañ a-ziwar an douar an eñvor anezho.18 Krial a reont, hag o selaou a ra an Aotrou, *o dieubiñ a ra eus o holl enkrezioù.

Page 197: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

716 Sizhun I

19 Tost emañ an Aotrou d’ar re brevet o c’halonoù, *ar speredoù mantret, o salviñ a ra.20 Poanioù e-leizh en devez an den just, *met diouto holl e vezo dieubet gant an Aotrou.21 An Aotrou a ra gward war e holl eskern, *ne vo torret hini ebet anezho. ---22 An drougiezh a gas an den fall d’ar marv, *kastizet e vezo enebourion an den just.23 Met an Aotrou a zieub e servijerion, *nann, ne vo ket droukskoet an neb en em repu ennañ.

D’an Eurioù all, songanadenn-glokaat, p. 1123.

Ad Tertiam (Sextam, Nonam)Lectio brevis   1 Reg 8, 60-61Sciant omnes pópuli terræ quia Dóminus ipse est Deus et non est ultra absque eo. Sit quoque cor vestrum perféctum cum Dómino Deo nostro, ut ambulétis in decrétis eius et custodiátis mandáta eius sicut et hódie.

V/. Deus meus, sémitas tuas édoce me.R/. Dírige me in veritáte tua.

Oratio

Dómine Deus, Pater omnípotens, nobis maiestáti tuæ subiéctis Sancti Spíritus lumen infúnde, ut ab omni hoste secúri, in tua iúgiter laude lætémur. Per Christum.

Page 198: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

Ad SextamLectio brevis   Ier 17, 9-10

Dolósum est cor super ómnia et insanábile; quis cognóscet illud? Ego Dóminus scrutans cor et probans renes, qui do unicuíque iuxta viam suam et iuxta fructum óperum suórum.

V/. Ab occúltis meis munda me, Dómine.R/. Et a supérbia custódi servum tuum.

Oratio

Concéde nobis, Dómine, lux ardens caritátis ætérnæ, ut tua semper caritáte fervéntes, te super ómnia et fratres propter te uno diligámus amóre. Per Christum.

Ad NonamLectio brevis   Sap 7, 27a; 8, 1

Sapiéntia Dei, cum sit una, ómnia potest; et in se pérmanens ómnia ínnovat. Attíngit a fine usque ad finem fórtiter et dispónit ómnia suáviter.

V/. Quam magnificáta sunt ópera tua, Dómine.R/. Nimis profúndæ factæ sunt cogitatiónes tuæ.

Oratio

Exáudi nos, Dómine, et præsta pacem, quam pé-timus, consummátam, ut cunctis diébus vitæ nos-

Page 199: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

træ tibi cum iucunditáte vacántes, beáta María Vírgine intercedénte, ad te secúri perveníre me-reámur. Per Christum.

Klozadur al Lideuriad, evel en Darn voutin.

718

SIZHUN II

DEIZ-AN-AOTROU

D’ar 1-añ Pardaezlid

Gw/. Aotrou Doue, deuit d’hon skoazellañ ... Klod d’an Tad ..

Page 200: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

Evel ma oa … Allelouia.

MEULGAN

Rerum deus (war ober)

Ma karer e c'heller dibunañ Salve dies 723

SONGANADENN

Ant. 1 Ul lamp eo ho lavar evit va c’hammedoù, Aotrou, allelouia.

Songan 118 (119), 105-112XIV (Noun)

Prederiañ war lavar an Aotrou el Lezenn

Hemañ eo va gourc’hemenn-me : en em garit an eil egile ( Yn 15, 12 ).

105 Ul lamp eo ho lavar evit va c’hammedoù, *ur goulou evit va gwenodenn.106 Ul le am eus graet ha derc’hel a rin dezhañ : *mirout holl varnedigezhioù ho justis.107 Pa vezan glac’haret dreist-muzul, Aotrou, *rentit buhez din hervez ho lavar.108 Aotrou, degemerit profadenn va fedenn, *ha deskit din ho parnedigezhioù. 109 Va buhez a vez dalc’hmat en argoll, *met n’ankounac’han ket ho lezenn.110 Tud fallakr o deus stegnet evidon o lasoù, *met ne ziheñchan ket diwar hoc’h urzhioù.111 Va hêrezh da holl viken eo ho testenioù. *int hag a zo levenez va c’halon.112 Douget em eus va c’halon da seveniñ ho kemennadurioù *da holl viken betek ar fin.

Ant. Ul lamp eo ho lavar evit va c’hammedoù, Aotrou, allelouia.Ant. 2 Va leuniañ a ri a levenez gant ho splannder.

Songan 15 (16)

An Aotrou eo va lod hêrezh

Page 201: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

Doue en deus adsavet Jezuz eus ereoù an Ankou (Ob 2, 24).

1 Va mirit, Aotrou Doue, *rak ennoc’h e klaskan va goudor.2 D’an Aotrou e lavaran : « C’hwi eo va Aotrou, *n’eus eurvad ebet evidon nemet ennoc’h ».

3 E santualioù dre ar vro, kaer-dispar evidon, *eo dezho em eus roet va holl garantez.4 Ar re avat a red war-lerc’h an idoloù, *ar re-se a lak o foanioù da greskiñ. Nann, n’in ket da skuilhañ gwad d’an doueoù, *ha ne savo ket o anvioù d’am muzelloù. 5 Aotrou, c’hwi eo va lod, va c’haliriad : *c’hwi an hini a zalc’h va flanedenn en ho taouarn.6 Ar gordenn he deus muzuliet din un dachenn a zudi ; *ya, va lod-hêrezh a zo evidon levenez vras.7 Bennigañ a rin an Aotrou a ro din e guzulioù ; *zoken e-pad an noz em c’helenn va c’halon.

Page 202: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

Deiz-an-Aotrou d’ar 1-añ Pardaezlid 721

8 An Aotrou am bez dalc’hmat dirak va sell ; *emañ a-zehou din, ne vrañsellin ket.9 Gant se eo laouen va c’halon, +hag e trid va ene ; *va c’horf zoken a ziskuizho en surentez.10 Rak ne zilezot ket va buhez e dalc’h ar marv, *ne lezot ket ho sant da welout ar vreinadurezh.11 Diskouez a reot din hent ar vuhez, +leunder al levenez en ho splannder, *plijadurezh a-zehou deoc’h da virviken.

WWWW

Eil Deiz-an-Ao. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Ant. E zremm a lugerne evel an heol, hag e zilhad a zeuas da vezañ gwenn evel erc’h.

Deiz-an-Ao. Er Bleunioù : Ant. An Aotrou Doue en deus va skoazellet, setu perak n’on ket bet mezhekaet.

6-vet Deiz-an-Ao. Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Ant. Dieubet eus ereoù an Ankou, an Aotrou a zo dasorc’het, allelouia.

Antonenn 3

Eil Deiz-an-Ao. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Moizez hag Elia a gomze eus e ermaeziadenn a oa da vezañ kaset da benn e Jerusalem.984 Sizhun II

Deiz-an-Ao. Er Bleunioù : Da netra eo en em lakaet an Aotrou Jezuz, dre sentiñ betek ar marv, betek ur marv war ur groaz. 6-vet Deiz-an-Ao. Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Daoust ha ne oa ket ret d’ar C’hrist gouzañv ar poanioù-se, ha mont evel-se en e c’hloar ? allelouia.

Lidkan Flp 2, 6-11

Ar C’hrist, servijer Doue

Page 203: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

6 Ar C’hrist Jezuz hag a oa Doue a stumm, *ne sellas ket evel e dra chom en e renk par da Zoue,7 met da netra eo en em lakaet, dre gemer stumm ur servijer, + ha dont da vezañ e-giz an dud ; *goude en em ziskouez evel un den,8 en deus c’hoazh en em izelaet +dre sentiñ betek ar marv, *betek ur marv war ur groaz.9 Setu perak en deus Doue uhelsavet anezhañ +ha roet dezhañ un anv, *a zo a-us da bep anv,10 ma vo pep glin en anv Jezuz o plegañ *e lein an neñvoù, war an douar hag e bed an ankoù,11 evit ma tisklerio pep teod : *« eo Jezuz Krist eo an Aotrou ! », evit gloar Doue an Tad.

Eil Deiz-an-Ao. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Ant. Moizez hag Elia a gomze eus e ermaeziadenn a oa da vezañ kaset da benn e Jerusalem. Deiz-an-Ao. Er Bleunioù : Ant. Da netra eo en em lakaet an Aotrou Jezuz, dre sentiñ betek ar marv, betek ur marv war ur groaz. 6-vet Deiz-an-Ao. Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Ant. Daoust ha ne oa ket ret d’ar C’hrist gouzañv ar poanioù-se, ha mont evel-se en e c’hloar ? Allelouia.

Lennadenn verr, pebeilganenn, antonenn da Lidkan Mari, aspedennoù ha pedenn, evel e Darnlevr al Lidamzervezh. Klozadur al Lideuriad, evel en Darn voutin.

Deiz-an-Aotrou, da Eurlid al lennadenn 985

D’al Lidgalvadenn

Gw/. Aotrou, digorit din va muzelloù …

Songan lidgervel, 860, gant antonenn arbennik da bep Lidamzervezh.

Da Eurlid al lennadenn

Gw/. Aotrou Doue, deuit d’am skoazellañ…. Klod d’an Tad….

Page 204: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

Evel ma oa….( A P. Allelouia ). Kement-se a vez dioueret koulskoude pa vez bet al Lidgalvadenn diouzhtu a-raok.

MEULGAN, arbennik da bep Lidamzervezh.

SONGANADENN

Antonenn 1

Eil Deiz-an-Ao. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask hag er Bleunioù: : :Aotrou va Doue, gwisket oc’h a lugern hag a veurded, ha mantellet gant splannder ar sklerijenn.

6-vet Deiz-an-Ao. Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Allelouia, ar maen a oa bet ruilhet a-zirak ar bez, allelouia.

Songan 103 (104)

Meulgan d’an Doue krouer

An neb a zo er C’hrist a zo ur c’hrouadur nevez ; an traoù kozh ’zo tremenet, setu m’eo deuet nevez pep tra (2Kor 5,17).

I1 O va ene, bennig an Aotrou. *Na bras oc’h-c’hwi, Aotrou Doue ! Gwisket oc’h a lugern hag a veurded, *2 ha mantellet gant splannder ar sklerijenn.

Ledet hoc’h eus an neñvoù evel un deltenn, *3 war zoureier an oabl hoc’h eus savet ho palez. Kemer a rit ar c’houmoul da garr-reder, *war zivaskell ar gorventenn e valeit.986 Sizhun II

4 Eus an avelioù e rit ho kannaded, *eus ar flammennoù-tan ho servijerion.5 Startaet hoc’h eus an douar war e ziazezoù, *evit ma chomo divrañsellus da virviken. 6 Gant ar mor, evel gant ur gwiskamant, ho poa en goloet, *a-us d’ar menezioù en em zalc’he an doureier.7 Met diwar ho kourdrouz e tec’hjont, *

Page 205: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

dirak mouezh ho kurunoù en em dennjont.8 Ar menezioù a savas, an traoniennoù a ziskennas, *hag an dour a redas d’al lec’h ho poa divizet dezhañ.9 Hag un harz hoc’h eus lakaet d’ar mor na dremeno ket pelloc’h. * na zistroio ket da c’holeiñ an douar. 10 Er c’haniennoù e lakit an eien da strinkañ, *ha dinaou a reont etre ar menezioù,11 o dour a zegasont da holl loened ar maezeier, *an onagred a dorr o sec’hed enno.12 War o ribloù e teu da chom laboused an neñv, *ha dindan ar c’hlasvez e tispakont o c’han.

Eil Deiz-an-Ao. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask hag er Bleunioù: :Ant. :Aotrou va Doue, gwisket oc’h a lugern hag a veurded, ha mantellet gant splannder ar sklerijenn 6-vet Deiz-an-Ao. Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Ant. Allelouia, ar maen a oa bet ruilhet a-zirak ar bez, allelouia.

Antonenn 2

Eil Deiz-an-Ao. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask hag er Bleunioù: Tennañ a reas an Aotrou bara eus an douar ha gwin o sederaat kalon an den: 6-vet Deiz-an-Ao. Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Allelouia, piv a glaskez, maouez ? an hini a zo bev, e-touez ar re varv, allelouia

II

13 Eus ho palez uhel e tourait ar menezioù, *gant frouezh hoc’h oberoù e vez leuniet an douar.

Deiz-an-Aotrou, da Eurlid al lennadenn 987

14 Ar geot a lakit da ziwan evit ar chatal *hag ar plant da servijout d’an den, evit ma tenno e vara eus an douar * 15 ha ma vo sederaet e galon gant ar gwin ; ma lakaio e dal da lugerniñ gant an eoul, *ha ma vo kennerzhet e galon gant ar bara.16 Maget fonnus e vez gwez an Aotrou, *

Page 206: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

sedrez al Liban bet plantet gant e zorn.17 Eno emañ an evned o neizhiañ, *war o beg e lak ar c’hwibon he zi.18 D’ar givri gouez eo ar menezioù uhel, *ha d’an damaned repu ar reier. 19 Graet hoc’h eus al loar evit mentañ an amzerioù, *an heol a oar ampoent e guzh.20 Degas a rit teñvalijenn ha setu an noz , *ma kantre enni holl loened ar c’hoadeier,21 al leoned yaouank a yud war-lerc’h o freizh, *en ur c’houlenn o magadur digant Doue.22 An heol a sav, setu m’en em dennont kuit, *evit mont da c’hourvez en o zoulloù.23 Ha tro an den eo da vont er-maez evit e labour, *evit e drevell betek ar serr-noz.

Eil Deiz-an-Ao. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask hag er Bleunioù : Ant. Tennañ a reas an Aotrou bara eus an douar ha gwin o sederaat kalon an den. 6-vet Deiz-an-Ao. Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Ant. Allelouia, piv a glaskez, maouez ? an hini a zo bev, e-touez ar re varv, allelouia.

Antonenn 3

Eil Deiz-an-Ao. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask hag er Bleunioù : Sellout a reas Doue ouzh holl pezh en doa graet, setu ma oa mat-tre. : 6-vet Deiz-an-Ao. Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Allelouia, na ouel ket, Mari : dasorc’het eo an Aotrou, allelouia.988 Sizhun II

III 24 Na pegen niverus hoc’h oberoù, Aotrou ! +

Gant furnezh hoc’h eus savet an holl draoù, *leun eo an douar gant kement hoc’h eus krouet.25 Setu ar mor bras oc’h en em astenn a bep tu : +ennañ loened o virviñ diniver, *anevaled bras ha bihan ;

Page 207: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

26 eno e kerzh ar bigi, *hag al Leviatan hoc’h eus stummet da c’hoari en dour.27 Kement a vev a c’hortoz diganeoc’h, *e root e koulz o bevañs dezho.28 En reiñ a rit, hag e pakont anezhañ, *pa zigorit ho torn o deus o gwalc’h a vadoù.29 Met pa guzhit ho tremm ez eont da goll ; +pa dennit o alan diouto e varvont *hag e tistroont en o foultr.30 Met addegasit ho spered hag e vo adkrouet ar bed, *ha nevesaet dremm an douar.31 Gloar an Aotrou da bado da viken ; *levenez d’an Aotrou gant e holl oberoù.32 Ur sell anezhañ ouzh an douar ha setu ma kren, *ur stok ouzh ar menezioù hag e tivogedont.33 Kanañ a rin an Aotrou keit ha ma vevin, *salmiñ a rin d’am Doue keit ha ma vin.34 Ra vo plijus dezhañ komzoù va c’hanaouenn, *rak va joa din-me eo an Aotrou.35 Ra vo skubet ar bec’herion a-ziwar an douar +hag an dud fall na vezet ken anezho. *O va ene, bennig an Aotrou.

Eil Deiz-an-Ao. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask hag er Bleunioù : Ant. Sellout a reas Doue ouzh holl pezh en doa graet, setu ma oa mat-tre. : 6-vet Deiz-an-Ao. Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Allelouia, na ouel ket, Mari : dasorc’het eo an Aotrou, allelouia.

Gwerzad, lennadennoù ha pedenn, evel e Darnlevr al Lidamzervezh.Deiz-an-Aotrou, d’ar Meullidoù-beure 989

D’ar Meullidoù-beure

Gw/. Aotrou Doue, deuit d’am skoazellañ …Klod d’an Tad ... Evel ma oa … ( A P Allelouia ). Kement-se koulskoude a vez dioueret pa vez bet al Lidgalvadenn diouzhtu a-raok.

MEULGAN, arbennik da bep Lidamzervezh.

Page 208: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

.SONGANADENN

Antonenn 1

Eil Deiz-an-Ao. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Dorn dehou an Aotrou en deus graet un taol-nerzh, dorn dehou an Aotrou en deus va adsavet. Deiz-an-Ao. Er Bleunioù : Un engroez stank a dud hag a oa deuet evit deiz ar gouel, a youc’he d’an Aotrou : Benniget an hini a zeu en anv an Aotrou, hosanna e barr an Neñvoù. 6-vet Deiz-an-Ao. Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Hemañ eo an deiz en deus graet an Aotrou, allelouia

Songan 117 (118)

Youc’hadeg a levenez hag a drec’h

Hennezh eo ar maen bet distaolet ganeoc’h-c’hwi ar saverion, hag a zo deuet da vezañ ar maen-korn (Ob 4, 11).

1 Rentit klod d’an Aotrou evit e vadelezh, *ya, da virviken e pad e drugarez.2 Ra lavaro tiegezh Israel, *ya, da virviken e pad e drugarez.3 Ra lavaro tiegezh Aaron, *ya, da virviken e pad e drugarez.4 Ra lavaro ar re a zouj an Aotrou, *ya, da virviken e pad e drugarez.5 Eus a greiz va anken em eus galvet an Aotrou, *va selaouet, va dieubet en deus.6 Ganin emañ an Aotrou, *n’em bez aon ebet, petra a c’hellfe an den a-enep din ?990 Sizhun II

7 Ganin emañ an Aotrou va skoazeller-me, *gwelout a rin va enebourion diskaret.8 Gwelloc’h eo en em repuiñ en Aotrou *eget fiziout e mab-den.9 Gwelloc’h eo en em repuiñ en Aotrou *eget fiziout er briñsed.10 An holl baganed o devoa va enkelc’hiet, *

Page 209: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

en anv an Aotrou em eus o dispennet.11 A bep tu o devoa va enkelc’hiet, *en anv an Aotrou em eus o dispennet.12 Va enkelc’hiet o devoa evel un hedad gwesped +met flammet int bet evel drein en tan, *en anv an Aotrou em eus o dispennet.13 Bountet-divountet on bet ganto da gouezhañ, *met an Aotrou en deus va skoazellet.14 Va nerzh ha va galloud eo an Aotrou, *ur salver eo bet evidon.15 Youc’hadegoù a levenez hag a drec’h *e teltennoù an dud reizh :16 « Dorn dehou an Aotrou en deus graet un taol-nerzh ! +dorn dehou an Aotrou en deus va adsavet ; *dorn dehou an Aotrou en deus graet un taol-nerzh ! ».17 N’eo ket mervel a rin met bevañ *hag ec’h embannin oberoù meur an Aotrou.18 Va c’hastizet, va c’hastizet en deus an Aotrou *met n’en deus ket va roet d’ar marv.19 Digorit evidon an dorojoù santel ; *maz antrein drezo da drugarekaat an Aotrou.20 Houmañ eo dor an Aotrou ; *drezi ec’h antre an dud reizh.21 Ho trugarekaat a ran dre m’hoc’h eus va selaouet, *dre maz oc’h bet evidon ur salver.22 Ar maen bet distaolet gant ar saverion, *a zo deuet da vezañ maen-uhel ar c’horn ;23 gant an Aotrou eo bet graet se, *tra estlammus d’hon daoulagad.

Deiz-an-Aotrou, d’ar Meullidoù-beure 991

24 Hemañ eo an deiz hag en deus graet an Aotrou : *tridomp ennañ gant levenez.25 A Aotrou, roit dimp silvidigezh ; *a Aotrou, roit dimp evurusted.26 Ra vo benniget an hini a zeu en anv an Aotrou. *Ho pennigañ a reomp eus ti an Aotrou.

Page 210: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

27 Doue eo an Aotrou en deus roet sklerijenn dimp. *Urzhiit an ambrougadeg bodoù glas en ho torn tre betek kernioù an aoter.28 Va Doue ez oc’h-c’hwi, hag ho trugarekaat a ran, *va Doue, ho kanmeuliñ a fell din.29 Rentit klod d’an Aotrou evit e vadelezh, *ya, da virviken e pad e drugarez.

Eil Deiz-an-Ao. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Ant. Dorn dehou an Aotrou en deus graet un taol-nerzh, dorn dehou an Aotrou en deus va adsavet. Deiz-an-Ao. Er Bleunioù : Ant. Un engroez stank a dud hag a oa deuet evit deiz ar gouel, a youc’he d’an Aotrou : Benniget an hini a zeu en anv an Aotrou, hosanna e barr an Neñvoù. 6-vet Deiz-an-Ao. Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Ant. Hemañ eo an deiz en deus graet an Aotrou, allelouia

Antonenn 2

Eil Deiz-an-Ao. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Kanomp meulganenn an tri faotr, an hini a ganent er fornez tan, en ur vennigañ an Aotrou. Deiz-an-Ao. Er Bleunioù : Gant an Aelez hag ar vugale ra ’n em gavimp feal, o youc’hal d’an trec’hour war ar marv : Hosanna e barr an Neñvoù. 6-vet Deiz-an-Ao. Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Benniget ez oc’h en oabl an neñvoù, ha dellezek-meurbet a veuleudi, c’hwi hon Doue, allelouia.992 Sizhun II

Lidkan Dan 3, 52-57Pep krouadur da veulo an Aotrou Doue

Ar C’hrouer … an hini benniget da virviken ( Rom 1, 5 ).52 Bennozh deoc’h, Aotrou, Doue hon tadoù, * ha meuleudi deoc’h an Uhel-meurbet evit ar c’hantvedoù ;

ra vezo benniget hoc’h anv klodus ha santel, *ra vezo dreistmeulet, dreistuhelaet

Page 211: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

a-hed ar c’hantvedoù.53 Ra vezot benniget en ho Templ santel ha glorius, *uhelganet hag uhelvrudet er c’hantvedoù.54 Benniget war ho kador a roue, *meulganet ha meurekaet er c’hantvedoù.55 Benniget, c’hwi hag a wel an islonkoù, +hag a dron war ar geroubed, *da vezañ meulet hag enoret er c’hantvedoù.56 Benniget en oabl an neñvoù, *uhelveulet hag uhelvrudet er c’hantvedoù.57 C’hwi holl oberoù an Aotrou, bennigit an Aotrou, *kanmeulit hag uhelvrudit anezhañ er c’hantvedoù.

Eil Deiz-an-Ao. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Ant. Kanomp meulganenn an tri faotr, an hini a ganent er fornez tan, en ur vennigañ an Aotrou. Deiz-an-Ao. Er Bleunioù : Ant. Gant an Aelez hag ar vugale ra ’n em gavimp feal, o youc’hal d’an trec’hour war ar marv : Hosanna e barr an Neñvoù. 6-vet Deiz-an-Ao. Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Ant. Benniget ez oc’h en oabl an neñvoù, ha dellezek-meurbet a veuleudi, c’hwi hon Doue, allelouia.

Antonenn 3

Eil Deiz-an-Ao. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Meulit an Aotrou en ebr e c’halloud. Deiz-an-Ao. Er Bleunioù : Ra vo benniget an hini a zeu en anv an Aotrou, ; peoc’h en Neñv ha klod en uhelderioù.

Deiz-an-Aotrou da Eur kreiz an deiz 993

6-vet Deiz-an-Ao. Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Azeulit Doue azezet war ar gador-veur, en ut lavarout : Amen, allelouia.

Songan 150Meulit an Aotrou Doue

Songanit gant ho spered, songanit ivez gant ho meiz, eleze : rentit klod da Zoue, ha gant hoc’h ene ha gant ho korf ( Hesychius )

1 Meulit Doue en e santual, *

Page 212: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

meulit-eñ hag a dron en neñvoù.2 E veulit evit e oberoù meur, *e veulit evit e splannder dispar.3 E veulit gant tregern an drompilh, *e veulit war an delenn hag ar gitar.4 E veulit war an daboulinig en dañsadeg, *e veulit war al lud hag ar flëut.5 E veulit gant simbalennoù o skiltrañ, +e veulit gant simbalennoù o strakal : *kement a zo buhez ennañ, da veulo an Aotrou.

Eil Deiz-an-Ao. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Ant. Meulit an Aotrou en ebr e c’halloud. Deiz-an-Ao. Er Bleunioù : Ant. Ra vo benniget an hini a zeu en anv an Aotrou, ; peoc’h en Neñv ha klod en uhelderioù. 6-vet Deiz-an-Ao. Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Ant. Azeulit Doue azezet war ar gador-veur, en ut lavarout : Amen, allelouia.

Lennadenn verr, pebeilganenn, antonenn da Lidkan Zakaria, aspedennoù ha pedenn, evel e Darnlevr al Lidamzervezh. Klozadur al Lideuriad, evel en Darn voutin.

Da Eur kreiz an deiz

Gw/. Aotrou Doue, deuit d’am skoazellañ … Klod d’an Tad ... Evel ma oa …(A P. Allelouia ).

MEULGAN, arbennik da bep Lidamzervezh.994 Sizhun II

SONGANADENN E Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Antonenn, evel e Darnlevr al Lidamzervezh. E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Ant. Allelouia, allelouia, allelouia.

Songan 22 (23)

Ar Mesaer mat

Page 213: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

An Oan a vo o mesaer hag o reno da vammennoù dourioù ar Vuhez (Dsk 7, 17).

1 Va fastor eo an Aotrou, n’eus tra ebet o vankout din : *2 war bradeier leton glas em laka da c’hourvez. Va ren a ra d’an dourioù diskuizhus, *3 da advevaat va ene. Va bleinañ a ra dre hentoù ar reizhder *evit enor e anv.4 Ha pa gerzhin dre stankenn ar marv, n’em bo aon rak droug ebet, *c’hwi em c’hichen. Gant ho pazh hag ho kammell, *a laka dinec’h va ene.5 Evidon ec’h aozit ur pred *a-dal d’am enebourion ; war va fenn e skuilhit ho c’hwez-vat, *va c’halir ’zo leun-barr.6 Madelezh ha gras a gerzho ganin *a-hed deizioù va buhez, va chomadur a vo ti an Aotrou *a-hed an holl amzer.

Deiz-an-Aotrou da Eur kreiz an deiz 995

Songan 75 (76)Rentañ grasoù evit an trec’h

Gwelout a raint Mab an Den o tont war goabrennoù an neñv ( Mzh 24, 30 ).

I2 Doue a zo en em ziskleriet en Youda, *en Israel eo bras e anv.3 E Salem emañ e deltenn, *hag e chomadur e Sion.4 Eno en deus brevet ar biroù luc’hedus, *ar skoed, ar c’hleze, an armoù.

Page 214: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

5 Deuet oc’h-c’hwi eus ar menezioù peurbadel, *leun a splannder ha galloudek.6 Dibourc’het eo bet ar vrezelourion galonek, +e-pad ma oant o kousket, *ar re gadarn o deus kollet o nerzh.7 Gant ho kourdrouz, Doue Yakob, *eo chomet saouzanet ar c’hirri ar c’hezeg.

II8 Spouronus oc’h-c’hwi, ha piv a c’hell padout, *dirak nerzh ho kounnar ?9 Eus an neñv hoc’h eus kemennet ho setañs ; *an douar spontet a zo chomet dilavar,10 p’eo savet Doue evit rentañ justis, *evit salviñ holl dud vihan an douar.11 Rak fulor an dud a ya d’ho meuliñ, *ha gant an nemorant a fulor en em c’hourizit.12 Grit gouestloù, akwitit anezho d’an Aotrou ho Toue, * degasit profoù d’ar Spouronus, c’hwi holl en-dro dezhañ,13 eñ hag a dorr lorc’hentez ar Briñsed, *eñ spouronus evit rouaned an douar.

E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Ant. Allelouia, allelouia, allelouia. D’an Eurioù all, songanadenn-glokaat, p. 1298. Lennadenn verr, gwerzad ha pedenn, evel e Darnlevr al Lidamzervezh. Klozadur al Lideuriad, evel en Darn voutin.996 Sizhun II

D’an Eil Pardaezlid

Gw/. Aotrou Doue, deuit d’am skoazellañ. Klod d’an Tad … Evel ma oa … ( A. P. Allelouia. )

MEULGAN, arbennik da bep Lidamzervezh.

SONGANADENNAntonenn 1

Eil Deiz-an-Ao. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Bazh da c’halloud a astenno an Aotrou e sked ar santelezh.

Page 215: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

Deiz-an-Ao. Er Bleunioù : Skoet gantañ ha graet goap outañ, Doue en deus e savet dre nerzh e zorn dehou. 6-vet Deiz-an-Ao. Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Adsavet en deus ar C’hrist a-douez ar re varv, hag e lakaet da azezañ en tu dehou dezhañ, en neñvoù, allelouia.

Songan 109 (110), 1-5. 7Ar Mesiaz, roue ha beleg

Dleet eo dezhañ ren, betek m’en devo lakaet e holl enebourion dindan e dreid ( 1 Kor 15, 25 ).

1 Lavaret en deus an Aotrou d’am Aotrou : *« Azez a-zehou din,ken na rin eus da enebourion *ur skabell evit da dreid ».2 An Aotrou a astenno eus Sion da veli a roue ; *gourc’hemenn gant galloud e-kreiz da enebourion.3 Te ’zo priñs e deiz da c’hanedigezh, +e sked ar santelezh, *eus va c’halon a-raok goulou-deiz me am eus da c’hanet. 4 En touet en deus an Aotrou, ha keuz n’en devo ket : *« Te ’zo beleg da viken hervez urzh Melkisedek ».5 A-zehou dit emañ an Aotrou, *en deiz e fulor e flastr ar rouaned.7 War e hent ec’h evo eus ar froud, * hag en abeg da se ec’h adsavo e benn.

Deiz-an-Aotrou d’an Eil Pardaezlid 997

Eil Deiz-an-Ao. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Ant. Bazh da c’halloud a astenno an Aotrou e sked ar santelezh. Deiz-an-Ao. Er Bleunioù : Ant. Skoet gantañ ha graet goap outañ, Doue en deus e savet dre nerzh e zorn dehou. 6-vet Deiz-an-Ao. Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Ant. Adsavet en deus ar C’hrist a-douez ar re varv, hag e lakaet da azezañ en tu dehou dezhañ, en neñvoù, allelouia.

Antonenn 2 Eil Deiz-an-Ao. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : N’eus nemet

Page 216: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

un Doue , a azeulomp, en deus graet an neñv hag an douar. Deiz-an-Ao. Er Bleunioù : Gwad ar C’hrist hon glana evit servij an Doue bev. 6-vet Deiz-an-Ao. Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : En ur zilezel an idoloù hoc’h eus en em droet war-zu an Doue bev, allelouia.

Songan 113 B (115)

Meulgan d’ar gwir Doue

En em droet hoc’h eus ouzh Doue en ur zilezel an idoloù evit servijiñ an Doue bev ha gwirion ( 1 Tes 1, 9 ). 1 N’eo ket dimp-ni, Aotrou, n’eo ket dimp-ni, +met d’hoc’h anv roit enor, *en abeg d’ho madelezh, d’ho fealded.2 Perak e lavarfe ar broadoù : *« Pelec’h emañ o Doue ? ».3 Hon Doue-ni a zo en neñvoù, *seveniñ a ra kement a fell dezhañ.4 Met o idolennoù arc’hant hag aour, *a zo labour daouarn an den.5 Ur genou o deus ha ne gomzont ket, *daoulagad o deus ha ne welont ket.6 Divskouarn o deus ha ne glevont ket, *ur fri o deus ha ne c’hweshaont ket.7 Daouarn o deus ha ne stokont ket ganto, +treid o deus ha ne gerzhont ket ; *o c’horzailhenn n’eus enni mouezh ebet.998 Sizhun II

8 Ra vo evelto ar re a sav anezho, *ar re a lak o fiziañs enno.9 Tiegezh Israel, lak da fiziañs en Aotrou : *eñ a zo da skoazell ha da warez.10 Tiegezh Aaron, lak da fiziañs en Aotrou : *eñ a zo da skoazell ha da warez.11 C’hwi hag a zouj an Aotrou, lakit ho fiziañs en Aotrou : *eñ a zo ho skoazell hag ho kwarez.12 Soñj ac’hanomp en devo an Aotrou, *

Page 217: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

hor bennigañ a raio : bennigañ a raio tiegezh Israel, *bennigañ a raio tiegezh Aaron,13 bennigañ a raio ar re a zouj an Aotrou, *ar re vihan evel ar re vras.14 An Aotrou da roio deoc’h kreskidigezh, *deoc’h-c’hwi ha d’ho pugale.15 Ra viot benniget gant an Aotrou, *oberour an neñv hag an douar.16 An neñv eo neñv an Aotrou, *met roet en deus an douar da vugale Adam.17 N’eo ket ar re varv a veulo an Aotrou, *nag ar re a ziskenn e bro ar re vut,18 ni avat, ar re vev, bennigomp an Aotrou, *ha bremañ ha da holl viken.

Eil Deiz-an-Ao.Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask:Ant. N’eus nemet un Doue , a azeulomp, en deus graet an neñv hag an douar. Deiz-an-Ao. Er Bleunioù : Ant. Gwad ar C’hrist hon glana evit servij an Doue bev. 6-vet Deiz-an-Ao. Lidamzervezh 50 devezh ar Pask: Ant. En ur zilezel an idoloù hoc’h eus en em droet war-zu an Doue bev, allelouia.

Antonenn 3

Eil Deiz-an-Ao. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Doue n’en deus ket espernet e Vab e-unan, met e roet en deus d’ar marv evidomp-holl.

Deiz-an-Aotrou d’an Eil Pardaezlid 999

Deiz-an-Ao. Er Bleunioù : Eñ en deus douget hor pec’hedoù en e gorf war ar c’hoad, evit hon lakaat da vervel d’hor pec’hedoù, ha da vevañ er reizhder.

Lidkan 1 Pêr 2, 21-24A-youl-gaer en deus ar C’hrist, servijer Doue, gouzañvet e basîon

21 Ar C’hrist en deus gouzañvet evidoc’h +ha lezet deoc’h ur skouer, *evit ma kerzhot war e roudoù :22 eñ n’en deus graet pec’hed ebet, *

Page 218: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

n’eus bet gaou ebet en e c’henou ;23 pa veze kunujennet, ne rente kunujenn da zen, +pa c’houzañve poan, ne c’hourdrouze ket, *met en em lakaat a rae etre daouarn an Hini a varn gant reizhder ;24 eñ en deus douget hor pec’hedoù *en e gorf war ar c’hoad, evit hon lakaat da vervel d’hor pec’hedoù, ha da vevañ er reizhder ; * gant e c’houlioù ez oc’h bet yac’haet.

Eil Deiz-an-Ao. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Ant. Doue n’en deus ket espernet e Vab e-unan, met e roet en deus d’ar marv evidomp-holl. Deiz-an-Ao. Er Bleunioù : Ant. Eñ en deus douget hor pec’hedoù en e gorf war ar c’hoad, evit hon lakaat da vervel d’hor pec’hedoù, ha da vevañ er reizhder.___________________________________________________________

6-vet Deiz-an-Ao. Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Allelouia, ar silvidigezh, ar c’hloar hag ar galloud d’hon Doue, allelouia.

Al lidkan da heul a lavarer gant Allelouia, hervez maz eo notet amañ, pa vez distaget war gan ; pa vez dibunet avat eo a-walc’h lavarout Allelouia e deroù hag e dibenn pep poz.

1000 Sizhun II

Lidkan Kv. Disk 19, 1-2. 5-7Eured an Oan

Allelouia.1 Ar silvidigezh, ar c’hloar hag ar galloud d’hon Doue, * (R/. Allelouia.)2 dre ma’z eo gwirion ha reizh e varnedigezhioù. R/. Allelouia (allelouia).

Allelouia.5 Meulit hon Doue, c’hwi holl e servijerion, * (R/. Allelouia.)

Page 219: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

hag a zouj anezhañ, bihan ha bras ! .R/ Allelouia ( allelouia ).

Allelouia6 Rak setu ma ren evel roue an Aotrou, hon Doue mestr an hollved. * (R/. Allelouia.)7 Bezomp laouen ha tridomp ha rentomp gloar dezhañ. R/. Allelouia ( allelouia ).

Allelouia.Rak setu deuet eured an Oan, * (R/. Allelouia.) hag e bried a zo en em gempennet. R/. Allelouia ( allelouia ).

6-vetDeiz-an-Ao. Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Ant. Allelouia, ar silvidigez h, ar c’hloar hag ar galloud d’hon Doue, allelouia.___________________________________________________________ Lennadenn verr, pebeilganenn, antonenn da lidkan Mari, aspedennoù ha pedenn, evel e Darnlevr al Lidamzervezh.

Klozadur an Eurlid, evel en Darn voutin.

1001

DEIZ-LID II AR SIZHUN II

D’al Lidgalvadenn

Gw/. Aotrou Doue, digorit din va muzelloù…

Songan lidgervel, 860, gant an antonenn o kenglotañ ouzh an Eurlid

Da Eurlid al lennadenn

Page 220: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

Gw/. Aotrou Doue, deuit d’am skoazellañ…Klod d’an Tad ...Evel ma oa…( A. P. allelouia ). Kement-se koulskoude a vez dioueret pa vez bet al Lidgalvadenn diouzhtu a-raok.

MEULGAN o kenglotañ gant an Eurlid..

SONGANADENN

Ant. 1 Stouit ho skouarn war-zu ennon, Aotrou, hag hastit va skoazellañ.

Songan 30 (31), 2-17. 20-25

Pedenn a fiziañs an den enkrezet

Tad, etre ho taouarn e lakan va spered ( Luk 23, 46 ).

I2 Ennoc’h, Aotrou, e klaskan va goudor, grit na vin morse divarc’het ; *en ho reizhder va difennit, va dieubit.3 Stouit ho skouarn war-zu ennon, *hag hastit va skoazellañ. Bezit evidon ur roc’hell a repu, *ur c’hreñvlec’h a silvidigezh.4 Rak c’hwi a zo va goudor ha va difenn, *evit enor hoc’h anv va bleinit ha va renit.5 Va zennit eus ar roued bet kuzhet d’am fakañ, *rak va surentez oc’h-c’hwi, Aotrou. ---1002 Sizhun II

6 Etre ho taouarn e lakan va spered ; *Aotrou, c’hwi an hini am daspreno, Doue a wirionez.7 C’hwi a gasa ar re a zouj an idoloù goullo, *me avat en Aotrou em eus fiziañs.8 Tridal a rin a levenez en abeg d’ho madelezh, *rak sellet hoc’h eus ouzh va reuzeudigezh ; va skoazellet hoc’h eus en anken va ene, +9 n’hoc’h eus ket va lakaet etre daouarn an enebour ; *frankiz hoc’h eus roet d’am zreid.

Ant. Stouit ho skouarn war-zu ennon, Aotrou, hag hastit va

Page 221: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

skoazellañ. Ant. 2 Lakait ho sklerijenn da splannañ war ho servijer, Aotrou Doue. . ( A. P. allelouia ).

II10 Truez ouzhin, Aotrou, dre maz on ankeniet ; +gant ar glac’har eo klañv va daoulagad, *va ene ha va c’halon.11 Ya, en doan e steuz va buhez, *ha va bloavezhioù en hirvoudoù ; va nerzh a drabidell gant an enkrez, *ha drastet eo va holl eskern.12 Setu maz on danvez a zismegañs evit va holl eneboution + un euzhadenn evit va amezeion, ur spont evit va mignoned : * ar re am gwel er-maez war ar straed a dec’h pell diouzhin.13 Evel un den marv ez on rasket eus soñj an dud ; *evel ur pod torret ha taolet kuit.14 Ya, klevout a ran sourradoù an dud : *ur spont evidon a bep tu ; pa ’n em vodont da guzuliañ a-enep din, *da dennañ diganin va buhez.15 Me avat am eus esper ennoc’h, Aotrou ; +lavaret em eus : « Va Doue ez oc’h-c’hwi, *16 etre ho taouarn emañ va flanedenn ».

Deiz-lid II, da Eurlid al lennadenn 1003

Va salvit eus va enebourion *eus ar re-se o redek war va lerc’h ;17 Lakit ho sklerijenn da splannañ war ho servijer, *va salvit en ho madelezh.

Ant. Lakit ho sklerijenn da splannañ war ho servijer, Aotrou Doue. . ( A. P. allelouia ). Ant. 3 Ra vo benniget an Aotrou, dre m’en deus diskouezet trugarez vurzhudus em c’heñver. .( A. P. allelouia ).

III

Page 222: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

20 Pegen bras ar madelezhioù, Aotrou, *a virit evit ho tud fidel, a bourchasit d’ar re en em repu ennoc’h, *a-zirak bugale an den.21 O diwall a rit e gwarez ho fas *pell diouzh itrikoù an dud ; o c’huzhat a rit en ho teltenn *pell diouzh argad an teodoù.22 Ra vo benniget an Aotrou, *dre m’en deus diskouezet trugarez vurzhudus em c’heñver.23 Me avat a lavare em zrubuilhoù : *« Distaolet on pell diouzh ho sell ». C’hwi koulskoude a selaoue mouezh va fedenn, *pa oan o krial war-zu ennoc’h.24 Karit an Aotrou, c’hwi holl e dud santel : +rak diwall a ra e fideled *met reiñ a ra paeamant diouzh an druilh d’ar re a ra o zud vras.25 Kreñvait, adnerzhit ho kalon, *c’hwi holl hag a esper en Aotrou.

Ant. Ra vo benniget an Aotrou, dre m’en deus diskouezet trugarez vurzhudus em c’heñver. . ( A. P. allelouia ).

Gwerzad, lennadennoù ha pedenn o kenglotañ gant pep a Eurlid.1004 Sizhun II

D’ar Meullidoù-beure

Gw/. Aotrou Doue, deuit d’am skoazellañ… Klod d’an Tad … Evel ma oa … ( A. P. allelouia ).

Kement-mañ koulskoude a vez dioueret pa vez bet al Lidgalvadenn diouzhtu a-raok.

MEULGAN o kenglotañ gant an Eurlid.

SONGANADENN

Page 223: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

Antonenn I

E. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Pegoulz ez in da welout splannder Doue ? Deiz-lid II ar Sizhun santel : Lavarout a reas Jezuz : Trist eo va ene da vervel ; chomit amañ ha beilhit ganin. E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Evel an heizez etrezek an dourioù bev, evel-se emañ va ene ouzh o c’hoantaat, Aotrou Doue, allelouia.

Songan 41 (42)

O hiraeziñ d’an Aotrou Doue ha d’e dempl.

An hini en deus sec’hed, ra zeuio ; an hini en deus c’hoant, ra resevo eus an Dour a Vuhez ( Dsk 22- 17 ).

2 Evel ma hirvoud an heizez etrezek an dourioù bev, *evel-se emañ va ene ouzh o c’hoantaat, Aotrou Doue.3 Sec’hed en deus va ene eus Doue, eus Doue ar vuhez ; *pegoulz ez in da welout splannder Doue ?4 Va bara, deiz ha noz, eo va daeroù, * pa lavarer ouzhin hep paouez : «Pelec’h emañ da Zoue ? ».5 Soñj am eus hag em c’halon en em skuilh va eñvorioù ; +penaos e kerzhen e penn an dud * ouzh o bleinañ da di Doue, e-kreiz meuleudioù a levenez, *gant an engroez en e drivli. ---

Deiz-lid II, d’ar Meullidoù-beure 1005

6 Perak out mantret, va ene, *ha perak hirvoudiñ ? Esper e Doue, rak e veuliñ a fell din, *eñ va salver ha va Doue.7 Mantret em c’hreiz eo va ene ; +pa soñjan ennoc’h *eus douar ar Yordan hag an Hermon, eus ar menez Misar.8 An islonk a c’halv an islonk gant trouz ho lammdourioù ; *holl donnoù ha gwagennoù ho lanv

Page 224: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

a zo tremenet warnon.9 Ra blijo gant Doue reiñ din e c’hras a-hed an deiz, +a-hed an noz ho kanañ a rin hag ho meuliñ, *Doue va buhez.10 Lavarout a ran d’am Doue : *« Va roc’hell ez oc’h-c’hwi. Perak va ankouaat, +perak e kerzhan en dristidigezh, *kalemarc’het gant an enebour ?11 Va eskern ennon a zo brevet, +gant dismegañsoù va gwaskerion, *pa c’houlennont ouzhin a-hed an deiz : « Pelec’h emañ da Zoue ? ».12 Perak out mantret, va ene, *ha perak hirvoudiñ ? Esper e Doue, rak e veuliñ a fell din, *eñ, va salver ha va Doue.

E. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Ant. Pegoulz ez in da welout splannder Doue ?

Deiz-lid II ar Sizhun santel : Ant. Lavarout a reas Jezuz : Trist eo va ene da vervel ; chomit amañ ha beilhit ganin.

E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Ant. Evel ma an heizez etrezek an dourioù bev, evel-se emañ va ene ouzh o c’hoantaat, Aotrou Doue, allelouia. 1006 Sizhun II

Antonenn 2

E. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Diskouezit dimp, Aotrou, sklerijenn ho trugarezioù. Deiz-lid II ar Sizhun santel : Bremañ eo barnedigezh ar bed-mañ, bremañ priñs ar bed-mañ a zo taolet er-maez. E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Kargit Sion, Aotrou, gant ho komzoù, ma embannint hoc’h oberoù-meur, allelouia.

Lidkan Sir 36, 1-7. 13-16Pedenn evit kêr santel Jeruzalem

Page 225: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

Houmañ eo ar vuhez peurbadus, mac’h anavezint ac’hanoc’h ar gwir Doue n’eus nemetañ, hag an hini hoc’h eus kaset, Jezuz Krist (Yn 17, 3 ).

1 Ho pet truez ouzhimp, Doue an hollved, sellit ouzhimp *diskouezit dimp sklerijenn ho trugarezioù ;2 taolit ho spont war an holl vroadoù, *ar re n’ho klaskont ket, evit ma ouezint n’eus Doue all ebet nemedoc’h, *ha ma embannint hoc’h oberoù-meur.3 Savit ho torn war ar broadoù estren, *evit ma welint ho kalloudegezh.4 Evel m’hoc’h eus dirazo en em ziskouezet santel ennomp, *evel-se, dirazomp, en em ziskouezit bras enno,5 ma anavezint ac’hanoc’h, evel m’hon eus-ni anavezet *na n’eus ket a Zoue estregedoc’h, Aotrou.6 Nevesait ar sinoù ha grit burzhudoù all, *7 klodusait ho torn hag ho prec’h dehou.13 Dastumit holl veuriadoù Yakob, *ha daskorit dezho o hêrezh, evel en deroù.14 Ho pet truez, Aotrou, ouzh ar bobl galvet dre hoc’h anv, *hag ouzh Israel, hoc’h eus graet evel ho kentañ-ganet.15 Bezit trugarezus ouzh ho kêr santel, *Yerousalem, lec’h ho tiskuizh.16 Kargit Sion gant meuleudi ho perzhioù *ha gant ho kloar, ho pobl.

Deiz-lid II, d’ar Meullidoù-beure 1007

E. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Ant. Diskouezit dimp, Aotrou, sklerijenn ho trugarezioù. Deiz-lid II ar Sizhun santel : Ant. Bremañ eo barnedigezh ar bed-mañ, bremañ priñs ar bed-mañ a zo taolet er-maez. E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Ant. Kargit Sion, Aotrou, gant ho komzoù, ma embannint hoc’h oberoù-meur, allelouia.

Antonenn 3

E. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Benniget ez oc’h, Aotrou, en oabl an neñv.

Page 226: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

Deiz-lid II ar Sizhun santel : An hini a ren hor feiz hag a gas anezhi d’ar barfeted, Jezuz, a zougas ar groaz, hep derc’hel kont eus an dismegañs, hag a zo azezet en tu dehou da Zoue. E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Gloar Doue a ro sklerijenn d’ar Gêr, hag he lamp eo an Oan, allelouia.

Songan 18 (19) A

Meuleudi d’an Aotrou krouer an traoù

Dont a raio Heol ar beure d’hon gwelout … da ren hon c’hammedoù en hent ar peoc’h ( Luk 1, 78. 79 ).

2 An neñvoù a embann gloar Doue, *hag an oabl a ziskler braster e oberenn.3 An deiz a gas keloù eus an dra-se d’an deiz, *hag an noz en displeg ivez d’an noz.4 N’int ket lavaroù, n’int ket komzoù, *a c’hellfe chom hep bezañ klevet :5 o mouezh a ya war-raok dre an douar a-bezh, *hag o c’homzoù betek pennoù pellañ ar bed.6 Eno en deus Doue plantet e deltenn d’an heol, +hag hemañ evel ur pried o sevel eus e wele, *a drid evel ur ramz da beurredek e hent.7 Sevel a ra en ur penn eus an neñvoù +hag e red a-dizh betek ar penn all, *ha n’eus tra ebet en em laerfe diouzh e dommder.1008 Sizhun II

E. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Ant. Benniget ez oc’h, Aotrou, en oabl an neñv.

Deiz-lid II ar Sizhun santel : Ant. An hini a ren hor feiz hag a gas anezhi d’ar barfeted, Jezuz, a zougas ar groaz, hep derc’hel kont eus an dismegañs, hag a zo azezet en tu dehou da Zoue.

E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask :Ant. Gloar Doue a ro sklerijenn d’ar Gêr, hag he lamp eo an Oan, allelouia.

Lennadenn verr, pebeilganenn, antonenn da lidkan Zakaria,

Page 227: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

aspedennoù ha pedenn, a vez rekis hervez diseurted an Eurlid.

Klozadur al Lideuriad, evel en Darn voutin.

Da Eur kreiz an deiz

Gw/. Aotrou Doue, deuit d’am skoazellañ… Klod d’an Tad… Evel ma oa… ( A. P. allelouia ).MEULGAN, arbennik da bep Lidamzervezh.

SONGANADENN

E Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Antonenn, evel e Darnlevr al Lidamzervezh. E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Ant. Allelouia, allelouia, allelouia.

Songan 118 (119), 41-48VI (Vav)

41 Ra zeuio warnon ho madelezh, Aotrou, *ho silvidigezh hervez ho promesa.42 Hag e respontin d’ar re am dismegañs, *rak fiziañs am eus en ho lavar.43 Na dennit ket eus va genou ar gomz a wirionez, *rak en ho parnedigezhioù emañ va esper.44 Mirout a rin ho lezenn atav, *dalc’hmat ha da viken. ---

Deiz-lid II, da Eur kreiz an deiz 1009

45 Kerzhout a ran er frankiz, *dre ma klaskan ho polontez.46 Embann a rin ho testenioù dirak ar rouaned *hep mezh ebet.47 En ho kourc’hemennoù emañ va dudi, *enno emañ va holl garantez.48 Sevel a rin va daouarn war-zu ho kourc’hemennoù, *ha war ho kemennadurioù e prederiin.

Songan 39 (40), 2-14. 17-18

Page 228: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

Rentañ grasoù ha goulenn sikour

Nag aberzh na profadenn n’o deus plijet dit, met ur c’horf ac’h eus kempennet din ( Hbr 10, 5 ).

I2 Esperet, esperet em eus en Aotrou, *ha stouet en deus war-zu ennon..3 Klevet en deus va galvadenn *va zennet en deus eus poull ar marv, eus bouilhenn ar fankigell ; kadarnaet en deus va zreid war ar roc’hell, *startaet va c’hammedoù.4 Lakaet en deus em genou ur ganaouenn nevez, *ur veuleudi d’hon Doue.

Ha kalz en gwelo hag o devo estlamm *hag a lakay o fiziañs en Aotrou.5 Evurus an den en deus diazezet e esperañs war an Aotrou *ha na dro ket a-du gant an dud dirollet a ya war-lerc’h an idoloù.6 Kalz hoc’h eus graet, Aotrou, va Doue, a vurzhudoù, +hag a vennadoù evidomp : *n’eus den a-renk ganeoc’h. Me a venn o lavarout, o displegañ, *re stank ez int da vezañ kontet.7 Na sakrifis na profadenn n’o deus plijet deoc’h-c’hwi, *met digoret hoc’h eus din va divskouarn. 1010 Sizhun II

Ne c’houlennit nag holokost na lazhiadenn, *8 neuze em eus lavaret : « Setu me amañ. Evel m’eo bet skrivet e rolled al levr diwar va fenn, *9 evit ober ho polontez. O va Doue, va holl dudi eo ho lezenn, *e-kreiz donañ va c’halon ».

II10 Embannet em eus ho reizhder hag ho silvidigezh e-kreiz ar vodadeg vras ; *nann, n’em eus ket serret va muzelloù, ha c’hwi en goar ervat, Aotrou.

Page 229: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

11 N’em eus ket kuzhet ho reizhder em c’halon, *diskleriet em eus ho fealded. N’em eus ket tavet war ho madelezh na war ho kwirionez *dirak ar vodadeg vras.12 Ha c’hwi Aotrou na virit ket pell diouzhin ho trugarezioù, *ra vo bepred aze ouzh va diwall ho madelezh, ho fealded,13 rak drougoù o deus va enkelc’hiet, drougoù diniver ; +va fec’hedoù am stard ken kreñv, *ma ne c’hellan gwelout netra ken. Fonnusoc’h int eget blev va fenn, *ma vank em c’hreiz va c’halon.14 Ra blijo deoc’h, Aotrou, va dieubiñ ; *hastit, Aotrou, dont d’am harpañ.17 Ra drido ennoc’h e barr al levenez kement hini ho klask ; *ra lavaro bepred : « Klod d’an Aotrou », an hini a c’hoanta ho skoazell.18 Me avat, reuzeudik ha paour evel maz on, *an Aotrou en deus preder ouzhin. Va skoazell ha va dieuber ez oc’h-c’hwi ; *na zaleit ket, o va Doue.

E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Ant. Allelouia, allelouia, allelouia. D’an Eurlidoù all, songanadenn-glokaat, p. 1298. Lennadenn verr, gwerzad ha pedenn, a vez rekis hervez diseurtted an Eurlid. Klozadur an Eurlid, evel en Darn voutin.

Deiz-lid II, d’ar Pardaezlid 1011

D’ar Pardaezlid

Gw/. Aotrou Doue, deuit d’am skoazellañ… Klod d’an Tad … Evel ma oa … ( A. P. allelouia ).

MEULGAN o kenglotañ gant an Eurlid.

SONGANADENN

Antonenn 1

E. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Te a zo kaer dreist holl

Page 230: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

vibion an dud, ar goantiz a vleugn war da vuzelloù. Deiz-lid II ar Sizhun santel : N’en deus na stumm na kened d’hor sell ; n’en devoa ket un neuz da blijout dimp. E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Ra vo benniget an hini a zeu en anv an Aotrou, allelouia.

Songan 44 (45)

Eured ar roue

Setu ar pried o tont ; it en arbenn dezhañ ( Mzh 25, 6 ).

I2 Va c’halon a virvilh gant komzoù prizius, +va barzhoneg a ginnigan d’ar Roue. *Va zeod a red evel pluenn ur skriver mibin.3 Te ’zo kaer dreist holl vibion an dud, +ar goantiz a vleugn war da vuzelloù, *setu perak en deus Doue da venniget da virviken.4 War da vorzhed, o Brezelour, stag da gleze, *lugernus ha roueel.5 Lugernus ha roueel, kae war-raok, marc’heka, * da stourm evit ar wirionez, ar vadelezh hag ar reizhder. Stegn da wareg gant da zorn spouronus : +6 lemm eo da viroù, --- dindanout e kouezh ar pobloù, --- * enebourion ar Roue a goll kalon. ---1012 Sizhun II

7 Da dron, o Doue, a vo da holl viken ; *ur vazh a reizhder eo da vazh-roue.8 Ar justis a garez, an droug a gasaez, +setu perak en deus Doue, da Zoue, da sakret, *gant un eoul a levenez a-us d’az mignoned.9 Mir, aloes ha kasia a borfum da zilhad ; *eus diabarzh da balezioù olifant an telennoù a zegas dit levenez gant o son.10 Merc’hed rouaned a zeu d’az tiambroug ; *a-zehou dit emañ ar Rouanez kinklet gant aour Ofir.

Page 231: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

E. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Ant. Te a zo kaer dreist holl vibion an dud, ar goantiz a vleugn war da vuzelloù. Deiz-lid II ar Sizhun santel : Ant. N’en deus na stumm na kened d’hor sell ; n’en devoa ket un neuz da blijout dimp. E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Ant. Ra vo benniget an hini a zeu en anv an Aotrou, allelouia.

Antonenn 2

E. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Setu ar pried o tont : it en arbenn dezhañ. Deiz-lid II ar Sizhun santel : Reiñ a rin e lod dezhañ e-touez ar re vras, dre m’en deus en em zibourc’het, betek ar marv, eus e vuhez. E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Evurus ar re a zo galvet da goan eured an Oan, allelouia.

II

11 Selaou, va merc’h, sell +ha stou da skouarn, *ankoua da bobl ha tiegezh da dad ;12 rak ar Roue a zo kouezhet e karantez gant da gened, *stou dirazañ peogwir eo da Aotrou.13 Ha poblad Tir ivez a zeuio gant profoù ; *he fennoù bras a glasko da c’hrad-vat. ---

Deiz-lid II, d’ar Pardaezlid 1013

14 Skedus-holl ec’h antre merc’h ar roue, *gwiadennoù aour eo danvez he dilhad.15 En he sae liesliv e kinniger anezhi d’ar Roue, *war he lerc’h ar gwerc’hezed, he mignonezed.16 O degas a reer gant trid ha levenez, *antren a reont e palez ar Roue.17 Da vibion a gemero lec’h da dadoù ; *o diazezañ a ri da briñsed war an douar a-bezh.18 Degas a raint soñj eus da anv *a rummad da rummad ;

Page 232: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

d’ar pobloù d’az kanañ *a gantved da gantved.

E. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Ant. Setu ar pried o tont : it en arbenn dezhañ. Deiz-lid II ar Sizhun santel : Ant. Reiñ a rin e lod dezhañ e-touez ar re vras, dre m’en deus en em zibourc’het, betek ar marv, eus e vuhez. E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Ant. Evurus ar re a zo galvet da goan eured an Oan, allelouia.

Antonenn 3

E. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Rakdivizet en doa Doue pa vefe deuet leunder an amzerioù lakaat ar C’hrist da vezañ penn pep tra. Deiz-lid II ar Sizhun santel : Ar c’hras en deus roet dimp Doue en e Vab muiañ-karet, hon eus ennañ an daspren dre e wad. E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Eus e leunder hon eus resevet holl, ha gras evit gras, allelouia.

Lidkan Efz 1, 3-10

Doue salver

3 Ra vo benniget Doue, Tad hon Aotrou Jezuz Krist, *eñ hag en deus hor benniget ha roet dimp pep bennozh speredel, a holl viskoazh er C’hrist. ---1014 Sizhun II

4 rak hon dibabet en deus ennañ a-raok krouidigezh ar bed, +da vezañ santel ha dinamm *dirazañ, er garantez,5 en ur rakdivizout diwar hor penn e vefemp advibion +dezhañ dre Jezuz Krist, *setu petra eo bet plijet gantañ ober en e vadelezh,6 evit ma vefe kanmeulet splannder ar c’hras, *en deus roet dimp en e Vab muiañ-karet,7 hon eus ennañ dre e wad an daspren eus hor sklavelezh, *

Page 233: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

ar pardon eus hor pec’hedoù ;

sed aze pinvidigezh ar c’hras-se, +8 en deus an Tad skuilhet warnomp gant largentez, *e pep furnezh ha skiant,9 en ur ziskuliañ dimp mister e youl, *ar mennad madelezhus-se,

en devoa rakdivizet ennañ e-unan, *10 evit e gas da benn pa vefe deuet leunder an amzerioù : da lavarout eo lakaat ar C’hrist da vezañ penn pep tra, *hag ennañ adunvaniñ kement a zo en neñv ha war an douar.

E. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Ant. Rakdivizet en doa Doue pa vefe deuet leunder an amzerioù lakaat ar C’hrist da vezañ penn pep tra. Deiz-lid II ar Sizhun santel : Ant. Ar c’hras en deus roet dimp Doue en e Vab muiañ-karet, hon eus ennañ an daspren dre e wad. E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Ant. Eus e leunder hon eus resevet holl, ha gras evit gras, allelouia.

Lennadenn verr, pebeilganenn, antonenn da lidkan Zakaria, aspedennoù ha pedenn, a vez rekis hervez diseurted an Eurlid.

Klozadur an Eurlid, evel en Darn voutin.

1015

DEIZ-LID III AR SIZHUN II

D’al Lidgalvadenn

Gw/. Aotrou Doue, digorit din va muzelloù …

Songan lidgervel, 860, gant an antonenn o kenglotañ ouzh an Eurlid.

Da Eurlid al lennadenn

Page 234: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

Gw/. Aotrou Doue, deuit d’am skoazellañ … Klod d’an Tad ...Evel ma oa…( A. P. allelouia ) Kement-se koulskoude a vez dioueret pa vez bet al Lidgalvadenn diouzhtu a-raok.

MEULGAN o kenglotañ gant an Eurlid.

SONGANADENN

Ant. 1 Fiz en Aotrou da blanedenn, ha lez anezhañ d’ober. ( A. P. allelouia )

Songan 36 (37)

Tonkadur ar re vat hag hini ar re fall

Evurus ar re a zo dous, rak int o devo an Douar da lod ( Mzh 5, 5 ).

I

1 Na gounnar ket en abeg d’ar re fall, *n’a ket d’aviañ oberourion an droug,2 rak evel foenn e tisec’hint gwall-vuan, *hag e weñvint evel geot ar pradeier.3 En em fiz en Aotrou ha gra ar mad, *evit chom war an douar o tañva surentez.4 Laka da blijadurezh en Aotrou, *hag e roio dit diouzh goulenn da galon. ---1016 Sizhun II

5 Fiz en Aotrou da blanedenn, esper ennañ, *ha lez anezhañ d’ober ;6 lakaat a raio da reizhder da barañ evel ur sklerijenn, *ha justis da gaoz evel an heol da greisteiz.7 Asant d’an Aotrou ha gortoz anezhañ, +na gounnar ket en abeg d’an den a ra berzh, *evitañ da vezañ oc’h ijinañ drougiezh.8 Dilez da fulor, ro distan d’az kounnar, *n’a ket da sodiñ gant aon d’ober an droug ;9 rak an drougoberourion a vezo distrujet, *

Page 235: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

tra ma perc’henno an douar ar re a esper en Aotrou.10 Un nebeut c’hoazh ha ne vo ken eus an den fall, *mar sellez ouzh al lec’h ma oa, n’emañ ken eno.11 Met an dud vat a berc’henno an douar, *hag o devo dudi gant ur peoc’h dizehan.

Ant. Fiz en Aotrou da blanedenn, ha lez anezhañ d’ober. ( A. P. allelouia ) Ant. 2 Distro diouzh an droug ha gra ar mad ; ar re vat eo an Aotrou ur skoazell evito. ( A. P. allelouia )

II12 Emañ an den fall oc’h itrikañ a-enep an den just *en ur skrignat e zent a-enep dezhañ.13 Met an Aotrou a ra goap anezhañ, *dre ma wel emañ e zeiz dezhañ o tont.14 Ar re fall a denn o c’hleze *hag a stegn o gwareg, evit diskar ar paour, ar reuzeudig, *evit lazhañ ar re a gerzh en hent reizh ;15 Met o c’hleze a sanko en o c’halonoù, *hag o gwaregoù a vo torret.16 Gwelloc’h eo an nebeut perc’hennet gant an den reizh *eget e vadoù bras d’an den dizoue,17 rak divvrec’h an den fallakr a vo torret dezhañ, *met ar re vat eo an Aotrou ur skoazell evito. ---

Deiz-lid III, da Eurlid al lennadenn 1017

18 An Aotrou a gemer preder gant deizioù an dud dibec’h, *hag o lignez a bado da virviken.19 Ne vint ket distroadet en amzer ar gwalleur, *hag o gwalc’h o devo e mare ar gernez.20 Ar re fall avat a ya da goll, +enebourion an Aotrou, evel kinkladur ar pradeier, * a ya da goll hag a dro e moged.21 An den fall a amprest arc’hant hag a chom hep rentañ, *

Page 236: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

an den just avat a zo largentezus hag a ro donezon.22 Rak ar re benniget gant Doue a berc’henno an douar, *ar re mallozhet gantañ a vo distrujet.23 An Aotrou eo an hini a starta dezhañ e gammedoù, *hag a gemer dudi gant e zoare.24 Mar deu da gouezhañ ne vo ket a-led e gorf, * rak an Aotrou a zalc’h anezhañ dre e zorn.25 Yaouank on bet ha setu maz on kozh dija, +biskoazh n’em eus gwelet an den reizh dilezet, *na tud e lignez o klask o bara.26 Emañ bepred oc’h ober aluzon hag o prestañ, * ya, ra vo benniget e lignez.27 Distro diouzh an droug ha gra ar mad, * evit chom o terc’hel da virviken,28 rak an Aotrou a gar ar reizhder, *ha ne zilez ket e fideled. Ar bec’herion a vo distrujet da viken, *troc’het kuit e vo lignez an dud fallakr,29 tra ma vo ar re vat o perc’hennañ an douar, *hag o chom warnañ da holl viken.

Ant. Distro diouzh an droug ha gra ar mad ; ar re vat eo an Aotrou ur skoazell evito. ( A. P. allelouia )

Ant. 3 Esper en Aotrou, ha mir e hentoù. ( A. P. allelouia )

1018 Sizhun II

III30 Genou an den reizh a vouskan ar furnez, *hag e deod a gemenn ar reizhder ;31 en e galon emañ lezenn e Zoue, *divrall e chom e gammedoù. 32 An den fall a daol evezh ouzh an den reizh *en ur glask e lakaat d’ar marv ;33 met an Aotrou ne zilez ket anezhañ etre e zaouarn, *ne lez ket anezhañ, pa vez barnet, da vezañ kondaonet.34 Esper en Aotrou ha mir e hentoù, +

Page 237: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

da sevel a raio da berc’hennañ an douar ; *hag ez po joa da welout diskar ar re fallakr.35 Gwelet em eus an den fall e-kreiz e nerzh *oc’h en em astenn evel ur wezenn-sedrez war al Liban,36 tremenet on en-dro ha setu ne oa ken anezhañ, *e glasket em eus ha n’em eus ket e gavet.37 Sell ouzh an den dibec’h, taol pled ouzh an den reizh, *ya, ul lignez a zo evit an den a beoc’h.38 Ar bec’herion avat a vez diouennet holl a-gevret, *hag e vez troc’het kuit lignez ar re fallakr.39 Ar re vat e ro an Aotrou dezho silvidigezh, *o goudor ez eo en amzer an anken.40 An Aotrou a sikour, hag a zieub anezho, +o dieubiñ a ray eus an den fall, o salviñ a ra, *dre m’en em repuont ennañ.

Ant. 3 Esper en Aotrou, ha mir e hentoù. ( A. P. allelouia )

Gwerzad, lennadennoù ha pedenn o kenglotañ gant pep a Eurlid.

D’ar Meullidoù-beure

Gw/. Aotrou Doue, deuit d’am skoazellañ… Klod d’an Tad … Evel ma oa … ( A. P. allelouia ).

Kement-se koulskoude a vez dioueret pa vez bet al Lidgalvadenn diouzhtu a-raok.

MEULGAN o kenglotañ gant an Eurlid.Deiz-lid III, d’ar Meullidoù-beure 1019

SONGANADENN

Antonenn I

E. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Kasit din ho sklerijenn hag ho kwirionez, Aotrou.  Deiz-lid III ar Sizhun santel : Difennit va c’haoz, Aotrou ; eus an dud gaouiat ha fallakr va dieubit ha va salvit. E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : C’hwi avat hoc’h eus tostaet ouzh Menez Sion, ouzh Kêr an Doue bev, allelouia.

Songan 42 (43)C’hoantaat an templ

Page 238: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

Evel sklerijenn on deuet er bed-mañ ( Yn 12, 46 ).1 Va barnit en ho justis, o Doue, +ha difennit va c’haoz a-enep ur bobl didruez ; *eus an dud gaouiat ha fallakr va dieubit ha va salvit.2 Rak c’hwi, Doue, ’zo va goudor ; +perak va disteurel, *perak e kerzhan en dristidigezh kalemac’het gant an enebour.3 Kasit din ho sklerijenn hag ho kwirionez ; *int am bleino, int am reno betek ho menez santel, betek ho tabernakloù.4 Ha sevel a rin ouzh hoc’h aoter, +Doue va levenez. *Hag ho meuliñ a rin war an delenn, Aotrou, va Doue.5 Perak out mantret, va ene, *ha perak hirvoudiñ ? Esper e Doue, rak e veuliñ a fell din, *eñ, va salver ha va Doue.

E. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Ant. Kasit din ho sklerijenn hag ho kwirionez, Aotrou.  Deiz-lid III ar Sizhun santel : Ant. Difennit va c’haoz, Aotrou ; eus an dud gaouiat ha fallakr va dieubit ha va salvit. E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Ant. C’hwi avat hoc’h eus tostaet ouzh Menez Sion, ouzh Kêr an Doue bev, allelouia. 1020 Sizhun II

Antonenn 2

E. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Holl zeizioù hor buhez, salvit-ni, Aotrou Doue. Deiz-lid III ar Sizhun santel : Barnet hoc’h eus, Aotrou, va c’haoz, difenner va buhez, Aotrou, va Doue. E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : C’hwi, Aotrou, hoc’h eus tennet va ene eus foz an netra, allelouia.

Lidkan Ysh 38, 10-14. 17-20

Anken ar marv, levenez ar pare

Marv on bet ha setu me bev … hag em dalc’h emañ alc’hwezioù ar marv

Page 239: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

(Dsk 1, 17-18).

10 Lavarout a raen : En hanter eus va deizioù +ez in betek dorojoù an ifern ; *dizorniet eus restad va bloavezhioù.11 Me a lavare : Ne welin ken an Aotrou Doue war zouar ar re vev, +ne welin den ken *e-touez annezidi ar bed.12 Va lojeiz a vo diframmet, lamet diganin *evel tinell ar mesaer ; sizailhañ va buhez a ra din ur gwiader; *diwar va steuenn e vo krennet din.

Etre beure ha noz * e vo peurechu ganin.13 Kaer em bez garmat betek ar beure, *e vez ul leon o trailhañ va eskern ; etre beure ha noz * e vo echu ganin.

II. Evel ar wennili, an drask, e filipan, *o hirvoudiñ evel un durzhunell ; skuizh va daoulagad *dre forzh sellet ouzh krec’h. ---

Deiz-lid III, d’ar Meullidoù-beure 1021

17 Met plijet eo bet ganeoc’h tennañ va ene *eus foz an netra, o teurel a-drek ho kein *va holl bec’hedoù.18 Rak e bro an Ankou n’enorer ket ac’hanoc’h, *er marv n’ho kweler ket ; ha ne esper ket ar re a ziskenn er bez *en ho fealded.19 An hini bev, an hini bev hoc’h enor eveldon en deiz-mañ ; *

Page 240: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

an tad d’e vibion a zesko ho fealded.20 Aotrou Doue, va salvit, +war hon lourennoù ez aimp da son holl deizioù hor buhez *da di an Aotrou.

E. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Ant.   Holl zeizioù hor buhez, salvit-ni, Aotrou Doue. Deiz-lid III ar Sizhun santel : Ant. Barnet hoc’h eus, Aotrou, va c’haoz, difenner va buhez, Aotrou, va Doue. E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Ant. C’hwi, Aotrou, hoc’h eus tennet va ene eus foz an netra, allelouia.

Antonenn 3

E. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask :  Deoc’h eo dleet, o Doue, ar veuleudi e Sion.  Deiz-lid III ar Sizhun santel : Ar Just, va servijer, a reishaio kalz a dud, hag o fec’hedoù a sammo. E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Gweladennet hoc’h eus an douar ha douret anezhañ 

1022 Sizhun II

Songan 64 (65)

Trugarekadenn-lidIntent Sion evel keoded an neñv (Origenes).2 Deoc’h eo dleet, o Doue, ar veuleudi e Sion ; *deoc’h e vez akuitet ar gouestloù e Jeruzalem. 3 C’hwi hag a selaou ar pedennoù, * davedoc’h e tistro pep krouadur gant e samm a walloberoù. 4 Hor pec’hedoù a vec’h ac’hanomp, *met c’hwi a bardon anezho.5 Evurus an hini a zibabit, *

Page 241: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

hag a lakit da chom en ho porzhioù. Ra gavimp hor gwalc’h eus madoù ho ti, *eus santelezh ho Templ.6 Ho reizhder a respont dimp gant burzhudoù, o Doue, hor salver, *esperañs broioù pellañ an douar, esper an inizi.7 Gant ho nerzh e startait ar menezioù, *e braster ho kalloud.8 C’hwi eo a sioula kroz ar morioù, storlok ar gwagennoù *ha ragach ar pobloù.

9 Dirak ho purzhudoù o devez estlamm pobloù an douaroù pellañ ; *dirak ho taolioù e trid a levenez broioù ar mintin hag ar serr-noz.10 Gweladennet hoc’h eus an douar ha douret anezhañ ; *skuilhet hoc’h eus warnañ pinvidigezh. Leuniet hoc’h eus gwazh-dour an neñv ; +kempennet ar gwinizh, *hag aozet an douar.11 Douret hoc’h eus e antoù, plaenaet e havregoù ; *e wakaet hoc’h eus gant glaveier, benniget e gellidoù.12 Kurunennet hoc’h eus ar bloaz gant ho madoù, *war ho roudoù e splann ar strujusted.13 Peurvanoù ar gouelec’h a youc’h gant ar joa, *an torgennoù a zo leun a levenez.

Deiz-lid III, da Eur kreiz an deiz 1023

14 Ar pradeier a zo goloet a dropelloù, +an traoniennoù a zo gwisket a winizh ; *setu ma youc’hont, setu ma kanont.

E. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Ant.  Deoc’h eo dleet, o Doue, ar veuleudi e Sion  Deiz-lid III ar Sizhun santel Ant.: Ar Just, va servijer, a reishaio kalz a dud, hag o fec’hedoù a sammo. E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Ant. Gweladennet hoc’h eus an douar ha douret anezhañ 

Page 242: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

Lennadenn verr, pebeilganenn, antonenn da lidkan Zakaria, aspedennoù ha pedenn, a vez rekis hervez diseurted an Eurlid.

Klozadur al Lideuriad, evel en Darn voutin.

Da Eur kreiz an deiz

Gw/. Aotrou Doue, deuit d’am skoazellañ… Klod d’an Tad… Evel ma oa… ( A. P. allelouia ).

MEULGAN arbennik da bep lidamzervezh.

SONGANADENN

E Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Antonenn, evel e Darnlevr al Lidamzervezh. E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask: Ant. Allelouia, allelouia, allelouia.

Songan 118 (119), 49-56

VII (Zain)

49 Ho pet soñj eus ho lavar d’ho servijer, *hoc’h eus roet din esper gantañ.50 Setu va frealz e-kreiz va glac’har, *e tegas ho lavar buhez din. ---

1024 Sizhun II

51 An dud lorc’hus a ra goap ac’hanon leizh o genou, *met ne zihenchan ket diwar ho lezenn.52 Eus ho parnedigezhioù a-wechall em eus soñj, Aotrou, *ha setu me frealzet.53 Fulor a grog ennon pa welan ar re fallakr *o tilezel ho lezenn.54 Ho kemennadurioù a zo kanennoù evidon *er vro-mañ ma tremenan enni pirc’hirin.55 En noz em bez soñj eus hoc’h anv, *ya, sentiñ a ran ouzh ho lezenn.

Page 243: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

56 Sed amañ un dra a zo din-me : *mirout bepred ho polontez.

Songan 52 (53)Follentez an dud dizoue

An holl o deus pec’het hag a vank dezho gloar Doue ( Rom 3, 23 ).1 Lavaret en deus an diskiant en e galon:  N’eus ket a Zoue.+2 Brein eo an dud hag euzhus o doare ; *n’eus den a rafe ar mad.3 Eus lein an neñv e stou an Aotrou etrezek mibion an dud, * evit gwelout hag-eñ e vefe unan, unan fur o klask Doue. 4 An holl gwitibunan a zo diroudennet, dirollet int gwitibunan ; *nann, n’eus den a rafe ar mad, nann n’eus ket unan.5 Hag-eñ ne raio ket pinijenn ar re-se, an oberourion a fallentez, * int hag a vez o lonkañ tud va fobl ’vel ma tebrer bara ?

Ne bedont ket Doue ; *6 ha setu ma krenont , pa n’eus ket lec’h da spontañ. Rak Doue a zispenn eskern an dud-se a heskine ac’hanout *setu int disec’het ha goloet a vezh, Doue en deus o distaolet.7 Ra zeuio eus Sion ar silvidigezh da Israel, +pa gemmo an Aotrou planedenn e boblad, *e trido Yakob, e vo levenez gant Israel.

Deiz-lid III d’ar Pardaezlid 1025

Songan 53 (54), 3-6. 8-9Galvadenn da sikour Doue

Pediñ a ra ar profed, ma vezo dieubet en anv an Aotrou eus fallagriezh an heskinerion ( Kassiodorus ).

3 E nerzh hoc’h anv va salvit, o Doue, *hag en ho kalloud difennit va c’haoz.4 O Doue, selaouit va fedenn, *digorit ho skouarn da gomzoù va genou.5 Rak tud a lorc’h a zo savet d’am diskar, +tud kriz a glask distrujañ va buhez, *

Page 244: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

n’emañ ket Doue dirak o sell.   6 Met setu ma teu Doue d’am skoazellañ, *an Aotrou eo sikour va ene.8 A greiz kalon e profin deoc’h sakrifisoù, *hag e veulin, Aotrou, madelezh hoc’h anv,9 dre m’hoc’h eus va zennet eus va holl ankenioù, *va lagad a ra fae war va enebourion.

E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask: Ant. Allelouia, allelouia, allelouia. D’an Eurlidoù all, songanadenn-glokaat, p. 1298. Lennadenn verr, gwerzad ha pedenn, a vez rekis hervez diseurtted an Eurlid. Klozadur an Eurlid, evel en Darn voutin.

D’ar Pardaezlid

Gw/. Aotrou Doue, deuit d’am skoazellañ… Klod d’an Tad … Evel ma oa … ( A. P. allelouia ).

MEULGAN o kenglotañ gant an Eurlid.

SONGANADENN

Antonenn 1

E. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Ne c’hellit ket servijañ war un dro Doue hag an Arc’hant.1026 Sizhun II

Deiz-lid III ar Sizhun santel : Gwallgomzoù ha spont am eus gouzañvet diganto, met an Aotrou a zo ganin evel ur c’hadour galloudus. E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Lakait ho soñj e traoù an Neñv, ha n’eo ket e traoù an douar, allelouia.

Songan 48 (49)

Didalvoudegezh ar madoùDiaes-bras e vezo d’un den pinvidik mont e-barzh Rouantelezh anNeñvoù

( Mzh 19, 23 ).

Page 245: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

I

2 Selaouit kement-mañ, pobloù holl, *digorit ho tivskouarn, holl dud ar bed ;3 c’hwi, tud izel, kenkoulz ha tud uhel, *pinvidion ha peorion, holl a-unan.4 Rak va genou a ya da ziskleriañ furnez, *ha traoù leun a skiant a zo e mouskan va c’halon.5 Stouiñ a ran va skouarn da selaou un diougan, *ha displegañ a ran va c’hudenn war an delenn.6 Perak em befe spont en deizioù ar gwalleur, *p’emañ drougiezh ar re fall ouzh va gronnañ ?7 Int hag a lak o fiziañs e braster o madoù *hag a denn lorc’h eus puilhentez o finvidigezh.8 Rak n’eus den hag a c’hellfe en em zasprenañ eus ar marv ;*n’eus hini evit paeañ da Zoue priz e vuhez.9 Re ger e koust, +n’eus paeamant ebet, *10 evit chom da viken hep gwelout ar marv.11 Ya, pep unan en gwelo, rak ar re fur a varv, +ha kenkoulz all an den diboell, ar genaoueg, *en ur lezel da reoù all e deñzorioù.12 O bezioù, setu tiez an dud da virviken ; +o chomadur da virviken a remziad da remziad, *ha goude m’o devije laket war zouaroù bras o anvioù.

Deiz-lid III d’ar Pardaezlid 1027

13 An den en e splannder ne gompren ket an dra-se ; +heñvel eo ouzh al loened *a zistro da vezañ mut.

E. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Ant. Ne c’hellit ket servijañ war un dro Doue hag an Arc’hant. Deiz-lid III ar Sizhun santel : Ant. Gwallgomzoù ha spont am eus gouzañvet diganto, met an Aotrou a zo ganin evel ur c’hadour galloudus. E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Ant. Lakait ho soñj e traoù an Neñv, ha n’eo ket e traoù an douar, allelouia.

Page 246: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

Antonenn 2

E. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Dastumit deoc’h teñzorioù en Neñv, eme an Aotrou. Deiz-lid III ar Sizhun santel : Va dieubit, Aotrou, ha va lakait en ho kichen, hag a-enep kement den a stourm ouzhin. E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : An Aotrou en deus dieubet va ene eus kraban an Ankou, allelouia.

II

14 Honnezh eo planedenn an dud a zo diboell o fiziañs, *honnezh eo finvez ar re a vrabañs en o c’homzoù.15 Evel ur bagad deñved mêsaet gant an Ankou, *an Ankou a bask anezho ; hag e tiskennont war-eeun da vro an Anaon, + buan e vez skarzhet kuit o skeudenn, *hag o chomadur eo poull ar bez.16 Doue avat a zieubo va ene eus dalc’h ar marv, *va zennañ a raio eus kraban an Ankou.17 Bez dinec’h p’emañ an den o pinvidikaat, *p’emañ lorc’haj e di o terc’hel da greskiñ,18 rak pa varvo ne vo kaset netra gantañ, *e binvidigezh ne ziskenno ket er bez war e lerc’h. ---1028 Sizhun II19 Kaer en devo bet e-pad e vuhez en em ziskleriañ evurus *ha kaout ar vrud da gemer e blijadur,20 e ranko evelkent mont da gaout e dadoù kozh, *ha na welint biken ken ar sklerijenn.21 An den en e splannder ne gompren ket an dra-se ; +heñvel eo ouzh al loened *a zistro da vezañ mut.

E. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Ant. Dastumit deoc’h teñzorioù en Neñv, eme an Aotrou. Deiz-lid III ar Sizhun santel : Ant. Va dieubit, Aotrou, ha va lakait en ho kichen, hag a-enep kement den a stourm ouzhin.

Page 247: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Ant. An Aotrou en deus dieubet va ene eus kraban an Ankou, allelouia.

Antonenn 3

E. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Dellezek eo an Oan bet lazhet, da resev ar c’hlod hag an enor. Deiz-lid III ar Sizhun santel : Lidlazhet oc’h bet, Aotrou, hag hon dasprenet hoc’h eus evit Doue gant priz ho kwad. E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Deoc’h-c’hwi eo, Aotrou, ar veurded hag ar c’halloudegezh hag ar c’hloar hag ivez an trec’h, allelouia.

Lidkan Dsk 4, 11 ; 5,9. 10. 12Meulgan an dud dasprenet

4,11 Dellezek ez oc’h, c’hwi, hon Aotrou hag hon Doue, *da resev ar c’hlod, an enor hag ar galloud, rak c’hwi eo hoc’h eus krouet pep tra, * ha dre ho polontez int deuet da vezañ hag int bet krouet.5,9 Dellezek oc’h, Aotrou, da resev al levr *ha da derriñ e sielloù, dre maz oc’h bet lazhet, + ha m’hoc’h eus dasprenet ha gounezet da Zoue gant ho kwad * tud eus pep meuriad ha pep yezh ha pep pobl ha pep broad, 10 dre m’hoc’h eus graet anezho d’hon Doue ur rouantelezh a veleion, *da vezañ rouaned war an douar. ---

Deiz-lid III d’ar Pardaezlid 1029

12 Dellezek eo an Oan bet lazhet, +da resev ar galloud, ar binvidigezh, ar furnez, *an nerzh, an enor, ar c’hlod, ar veuleudi.

E. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Ant. Dellezek eo an Oan bet lazhet, da resev ar c’hlod hag an enor. Deiz-lid III ar Sizhun santel : Ant. Lidlazhet oc’h bet, Aotrou, hag hon dasprenet hoc’h eus evit Doue gant priz ho kwad. E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask Ant.: Deoc’h-c’hwi eo, Aotrou, ar veurded hag ar c’halloudegezh hag ar c’hloar hag ivez an

Page 248: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

trec’h, allelouia.

Lennadenn verr, pebeilganenn, antonenn da lidkan Zakaria, aspedennoù ha pedenn, a vez rekis hervez diseurted an Eurlid.

Klozadur an Eurlid, evel en Darn voutin.

1030

DEIZ-LID IV AR SIZHUN II

D’al Lidgalvadenn

Gw/. Aotrou Doue, digorit din va muzelloù …

Songan lidgervel, 860, gant an antonenn o kenglotañ ouzh an Eurlid.

Da Eurlid al lennadenn

Gw/. Aotrou Doue, deuit d’am skoazellañ … Klod d’an Tad ...

Page 249: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

Evel ma oa…( A. P. allelouia ) Kement-se koulskoude a vez dioueret pa vez bet al Lidgalvadenn diouzhtu a-raok.

MEULGAN o kenglotañ gant an Eurlid.

SONGANADENN

Ant. 1 Ni ivez a vez hon-unan oc’h hirvoudiñ en hon diabarzh, en ur c’hortoz ma vo dieubet hor c’horfoù.

Songan 38 (39)

Aspedenn an den klañvidik

Ar Grouadelezh a voe sujet d’an distervezh … - dre youl an hini en deus he sujet,- (a zo) gant ar spi …( Rom 8, 20 ).

I2 Lavaret em boa : « Eveshaat a rin ouzh va hentoù, *evit chom hep pec’hiñ gant va zeod ; lakaat a rin ur minwask d’am genou, *par ma vo an den fall dirazon ».3 Chomet on digomz ha mut, met hep gounid ebet, *rak gwashaet eo bet din va nec’h.4 Va c’halon a oa un tan em askre, *ar flamm am dêve seul vui ma prederien.5 Hag ar gomz a zo savet d’am muzelloù : *« Va lakit, Aotrou, da anaout va zermen ;

Deiz-lid IV, da Eurlid al lennadenn 1031

ha peseurt muzul a zo d’am deizioù, *ma ouezin pegen berrbad ez on ».6 Lec’hed an dorn, setu muzul va buhez, *va deizioù, un netra dirazoc’h. Ur c’hwezhadenn nemetken eo an den. *7 Ya, evel ur skeud e tremen mab-den. En aner e fourgas da verniañ teñzorioù, *pa ne oar ket piv o dastumo da c’houde.

Ant. Ni ivez a vez hon-unan oc’h hirvoudiñ en hon diabarzh

Page 250: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

en ur c’hortoz ma vo dieubet hor c’horfoù. Ant. 2 Selaouit va fedenn, Aotrou ; na chomit ket bouzar ouzh va daeroù.

II8 Ha bremañ, petra gedal, Aotrou ? *War-zu ennoc’h en em dro va fiziañs.9 Eus va holl bec’hedoù va dieubit, *n’am roit ket da c’hoaperezh an diskiant.10 Tevel a ran, ne zigoran ken va genoù, *rak c’hwi eo an hini en deus graet se.11 Distroit diouzhin ho taolioù : *gant kounnar ho torn on pulluc’het.12 Skeiñ a rit ouzh an den gant kastiz e bec’hed, +ha krignat a rit evel un tartous e vuhez prizius. *Ur c’hwezhadenn nemetken eo an den.13 Selaouit va fedenn, Aotrou, *digorit ho tivskouarn d’am galvadenn. Na chomit ket bouzar ouzh va daeroù, +rak en ho ti amañ ned on nemet un ostiziad, *un tremener evel va holl dadoù.14 Distroit diouzhin ho sell, ma c’hellin tennañ va anal, *a-raok din mont kuit ha na vin ken amañ.

Ant. Selaouit va fedenn, Aotrou ; na chomit ket bouzar ouzh va daeroù.1032 Sizhun II

Ant. 3 Me avat en em fizian e karantez an Aotrou da holl viken. ( A. P. allelouia ).

Songan 51 (52)

A-enep ar falstamaller

Mar fell d’un den bennak en em veuliñ, ra ’n em veulo en Aotrou ( 1 Kor 1, 31 ).

3 Perak fougeal gant da zrougiezh, *

Page 251: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

o tirant dizoue ?4 Hag a-hed an deiz itrikañ fallagriezh, *oberour a drubardiezh ?5 Gwell eo ganit an droug eget ar mad, +ar gaou eget ar gwir. *6 Karout a rez an holl gomzoù tagus, o teod a dromplerezh.7 Gant-se Doue az tistrujo da viken ; +da lemel a raio kuit, da ziskrapañ eus da deltenn, *da ziframmañ eus douar ar re vev.8 Ar re vat a welo hag aon o devo *ha diwar e benn e c’hoarzhint :9 « Sed an den n’en deus ket kemeret Doue da zifenner, +met en deus bet fiziañs e braster e vadoù, *ha fougeet gant e binvidigezh ».10 Me avat evel un olivezenn o c’hlazveziñ e porzhioù ti Doue, +en em fizian e karantez an Aotrou *da viken, da holl viken.11 Ho meuliñ a rin da virviken evit ar pezh hoc’h eus graet ; +esper am eus en hoc’h anv, en abeg d’ho madelezh, *e-keñver ho fideled.

Ant. Me avat en em fizian e karantez an Aotrou da holl viken. ( A. P. allelouia ).

Gwerzad, lennadennoù ha pedenn o kenglotañ gant pep a Eurlid.

Deiz-lid IV, d’ar Meullidoù-beure 1033

D’ar Meullidoù-beure

Gw/. Aotrou Doue, deuit d’am skoazellañ… Klod d’an Tad … Evel ma oa … ( A. P. allelouia ).

Kement-se koulskoude a vez dioueret pa vez bet al Lidgalvadenn diouzhtu a-raok.

MEULGAN o kenglotañ gant an Eurlid.

SONGANADENN

Page 252: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

Antonenn I

E. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Aotrou Doue, santel-meurbet eo hoc’h hentoù : piv a zo Doue bras evel hon Doue-ni ? Deiz-lid IV ar Sizhun santel : En deiz va anken em eus klasket an Aotrou, gant va daouarn. E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : An dourioù o deus ho kwelet, o Doue, dre ar mor bleinet hoc’h eus ho pobl, allelouia.

Songan 76 (77)

O prederiañ war veuroberoù an Aotrou

Gwasket omp a bep tu, met n’omp ket flastret ( 2 Kor 4, 8 ).

2 Va mouezh a sav etrezek Doue, krial a ran ; *va mouezh etrezek Doue, ra selaouo.3 En deiz va anken e klaskan an Aotrou, +e-pad an noz ec’h astennan va daouarn *hep skuizhañ. Va ene a zinac’h ar frealz ; +4 soñjal a ran en Doue hag e laoskan huanadoù, *prederiañ a ran hag e sempl va spered.5 Derc’hel a ran digor malvennoù va daoulagad ; *ken trubuilhet on ma n’on ket evit komz.6 En deizioù a wechall e soñjan *an amzerioù tremenet a eñvoran.7 En noz e prederian em c’halon, *en em c’houlenn a ran ha va spered a glask. ---1034 Sizhun II

8 Hag-eñ eo da viken en deus hon distaolet an Aotrou, *hag-eñ ne vo ken trugarezus ouzhimp ?9 Ha steuziet eo e c’hras da virviken, *hag echu eo gant e bromesa evit atav.10 Hag ankouaet en deus Doue kaout truez, *ha serret ouzhimp e drugarez en e gounnar ?11 Ha lavarout a ran : « Setu va doan, *gwelout eo kemmet dorn dehou an Uhel-meurbet ».12 Soñjal a ran en oberoù an Aotrou, *ya, eñvoriñ a ran ho purzhudoù a-wechall.

Page 253: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

13 War hoc’h holl labourioù e prederian, *war ho taolioù-kaer en em soñjan.14 O Doue, santel-meurbet eo hoc’h hentoù ; *piv a zo Doue bras evel hon Doue-ni ?15 C’hwi eo an Doue a ra burzhudoù, *diskouezet hoc’h eus ho kalloud e-touez ar pobloù.16 Roet hoc’h eus gant nerzh ho prec’h frankiz d’ho pobl, *bugale Yakob ha Yosef.17 An dourioù o deus ho kwelet, o Doue, +an dourioù o deus ho kwelet ha krenet, * an islonkoù zoken o deus skrijet.18 Ar c’houmoul a skuilhas o doureier, +ar malkennoù a daolas o mouezh, *hag ho piroù a nijas a bep tu.19 Ho kurunoù a dregerne er gorventenn, +ho luc’hed a sklerijenne ar bed, *an douar a grenas hag a vrallas.20 Er mor e voe hoc’h hent, ho kwenodenn en doureier meur ; *ha ne voe den evit anavout roud ho kammedoù.21 Bleinet hoc’h eus ho pobl evel ur bagad-deñved *dre zorn Moizez hag Aaron.

E. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Ant. Aotrou Doue, santel-meurbet eo hoc’h hentoù : piv a zo Doue bras evel hon Doue-ni ? Deiz-lid IV ar Sizhun santel: Ant. En deiz va anken em eus klasket an Aotrou, gant va daouarn.

Deiz-lid IV, d’ar Meullidoù-beure 1035

E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Ant. An dourioù o deus ho kwelet, o Doue, dre ar mor bleinet hoc’h eus ho pobl, allelouia.

Antonenn 2

E. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask :   Lammat a ra va c’halon a joa evit an Aotrou, paouraat ha pinvidikaat a ra.

Deiz-lid IV ar Sizhun santel : Mar d-omp marv war un dro gant ar C’hrist, kredomp hor bo buhez ivez war un dro gantañ.

Page 254: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : An Aotrou a ra mervel ha bevañ, allelouia.

Lidkan 1 Shm 2, 1-10

An dud izel a drid a levenez en Doue

Diskaret en deus an dud c’halloudek diwar o zron, hag uhelaet an dud izel ; ar re naoniek en deus karget a vadoù ( Luk 1, 52-53 ).

1 Lammat a ra va c’halon a joa evit an Aotrou, *va nerzh a zo adsavet gant Doue ; va genoù a ra fent gant va enebourion, *laouenaet on bet gant ho silvidigezh.2 N’eus den ebet santel evel an Aotrou ; +n’eus nemedoc’h, Aotrou, *n’eus roc’h ebet evel hon Doue.3 Na gomzit ket ken uhel, ken rok, *dont a ra pouferezh eus ho kenoù, an Aotrou a zo un Doue gouiziek, *gantañ e vez pouezet an oberoù.4 Gwareg an dud c’halloudek a zo torret, *hag ar re a vrañselle a zo bet gourizet gant nerzh.5 Ar re o doa o gwalc’h a vo gopraet evit bara, *hag ar re naoniek o deus paouezet a labourat. An hini c’haonac’h he deus bugale betek seizh, *an hini he doa kalz bugale a zo difrouezh. ---

1036 Sizhun II

6 An Aotrou a ra mervel ha bevañ, *diskenn da vro an Ankou hag adsevel.7 Paouraat ha pinvidikaat a ra an Aotrou, *izelaat a ra, met ivez uhelaat ;8 adsevel a ra eus ar poultr an ezhommeg, *ha diwar an teil ec’h adsav ar paour, evit e azezañ e renk ar briñsed, *ha reiñ dezhañ en hêrezh un tron a c’hloar. Rak sichennoù an douar a zo d’an Aotrou, *diazezet en deus warno ar bed.

Page 255: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

9 Diwall a ra treid e vignoned, +met an dud fall a ziskenno en deñvalijenn, *n’eo ket dre an nerzh e trec’h an den.10 Brevet e vo ar re a sav enep Doue ; *taranal a ra Doue en neñvoù. Barn a raio an Aotrou dibennoù an douar, +reiñ a ra galloud d’e roue, *adsevel a ra taled e Hini sakr.

E. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Ant.  Lammat a ra va c’halon a joa evit an Aotrou, paouraat ha pinvidikaat a ra.

Deiz-lid IV ar Sizhun santel : Ant. Mar d-omp marv war un dro gant ar C’hrist, kredomp hor bo buhez ivez war un dro gantañ. E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Ant. An Aotrou a ra mervel ha bevañ, allelouia.

Antonenn 3

E. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : An Aotrou a ren ! Ra drido an douar, Deiz-lid IV ar Sizhun santel : Ar C’hrist Jezuz a zo bet lakaet da vezañ evidomp furnez eus Doue, ha reizhded ha santelidigezh ha daspren. E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Ur sklerijenn a bar evit an den just, al levenez evit an dud reizh a galon, allelouia.

Deiz-lid IV, d’ar Meullidoù-beure 1037

Songan 96 (97)

Gloar an Aotrou er varnedigezh

Ar songan-mañ a dalv silvidigezh ar bed ha feiz an holl bobloù a zo ennañ ( Sant Atanazios ).

1 An Aotrou a ren ! Ra drido an douar, *ra vo levenez gant bed an inizi. Koumoul ha koabr a zo en-dro dezhañ, *justis ha gwir a zo diazez e dron.

Page 256: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

3 An tan-flamm a gerzh dirazañ *hag a bulluc’h a bep tu e holl enebourion.4 E luc’hed a sklerijenn ar bed, *hag an douar a gren ouzh o gwelout.5 Evel koar e teuz ar menezioù dirak Doue, *dirak mestr an douar a-bezh.6 An neñvoù a skrij oc’h embann e reizhder, *an holl bobloù a wel splannder e c’hloar.7 Ra vo goloet a vezh servijerion an idoloù, +ar re a denn lorc’h eus o skeudennoù. *Stouit dirazañ, c’hwi an holl doueoù.8 Sion a glev hag en em laouena, +tridal a ra kêrioù Bro-Youda *en abeg d’ho parnedigezhioù, Aotrou.9 Rak c’hwi eo an Aotrou, an Uhel-meurbet an hini a ren war an hollved, *a zo a-us d’an holl doueoù.10 C’hwi a gar an Aotrou, kasait an droug ; +diwall a ra buhez e dud fidel, *o zennañ a ra eus daouarn ar re fall.11 Ur sklerijenn a bar evit an den just, *al levenez evit an dud reizh a galon.12 Tud just, ho pet levenez en Aotrou, *ha kanmeulit santelezh e anv.

E. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask :Ant. An Aotrou a ren ! Ra drido an douar,1038 Sizhun II

Deiz-lid IV ar Sizhun santel : Ant. Ar C’hrist Jezuz a zo bet lakaet da vezañ evidomp furnez eus Doue, ha reizhded ha santelidigezh ha daspren. E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Ant. Ur sklerijenn a bar evit an den just, al levenez evit an dud reizh a galon, allelouia.

Lennadenn verr, pebeilganenn, antonenn da lidkan Zakaria, aspedennoù ha pedenn, a vez rekis hervez diseurted an Eurlid. Klozadur al Lideuriad, evel en Darn voutin.

Page 257: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

Da Eur kreiz an deiz

Gw/. Aotrou Doue, deuit d’am skoazellañ… Klod d’an Tad… Evel ma oa… ( A. P. allelouia ).

MEULGAN arbennik da bep lidamzervezh.

SONGANADENN

E Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Antonenn, evel e Darnlevr al Lidamzervezh. E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Ant. Allelouia, allelouia, allelouia.

Songan 118 (119), 57-64

VIII (Het)

57 Va lod, en lavaret em eus, Aotrou, *eo mirout ho komzoù.58 A holl galon e pedan ho madelezh ; *ho pet truez ouzhin hervez ho promesa.59 Teurel a ran evezh ouzh an hent a heulian *evit mirout va zreid en ho testenioù.60 Hastañ a ran, hep termal, *kas da benn ho kourc’hemennoù.61 An dud fallakr a glask va fakañ en o lasoù, *met n’ankounac’han ket ho lezenn.62 E-kreiz an noz e savan d’ho meuliñ *evit reizhder ho parnedigezhioù. ---

Deiz-lid IV da Eur kreiz an deiz 1039

63 Keneil ez on da gement hini a zouj ac’hanoc’h, *da gement hini a vir hoc’h urzhioù.64 Gant ho madelezh, Aotrou, eo leun an douar ; *deskit din ho kemennadurioù.

Songan 54 (55), 2-15. 17-24

A-enep d’ur mignon faosKregiñ a reas Jezuz da gaout spont hag anken ( Mrk 14, 33 ).

I

Page 258: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

2 O Doue, digorit ho skouarn d’am fedenn, +na droit ket ho kein d’am galvadenn ; *3 taolit evezh ouzhin, respontit din. Ankeniet on ken e klemman, strafuilhet on *4 gant kriadennoù an enebour, gant kunujennoù ar pec’her.

Skeiñ a reont drougiezh ganin, *va zamall a reont gant kounnar.5 Va c’halon a zo gwasket em c’hreiz, *enkrez ar marv a zo warnon.6 Spont ha krenijenn a zo diskennet ennon, *dalc’het on gant ar spouron.7 Ha lavarout a ran : « M’am bije divaskell ar goulm *evit dinijal ha diskuizhañ,8 setu ma tec’hfen da bell-vro *ha ma z afen da chom er gouelec’h.9 Ha prestik e kavfen evidon ur repu *a-enep an avel diroll, ar gorventenn ».10 Grit dezho stonkañ, Aotrou, kenluziañ o zeodoù, *rak ne welan ken nemet drouknerzh ha dizunvaniezh e kêr.11 A-hed an deiz, a-hed an noz e reont an dro-ward war lein he mogerioù, +12 en diabarzh emañ ar muntr hag an torfed ; *ha ne dec’h ket a-ziwar he flasenn ar gaou hag an touell. ---1040 Sizhun II

II13 Ma vefe c’hoazh un enebour am dismegañsfe *e c’hellfen en gouzañv ; ma vefe en em savet ouzhin an hini am c’hasa, *ez afen da guzhat dioutañ.14 Met te, un den eus va renk, *mignon va sekredoù,15 te hag am boa dudi o taremprediñ ganit *ti santel Doue !

Page 259: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

17 Me avat a gri war-zu Doue : * Ra ’m salvo an Aotrou.18 Da serr-noz, diouzh ar beure ha da greisteiz e hirvoudan hag e huanadan, *klevout a raio va galvadenn.19 Va salviñ a raio, en ur reiñ ar peoc’h d’am ene, va dieubiñ a raio eus ar re a ra brezel din, *va enebourion niverus.20 Doue d’am selaouo, Doue d’o diskaro, *eñ hag a dron a holl viskoazh.

Rak n’eus enno kemm ebet da wellaat, *ne zoujont ket Doue.21 Hennezh a astenn e zorn enep e vignoned, *terriñ a ra e ledouet.22 Dousoc’h eget dienn eo lavaroù e vuzelloù, *met n’eus nemet brezel en e galon. Flouroc’h eget eoul eo komzoù e c’henoù, *met klezeier noazh ez int.23 Disamm da vec’h war an Aotrou, +hag eñ az skoazello ; *ne c’hell ket lezel an den reizh da vezañ hejet-dihejet da viken.24 C’hwi, o Doue, a lakay anezho *da ziskenn e poull ar foz. An dud a wad hag a douellerezh ne dapint ket an hanter eus o buhez ; *me avat, ennoc’h emañ va fiziañs, Aotrou.

Deiz-lid IV d’ar Pardaezlid 1041

E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Ant. Allelouia, allelouia, allelouia. D’an Eurlidoù all, songanadenn-glokaat, p. 1298. Lennadenn verr, gwerzad ha pedenn, a vez rekis hervez diseurtted an Eurlid. Klozadur an Eurlid, evel en Darn voutin.

D’ar Pardaezlid

Gw/. Aotrou Doue, deuit d’am skoazellañ… Klod d’an Tad …

Page 260: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

Evel ma oa … ( A. P. allelouia ).

MEULGAN o kenglotañ gant an Eurlid.

SONGANADENNAntonenn I

E. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Gortoz a reomp an esperañs evurus, an deiz m’en em ziskouezo gloar hon Salver.

Deiz-lid IV ar Sizhun santel : Lavaret o deus an dud dizeol : gwaskomp an den just, rak en dislavar emañ gant hon oberoù.

E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Arabat d’ho kalon bezañ trubuilhet ; kredit ivez ennon, allelouia.

Songan 61 (62)

Peoc’h en Doue

Doue an esperañs da roio deoc’h bezañ leuniet a beoc’h dre grediñ ( Rom 15, 13 ).

2 En Doue hepken emañ repoz va ene, *ennañ emañ va silvidigezh.3 Eñ hepken a zo va roc’hell ha va goudor, *va c’hastell-kreñv ha va repu divrall.4 Betek pegoulz, c’hwi holl, muntrerion ac’hanoc’h, +en em daolot ouzh ar paour kaezh den ez on *evel ouzh ur voger dija kostezet, ouzh ur vur o vont da gouezhañ ?1042 Sizhun II

5 Ya, ne soñjont nemet va c’has d’an traoñ ; +o flijadur a zo distagañ gevier. *O genoù a ra van da vennigañ pa n’eus nemet mallozhioù en o c’halon.6 En Doue hepken, repoz o va ene, *ennañ emañ va esperañs. 7 Eñ hepken a zo va roc’hell ha va goudor, *va c’hastell-kreñv ha va repu divrall.8 En Doue emañ va silvidigezh ha va gloar ; *

Page 261: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

va roc’h nerzhus eo Doue.9 En em fiziit ennañ dalc’hmat, c’hwi, tud ar bobl, +diskleriit dirazañ mennadoù ho kalon ; *hon diwaller eo Doue.10 Bugale Adam n’int nemet ur c’hwezhadenn, *bugale an den nemet touell. Ya sur, er balañsoù ma laker anezho, *ne bouezont ket holl ur mouchig avel.11 Na lakit ket ho fiziañs er mac’homerezh, +nag er skraperezh ur fals-esper ; *mar deu ho pinvidigezhioù da greskiñ na stagit ket ho kalon outo.12 Ur wech en deus komzet Doue, *ha daou dra am eus klevet : ez eo ar galloud tra Doue, +13 hag ar c’hras ivez ho tra deoc’h, Aotrou ; *c’hwi eo an hini a rento da bep unan hervez e oberoù.

E. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask :At. Gortoz a reomp an esperañs evurus, an deiz m’en em ziskouezo gloar hon Salver.

Deiz-lid IV ar Sizhun santel : Ant. Lavaret o deus an dud dizeol : gwaskomp an den just, rak en dislavar emañ gant hon oberoù.

E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Ant. Arabat d’ho kalon bezañ trubuilhet ; kredit ivez ennon, allelouia.

Deiz-lid IV d’ar Pardaezlid 1043

Antonenn 2 E. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : An Aotrou Doue da lakaat sklerijenn e zremm da splannañ warnomp, ha da reiñ dimp e vennozh. Deiz-lid IV ar Sizhun santel : Sammet en deus pec’hedoù kalz tud, hag evit an disentourion en deus aspedet. E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Deoc’h, o Doue, meuleudi ar pobloù, ra dridint evit ar silvidigezh roet ganeoc’h, allelouia.

Pa vez graet gant ar songan da heul evit al Lidgalvadenn, e vez lavaret en e lec’h ar songan 94 (95). p. 860.

Page 262: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

Songan 66 (67)An holl bobloù da veuliñ an Aotrou

Ra vezo anavezet ganeoc’h eo d’ar Baganed eo bet kaset ar silvidigezh-mañ digant Doue ( Ob 28, 28 ).2 Doue da gaout truez ouzhimp ha da reiñ dimp e vennozh ; *da lakaat e sklerijenn da splannañ warnomp,3 ma vo anavezet e hent war an douar, *hag e silvidigezh e-touez an holl bobloù. 4 Deoc’h, o Doue, meuleudi ar pobloù ; *deoc’h-c’hwi, meuleudi an holl bobloù.5 Ra drido a levenez ar Broadoù, +dre ma varnit ar pobloù gant reizhder, *dre ma c’houarnit broadoù an douar.6 Deoc’h, o Doue, meuleudi ar pobloù, *deoc’h-c’hwi, meuleudi an holl bobloù.7 An douar en deus roet e frouezh ; *Doue, hon Doue, en deus hor benniget,8 Doue d’hor bennigo, *ha da vezo doujet betek broioù pellañ an douar.

E. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Ant. An Aotrou Doue da lakaat sklerijenn e zremm da splannañ warnomp, ha da reiñ dimp e vennozh.

Deiz-lid IV ar Sizhun santel : Ant. Sammet en deus pec’hedoù kalz tud, hag evit an disentourion en deus aspedet.1044 Sizhun II

E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Ant. Deoc’h, o Doue, meuleudi ar pobloù, ra dridint evit ar silvidigezh roet ganeoc’h, allelouia.

Antonenn 3

E. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Ennañ eo bet krouet kement tra a zo, ha drezañ e talc’h pep tra da vezañ.

Deiz-lid IV ar Sizhun santel : Er C’hrist hon eus an dasprenidigezh dre e wad, pardon hor pec’hedoù.

Page 263: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Goloet eo an neñvoù gant e splannder, hag e veuleudioù a leugn an douar, allelouia.

Lidkan Kv. Kol 1, 12-20

An Aotrou Krist kentañ-ganet a-raok pep krouadelezhhag ar c’hentañ-ganet eus a-douez ar re varv.

12 Trugarekaomp Doue an Tad, *en deus hon lakaet barrek da gaout lod en hêrezh ar Sent er sklerijenn ;13 eñ hag en deus hon tennet eus galloud an deñvalijenn *evit hon degas e Rouantelezh e Vab karet,14 hon eus ennañ an dasprenidigezh, *ar pardon eus hor pec’hedoù ;15 eñ eo skeudenn an Doue diwelus, *ar c’hentañ-ganet a-raok pep krouadelezh,16 rak ennañ eo bet krouet kement tra a zo +en neñvoù ha war an douar, *kement a weler ha kement na weler ket, pe e ve Tronioù pe e ve Aotrouniezhoù *pe e ve Priñselezhioù pe e ve Galloudegezhioù.

Pep tra a zo bet krouet drezañ hag evitañ, +17 eñ a zo a-raok pep tra, *ha drezañ e talc’h pep tra da vezañ. ---

Deiz-lid IV d’ar Pardaezlid 1045

18 Hag eñ eo ar penn eus ar c’horf, da lavarout eo eus an Iliz +eñ eo ar pennabeg anezhi, ar c’hentañ-ganet a-douez ar re varv, *evit ma vefe dezhañ-eñ ar renk kentañ e pep doare,19 rak ennañ eo bet plijet gant Doue lakaat pep leunder da chom, *20 ha drezañ adunvaniñ ar bed a-bezh evitañ e-unan, en ur ober ar peoc’h dre wad e Groaz, *adunvaniñ drezañ kement a zo war an douar kenkoulz ha kement a zo en neñvoù.

Page 264: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

E. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Ant. Ennañ eo bet krouet kement tra a zo, ha drezañ e talc’h pep tra da vezañ.

Deiz-lid IV ar Sizhun santel : Ant. Er C’hrist hon eus an dasprenidigezh dre e wad, pardon hor pec’hedoù.

E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask: Ant. Goloet eo an neñvoù gant e splannder, hag e veuleudioù a leugn an douar, allelouia.

Lennadenn verr, pebeilganenn, antonenn da lidkan Zakaria, aspedennoù ha pedenn, a vez rekis hervez diseurted an Eurlid.

Klozadur an Eurlid, evel en Darn voutin.

1046

DEIZ-LID V AR SIZHUN II

D’al Lidgalvadenn

Gw/. Aotrou Doue, digorit din va muzelloù …

Songan lidgervel, 860, gant an antonenn o kenglotañ ouzh an Eurlid.

Da Eurlid al lennadenn

Gw/. Aotrou Doue, deuit d’am skoazellañ … Klod d’an Tad ...Evel ma oa…( A. P. allelouia ) Kement-se koulskoude a vez dioueret pa vez bet al Lidgalvadenn

Page 265: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

diouzhtu a-raok.

MEULGAN o kenglotañ gant an Eurlid.

SONGANADENN

Ant. 1 Hon salvet hoc’h eus, Aotrou, hag hoc’h anv a ganmeulimp da virviken ( A. P. allelouia )

Songan 43 (44)

Gwallreuzioù ar bobl

Met e kement-se n’eo ket diaes dimp trec’hiñ dre an Hini en deus karet ac’hanomp ( Rom 8, 37 ).

I2 O Doue, klevet o deus hon divskouarn ; +danevellet o deus dimp hon tadoù *an oberenn hoc’h eus kaset da benn en o deizioù, en amzer a-wechall.3 Gant ho torn evit o flantañ ho poa skarzhet kuit ar pobloù, *evit reiñ dezho frankiz ho poa skubet ar broadoù.4 Rak n’eo ket o c’hleze en divije aloubet ar vro, *n’eo ket o brec’h he divije o lakaet da drec’hiñ ; met ho torn dehou hag ho prec’h deoc’h-c’hwi ha sklerijenn ho fas, *pa garec’h anezho. ---

Deiz-lid V, da Eurlid al lennadenn 1047

5 C’hwi, va Roue ha va Doue, eo an hini *a c’hourc’hemenne an trec’h evit Yakob.6 Ganeoc’h hon eus dispennet hon enebourion, *hag en hoc’h anv hon eus mac’het hon argaderion.7 Nann, n’eo ket em gwareg em eus bet va fiziañs, *nann n’eo ket va c’hleze en deus va lakaet da drec’hiñ.8 Met c’hwi eo hoc’h eus hon salvet diouzh hon enebourion, *c’hwi eo hoc’h eus diskaret an holl dud hon c’hasae.9 En Doue dalc’hmat hon eus lakaet hon levenez, *hag hoc’h anv hon eus kanmeulet da virviken.

Ant. Hon salvet hoc’h eus, Aotrou, hag hoc’h anv a

Page 266: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

ganmeulimp da virviken ( A. P. allelouia ) Ant. 2 Espernit-ni, Aotrou, na vo ket disprizet hoc’h hêrezh.

II10 Ha koulskoude hoc’h eus hon distaolet ha sammet a vezh, *ne gerzhit mui war-raok e penn hon armeoù.11 Hon lakaet hoc’h eus da gilañ dirak hon enebourion, *hag ar re hon c’hasae o deus hon dibourc’het.12 Graet hoc’h eus ac’hanomp deñved mat da lazhañ, *hon dastrewet hoc’h eus e-touez ar broadoù.13 Evit netra hoc’h eus gwerzhet ho pobl, *n’eo ket diwar he friz oc’h bet pinvidikaet.14 Graet hoc’h eus ac’hanomp un dismegañs evit hon amezeion, *un danvez a c’hoap hag a c’hoari evit an dud en-dro dimp.15 Lakaet hoc’h eus ar baganed da fablennañ war hon divout, *tud ar pobloù a hej o fenn ouzh hor gwelout.16 A-hed an deiz emañ va dizenor dirak va daoulagad, *ha ruzder ar vezh a c’holo va fas,17 pa griont ouzhin o dismegañs, o c’hunujennoù, *pa welan kasoni an enebour.

Ant. Espernit-ni, Aotrou, na vo ket disprizet hoc’h hêrezh.1048 Sizhun II

Ant. 3 Savit, Aotrou, hag hon dieubit en abeg d’ho trugarez ( A. P. allelouia ).

III18 Se a c’hoarvez ganimp, + hep n’hor bije hoc’h ankouaet, *hep n’hor bije treitouret hoc’h emglev.19 Nann, n’he deus ket hon c’halon en em droet diouzhoc’h, *hon treid n’o deus ket tec’het diwar ho kwenodenn.20 Perak hor breviñ bremañ gant an anken, *perak hor goleiñ gant teñvalijenn ar marv ?21 Mar hor bije ankouaet anv santel hon Doue, *

Page 267: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

astennet hon daouarn etrezek un doue estren,22 ne vije ket chomet an dra-se kuzh da Zoue, *rak eñ a anav sekredoù ar galon.23 Met en abeg deoc’h e vezomp muntret bemdez, *ha sellet evel deñved mat da lazhañ.24 Savit neuze ! Perak kousket, Aotrou ? *Dihunit, ha n’hon distaolit ket da holl viken.25 Perak e kuzhit ouzhimp ho fas, *hag ankouaat a rit hon reuz hag hon gwaskidigezh ?26 A-stok hon c’horf emaomp astennet er poultr, *hon c’hof a chom peg ouzh an douar. Savit, deuit d’hor skoazellañ, *hag hon dieubit en abeg d’ho trugarez.

Ant. Savit, Aotrou, hag hon dieubit en abeg d’ho trugarez.( A. P. allelouia ).

Gwerzad, lennadennoù ha pedenn o kenglotañ gant pep a Eurlid.

Deiz-lid V, d’ar Meullidoù-beure 1049

D’ar Meullidoù-beure

Gw/. Aotrou Doue, deuit d’am skoazellañ… Klod d’an Tad … Evel ma oa … ( A. P. allelouia ). Kement-se koulskoude a vez dioueret pa vez bet al Lidgalvadenn diouzhtu a-raok.

MEULGAN o kenglotañ gant an Eurlid.

SONGANADENN

Antonenn I

E. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask: :Dihunit, Aotrou, en ho kalloudegezh, ha deuit d’hor salviñ.

Page 268: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

Deiz-lid V ar Sizhun santel : Gwelit, Aotrou, sellit emaon heskinet, buan selaouit ac’hanon. E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Me eo ar winienn, ha c’hwi ar skourroù, allelouia.

Songan 79 (80)Grit gweladenn, Aotrou, d’ho kwinienn

Deuit, Aotrou Jezuz ( Dsk 22, 20 ).2 Pastor Israel, taolit pled da selaou, *c’hwi hag a ren bugale Yozef evel un tropell-deñved. C’hwi azezet war ar Geroubed, parit *3 dirak Efraim, Beniamin ha Manase. Dihunit en ho kalloudegezh, *ha deuit d’hor salviñ. 4 Doue ar galloudoù, adsavit ac’hanomp, *lakit sklerijenn ho fas da splannañ warnomp, ha salvet e vimp.5 Aotrou Doue ar galloudoù, * betek pegoulz e viot kounnaret goude m’emañ ho pobl ouzh ho pediñ ?6 Gant bara ar glac’har hoc’h eus he maget, *ha roet dezhi daeroù a-builh da evañ.7 Hon lakaet hoc’h eus da zanvez a dabud evit hon amezeion,* hon enebourion a ra goap ouzhimp. ---1050 Sizhun II

8 Doue ar galloudoù, adsavit ac’hanomp, * lakit sklerijenn ho fas da splannañ warnomp, ha salvet e vimp.9 Ur winienn ho poa tennet gwechall eus Bro-Egipt, *ha skarzhet ho poa ar broadoù evit he flantañ.10 Kempennet ho poa an dachenn eviti, *ha leizh an douar he devoa sanket he gwrizioù.11 Gant he skeud e oa goloet ar menezioù, *hag ar sedrez uhel gant he skourroù ;12 astenn a rae betek ar mor he brankoù, * ha betek ar stêr he bountadennoù.13 Perak hoc’h eus freuzet he moger, *

Page 269: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

ma skrap diwarni an holl dremenerion ?14 ma tismantr anezhi hoc’h gouez ar c’hoadeier, * ha ma lonk diouti loened ar maezioù ?15 Doue ar galloudoù, distroit, *stouit eus lein an neñvoù ha sellit ha deuit d’ober ur gwel d’ar winienn-se.16 Hag he diwallit hi hag a oa bet plantet gant ho torn dehou, *ar mab hoc’h eus kennerzhet evidoc’h.17 Met ar re o deus skoet tan enni, evel e loustoni, *ra vint kaset da get gant gourdrouz ho fas.18 Ra vo aze ho torn da skoazellañ den ho prec’h dehou, *ar mab hoc’h eus kennerzhet evidoc’h.19 Ne fell ket dimp pellaat diouzhoc’h ken da virviken, *roit dimp buhez en-dro hag e kanmeulimp hoc’h anv.20 Aotrou Doue ar galloudoù, adsavit ac’hanomp *lakit sklerijenn ho fas da splannañ warnomp, ha salvet e vimp.

E. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Ant. Dihunit, Aotrou, en ho kalloudegezh, ha deuit d’hor salviñ. Deiz-lid V ar Sizhun santel : Ant. Gwelit, Aotrou, sellit emaon heskinet, buan selaouit ac’hanon. E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Ant. Me eo ar winienn, ha c’hwi ar skourroù, allelouia.

Deiz-lid V, d’ar Meullidoù-beure 1051

Antonenn 2

E. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Marzhioù en deus graet an Aotrou, ra vezint anavezet war an douar a-bezh. Deiz-lid V ar Sizhun santel : Setu an Doue en deus roet an trec’h din ; fiziañs am eus, n’em eus ket aon, E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Tennañ a reot dour gant levenez diouzh andonioù ar Silvidigezh., allelouia.

Lidkan Ysh 12, 1-6

Ar bobl dasprenet o tridal a joa

Piv bennak en deus sec’hed, ra zeuio d’am c’haout ha ra evo( Yn 12, 1-6 ).

Page 270: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

.1 Meuleudi deoc’h, Aotrou, kounnaret oc’h bet ouzhin, *met distroet ho kounnar, e frealzit ac’hanon.2 Setu an Doue en deus roet an trec’h din ; *fiziañs am eus, n’em eus ket aon, rak va nerzh ha va c’han eo an Aotrou, *bet eo evidon an trec’h.3 Tennañ a reot dour gant levenez *diouzh andonioù ar silvidigezh.4 hag e lavarot an deiz-se : *« Trugarekait an Aotrou, aspedit e anv, brudit e-touez ar pobloù e oberoù ; *degasit soñj ez eo dreist e Anv.5 Kanmeulit d’an Aotrou, rak marzhioù en deus graet ; *ra vezint anavezet war an douar a-bezh. 6 Youc’h ha kan, annezadez Sion, *rak bras eo en da greiz Sant Israel ».

E. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Ant. Marzhioù en deus graet an Aotrou, ra vezint anavezet war an douar a-bezh. Deiz-lid V ar Sizhun santel : Ant. Setu an Doue en deus roet an trec’h din ; fiziañs am eus, n’em eus ket aon, E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Ant. Tennañ a reot dour gant levenez diouzh andonioù ar Silvidigezh., allelouia.1052 Sizhun II

Antonenn 3

E. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Youc’hit gant levenez da Zoue, hor skoazeller. + Deiz-lid V ar Sizhun santel : Hor maget en deus an Aotrou gant flour ar gwinizh, hag eus mel ar roc’hell en deus roet hor gwalc’h dimp. E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask: Hor maget en deus an Aotrou gant flour ar gwinizh, allelouia.

Songan 80 (81)

Gouel-meur nevezidigezh an emglev

Page 271: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

Diwallit na vefe en unan bennak ac’hanoc’h ur galon fall difeiz ( Heb 3, 12 ).

2 Youc’hit gant levenez da Zoue, hor skoazeller, *+ gant brasañ joa , meulit Doue Yakob.3 Skoit evit ar c’han war an daboulinig, *stokit ouzh an delenn heson hag al lirenn.4 Sonit gant ar c’horn evit al loar nevez, *evit al loargann, evit hon deiz-gouel.5 Sed un dra bet divizet evit Israel, *ur gourc’hemenn a-berzh Doue Yakob,6 Ur reolenn diazezet evit Yozef, +pa’z eas er-maez eus douar Bro-Egipt ; *klevet az poa ur yezh n’anavezes ket :7 « Met ar bec’h am eus tennet diwar da choug ; *da zaouarn am eus diskroget diouzh ar baner.8 Pa gries a-greiz da anken em eus da zieubet, +respontet em eus dit, kuzhet er c’hurunoù, *da amprouet em eus e dourioù Meriba.9 Selaou, va fobl, ar c’hemenn a roan dit, *o Israel, ma c’hellfes va selaou !10 Arabat dit kaout ganit doueoù estrañjour, *na stouiñ dirak un doue diavaeziat.

Deiz-lid V da Eur kreiz an deiz 1053

11 Me eo an Aotrou, da Zoue, +am eus da dennet eus douar Bro-Egipt ; *digor da c’henoù, hag e leuniañ a rin. 12 Met va fobl n’he deus ket selaouet va mouezh, *Israel n’en deus ket sentet ouzhin.13 Hag o lezet em eus da heuliañ kaleter o c’halon, *ha da gerzhout hervez o mennadoù.14 A, mar plijfe d’am fobl selaou ac’hanon, *ma kerzhfe Israel gant va hentoù !15 En un taol e tiskarfen e enebourion *ha war e waskerion e kouezhfe va dorn.

Page 272: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

16 Ar re o deus kasoni ouzh an Aotrou a rafe ardoù dezhañ, *ha spouronet e chomfent da viken ;17 eñ avat, gant flour ar gwinizh e vagfen anezhañ, *hag eus mel ar roc’hell e rofen e walc’h dezhañ ».

E. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Ant. Youc’hit gant levenez da Zoue, hor skoazeller. Deiz-lid V ar Sizhun santel : Ant. Hor maget en deus an Aotrou gant flour ar gwinizh, hag eus mel ar roc’hell en deus roet hor gwalc’h dimp. E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Ant. Hor maget en deus an Aotrou gant flour ar gwinizh, allelouia.

Lennadenn verr, pebeilganenn, antonenn da lidkan Zakaria, aspedennoù ha pedenn, a vez rekis hervez diseurted an Eurlid. Klozadur al Lideuriad, evel en Darn voutin.

Da Eur kreiz an deiz

Gw/. Aotrou Doue, deuit d’am skoazellañ… Klod d’an Tad… Evel ma oa… ( A. P. allelouia ).

MEULGAN arbennik da bep lidamzervezh.

SONGANADENN

E Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Antonenn, evel e Darnlevr al Lidamzervezh. E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Ant. Allelouia, allelouia, allelouia.1054 Sizhun II

Songan 118 (119), 65-72

IX (Tet)

65 Graet hoc’h eus vad d’ho servijer, *hervez ho lavar, Aotrou.66 Deskit din skiant-vat ha furnez, *rak feiz am eus en ho kourc’hemennoù.67 A-raok anaout ar glac’har em boa kerzhet a-dreuz ; *bremañ avat e talc’han d’ho lavar.68 C’hwi a zo mat ha madelezhus, *deskit din ho kemennadurioù.

Page 273: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

69 Tud faeüs a glask va stlabezañ gant o gevier, me avat, a-greiz kalon a vir hoc’h urzhioù.70 Stouvet eo o c’halon ha c’hwezhet gant an druzoni, *me avat, en ho lezenn emañ va dudi.71 Un dra vat eo bet evidon anaout ar glac’har, *ha deskiñ justis ho kemennadurioù.72 Evidon eo priziusoc’h lezenn ho kenoù *eget aour hag arc’hant a-vernioù.

Songan 55 (56), 2-7 b. 9-14

Fiziañs startaet war lavar Doue

Ar C’hrist a zo diskouezet en e c’houzañvidigezh ( St Jerom ).

2 Ho pet truez ouzhin, o Doue, rak flastret on gant an den, *a-hed an deiz emañ va enebour ouzh va gwaskañ.3 A-hed an deiz ez on kalemarc’het ganto, *rak niverus eo ar re a stourm a-enep din.4 Doue meurbet-uhel ! En deiz ar spouron, *e lakan va fiziañs ennoc’h-c’hwi.5 Doue a ganmeulin evit gwirionez e lavar, +en Doue em eus fiziañs ; *n’em eus spont ebet ken : petra a c’hellfe an den a-enep din ?

Deiz-lid V da Eur kreiz an deiz 1055

6 A-hed an deiz e lavaront din komzoù flemmus, *o holl venozioù a ijin va gwalleur.7 En em strollañ a reont e kuzh * evit spiañ va c’hammedoù.9 O Doue, displeget em eus deoc’h va zrubuilhoù : +kutuilhit en ho sac’h-dour va daeroù ; *hag-eñ n’int ket merket en ho levr-kontoù ?10 Emañ va enebourion o vont da gilañ, +en deiz ma c’halvin ac’hanoc’h : *gouzout mat a ouzon emañ Doue a-du ganin.11 Va c’homzoù a rento meuleudi da Zoue, *

Page 274: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

Doue a ganmeulin evit gwirionez e lavar,12 en Doue em eus fiziañs ; *n’em eus spont ebet ken : petra a c’hellfe an den a-enep din ?13 Deoc’h e tlean, o Doue, ar gouestloù am eus graet ; *kinnig a rin deoc’h sakrifisoù a veuleudi,14 rak salvet hoc’h eus va ene eus ar marv +ha diwallet va zreid diouzh an drouklamm, *ma vin evit kerzhout dirazoc’h, o Doue, e sklerijenn ar vuhez.

Songan 56 (57)

Pedenn-veure en doan

Ar songanenn-mañ a gan Pasion an Aotrou ( St Aogustin )

2 Ho pet truez ouzhin, o Doue, ho pet truez ouzhin, *rak ennoc’h en em repu va ene ; ha dindan skeud ho tivaskell e klaskan va goudor, *ken na vo tremenet ar c’haouad.3 Krial a ran war-zu Doue, an Uhel-meurbet, *an Doue leun a vadelezh em c’heñver.4 Eus an neñvoù ra gaso din e silvidigezh ; +ra ziskaro va holl heskinerion. *Kas a ray Doue e c’hras hag e wirionez.1056 Sizhun II

5 Setu me gourvezet e-touez leoned *naon ganto da lonkañ bugale an dud. O dent a zo goafioù ha biroù *hag o zeod ur c’hleze nevez-lemmet.6 Savit, o Doue, a-us d’an neñvoù, *ho kloar da barañ war an douar a-bezh.7 Stegnet o devoa ur roued dindan va c’hammedoù, *gwaskañ a raent war va buhez ; kleuziet o devoa un toull-trap dirazon, *ha setu-int kouezhet e-barzh.8 Start eo va c’halon, o Doue, +

Page 275: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

start eo va c’halon ; *9 kanañ a rin, kanañ a rin ur meulgan. Dihun, o va ene, +dihunit, telenn ha kitar, *ma tivoredin ar gouloù-deiz.10 Ho meuliñ a rin e-touez ar pobloù, Aotrou, *ho kanañ a rin e-mesk ar Broadoù,11 rak bras eo ho madelezh, ken bras hag an neñvoù, *uhel evel an oabl ho fealded.12 Savit, o Doue, a-us d’an neñvoù, *ho kloar da barañ war an douar a-bezh.

E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Ant. Allelouia, allelouia, allelouia.

D’an Eurlidoù all, songanadenn-glokaat, p. 1298.

Lennadenn verr, gwerzad ha pedenn, a vez rekis hervez diseurtted an Eurlid. Klozadur an Eurlid, evel en Darn voutin.

D’ar Pardaezlid

Gw/. Aotrou Doue, deuit d’am skoazellañ… Klod d’an Tad … Evel ma oa … ( A. P. allelouia ).

MEULGAN o kenglotañ gant an Eurlid.Deiz-lid V d’ar Pardaezlid 1057

SONGANADENNAntonenn 1

E. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Da lakaet em eus da sklerijenn ar Broadoù, ma vezi va silvidigezh betek dibennoù an douar.

Deiz-lid V da Goan-Fask an Aotrou : Ar C’hentañ-ganet a-douez ar re varv, Roue-meur rouaned an douar en deus graet ac’hanomp ur rouantelezh evit Doue e Dad.

E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Eñ a zo bet diazezet gant Doue da varner ar re vev hag ar re varv, allelouia.

Page 276: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

Songan 71 (72)

Galloud roueel ar Mesiaz

O vezañ digoret o c’hasedigoù e kinnigjont dezhañ da brof, aour, ezañs ha mir ( Mzh 2, 11 ).

I1 O Doue, roit d’ar Roue ho reizhder evit barn, *hag ho spered a justis da vab ar Roue ;2 dezhañ da ren ho pobl gant eeunded, *hag ho peorion hervez ar gwir.3 Ar menezioù da zegaso ar peoc’h d’ar bobl, *hag an torgennoù, ar justis.4 Rentañ a ray o gwir d’an dud vihan, +salviñ a raio bugale an dud reuzeudik, *hag e flastro ar mac’homer.5 Hag e pado evel an heol hag evel al loar, *a rummad da rummad.6 Diskenn a raio evel glav war al leton, *evel ur c’hlebiadenn o tourañ an douar.7 Ar justis a vleunio en e zeizioù ha leunder ar peoc’h, *keit ha ma pado al loar.8 Ha ren a ray eus an eil mor d’egile, *eus ar stêr betek fin an douar. ---

1058 Sizhun II

9 Dirazañ e stouo e holl enebourion, *en ur lipat ar poultr.10 Rouaned Tarsis ha re an Inizi a brofo dezhañ roadoù, *rouaned Arabia ha re Bro-Saba a zegaso donezonoù.11 An holl rouaned a soublo dirazañ, *an holl vroadoù e servijo.

E. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Ant. Da lakaet em eus da sklerijenn ar Broadoù, ma vezi va silvidigezh betek dibennoù an douar. Deiz-lid V da Goan-Fask an Aotrou : Ant. Ar C’hentañ-ganet a-

Page 277: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

douez ar re varv, Roue-meur rouaned an douar en deus graet ac’hanomp ur rouantelezh evit Doue e Dad. E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Ant. Eñ a zo bet diazezet gant Doue da varner ar re vev hag ar re varv, allelouia.

Antonenn 2

E. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Saveteiñ a ray mibion ar beorion ; eus ar mac’homerezh hag ar feulster e taspreno o ene. Deiz-lid V da Goan-Fask an Aotrou : Dieubiñ a raio an Aotrou an den paour diouzh ar galloudeg, an ezhommeg diskoazell. E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Ennañ e vo benniget holl veuriadoù an douar, allelouia.

II

12 Rak dieubiñ a ray an den paour o c’hervel, *an ezhommeg diskoazell.13 Truez en devo ouzh an den gwan ha reuzeudik, *saveteiñ a ray buhez ar beorion.14 O dieubiñ a ray eus ar mac’homerezh, *o gwad a vo prizius dirak e zaoulagad.15 Bevañ a raio ha profet e vo dezhañ eus aour Bro-Saba, +dalc’hmat e vo pedet evitañ ; *bemdez e vezo benniget.

Deiz-lid V d’ar Pardaezlid 1059

16 Ha fonnusted a winizh a vo war an douar, *betek war gern ar menezioù ; ma sourro ar pennoù-ed evel gwez al Liban, *ken stank ha geot an douar.17 Da viken e vo benniget e anv, *e vrud a bado keit hag an heol. Ennañ e vo benniget holl veuriadoù an douar, *an holl vroadoù en disklerio evurus.18 Ra vo benniget an Aotrou, Doue Israel, *a ra burzhudoù, e-unan hepken.19 Ra vo benniget da viken e anv a splannder, *

Page 278: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

ra vo leun gant e c’hloar an douar a-bezh. Amen, amen.

E. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Ant. Saveteiñ a ray mibion ar beorion ; eus ar mac’homerezh hag ar feulster e taspreno o ene. Deiz-lid V da Goan-Fask an Aotrou : Ant. Dieubiñ a raio an Aotrou an den paour diouzh ar galloudeg, an ezhommeg diskoazell. E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Ant. Ennañ e vo benniget holl veuriadoù an douar, allelouia.

Antonenn 3

E. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Bremañ eo deuet da wir silvidigezh ha roueelezh hon Doue. Deiz-lid V da Goan-Fask an Aotrou : Ar Sent o deus gounezet an trec’h dre wad an Oan, dre ar Gomz m’int bet testoù eviti. E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Jezuz Krist, dec’h hag hiziv, bepred an hevelep hini, ha da holl viken, allelouia.

Lidkan Dsk 11, 17-18 ; 12, 10b-12aBarnadenn Doue

11,17 Ho trugarekaat a reomp, * Aotrou Doue, c’hwi an Hollc’halloudeg, an hini a zo hag a oa, * dre m’hoc’h eus kemeret en ho torn ho kalloud bras evit ren da roue. ---

1060 Sizhun II

18 Ar broadoù o doa en em savet gant kounnar, * met setu deuet ho konnar-c’hwi, ar c’houlz evit ar re varv da vezañ barnet ;ar c’houlz da reiñ o gopr d’ho servijerion ar brofeded, ar sent * hag ar re o deus doujet hoc’h anv, ar re vihan hag ar re vras.12,10 Bremañ eo deuet da wir silvidigezh, nerzh, roueelezh hon Doue * ha galloud e Grist. Rak stlapet eo bet d’an traoñ tamaller hor breudeur, * an hini o zamalle dirak hon Doue deiz ha noz.

Page 279: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

11 Int ivez o deus trec’het warnañ dre wad an Oan *ha dre lavar o zesteni. Rak disprizet o deus o buhez * betek mervel.12 Dre-se bezit laouen, o Neñvoù, *ha c’hwi, ar re a chom enno.

E. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Ant. Bremañ eo deuet da wir silvidigezh ha roueelezh hon Doue. Deiz-lid V da Goan-Fask an Aotrou : Ant. Ar Sent o deus gounezet an trec’h dre wad an Oan, dre ar Gomz m’int bet testoù eviti. E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Ant. Jezuz Krist, dec’h hag hiziv, bepred an hevelep hini, ha da holl viken, allelouia.

Lennadenn verr, pebeilganenn, antonenn da lidkan Zakaria, aspedennoù ha pedenn, a vez rekis hervez diseurted an Eurlid.

Klozadur an Eurlid, evel en Darn voutin.

1061

DEIZ-LID VI AR SIZHUN II

D’al Lidgalvadenn

Gw/. Aotrou Doue, digorit din va muzelloù …

Songan lidgervel, 860, gant an antonenn o kenglotañ ouzh an Eurlid.

Da Eurlid al lennadenn

Gw/. Aotrou Doue, deuit d’am skoazellañ … Klod d’an Tad ...Evel ma oa…( A. P. allelouia ) Kement-se koulskoude a vez dioueret pa vez bet al Lidgalvadenn diouzhtu a-raok.

Page 280: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

MEULGAN o kenglotañ gant an Eurlid.

SONGANADENN

Ant. 1 N’am c’hastizit ket en ho fulor, Aotrou.

Songanenn 37 (38)Galvadenn ar pec’her en em gav penn-da-benn en argoll

Holl dud e anaoudegezh en em zalc’he a-ziabell ( Luk 23, 49 ).

I

2 Aotrou, na damallit ket ac’hanon en ho kounnar, * n’am c’hastizit ket en ho fulor,3 rak ho piroù a zo sanket ennon, *ha warnon eo kouezhet pouez ho torn.4 Netra dic’houli em c’horf * gant ho puanegezh, netra yac’h em eskern * en abeg d’am fec’hed.5 Rak va mankoù, beuzet on dindano, *hag evel ur bec’h pounner e pouezont warnon

Ant. N’am c’hastizit ket en ho fulor, Aotrou.1062 Sizhun II

Ant. 2 Aotrou, dirazoc’h emañ va holl c’hoantoù ( A. P. allelouia )

II

6 Flaer ar breinadur a sav eus va goulioù, *setu frouezh va follentez.7 Daoubleget on ha mantret a-grenn ; *a-hed an deiz e kerzhan gant ur penn teñval.8 Rak terzhienn a zo ganin leizh va c’horf, *n’eus ken netra yac’h ennon.9 Dinerzhet on ha brevet ha divi, *garmiñ a ran evel ul leonez o yudal.

Page 281: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

10 Aotrou, dirazoc’h emañ va holl c’hoantoù, *ouzhoc’h n’eo ket kuzh va hirvoud.11 Va c’halon a dalm, va nerzh am dilez, *ha zoken gouloù va daoulagad a ya kuit diganin.12 Va mignoned a chom pell diouzh va gouli, *ha va zud kar ne dostaont ket.13 Korvigellerezh a ijiner a-enep va buhez, +ar re a glask va gwalleur a c’hourdrouz ar marv din, *a-hed an deiz ec’h itrikont taolioù ganas.

Ant. Aotrou, dirazoc’h emañ va holl c’hoantoù (A. P. allelouia )

Ant. 3 Va fallagriezh, hec’h anzav a ran deoc’h ; n’am dilezit ket, Aotrou, va salver (A. P. allelouia )

III14 Me avat, evel un den bouzar, ne glevan ket, *me a zo evel un den mut na zigor ket e veg ;15 tremen a ran evit un den na glev ket, *unan ha n’en deus respont ebet en e c’henoù. ---

Deiz-lid VI, d’ar Meullidoù-beure 1063

16 Rak c’hwi, Aotrou, eo an hini a esperan ennañ, *c’hwi a responto, Aotrou, va Doue.17 Lavaret em eus : « Grit na c’hoarzho ket ar re-se diwar va fenn ; *pa vank din va zroad, n’o lezit ket da drec’hiñ ! ».18 Rak setu me dare da gouezhañ, *dalc’hmat emañ va foan dirazon.19 Va fallagriezh, hec’h anzav a ran, *enkrezet on en abeg d’am fec’hed.20 Galloudus eo ar re am dizarbenn hep abeg, *gwall stank eo ar re am c’hasa en-gaou,21 ar re a rent din an droug evit ar mad, *a damall ac’hanon dre ma klaskan ar reizhder.

Page 282: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

22 N’am dilezit ket da viken, Aotrou ; *va Doue, na chomit ket pell diouzhin.23 Hastit, deuit buan d’am skoazellañ, *c’hwi, va Aotrou, ha va salver.

Ant. Va fallagriezh, hec’h anzav a ran deoc’h ; n’am dilezit ket, Aotrou, va salver ( A. P. allelouia ).

Gwerzad, lennadennoù ha pedenn o kenglotañ gant pep a Eurlid.

D’ar Meullidoù-beure

Gw/. Aotrou Doue, deuit d’am skoazellañ… Klod d’an Tad … Evel ma oa … ( A. P. allelouia ). Kement-se koulskoude a vez dioueret pa vez bet al Lidgalvadenn diouzhtu a-raok.

MEULGAN o kenglotañ gant an Eurlid.

SONGANADENNAntonenn I

E. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Ur galon brevet ha glac’haret, Aotrou Doue, ne zisprizit ket. E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Az pez fiziañs, va mab, : pardonet eo dit da bec’hedoù, allelouia.1064 Sizhun II

Songan 50 (51)Ho pet truez ouzhin, Aotrou Doue

Bez’ e tleit en em neveziñ a spered hag a soñj ha gwiskañ warnoc’h an Den nevez ( Efz 4, 23, 24 ).

3 Ho pet truez ouzhin, Aotrou Doue, *hervez braster ho madelezh ; hag hervez ho trugarez divent *tennit kuit va fallagriezh.4 Va gwelc’hit da vat eus va zorfed, *va glanait eus va fec’hed.5 Rak anavezout a ran va fallentez, *dirazon emañ dalc’hmat va fec’hed.6 A-enep deoc’h hepken em eus pec’hed, *

Page 283: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

graet em eus ar pezh a zo drouk dirazoc’h, en doare ma’z oc’h just en ho setañs *ha direbech en ho parnedigezh.7 E-kreiz an droug ez on bet ganet, *ha pec’her ez on bet krouet gant va mamm.8 C’hwi avat a c’houlenn lealded er galon, *hag e don va spered e teskit din ho furnez.9 Skuilhit warnon ho tour santel ma vin glanaet ;*va gwelc’hit hag e vin gwennoc’h eget an erc’h.10 Va lakit da glevout levenez ha dudi, *ma trido en-dro an eskern hoc’h eus brevet.11 Distroit ho sell diouzh va fec’hedoù, *ha diverkit va holl dorfedoù.12 Krouit ennon ur galon dinamm, o Doue, *hag a-nevez lakit ennon ur spered nerzhus.13 N’am argasit ket pell diouzhoc’h, *ha na dennit ket diganin ho Spered Santel.14 Roit din en-dro levenez ho silvidigezh, *ha lakit ennon ur galon divrall.15 Neuze e teskin hoc’h hentoù d’ar re zianket, *ha davedoc’h e tistroio ar bec’herion.

Deiz-lid VI, d’ar Meullidoù-beure 1065

16 Va dieubit eus ar c’hastiz, o Doue, va salver, *ha va zeod a drido da veuliñ ho reizhder.17 Aotrou, digorit din va muzelloù, *ha va genoù a embanno ho meuleudi.18 Ne blij ket deoc’h ar sakrifisoù-loened, *mar kinnigan un holokost, n’houlit ket anezhañ.19 Va sakrifis-me, o Doue, eo ur spered mantret, *ur galon brevet ha glac’haret ne zisprizit ket.20 En ho madelezh bezit trugarezus ouzh Sion, *hag adsavit murioù Jeruzalem.21 Neuze e plijo deoc’h ar sakrifisoù a reizhder, an holokost, ar brofadenn beurvat ; *neuze war an aoter e vo kinniget deoc’h kojened.

Page 284: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

E. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Ant. Ur galon brevet ha glac’haret, Aotrou Doue, ne zisprizit ket.

E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Ant. Az pez fiziañs, va mab, : pardonet eo dit da bec’hedoù, allelouia.

Antonenn 2

E. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : En ho puanegezh, Aotrou, ho pet soñj da gaout truez. E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Aet oc’h da sikour ho pobl, ha da salviñ hoc’h Hini sakr, allelouia.

Lidkan Hbk 3, 2-4. 13a. 15-19

Doue o tont da varn

Savit ho penn, rak tost eo ho tasprenedigezh ( Luk 21, 28 ).

2 Aotrou, klevet em eus ho prud, *doujañs am eus, Aotrou, ouzh ho labour. E-kerzh ar bloavezhioù hel lakit da advevañ, *e-kerzh ar bloavezhioù-mañ da vezañ anavezet. En ho puanegezh, *ho pet soñj da gaout truez. ---

1066 Sizhun II 3 Doue a zeu eus Teman, *ar Sant eus menez Paran. Goloet eo an neñvoù gant e splannder, *hag e veuleudioù a leugn an douar.4 E sked a zo evel ar sklerijenn, +bannoù en deus o tont eus e zorn : *eno emañ kuzhet e nerzh. 13 Aet oc’h da sikour ho pobl, *ha da salviñ hoc’h Hini sakr.15 Kerzhout a rit dre ar mor gant ho kezeg, *war ar bernioù doureier-meur.16 Klevout a ran, krenañ a ra va c’horf, *

Page 285: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

ouzh an trouz-mañ e tarlamm va muzelloù. Hag e teu va eskern da vreinañ, *ha dindanon e krenan. Dinec’h on evit an deiz-se a enkrez, *emañ o sevel war ar bobl a wast ac’hanomp.17 Ar fiezenned ne vleugnint ken, *ne vo ket a frouezh er winienn ; touellus pezh a roio an olivezenn, *er parkeier ne vo ken a voued ; mankout a ra ar c’hrevier a zeñved, *ha n’eus ket a saout er staolioù.18 Met en Doue e vez stad ennon, *tridal a ran en Doue va salver.19 An Aotrou, va Doue, eo va galloud, +eñ a lako va zreid evel re an heizezed, *ha war ar c’hrec’hioù e raio din kerzhout.

E. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Ant. En ho puanegezh, Aotrou, ho pet soñj da gaout truez. E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Ant. Aet oc’h da sikour ho pobl, ha da salviñ hoc’h Hini sakr, allelouia.

Antonenn 3

E. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask: Jeruzalem, meul an Aotrou.Deiz-lid VI, d’ar Meullidoù-beure 1067

E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Meul da Zoue, Sion, war da harzoù en deus suraet ar peoc’h, allelouia.

Songan 147 (147 B)

Adsavidigezh JeruzalemDeus, mont a ran da ziskouez dit ar plac’h-nevez, gwreg an Oan

( Dsk 21, 9 ).

12 Jeruzalem, meul an Aotrou ; *kan da Zoue, o Sion.13 Rak startaet en deus morailhoù da zorioù, *ha benniget ennout da vugale.14 War da harzoù en deus suraet ar peoc’h *

Page 286: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

da vagañ a ra gant flour ar gwinizh.15 Degemenn a ra e gomz d’an douar, *buan ha prim e red e lavar.16 Ledañ a ra an erc’h evel gloan, *strewiñ a ra ar frim evel ludu.

17 Teurel a ra e c’hrizilh evel bruzun, *dirak e frim piv a zalc’ho ?18 Nemet e kas e lavar hag e teuz anezho, *c’hwezhañ a ra e avel, hag e red an dourioù.19 Diskuliet en deus e lavar da Yakob, *e lezennoù hag e urzhioù da Israel.20 Evit pobl all ebet n’en deus graet kement-se, *n’eo ket da reoù all en deus diskleriet e zivizoù.

E. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask: Ant. Jeruzalem, meul an Aotrou.

E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Ant. Meul da Zoue, Sion, war da harzoù en deus suraet ar peoc’h, allelouia.

Lennadenn verr, pebeilganenn, antonenn da lidkan Zakaria, aspedennoù ha pedenn, a vez rekis hervez diseurted an Eurlid. Klozadur al Lideuriad, evel en Darn voutin.

1068 Sizhun II

Da Eur kreiz an deiz

Gw/. Aotrou Doue, deuit d’am skoazellañ… Klod d’an Tad… Evel ma oa… ( A. P. allelouia ).

MEULGAN arbennik da bep lidamzervezh.

SONGANADENN

E Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Antonenn, evel e Darnlevr al Lidamzervezh.

E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Ant. Allelouia, allelouia, allelouia.

Page 287: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

Songan 118 (119), 73-80

X (Yod)

73 Ho taouarn o deus graet ha stummet ac’hanon ; *roit din skiant-vat da zeskiñ ho kourc’hemennoù.74 Ho tud fidel a vez laouen ouzh va gwelout, *dre m’am eus fiziañs en ho lavar.75 Gouzout a ran, Aotrou, eo just ho parnedigezhioù, *hag ez eo gant gwir abeg hoc’h eus va c’hastizet.76 Met bremañ, en ho madelezh, va frealzit, *hervez ho promesa d’ho servijer.77 Ra zeuio din ho trugarez da rentañ din buhez, *rak ho lezenn a zo va dudi.78 Mezh d’an dud lorc’hus a sko ganin o gevier, *me hag a breder war ho polontezioù.79 Ra ’n em droio war-zu ennon ho tud fidel, *ar re a anav ho testenioù.80 Ra chomo va c’halon peurvat en ho kemennadurioù, *evit n’am bo morse da ruziañ.

Deiz-lid VI da Eur kreiz an deiz 1069

Songan 58 (59), 2-5. 10-11. 17-18

Pedenn a-enep an argaderion

Ac’hanta ! Gerioù ar Salver a ziskouez holl e zeoliezh e-keñver e Dad (Eusebios Kaesareia).

2 Va dieubit eus va enebourion, o va Doue, *va diwallit diouzh ar re am argad.3 Va dieubit eus oberourion ar fallentez, *hag eus an dud a wad va salvit4 Rak setu ma spiont a-enep va buhez, *tud galloudus en em stroll a-enep din.5 N’eus ennon koulskoude na torfed na pec’hed ; *hep na vijen kablus e redont da stourm ouzhin.

Page 288: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

Dihunit, deuit d’am skoazellañ ha gwelit ; +10 o c’hwi, va nerzh, davedoc’h e sellin ; *rak c’hwi, Doue, eo va moger-difenn.11 Ra zeuio gant e c’hras Doue d’am skoazellañ, *d’am laouenaat gant diskar va enebourion.17 Me avat a gano ho kalloudegezh *ha gant ar mintin e veulin ho madelezh, rak c’hwi a zo bet evidon ur voger-difenn, *ur repu evidon e deiz va anken.18 O va nerzh, c’hwi an hini a ganmeulin, +rak c’hwi, Doue, eo va moger-difenn, *o va Doue, trugarezus ouzhin.

Songan 59 (60)

Pedenn war-lerc’h droukverzh

Er bed e vezot argaset, met ho pet fiziañs, trec’het em eus ar bed ( Yn 16, 33 )

.3 O Doue, hon distaolet, hon dispennet hoc’h eus, *kounnaret e oac’h. Distroit davedomp !4 Hejet hoc’h eus ar vro ha faoutet anezhi ; *addresit he frailhoù, rak o kouezhañ emañ.1070 Sizhun II 5 Lakaet hoc’h eus ho pobl da welout darvoudoù kalet, *roet hoc’h eus dimp da evañ ur gwin mezevellus.6 Daoust hag ho poa roet ur banniel d’ar re ho touj, *evit tec’hout gwelloc’h a-zirak ar wareg ?7 Deuit da zieubiñ ho re vuiañ-karet, *hor salvit gant ho torn dehou ha respontit.8 Doue en deus komzet en e santual : +« Tridal a ran, lodennañ a rin Sikem, *ha muzuliañ traonienn Soukot.9 Din-me emañ Galaad ha din-me Manase, *Efraim a zo tokarn va fenn, Youda va bazh-roue. *10 Moab eo ar gibell en em welc’han enni.

Page 289: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

Ouzh Edom e taolan va sandalenn, *ha war Filistia e trec’han en ur youc’hal ».11 Piv am bleino betek e-barzh ar Gêr-greñv ? *Piv am reno betek e-kreiz Edom ?12 C’hwi hepken, o Doue, hag hoc’h eus hon distaolet, *c’hwi hag a zo chomet hep kerzhout ken e penn hon armeoù. Roit dimp ho skoazell enep an enebour, *rak didalvoud eo sikour an den.13 Hogen gant nerzh Doue e sevenimp taolioù kadarn, *eñ a vac’ho hon enebourion dindan e dreid.

E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Ant. Allelouia, allelouia, allelouia.

D’an Eurlidoù all, ar songanadenn-glokaat a vez kemeret diouzh ar rummad II ha III, p. 1300. Lennadenn verr, gwerzad ha pedenn, a vez rekis hervez diseurtted an Eurlid. Klozadur an Eurlid, evel en Darn voutin.

D’ar Pardaezlid

Gw/. Aotrou Doue, deuit d’am skoazellañ… Klod d’an Tad … Evel ma oa … ( A. P. allelouia ).

MEULGAN o kenglotañ gant an Eurlid. Deiz-lid VI d’ar Pardaezlid 1071

SONGANADENN

Antonenn 1

E. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : A Aotrou, salvit va buhez eus ar marv, va zreid eus an drouklamm. E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Diouzh lasoù ar marv, an Aotrou en deus tennet va ene, allelouia.

Songan 114 (116 A)

Trugarekadenn

A-dreuz da galz trubuilhoù e rankomp mont e-barzh rouantelezh Doue ( Ob 14, 22 ).

Page 290: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

1 An Aotrou a garan dre m’en deus selaouet *mouezh va daspedennoù.2 Stouet en deus e skouarn davedon, *en deiz m’am eus e c’halvet.3 Stardet e oan dija gant lasoù ar marv, *paket e oan e roued an Ankou. Anken ha trubuilh am dalc’he ; +4 neuze em eus pedet anv an Aotrou : *« A Aotrou, salvit va buhez ».5 Madelezhus ha reizh eo an Aotrou, *trugarezus eo hon Doue.6 An Aotrou a ziwall an dud eeun a galon ; *pa oan e-kreiz ar reuz en deus va salvet.7 Sioula bremañ, o va ene, *rak an Aotrou en deus graet vad dit-te ;8 tennet en deus va ene eus ar marv, +va daoulagad eus an daeroù, *va zreid eus an drouklamm.9 Hag e kerzhin dirak an Aotrou, *war zouar ar re vev.

E. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Ant. A Aotrou, salvit va buhez eus ar marv, va zreid eus an drouklamm.1072 Sizhun II

E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Ant. Diouzh lasoù ar marv, an Aotrou en deus tennet va ene, allelouia.

Antonenn 2 E. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Va sikour din eo an Aotrou, oberour an neñv hag an douar. E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Evel ibil e lagad en deus an Aotrou diwallet e bobl, allelouia.

Songan 120 (121)

Diwaller ar bobl

Naon n’o devo ken, sec’hed n’o devo ken, biken ken ne gouezho warno tommder an heol na gwrez avel ebet ( Dsk 7, 16 ).

Page 291: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

1 Sevel a ran va daoulagad war-zu ar menezioù, *e teuio diouto va sikour.2 Va sikour din eo an Aotrou, *oberour an neñv hag an douar.3 Ne lezo ket da droad da strebotiñ, * ne gousko ket da ziwaller.4 Nann, morse ne vored na ne gousk, *diwaller Israel.5 An Aotrou eo da ziwaller, +an Aotrou da warez, *emañ a-zehou dit-te.6 E-pad an deiz ne skoio ket an heol ouzhit, *nag al loar e-pad an noz.7 An Aotrou az tiwall diouzh pep droug, *diwall a ra da ene.8 Diwall a raio da vonedone *bremañ evel da holl viken.

E. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Ant. Va sikour din eo an Aotrou, oberour an neñv hag an douar.

E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Ant. Evel ibil e lagad en deus an Aotrou diwallet e bobl, allelouia.

Deiz-lid VI d’ar Pardaezlid 1073

Antonenn 3

E. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Reizh ha gwirion eo hoc’h hentoù, Roue ar c’hantvedoù. E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Va nerzh ha va silvidigezh eo an Aotrou, bet eo va salver, allelouia.

Lidkan Dsk 15, 3-4Kanenn azeuliñ

3 Bras hag estlammus eo hoc’h oberoù, *Aotrou Doue hollc’halloudek ; Reizh ha gwirion eo hoc’h hentoù, *

Page 292: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

Roue ar broadoù !4 Piv na rofe doujañs, Aotrou, *ha klod d’hoc’h anv ? Rak c’hwi hepken a zo santel, +hag an holl vroadoù a zeuio da stouiñ d’an daoulin dirazoc’h, * dre maz eo en em ziskouezet reizhder ho parnedigezhioù.

E. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Ant. Reizh ha gwirion eo hoc’h hentoù, Roue ar c’hantvedoù. E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Ant. Va nerzh ha va silvidigezh eo an Aotrou, bet eo va salver, allelouia.

Lennadenn verr, pebeilganenn, antonenn da lidkan Zakaria, aspedennoù ha pedenn, a vez rekis hervez diseurted an Eurlid.

Klozadur an Eurlid, evel en Darn voutin.

1074

DA SEIZHVET-DEIZ AR SIZHUN II

D’al Lidgalvadenn

Gw/. Aotrou Doue, digorit din va muzelloù…

Songan lidgervel, 860, gant an antonenn o kenglotañ ouzh an Eurlid.

Da Eurlid al lennadenn

Gw/. Aotrou Doue, deuit d’am skoazellañ… Klod d’an Tad ...Evel ma oa…( A. P. allelouia ).

Kement-se koulskoude a vez dioueret pa vez bet al Lidgalvadenn

Page 293: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

diouzhtu a-raok.

MEULGAN o kenglotañ gant an Eurlid.

SONGANADENN

Ant. 1 Ho pet soñj ac’hanomp, Aotrou, deuit d’hor gweladenniñ evit hor salviñ. ( A. P. allelouia ).

Songan 105 (106)

Madelezh an Aotrou ha dianaoudegezh ar bobl

Kement-se a zo bet skrivet evit hon c’helennadurezh dimp-ni, a zo degouezhet ganimp e fin an amzerioù ( 1 Kor 10, 11 ).

I1 Lavarit bennozh d’an Aotrou evit e vadelezh, *en abeg d’e drugarez bezañ peurbadel.2 Piv a zanevello oberoù meur an Aotrou, *ha piv a embanno e holl veuleudioù ?3 Evurus ar re a vir ar pezh a zo reizh, *a zalc’h e pep amzer gant ar pezh a zo just.4 Ho pet soñj ac’hanomp, Aotrou, ho pet soñj en ho madelezh e-keñver ho pobl, *deuit d’hor gweladenniñ evit hor salviñ.

Er Seizhvet-Deiz da Eurlid al lennadenn 1075

5 ma vimp evit tañva eurvad ho tibabidi, +evit bezañ laouen eus levenez ho pobl, *evit kaout ar c’hloar a zo hini ho tud.6 Pec’het hon eus evel hon tadoù, *fallentez hon eus graet ha kablus ez omp.7 Evel hon tadoù e Bro-Egipt, ha n’o devoa ket komprenet ho purzhudoù, +n’o devoa ket soñj eus niver bras ho madelezhoù, * hag em savas e-kichen ar Mor Ruz enep an Uhel-meurbet.8 O salviñ a reas en abeg d’e anv, *evit diskouezh nerzh e c’halloudegezh.9 Gourdrouz a reas ar Mor Ruz hag e voe disec’het, *

Page 294: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

o lakaat a reas da vont dre an dour evel dre zouar kras.10 O salviñ a reas eus dalc’h an heskiner, *o dieubiñ a reas eus dorn an enebour.11 An dourioù a veuzas o argaderion, *ha ne chomas hini ebet anezho.12 Ha neuze e kredjont en e gomzoù, *hag e kanjont e veuleudioù.13 Met prestik goude o devoa ankouaet e oberoù, *mont a raent diouzh o fenn hep gortoz e guzulioù.14 En em reiñ a rejont er gouelec’h d’ar c’hoantegezh, *ha temptañ a rejont Doue en ur vro digenvez.15 Reiñ a reas dezho diouzh o goulenn, *kas a reas dezho peadra da heugiñ.16 Er c’hamp goude-se o devoe gwarizi ouzh Moizez, *ouzh Aaron, sant an Aotrou.17 An douar a zigoras evit lonkañ Datan, *goleiñ a reas bagad Abiram.18 Un tan a grogas a-enep o strollad, *ur flamm a guzumas an dud fallakr.

Ant. Ho pet soñj ac’hanomp, Aotrou, deuit d’hor gweladenniñ evit hor salviñ. ( A. P. allelouia ). Ant. 2 Bezit war evezh rak ankouaat emglev an Aotrou ho Toue.1076 Sizhun II

II19 Ober a rejont ul leue en Horeb, *hag e stoujont dirak un idolenn aour ;20 treiñ a rejont gloar Doue *e skeudenn ur c’hole o tebriñ foenn.21 Ankouaat a rejont Doue, o salver, *en devoa graet taolioù kaer e Bro-Egipt,22 burzhudoù meur e douar Kam, *traoù spouronus e-tal ar Mor Ruz.23 Komz a reas eus o distrujañ, *paneve Moizez, e zibabad, en em lakaas dirazañ d’e bediñ, *

Page 295: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

da virout ouzh e fulor d’o dispenn.24 Ha disprizout a rejont un douar a zudi, *ne gredjont ket en e lavar.25 Grozmolat a rejont en o zeltennoù, *ne sentjont ket ouzh mouezh an Aotrou.26 Neuze, o sevel e zorn e touas a-enep dezho *e tiskarfe anezho er gouelec’h,27 e stlabezfe o gouenn e-touez ar broadoù, *e tispennfe anezho dre zouaroù ar bed.28 Ha goude-se en em stagjont ouzh Baal-Fegor, * ha debriñ a rejont eus ar sakrifisoù d’an doueoù divuhez.29 Lakaat a rejont droug ennañ gant o zorfedoù, * hag ur walenn a gastiz en em strinkas warno.30 Nemet e savas Pineaz d’ober justis, *ma paouezas ar walenn a gastiz,31 ha kement-se a zo bet lakaet war e anv evel un dra gaer, *a rummad da rummad, da virviken.32 Goude-se e kounnarjont anezhañ e dourioù Meriba, *hag e c’hoarvezas droug da Voizez en abeg dezho,33 rak hegasiñ a rejont e spered, *hag e vuzelloù a gomzas a-dreuz.

Ant. Bezit war evezh rak ankouaat emglev an Aotrou ho Toue.Er Seizhvet deiz, da Eurlid al lennadenn 1077

Ant. 3 Hon salvit, Aotrou, hag hon advodit eus a-douez ar broadoù. ( A. P. allelouia ).

III

34 Ne voe ket distrujet ganto ar pobloù, *evel m’en devoa gourc’hemennet an Aotrou dezho.35 En em veskañ a rejont gant ar broadoù, *hag e teskjont ober evelto.36 Servijiñ a rejont o idolennoù, *hag e teuas ar re-mañ da vezañ ur pech evito.37 Aberzhiñ a rejont dezho o mibion, *

Page 296: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

ha lazhañ o merc’hed d’an diaouled.38 Skuilhañ a rejont ar gwad didamall, +gwad o mibion hag o merc’hed *a voe lazhet ganto e sakrifis da idolennoù Kanaan, ma voe gwallet ar vro gant ar gwad, +39 en em louzañ a rejont gant o oberoù, *en em lastezañ a rejont gant o zorfedoù.40 Ha neuze e flammas kounnar an Aotrou enep e bobl, *heuget e voe gant tud e zomani.41 O droukreiñ a reas etre daouarn ar baganed, *ha trec’het e voent gant ar re o devoa kasoni outo.42 O enebourion a waskas anezho, *ha moustret e voent dindan o c’hrabanoù.43 Lies gwech en deus dieubet anezho ; +int avat, disent ouzh e guzulioù, *a sanke en o fazioù.44 Sellout a rae gant truez ouzh o anken, *pa gleve o garmadennoù.45 Soñj en devoa en o c’heñver eus e Emglev, *en e drugarez vras en devoa truez outo.46 Ha lakaat a rae d’ober gant madelezh outo *ar re holl o dalc’he da sklaved.47 Hor salvit, Aotrou, hon Doue, *hon advodit eus a-douez ar broadoù.1078 Sizhun II

ma c’hellimp lavarout bennozh d’hoc’h anv santel *ha klask hor gloar ouzh ho meuliñ.48 Ra vo benniget an Aotrou, Doue Israel, +a holl viskoazh da virviken. *Ha ra lavaro ar bobl a-bezh : « Amen, amen ».

Ant. Hon salvit, Aotrou, hag hon advodit eus a-douez ar broadoù. ( A. P. allelouia ).

Gwerzad, lennadennoù ha pedenn o kenglotañ gant pep a Eurlid.

D’ar Meullidoù-beure

Page 297: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

Gw/. Aotrou Doue, deuit d’am skoazellañ… Klod d’an Tad … Evel ma oa … ( A. P. allelouia ). Kement-se koulskoude a vez dioueret pa vez bet al Lidgalvadenn diouzhtu a-raok.

MEULGAN o kenglotañ gant an Eurlid.

SONGANADENNAntonenn I

E. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Embann a reomp ho madelezh gant ar beure, Aotrou, hag ho fealded e-pad an noz. E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Levenez am eus, Aotrou, gant gwel hoc’h oberoù, tridal a ran dirak labour ho taouarn, allelouia.

Songan 91 (92)

Meuleudi d’an Doue krouer

Meulganoù a vez embannet dirak oberoù ar Mab Unganet ( Sant Atanazios ).

2 Mat eo rentañ gloar d’an Aotrou, *ha kanañ meuleudi d’hoc’h anv, Doue meurbet-uhel,3 embann ho madelezh gant ar beure, *hag ho fealded e-pad an noz,4 war an delenn dek kordenn hag al lirenn, *gant son liesdoare ar gitar. ---

Er Seizhvet-Deiz d’ar Meullidoù-beure 1079

5 Rak levenez am eus, Aotrou, gant gwel hoc’h oberoù, *tridal a ran dirak labour ho taouarn.6 Na bras ha dispar eo kement hoc’h eus graet, Aotrou, *na pegen don eo ho soñjoù.7 An den diskiant ne anav netra diouto, *an den diboell ne gompren ket anezho.8 Setu ma sav an dud fallakr evel geot, *ha ma vleugn an drougoberourion, diskaret e vezint a ziskar peurbadel, *9 rak c’hwi, Aotrou, eo an Uhel-meurbet da virviken.10 Setu hoc’h enebourion, Aotrou, +

Page 298: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

setu ma’z a da goll hoc’h enebourion, *setu dispennet oberourion an droug.11 Met adsevel a rit va c’herniel-me evel re ur bual, *eoul nevez hoc’h eus skuilhet warnon.12 Va lagad a ra fae war an dud a c’hede va gwalleur, *va skouarn a glev keloù laouen diwar-benn va enebourion.13 An den just a vleugn evel ur wezenn-balmez, *hag e kresk evel ur sedrezenn war al Liban.14 Ar re blantet e ti an Aotrou, *a zispak o bleunioù e leurioù templ hon Doue.15 Betek en o c’hozhni e talc’hont da zougen frouezh,*leun a struj ha glasvezek,16 evit embann pegen just eo an Aotrou, va repu divrall,*va difenner peursur.

E. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Ant. Embann a reomp ho madelezh gant ar beure, Aotrou, hag ho fealded e-pad an noz. E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Ant. Levenez am eus, Aotrou, gant gwel hoc’h oberoù, tridal a ran dirak labour ho taouarn, allelouia.

Antonenn 2

E. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Roit meurdez d’hon Doue.1080 Sizhun II

E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Me eo a ra mervel ha bevañ ; gloazañ a ran ha pareañ, allelouia.

Lidkan Adl 32, 1-12Madoberoù Doue evit ar bobl

Pet gwech eo bet fellet din dastum da vugale, evel ma tastum ar vamm-yar he foñsined dindan he divaskell ( Mzh 23, 37 ).

1 Roit skouarn, Neñvoù, hag e komzin, *ra glevo an douar lavarioù va genoù ! 2 Ra strilho evel glav va c’hentel, *ra zevero evel glizh va lavarenn, evel barradoù war ar c’hlasvezh, *

Page 299: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

evel kaouadoù war ar geot.3 Rak anv an Aotrou a bedan : *roit meudez d’hon Doue !4 Ur roc’h eo, disi e oberoù, *e holl hentoù a zo reizhded. Un Doue gwirion, hep dislealded, * reizh hag eeun ez eo.5 Kollet int evitañ, n’int ket e vibion, gant o sioù, *rumm treitour ha gwidreus.6 Doue a baeit evel-se, *pobl droch, hep furnezh ? Ha n’eo ket eñ da dad, da grouer, *en deus graet, krouet ac’hanout ?7 Soñj en deizioù a wechall, * meizhata er bloavezhioù, a rumm da rumm ; goulenn digant da dad, hag e konto dit, * gant da gozhidi, hag e lavarint dit.8 Pa roe an Uhelañ o hêrezh d’ar pobloù, *pa zispartie mibion Adam, e savas bonnoù ar broadoù *hervez niver mibion Israel ;9 lodenn an Aotrou eo e bobl, *Yaakov, kordennad e hêrezh. ---

Er Seizhvet-Deiz d’ar Meullidoù-beure 1081

10 E gavet en deus en ur vro digenvez, * e goullonder yudus ar gouelec’h ; hag e ra war e dro, aketus outañ, * ec’h evesha warnañ evel ouzh mab e lagad.11 Evel un erer o tihun e neizhiad, * war e evnedigoù o plavañ, e tispleg e zivaskell, hen kemer, * hen doug war e stuc’h.12 An Aotrou e-unan a gaso anezhañ, * hep ma vo gantañ doue estren.

E. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Ant. Roit meurdez d’hon Doue.

Page 300: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Ant. Me eo a ra mervel ha bevañ ; gloazañ a ran ha pareañ, allelouia.

Antonenn 3

E. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Na pegen estlammus eo hoc’h anv, Aotrou, dre an douar a-bezh. E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Gant gloar ha gant enor hoc’h eus kurunet hoc’h Olevad, allelouia.

Songan 8

Meurdez an Aotrou ha briegezh mab-den

Lakaet en deus pep tra dindan e dreid, ha diazezet anezhañ a-us da bep tra, evel penn an Iliz ( Efz 1, 22 ).

2 Aotrou, hon Doue, *na pegen estlammus eo hoc’h anv dre an douar a-bezh, c’hwi a ren en ho kalloud *a-us d’an neñvoù.3 Eus genoù ar vugaligoù hag ar magadelled +hoc’h eus kempennet ur veuleudi a-enep d’hoc’h enebourion, *evit lakaat da devel an enebour, an dispac’her. ---

1082 Sizhun II

4 Pa sellan ouzh an neñvoù, oberenn ho pizied, *ouzh al loar hag ar stered hoc’h eus stummet,5 petra ’ta eo an den ma soñjit ennañ, *petra eo mab Adam m’hoc’h eus soursi anezhañ ?6 E c’hraet hoc’h eus izeloc’hik eget an Aeled, +e gurunet hoc’h eus gant gloar ha gant enor, *7 roet hoc’h eus galloud dezhañ war oberenn ho taouarn.

Lakaet hoc’h eus pep tra dindan e dreid, +8 an deñved, an ejened holl a-gevret, *evel ivez anevaled ar maezioù,9 evned an neñv kenkoulz ha pesked ar mor, *

Page 301: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

ha kement a ya dre hentoù an dourioù.10 Aotrou, hon Doue, *na pegen estlammus eo hoc’h anv dre an douar a-bezh !

E. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Ant. Na pegen estlammus eo hoc’h anv, Aotrou, dre an douar a-bezh. E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Ant. Gant gloar ha gant enor hoc’h eus kurunet hoc’h Olevad, allelouia.

Lennadenn verr, pebeilganenn, antonenn da lidkan Zakaria, aspedennoù ha pedenn, a vez rekis hervez diseurted an Eurlid. Klozadur al Lideuriad, evel en Darn voutin.

Da Eur kreiz an deiz

Gw/. Aotrou Doue, deuit d’am skoazellañ… Klod d’an Tad… Evel ma oa… ( A. P. allelouia ).

MEULGAN arbennik evit pep lidamzervezh.

SONGANADENN

E Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Antonenn, evel e Darnlevr al Lidamzervezh.

E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Ant. Allelouia, allelouia, allelouia.

Er Seizhvet-Deiz da Eur kreiz an deiz 1083

Songan 118 (119), 81-88XI (Kaf)

81 Klañv eo va c’halon dre forzh c’hoantaat ho skoazell, *en ho lavar emañ va esper.82 Klañv eo va daoulagad dre forzh c’hoantaat ho promesa : *« Pegoulz e teuot d’am frealziñ ? ».83 Me a zo evel ur sac’h-lêr o tisec’hiñ er moged ; *met evit se n’ankounac’han ket ho kemennadurioù.84 Pegeit e lezot ho servijer da c’hortoz ? *Pegoulz ho parnedigezh a-enep d’am heskinerion ?

Page 302: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

85 Tud lorc’hus o deus toullet fozioù dirazon, *ar re na sentont ket ouzh ho lezenn.86 Hogen hoc’h holl c’hourc’hemennoù a zo gwirionez ; *pa’z on heskinet e gaou, va sikourit.87 War-bouez nebeut o divije va skubet a-ziwar an douar, *me avat n’em eus ket dilezet hoc’h urzhioù.88 Hervez ho madelezh va dalc’hit en buhez, *ma virin reizhadurioù ho kenoù.

Songan 60 (61)Pedenn un den en harlu

An den just a bed oc’h esperiñ ar madoù peurbad ( Sant Hilarius ).

2 O Doue, selaouit va c’hlemmadenn ; *taolit evezh ouzh va fedenn.3 Eus penn pellañ an douar e krian davedoc’h, +p’emañ va c’halon o semplañ. *Va degasit en-dro war ar roc’hell !4 Rak c’hwi a zo ur repu evidon, *un tour kreñv enep an enebour.5 Gras din da chom en ho teltenn da virviken, *goudoret dindan ho tivaskell,6 rak c’hwi, Doue, a selaou va gouestloù, *reiñ a rit o mennad d’ar re a zouj hoc’h anv. ---

1084 Sizhun II

7 Roit d’ar Roue deizioù ur vuhez hir, *ra bado e vloavezhioù a rummad da rummad.8 Ra drono da viken dirazoc’h, o Doue ; *kasit d’e ziwall ho madelezh, ho fealded.9 Kanmeuliñ a rin neuze hoc’h anv da viken, *en ur akuitañ bemdez va gouestloù.

Songan 63 (64)

A-enep an droukprezegerion

En un doare dreist e talv ar songanenn-mañ evit Pasion an Aotrou Krist (

Page 303: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

Sant Aogustin ).

2 Selaouit, Aotrou, mouezh va c’hlemmadenn ; *diwallit va buhez diouzh spont an enebour.3 Va difennit diouzh bagad an dud fallakr, *diouzh irienn an drougoberourion. 4 Lemmañ a reont o zeod evel ur c’hleze, +skeiñ a reont begadoù binimus, *5 evit tizhout dre guzh an den dinamm. A-daol-trumm e tennont, hep aon ebet, *6 en em sikour a reont en o mennadoù fall.

En em strollañ a reont evit stegnañ pechoù, *hag e lavaront : « Piv a wel hor sekredoù ? ».7 E don o spered ec’h itrikont gwall itrikoù, +mat-tre ijinet, pebezh ijin ! *Diabarzh an den, e galon a zo gwall-zon.8 Met setu Doue o teurel outo e viroù ; +a-daol-trumm setu ma’z int tizhet gantañ, *9 o distroadañ a ra en abeg d’o zeodoù. Hag an dud ouzh o gwelout a hej o fenn, *10 an holl dud estlammet, a emban labour Doue, * kompren a reont neuze e oberenn. ---

Er Seizhvet-Deiz da Eur kreiz an deiz 1085

11 An den just en deus en Doue levenez ha repu, *ha gant se en em veulo an dud reizh a galon.

E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Ant. Allelouia, allelouia, allelouia.

D’an Eurlidoù all, songanadenn-glokaat, p. 1298.

Lennadenn verr, gwerzad ha pedenn, a vez rekis hervez diseurtted an Eurlid. Klozadur an Eurlid, evel en Darn voutin.

Page 304: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

1086

SIZHUN III

DEIZ-AN-AOTROU

D’ar 1-añ Pardaezlid

Gw/. Aotrou Doue, deuit d’hon skoazellañ ... Klod d’an Tad .. Evel ma oa …(A P. allelouia).

MEULGAN arbennik evit pep Lidamzervezh.

SONGANADENN

Page 305: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

Antonenn 1

III-vet Deiz-an-Ao. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Ho pezet keuz d’ho pec’hedoù ha kredit er C’heloù mat, eme an Aotrou. III-vet ha VII-vet Deiz-an-Ao. Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Doue adsavet a-us d’an holl Neñvoù, en deus adsavet diwar an douar an ezhommeg, allelouia.

Songan 112 (113)

Ra vo meulet anv an Aotrou

Diskaret en deus an dud c’halloudek diwar o zron, hag uhelaet an dud izel ( Luk 1, 52 ).

1 Meulit, servijerion an Aotrou, *meulit anv an Aotrou.2 Ra vo benniget anv an Aotrou, *a-vremañ da holl viken.3 Adalek tarzh an deiz betek ar serr-noz *ra vo meulet anv an Aotrou.4 A-us d’an holl bobloù emañ an Aotrou, *a-us d’an Neñvoù e c’hloar.5 Piv a zo par d’an Aotrou, hon Doue, a dron azezet war an uhel, *6 hag a stou evit treiñ e selloù etrezek an Neñv hag an douar ? ---

Deiz-an-Aotrou d’ar 1-añ Pardaezlid 1087

7 Adsevel a ra eus ar boultrenn an ezhommeg, *diwar an teil e tenn ar reuzeudig,8 evit e lakaat da dronañ gant ar briñsed, *gant pennoù bras ha priñsed e bobl. 9 Hag e ra d’ur vaouez divugel chom en un ti *mamm laouen gant e-leizh a vugale.

III-vet Deiz-an-Ao. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Ant. Ho pezet keuz d’ho pec’hedoù ha kredit er C’heloù mat, eme an Aotrou. III-vet ha VII-vet Deiz-an-Ao. Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Ant. Doue adsavet a-us d’an holl Neñvoù, en deus adsavet diwar an

Page 306: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

douar an ezhommeg, allelouia.

Antonenn 2

III-vet Deiz-an-Ao. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Profañ a rin ur sakrifis a veuleudi, ha pediñ a rin anv an Aotrou. III-vet ha VII-vet Deiz-an-Ao. Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Torret hoc’h eus din, Aotrou, va liammoù : profañ a rin deoc’h ur sakrifis a veuleudi, allelouia.

Songan 115 (116 B)Trugarekadenn en Templ

Drezañ (Ar C’hrist) kinnigomp da Zoue ur sakrifis a veuleudi e pep amzer ( Heb 13, 15 )

10 Fiziañs am boa, zoken pa lavaren : *« Re bounner eo va reuz ».11 Ha pa lavaren em strafuilh : *« Pep den ’zo tromplerezh ».12 Petra a rentin d’an Aotrou *evit an holl vad en deus graet din ?13 Sevel a rin kalir ar silvidigezh *en ur bediñ anv an Aotrou.14 Seveniñ a rin va gouestloù d’an Aotrou *dirak holl dud e boblad.15 Prizius-meurbet evit an Aotrou *eo marv e dud fidel. ---

1088 Sizhun III

16 Aotrou, me ho servijer, *ha mab ho servijerez. Torret hoc’h eus din va liammoù : +17 profañ a rin deoc’h ur sakrifis a veuleudi, *pediñ a rin anv an Aotrou.18 Seveniñ a rin va gouestloù d’an Aotrou *dirak holl dud e boblad,19 e porzhioù sakr ti an Aotrou, *e-kreiz da vogerioù, Jeruzalem.

III-vet Deiz-an-Ao. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Ant. Profañ a rin ur sakrifis a veuleudi, ha pediñ a rin anv an Aotrou.

Page 307: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

III-vet ha VII-vet Deiz-an-Ao. Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Ant. Torret hoc’h eus din, Aotrou, va liammoù : profañ a rin deoc’h ur sakrifis a veuleudi, allelouia.

Antonenn 3 III-vet Deiz-an-Ao. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Den ebet ne zilam va buhez diganin, met he reiñ a ran ac’hanon va-unan hag hec’h adkemerout. III-vet ha VII-vet Deiz-an-Ao. Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Mab Doue en deus desket dre ar poanioù gouzañvet petra eo ar sentidigezh, ha deuet eo da vezañ evit ar re a sent outañ, mammenn a silvidigezh peurbadel, allelouia.

Lidkan Flp 2, 6-11Ar C’hrist, servijer Doue

6 Ar C’hrist Jezuz hag a oa Doue a stumm, *ne sellas ket evel e dra chom en e renk par da Zoue,7 met da netra eo en em lakaet, dre gemer stumm ur servijer, +ha dont da vezañ e-giz an dud ; *goude en em ziskouez evel un den,8 en deus c’hoazh en em izelaet +dre sentiñ betek ar marv, *betek ur marv war ur groaz.9 Setu perak en deus Doue uhelsavet anezhañ +ha roet dezhañ un anv, *a zo a-us da bep anv,

Deiz-an-Aotrou, da Eurlid al lennadenn 1089

10 ma vo pep glin en anv Jezuz o plegañ *e lein an neñvoù, war an douar hag e bed an ankoù,11 evit ma tisklerio pep teod : *« eo Jezuz Krist eo an Aotrou ! », evit gloar Doue an Tad.

III-vet Deiz-an-Ao. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Ant. Den ebet ne zilam va buhez diganin, met he reiñ a ran ac’hanon va-unan hag hec’h adkemerout. III-vet ha VII-vet Deiz-an-Ao. Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Ant. Mab Doue en deus desket dre ar poanioù gouzañvet petra eo ar

Page 308: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

sentidigezh, ha deuet eo da vezañ evit ar re a sent outañ, mammenn a silvidigezh peurbadel, allelouia.

Lennadenn verr, pebeilganenn, antonenn da Lidkan Mari, aspedennoù ha pedenn, evel e Darnlevr al Lidamzervezh. Klozadur al Lideuriad, evel en Darn voutin.

D’al Lidgalvadenn

Gw/. Aotrou, digorit din va muzelloù …

Songan lidgervel, 860, gant antonenn arbennik da bep Lidamzervezh.

Da Eurlid al lennadenn

Gw/. Aotrou Doue, deuit d’am skoazellañ…. Klod d’an Tad…. Evel ma oa….( A P. Allelouia ). Kement-se a vez dioueret koulskoude pa vez bet al Lidgalvadenn diouzhtu a-raok.

MEULGAN, arbennik da bep Lidamzervezh.

SONGANADENN

Antonenn 1

III-vet Deiz-an-Ao. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Bemdez e lavarin bennozh deoc’h, Aotrou.1090 Sizhun III

III-vet Deiz-an-Ao. Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Allelouia, ar maen a oa bet ruilhet a-zirak ar bez, allelouia. VII-vet Deiz-an-Ao. Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Allelouia, Doue en deus adsavet ar C’hrist a-douez ar re varv ha roet dezhañ ar c’hloar, allelouia.

Songan 144 (145)Meuleudi meurdez Doue

Just ez out-te, an Hini a zo hag a oa, te ar Sant ( Dsk 16, 5 ).

I1 Ho kanmeuliñ a rin, va Doue ha va Roue, +hag hoc’h anv a vennigin *

Page 309: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

atav ha da viken.2 Bemdez e lavarin bennozh deoc’h +hag hoc’h anv a ganmeulin *atav ha da viken.3 Bras eo an Aotrou ha din-meurbet a veuleudi, *rak e veurded a zo dreist-muzul.4 An eil remziad a gan hoc’h oberoù d’egile, *embann a reont ho taolioù galloudus.5 Lavarout a reont ho kloar hag ho splannder *degemenn a reont ho purzhudoù.6 Diskleriañ a reont hoc’h oberoù estlammus, *danevellañ a reont ho praster.7 Ra vo miret soñj eus ho madelezh dispar, *ra vo youc’het en enor d’ho reizhder.8 Trugarezus ha tener a galon eo an Aotrou, *gorrek da gounnariñ, largentezus da reiñ.9 Mat ouzh an holl eo an Aotrou, *ha trugarezus e-keñver e holl grouadurien.

III-vet Deiz-an-Ao. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Ant. Bemdez e lavarin bennozh deoc’h, Aotrou. III-vet Deiz-an-Ao. Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Ant. Allelouia, ar maen a oa bet ruilhet a-zirak ar bez, allelouia. VII-vet Deiz-an-Ao. Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Ant. Allelouia, Doue en deus adsavet ar C’hrist a-douez ar re varv ha roet dezhañ ar c’hloar, allelouia.

Deiz-an-Aotrou, da Eurlid al lennadenn 1091

Antonenn 2 III-vet Deiz-an-Ao. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpas : Ho kalloud oc’h en em astenn war an holl amzerioù.

III-vet Deiz-an-Ao. Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Allelouia, piv a glaskez, maouez ? an hini a zo bev, e-touez ar re varv, allelouia.

VII-vet Deiz-an-Ao. Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Allelouia, uhel-tre ez oc'h bet lakaet, Aotrou, a-us d'an holl Neñvoû, allelouia.

II10 Hoc’h holl grouadelezh, Aotrou, da ganañ en hoc’h enor, *

Page 310: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

hag ho tud fidel d’ho pennigo.11 Ra lavarint splannder ho roueelezh, *ra ziskleriint ho kalloudegezh,12 da lakaat bugale an den da anaout ho taolioù kaer, *gloar ha splannder ho rouantelezh.13 Ho kalloud oc’h en em astenn war an holl amzerioù, *hag ho mestroniezh a rummad da rummad.

III-vet Deiz-an-Ao. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Ant. Ho kalloud oc’h en em astenn war an holl amzerioù.

III-vet Deiz-an-Ao. Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Ant.Allelouia, piv a glaskez, maouez ? an hini a zo bev, e-touez ar re varv, allelouia.

VII-vet Deiz-an-Ao. Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Ant. Allelouia, uhel-tre ez oc'h bet lakaet, Aotrou, a-us d'an holl Neñvoû, allelouia.

Antonenn 3 III-vet Deiz-an-Ao. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Feal eo an Aotrou en e holl lavaroù, ha santel en e holl oberoù.

III-vet Deiz-an-Ao. Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Allelouia, na ouel ket, Mari : dasorc’het eo an Aotrou, allelouia.

VII-vet Deiz-an-Ao. Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Allelouia, pep galloud a zo bet roet din en Neñv ha war an douar, allelouia.1092 Sizhun III

III

13b Feal eo an Aotrou en e holl lavaroù, *ha santel en e holl oberoù.14 An Aotrou a sikour kement hini a ya da gouezhañ, *digrommañ a ra kement hini a zo daoubleget.15 Daoulagad an holl a zo en gortoz, *da gaout diganeoc’h o magadur e koulz mat.16 Digeriñ a rit ho torn, *hag e roit o gwalc’h da gement a vev.17 Reizh eo an Aotrou en e holl hentoù, *

Page 311: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

ha leun a vadelezh en e holl oberoù.18 Tost emañ an Aotrou da gement hini a bed anezhañ, *da gement hni a bed anezhañ gant fealded.19 Reiñ a ra o mennad d’ar re o deus doujañs outañ, +selaou a ra o garm *hag e salv anezho.20 An Aotrou a ziwall an neb a gar anezhañ, *met an holl dud fallakr o distrujañ a ra.21 Va genoù da embanno meuleudi an Aotrou, +kement a vev da vennigo e anv santel *atav ha da viken.

III-vet Deiz-an-Ao. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Ant. Feal eo an Aotrou en e holl lavaroù, ha santel en e holl oberoù.

III-vet Deiz-an-Ao. Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Ant. Allelouia, na ouel ket, Mari : dasorc’het eo an Aotrou, allelouia.

VII-vet Deiz-an-Ao. Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Ant. Allelouia, pep galloud a zo bet roet din en Neñv ha war an douar, allelouia.

Gwerzad, lennadennoù ha pedenn, evel e Darnlevr al Lidamzervezh.

Deiz-an-Aotrou, d’ar Meullidoù-beure 1093

D’ar Meullidoù-beure

Gw/. Aotrou Doue, deuit d’am skoazellañ …Klod d’an Tad ... Evel ma oa … ( A P Allelouia ). Kement-se koulskoude a vez dioueret pa vez bet al Lidgalvadenn diouzhtu a-raok.

MEULGAN, arbennik da bep Lidamzervezh. .SONGANADENN

Antonenn 1

Page 312: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

III-vet Deiz-an-Ao. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask: Kreñvoc’h eget mouezh an doureier bras, sur-meurbet ha divrall ho tivizadurioù, Aotrou.

III-vet ha VII-vet Deiz-an-Ao. Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : An Aotrou a ren, gwisket eo a splannder, allelouia.

Songan 92 (93)

Meurdez an Aotrou krouer

Setu ma ren evel roue, an Aotrou, hon Doue mestr an hollved. Bezomp laouen ha tridomp ha roomp gloar dezhañ ( Dsk 19, 6. 7 ). 1 An Aotrou a ren ! Gwisket eo a splannder ; *gwisket a nerzh eo an Aotrou, gourizet en deus e zargreiz gant galloud. Diazezet hoc’h eus an hollved, *ne vrallo ket.2 Ho tron hoc’h eus startaet a holl viskoazh, *a-vepred ez oc’h-c’hwi, o ! Doue.3 Ar stêrioù bras a sav, Aotrou, +ar stêrioù bras a sav o mouezhioù, *ar stêrioù bras a sav en ur grozal.4 Kreñvoc’h eget mouezh an doureier bras, +galloudusoc’h eget tarzhioù ar mor, *eo galloudus an Aotrou en neñvoù. ---1094 Sizhun III

5 Sur-meurbet ha divrall en ho tivizadurioù ; *ar santelezh, Aotrou, a zo dleet d’ho ti, e padelezh an amzerioù.

III-vet Deiz-an-Ao. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask Ant.: Kreñvoc’h eget mouezh an doureier bras, sur-meurbet ha divrall ho tivizadurioù, Aotrou. III-vet ha VII-vet Deiz-an-Ao. Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Ant. An Aotrou a ren, gwisket eo a splannder, allelouia.

Antonenn 2

Page 313: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

III-vet Deiz-an-Ao. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Eiennoù, bennigit an Aotrou ; kanmeulit hag uhelvrudit anezhañ er c’hantvedoù. III-vet ha VII-vet Deiz-an-Ao. Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Ar grouadelezh a-bezh a vo dieubet, e frankiz gloar bugale Doue, allelouia.

Lidkan Dan 3, 57-88. 56

Pep krouadur da veulo an Aotrou DoueMeulit hon Doue, c’hwi holl e servijerion ( Dsk 19, 5 ).

57 C’hwi holl, oberoù an Aotrou, bennigit an Aotrou, *kanmeulit hag uhelvrudit anezhañ er c’hantvedoù.58 Neñvoù, bennigit an Aotrou, *59 aeled an Aotrou, bennigit an Aotrou.60 Holl zoureier a-us d’an oabloù, bennigit an Aotrou, *61 holl strolladoù an Aotrou, bennigit an Aotrou.62 Heol ha loar, bennigit an Aotrou, *63 stered an neñvoù, bennigit an Aotrou.64 Glaveier ha glizheier, bennigit an Aotrou, *65 holl avelioù a c’hwezh, bennigit an Aotrou.66 Tan ha tommder, bennigit an Aotrou, *67 yenijenn ha gwrez, bennigit an Aotrou.68 Glizh ha frim, bennigit an Aotrou, *69 rev ha riell, bennigit an Aotrou.

Deiz-an-Aotrou, d’ar Meullidoù-beure 1095

70 Skorn hag erc’h, bennigit an Aotrou, *70 nozioù ha deizioù, bennigit an Aotrou.71 Sklerijenn ha teñvalijenn, bennigit an Aotrou, *72 luc’hed ha koumoul, bennigit an Aotrou.73 Ra vennigo an douar an Aotrou, * ra ganmeulo hag uhelvrudo anezhañ er c’hantvedoù.74 Menezioù ha torgennoù, bennigit an Aotrou, *75 holl blantennoù an douar, bennigit an Aotrou.76 Morioù ha stêrioù, bennigit an Aotrou, *77 eiennoù, bennigit an Aotrou.

Page 314: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

78 Morviled ha kement a verv en doureier, bennigit an Aotrou, *79 holl evned an neñv, bennigit an Aotrou.80 Loened gouez ha chatal, bennigit an Aotrou, *81 mibion an dud, bennigit an Aotrou. 83 Ra vennigo Israel an Aotrou, * ra ganmeulo hag uhelvrudo anezhañ er c’hantvedoù.84 Beleion an Aotrou, bennigit an Aotrou, *85 servijerion an Aotrou, bennigit an Aotrou.86 Speredoù hag eneoù an dud reizh, bennigit an Aotrou, *87 sent ha tud izel a galon, bennigit an Aotrou.88 Anania, Azaria, Misael, bennigit an Aotrou, * kanmeulit hag uhelvrudit anezhañ er c’hantvedoù.

Bennigomp an Tad hag ar Mab hag ar Spered Santel ; * kanmeulomp hag uhelvrudomp anezhañ er c’hantvedoù.56 Benniget ez oc’h en oabl an neñvoù * uhelveulet hag uhelvrudet er c’hantvedoù.

E dibenn al lidkan-se ne lavarer ket Klod d’an Tad.

III-vet Deiz-an-Ao. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask :Ant. Eiennoù, bennigit an Aotrou ; kanmeulit hag uhelvrudit anezhañ er c’hantvedoù. III-vet ha VII-vet Deiz-an-Ao. Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Ar grouadelezh a-bezh a vo dieubet, e frankiz gloar bugale Doue, allelouia.1096 Sizhun III

Antonenn 3

III-vet Deiz-an-Ao. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Rouaned an douar ha pobloù holl, meulit Doue. III-vet ha VII-vet Deiz-an-Ao. Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Uhel-meurbet eo anv an Aotrou a-us d’an douar ha d’an Neñvoù, allelouia.

Songan 148

Embann ez eo an Aotrou Doue ar c’hrouerD’an Hini azezet war an tron ha d’an Oan, ar veuleudi, an enor, ar c’hloar hag ar galloud e kantvedoù ar c’hantvedoù ( Dsk 5, 13 ).

Page 315: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

1 Meulit an Aotrou eus lein an Neñvoù, *e veulit en uhelderioù.2 E veulit, c’hwi holl e Aeled, *e veulit, c’hwi holl e Armeoù.3 E veulit, heol ha loar, *ha c’hwi holl, stered lugernus.4 E veulit, neñvoù an neñvoù, *ha c’hwi holl, doureier a-us d’an oabloù.5 Ra veulint anv an Aotrou, *rak gourc’hemennet en deus ha krouet int bet ;6 o diazezet en deus da virviken *dindan ul lezenn na dremeno ket.7 Meulit an Aotrou, c’hwi holl eus an douar, *dragoned ha donderioù ar mor,8 tan ha grizilh, erc’h ha latar, *avel diroll a sent ouzh e lavar,9 menezioù ha torgennoù holl, *gwez-frouezh ha c’hwi, gwez-sedrez,10 loened gouez ha chatal, *ruzerion hag evned o nijal.11 Rouaned an douar ha pobloù holl, *pennoù bras ha priñsed an douar,12 paotred ha merc’hed yaouank, *tud kozh ha krennarded,

Deiz-an-Aotrou, da Eur kreiz an deiz 1097

2 ra veulint anv an Aotrou, *rak e anv hepken a zo uhel-meurbet.

A-us d’an douar ha d’an neñvoù emañ o ren en e splannder,*3 adsavet en deus nerzh e bobl. Danvez a veuleudi evit e dud fidel, *danvez a veuleudi evit Israel, evit ar bobl a zo tost d’e galon.

III-vet Deiz-an-Ao. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Ant. Rouaned an douar ha pobloù holl, meulit Doue. III-vet ha VII-vet Deiz-an-Ao. Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Ant. Uhel-meurbet eo anv an Aotrou a-us d’an douar ha d’an

Page 316: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

neñvoù, allelouia.

Lennadenn verr, pebeilganenn, antonenn da Lidkan Zakaria, aspedennoù ha pedenn, evel e Darnlevr al Lidamzervezh. Klozadur al Lideuriad, evel en Darn voutin.

Da Eur kreiz an deiz

Gw/. Aotrou Doue, deuit d’am skoazellañ… Klod d’an Tad… Evel ma oa… ( A. P. allelouia ).

MEULGAN arbennik evit pep lidamzervezh.

SONGANADENN

E Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Antonenn, evel e Darnlevr al Lidamzervezh. E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Ant. Allelouia, allelouia, allelouia.

Songan 117 (118)

Youc’hadegoù a levenez hag a drec’hHennezh eo ar maen bet distaolet ganeoc’h-c’hwi ar saverion, hag a zo deuet da vezañ ar maen-korn ( Ob 4, 11 ).

I1 Rentit gloar d’an Aotrou evit e vadelezh, *ya, da virviken e pad e drugarez.2 Ra lavaro tiegezh Israel : *ya, da virviken e pad e drugarez.1098 Sizhun III

3 Ra lavaro tiegezh Aaron : *ya, da virviken e pad e drugarez.4 Ra lavaro ar re a zouj an Aotrou, *ya, da virviken e pad e drugarez.5 Eus a greiz va anken em eus galvet an Aotrou, *va selaouet, va dieubet en deus.6 Ganin emañ an Aotrou, *n’em bez aon ebet, petra a c’hellfe an den a-enep din ?7 Ganin emañ an Aotrou, va skoazeller-me, *gwelout a rin va enebourion diskaret.8 Gwelloc’h eo en em repuiñ en Aotrou *

Page 317: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

eget fiziout e mab-den.9 Gwelloc’h eo en em repuiñ en Aotrou *eget fiziout er briñsed.

II10 An holl baganed o devoa va enkelc’hiet, *en anv an Aotrou em eus o dispennet.11 A bep tu o devoa va enkelc’hiet, *en anv an Aotrou em eus o dispennet.12 Va enkelc’hiet o devoa evel un hedad gwesped, +met flammet int bet evel drein en tan, *en anv an Aotrou em eus o dispennet.13 Bountet-divountet on bet ganto da gouezhañ, *met an Aotrou en deus va skoazellet.14 Va nerzh ha va galloud eo an Aotrou : *ur salver eo bet evidon.15 Youc’hadegoù a levenez hag a drec’h *e teltennoù an dud reizh.16 « Dorn dehou an Aotrou en deus graet un taol-nerzh ! +Dorn dehou an Aotrou en deus va adsavet ; *dorn dehou an Aotrou en deus graet un taol-nerzh ! ».17 N’eo ket mervel a rin, met bevañ, *hag ec’h embannin oberoù meur an Aotrou.18 Va c’hastizet, va c’hastizet en deus an Aotrou *met n’en deus ket va roet d’ar marv.

Deiz-an-Aotrou, da Eur kreiz an deiz 1099

III

19 Digorit evidon an dorojoù santel, *ma’z antrein drezo da drugarekaat an Aotrou.20 Houmañ eo dor an Aotrou, *drezi ec’h antre an dud reizh.21 Ho trugarekaat a ran dre m’hoc’h eus va selaouet,dre ma’z oc’h bet evidon ur salver.22 Ar maen bet distaolet gant ar saverion *a zo deuet da vezañ maen-uhel ar c’horn ;23 gant an Aotrou eo bet graet se, *

Page 318: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

tra estlammus d’hon daoulagad.24 Hemañ eo an deiz hag en deus graet an Aotrou : *tridomp ennañ gant levenez.25 A Aotrou, roit dimp silvidigezh ; *a Aotrou, roit dimp evurusted !26 Ra vo benniget an hini a zeu en anv an Aotrou. *Ho pennigañ a reomp eus ti an Aotrou.27 Doue eo an Aotrou en deus roet sklerijenn dimp. *Urzhiit an ambrougadeg, bodoù glas en ho torn, tre betek kernioù an aoter.28 Va Doue ez oc’h-c’hwi, hag ho trugarekaat a ran, *va Doue, ho kanmeuliñ a fell din.29 Rentit klod d’an Aotrou evit e vadelezh, *ya, da virviken e pad e drugarez.

E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Ant. Allelouia, allelouia,

allelouia.

D’an Eurioù all, songanadenn-glokaat, p. 1298.

Lennadenn verr, gwerzad ha pedenn, evel e Darnlevr al Lidamzervezh.

Klozadur an Eurlid, evel en Darn voutin.

1100 Sizhun III

D’an Eil Pardaezlid

Gw/. Aotrou Doue, deuit d’hon skoazellañ ... Klod d’an Tad .. Evel ma oa …(A P. allelouia).

MEULGAN arbennik evit pep Lidamzervezh.

SONGANADENN

Antonenn 1

III-vet Deiz-an-Ao. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Aotrou, roue hollc’halloudek, hon dieubit abalamour d’hoc’h anv, ha roit dimp lec’h d’ober pinijenn. III-vet hag VII-vet Deiz-an-Ao. Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : O

Page 319: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

vezañ kaset da benn puridigezh ar pec’hedoù, eo aet da azezañ en tu dehou da veurdez Doue e barr an Neñvoù, allelouia.

Songan 109 (110), 1-5. 7Ar Mesiaz, roue ha beleg

Dleet eo dezhañ ren, betek m’en devo lakaet e holl enebourion dindan e dreid ( 1 Kor 15, 25 ).

1 Lavaret en deus an Aotrou d’am Aotrou : *« Azez a-zehou din, ken na rin eus da enebourion *ur skabell evit da dreid ».2 An Aotrou a astenno eus Sion da veli a roue : *gourc’hemenn gant galloud e-kreiz da enebourion.3 Te a zo priñs e deiz da c’hanedigezh, +e sked ar santelezh, *eus va c’halon a-raok goulou-deiz me am eus da c’hanet. 4 En touet en deus an Aotrou, ha keuz n’en devo ket : *« Te a zo beleg da viken hervez urzh Melkisedek ».5 A-zehou dit emañ an Aotrou, *en deiz e fulor e flastr ar rouaned.7 War e hent ec’h evo eus ar froud, *hag en abeg da se ec’h adsavo e benn.

Deiz-an-Aotrou, d’an Eil Pardaezlid 1101

III-vet Deiz-an-Ao. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Ant. Aotrou, roue hollc’halloudek, hon dieubit abalamour d’hoc’h anv, ha roit dimp lec’h d’ober pinijenn.

III-vet ha VII-vet Deiz-an-Ao. Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Ant. O vezañ kaset da benn puridigezh ar pec’hedoù, eo aet da azezañ en tu dehou da veurdez Doue e barr an Neñvoù, allelouia.

Antonenn 2

III-vet Deiz-an-Ao. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Dasprenet omp bet gant ur gwad prizius, hini un oan dinamm, ar C’hrist.

Page 320: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

III-vet ha VII-vet Deiz-an-Ao. Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Kaset en deus an Aotrou d’e Bobl ar silvidigezh, allelouia.

Songan 110 (111)

Oberoù meur an Aotrou

Bras hag estlammus eo hoc’h oberoù, Aotrou Doue hollc’halloudek ( Dsk 15, 3 ).

1 Kanmeuliñ a rin an Aotrou a greiz va c’halon, *e kuzul an dud reizh hag en o bodadeg.2 Bras eo oberoù an Aotrou, *un enklask didermen evit an neb a gar anezho.3 Splannder ha galloud ez eo e labour, *hag e reizhder a bad da virviken.4 Savet en deus ul lid-eñvor eus e vurzhudoù, *na trugarezus ha dous eo an Aotrou.5 Roet en deus ur vagadurezh d’e dud fidel, *da virviken en devo soñj eus e Emglev.6 Diskouezet en deus d’e bobl galloud e oberoù, +dre reiñ dezho da zomani madoù ar broadoù ; *7 gwirion ha reizh eo labour e zaouarn. Ha divrall e holl c’hourc’hemennoù, +8 diazezet evit atav ha da viken, *ha sevenet gant eeunded ha gwirionez.1102 Sizhun III9 Kaset en deus d’e Bobl ar silvidigezh, *ha divizet ganti un emglev peurbadel.

Na santel ha spouronus eo e anv. *10 Penn-kentañ ar furnezh eo doujañs an Aotrou, ha skiant-vat a zo gant kement en em stag outi ; *meuleudi an Aotrou a bado da viken.

III-vet Deiz-an-Ao. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Ant. Dasprenet omp bet gant ur gwad prizius, hini un oan dinamm, ar C’hrist. III-vet ha VII-vet Deiz-an-Ao. Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Ant. Kaset en deus an Aotrou d’e Bobl ar silvidigezh, allelouia.

Page 321: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

Antonenn 3 III-vet Deiz-an-Ao. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : E gwirionez kemeret en deus hor mac’hagnoù warnañ e-unan, hag en em garget gant hon c’hleñvedoù.

Lidkan 1 Pêr 2, 21-24A-youl-gaer en deus ar C’hrist, servijer Doue, gouzañvet e basîon

21 Ar C’hrist en deus gouzañvet evidoc’h +ha lezet deoc’h ur skouer, *evit ma kerzhot war e roudoù :22 eñ n’en deus graet pec’hed ebet, *n’eus bet gaou ebet en e c’henou ;23 pa veze kunujennet, ne rente kunujenn da zen, +pa c’houzañve poan, ne c’hourdrouze ket, *met en em lakaat a rae etre daouarn an Hini a varn gant reizhder ;24 eñ en deus douget hor pec’hedoù *en e gorf war ar c’hoad, evit hon lakaat da vervel d’hor pec’hedoù, ha da vevañ er reizhder ; * gant e c’houlioù ez oc’h bet yac’haet.

III-vet Deiz-an-Ao. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Ant. E gwirionez kemeret en deus hor mac’hagnoù warnañ e-unan, hag en em garget gant hon c’hleñvedoù.-----------------------------------------------------------------------------------------

Deiz-an-Aotrou, d’an Eil Pardaezlid 1103

III-vet ha VII-vet Deiz-an-Ao. Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Allelouia, setu ma ren evel roue an Aotrou, hon Doue ; bezomp laouen ha tridomp ha rentomp gloar dezhañ, allelouia. Al lidkan da heul a lavarer gant Allelouia, hervez maz eo notet amañ, pa vez distaget war gan ; pa vez dibunet avat eo a-walc’h lavarout Allelouia e deroù hag e dibenn pep poz.

Lidkan Kv. Disk 19, 1-2. 5-7Eured an Oan

Allelouia.1 Ar silvidigezh, ar c’hloar hag ar galloud d’hon Doue, * (R/. Allelouia.)2 dre ma’z eo gwirion ha reizh e varnedigezhioù.

Page 322: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

R/. Allelouia (allelouia).

Allelouia.5 Meulit hon Doue, c’hwi holl e servijerion, * (R/. Allelouia.)hag a zouj anezhañ, bihan ha bras ! .R/ Allelouia ( allelouia ).

Allelouia6 Rak setu ma ren evel roue an Aotrou, hon Doue mestr an hollved. * (R/. Allelouia.)7 Bezomp laouen ha tridomp ha rentomp gloar dezhañ. R/. Allelouia ( allelouia ).

Allelouia.Rak setu deuet eured an Oan, * (R/. Allelouia.) hag e bried a zo en em gempennet. R/. Allelouia ( allelouia ).

III-vet ha VII-vet Deiz-an-Ao. Lidamzervezh 50 devezh ar Pask Ant.: Allelouia, setu ma ren evel roue an Aotrou, hon Doue ; bezomp laouen ha tridomp ha rentomp gloar dezhañ, allelouia. ---------------------------------------------------------------------------------------- Lennadenn verr, pebeilganenn, antonenn da lidkan Mari, aspedennoù ha pedenn, evel e Darnlevr al Lidamzervezh. Klozadur an Eurlid, evel en Darn voutin.

1104

DEIZ-LID II AR SIZHUN III

D’al Lidgalvadenn

Gw/. Aotrou Doue, digorit din va muzelloù… Songan lidgervel, 860, gant an antonenn o kenglotañ ouzh an Eurlid

Da Eurlid al lennadenn

Gw/. Aotrou Doue, deuit d’am skoazellañ…Klod d’an Tad ...Evel ma oa…( A. P. allelouia ).

Page 323: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

Kement-se koulskoude a vez dioueret pa vez bet al Lidgalvadenn diouzhtu a-raok.

MEULGAN o kenglotañ gant an Eurlid..

SONGANADENN

Ant. 1 Dont a ra hon Doue, ha ne davo ket. ( A. P. allelouia ).

Songan 49 (50)

An deoliezh wirion d’an Aotrou

N’on ket deuet da lemel kuit al Lezenn, met da gas da benn(Kv. Mzh 5, 17).

I

1 Doue an doueoù en deus komzet * ha galvet an douar eus ar sav-heol betek ar c’huzh-heol.2 Eus Sion, kêr a splannder, e teu Doue da barañ, *3 dont a ra hon Doue ha ne davo ket : un tan pulluc’hus a gerzh dirazañ, * ar gorventenn en em ziroll en-dro dezhañ.4 Gervel a ra an neñvoù eus an nec’h *hag an douar evit barnedigezh e bobl :5 « Bodit en-dro din tud va fobl santel, *ar re o deus siellet gant ur sakrifis o emglev ganin ».

Deiz-lid II, da Eurlid al lennadenn 1105

6 An neñvoù a gemenn justis Doue, *rak mont a ra da zougen e setañs.

Ant. Dont a ra hon Doue, ha ne davo ket. ( A. P. allelouia ).

Ant. 2 Kinnig da Zoue ur sakrifis a veuleudi. ( A. P. allelouia ).

II7 « Selaou, va fobl, rak mont a ran da gomz ; +mont a ran, Israel, da zougen testeni a-enep dit : *Doue, da Zoue eo me an hini eo.8 N’eo ket evit da sakrifisoù em eus rebechoù d’ober ; *rak dirazon emañ bepred da holokostoù.

Page 324: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

9 Met n’em eus ket ezhomm eus kole yaouank da di, *n’em eus netra d’ober gant bouc’hed da dropelloù.10 Rak din-me eo holl anevaled ar c’hoadeier, *ar miliadoù loened war ar menezeier.11 Anavezout a ran holl evned an oabloù, *ha chatal ar maezioù a zo tra din ivez.12 Mar em bije naon ne lavarfen ket dit ; *rak din-me eo an hollved hag e holl bobladur.13 Daoust ha debriñ a ran eus kig an tirvi, *daoust hag evañ a ran eus gwad ar bouc’hed ?14 Kinnig da Zoue ur sakrifis a veuleudi, * prof ar sakrifisoù ac’h eus prometet d’an Uhel-meurbet ;15 ha neuze asped ac’hanon en deiz da enkrez : *da zieubiñ a rin, ha va meuliñ a ri-te ».

Ant. Kinnig da Zoue ur sakrifis a veuleudi. ( A. P. allelouia )

Ant. 3 Karantez eo a fell din ha nann aberzhoù : hag anaoudegezh Doue kentoc’h eget holloskadoù. ( A. P. allelouia ).

III

16 D’ar pec’her avat e lavar Doue : +« Perak bezañ o tibuniñ va gourc’hemennoù *ha komz kemend-all eus va emglev ?1106 Sizhun III

17 Pa ’c’h eus kasoni ouzh va reizhadurioù, *pa zistaolez a-drek da gein va c’homzoù.18 Ma welez ul laer e redez gantañ, *hag ez out kompagnun an avoultrerion.19 Da c’henoù a laoskez d’ober an droug, *ha gant da deod ec’h itrikez tromplezonoù.20 Azezañ a rez evit komz a-enep da vreur, *hag evit dizenoriñ mab da vamm.21 Setu ar pezh a rez, ha tevel a rafen ? +Soñjal a rez e vefen eveldout ? *Da damall a rin en ur zisplegañ pep tra dindan da sell.

Page 325: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

22 Taolit evezh, c’hwi ar re a ankoua Doue, *gant aon na rogfen ha na ve den evit ho salviñ.23 Va enoriñ a ra kement hini a brof din e veuleudi, +an neb a vir ar reizhder, *eo dezhañ e tiskouezin va silvidigezh.

Ant. Karantez eo a fell din ha nann aberzhoù : hag anaoudegezh Doue kentoc’h eget holloskadoù. ( A. P. allelouia ).

Gwerzad, lennadennoù ha pedenn o kenglotañ gant pep a Eurlid.

D'ar Meullidoù-beure

Gw/. Aotrou Doue, deuit d’am skoazellañ… Klod d’an Tad … Evel ma oa … ( A. P. allelouia ). Kement-se koulskoude a vez dioueret pa vez bet al Lidgalvadenn diouzhtu a-raok.

MEULGAN o kenglotañ gant an Eurlid.

SONGANADENN

Antonenn I

E. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Evurus ar re a zo o chom en ho ti, Aotrou. E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Va c’halon ha va c’horf a drid a levenez etrezek an Doue bev, allelouia.

Deiz-lid II, d’ar Meullidoù-beure 1107

Songan 83 (84)

Hiraezh da dempl an AotrouN’hon eus ket amañ ur gêr da badout, met klask a reomp an hini da zont

( Heb 13, 14 )

2 Pegen karet eo ho ti santel, Aotrou ar galloudoù ! *3 Va ene a langis gant ar c’hoant da welout porzhioù sakr an Aotrou. Va c’halon ha va c’horf *a drid a levenez etrezek an Doue bev.4 Ar golvan zoken a gav ur repu, +hag ar wennili un neizh evit he re vihan : * hoc’h aoterioù, Doue ar galloudoù, va roue ha va Doue.

Page 326: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

5 Evurus ar re a zo chomm en ho ti : *dalc’hmat ouzh ho meuliñ.6 Evurus an den a lak e nerzh ennoc’h, *hag a venn ober ar beajoù santel.7 Goude tremen dre draonienn ar sec’hor ec’h evo dour eus ar feunteun, *ar glav kentañ a ro e vennozh.8 Sevel a reer a bazenn da bazenn, *betek gwelout an Aotrou e Sion.9 Aotrou Doue, selaouit va fedenn ; *digorit ho skouarn, Doue Yakob.10 C’hwi, hon diwallour, gwelit, o Doue, *sellit ouzh an hini hoc’h eus sakret.11 Gwelloc’h un deiz hepken en ho porzhioù, eget mil devezh e lec’h all, +gwelloc’h eo din menel war dreuzoù ti va Doue *eget bevañ e teltenn ar bec’herion.12 Rak ur skoed hag un difenn eo Doue, +gras ha gloar, setu donezon an Aotrou ; *rak ne zinac’h ket an evurusted ouzh ar re a gerzh en dinammded.13 Aotrou ar galloudoù, *evurus an den a lak ennoc’h e fiziañs.1108 Sizhun III

E. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Ant. Evurus ar re a zo o chom en ho ti, Aotrou. E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Ant. Va c’halon ha va c’horf a drid a levenez etrezek an Doue bev, allelouia.

Antonenn 2

E. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Deuit, eomp war-laez da venez an Aotrou Doue. E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : D’an uhelañ eo bet lakaet ti an Aotrou Doue, hag e tered war-zu ennañ an holl bobloù, allelouia.

Lidkan Ysh 2, 2-5

Page 327: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

Menez ti an Aotrou e penn ar menezioù

An holl vroadoù a zeuio da stouiñ d’an daoulin dirazañ ( Dsk 15, 4 ).2 Setu ma vo lakaet diwezhatoc’h *menez ti Doue e penn ar menezioù, an uhelañ e-touez ar runioù, *hag e teredo war-zu ennañ an holl bobloù.3 Dont a ray pobloù niverus hag e lavarint : +« Eomp war-laez da venez an Aotrou Doue, *da di Doue Yakob, ma kelenno dimp e hentoù, *hag e kerzhimp war e roudoù » ; rak eus a Sion e teu al Lezenn, *eus a Jeruzalem komzoù Doue.4 Barn a ray etre ar pobloù *o reiñ kentel da vroadoù niverus, hag e vo goveliet ar c’hlezeier e soc’hioù, *hag ar goafioù e filzier ; ne savo ket ur vro ar c’hleze enep d’unan all, *ne vo ken desket ober brezel.5 Deuit, ti Yakob, *kerzhomp e sklerijenn an Aotrou.

Deiz-lid II, d’ar Meullidoù-beure 1109

E. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Ant. Deuit, eomp war-laez da venez an Aotrou Doue. E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Ant. D’an uhelañ eo bet lakaet ti an Aotrou Doue, hag e tered war-zu ennañ an holl bobloù, allelouia.

Antonenn 3

E. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Kanit d’an Aotrou Doue, bennigit e anv. E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Lavarit e-touez ar broadoù : An Aotrou a ren, allelouia.

Songan 95 (96)

Page 328: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

An Aotrou Doue, roue ha barner an douar a-bezh

Kanañ a reont ur ganenn nevez dirak ar gador-veur ha dirak an Oan ( Kv. Dsk 14, 3 ).

1 Kanit d’an Aotrou ur ganenn nevez, *kanit d’an Aotrou, tud an douar a-bezh.2 Kanit d’an Aotrou, bennigit e anv, *a zeiz da zeiz embannit e silvidigezh.3 Diskleriit e c’hloar e-touez ar broadoù, *e vurzhudoù e-touez an holl bobloù4 Rak bras eo an Aotrou, ha din-meurbet a veuleudi, *ha spouronus dreist an holl doueoù.5 Idolennoù kleuz n’eo ken holl doueoù ar broadoù, *an Aotrou eo avat en deus graet an neñvoù6 Gloar ha splannder a gerzh dirazañ, *nerzh ha galloud a chom en e santual..7 Degasit d’an Aotrou kerentiadoù a bobloù, +degasit d’an Aotrou galloud hag enor, *8 roit d’an Aotrou ar c’hlod dleet d’e anv. Kinnigit ar brofadenn, it e-barzh e leurennoù, *9 azeulit an Aotrou gant gwiskamantoù sakr. Krenit dirazañ, tud an douar a-bezh, *10 lavarit e-touez ar broadoù : « An Aotrou a ren ! ».1110 Sizhun III

Startaet en deus ar bed, ha ne vransello ket ; *gouarn a raio ar pobloù gant reizhder.11 Ra vo joa gant an neñv, ha ra drido an douar, +ra sono ar mor gant kement a vev ennañ ; *12 ra laouenaio ar maezioù ha kement a zo enno. Hag holl wez ar forest da youc’ho a levenez +13 dirak an Aotrou, rak emañ o tont, *emañ o tont da ren an douar. Ren a raio an hollved gant justis, *hag ar pobloù hervez e wirionez.

E. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Ant. Kanit d’an Aotrou Doue, bennigit e anv.

Page 329: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Ant. Lavarit e-touez ar broadoù :  An Aotrou a ren, allelouia.

Lennadenn verr, pebeilganenn, antonenn da lidkan Zakaria, aspedennoù ha pedenn, a vez rekis hervez diseurted an Eurlid.

Klozadur al Lideuriad, evel en Darn voutin.

Da Eur kreiz an deiz

Gw/. Aotrou Doue, deuit d’am skoazellañ… Klod d’an Tad… Evel ma oa… ( A. P. allelouia ).

MEULGAN arbennik da bep lidamzervezh.

SONGANADENN

E Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Antonenn, evel e Darnlevr al Lidamzervezh.

E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Ant. Allelouia, allelouia, allelouia.

Deiz-lid II, da Eur kreiz an deiz 1111

Songan 118 (119), 89-96XII (Lamed)

Prederiañ war lavar an Aotrou el lezenn

Ur gourc’hemenn nevez a roan deoc’h, en em garout an eil egile evel m’am eus ho karet ( Kv. Yn 13, 34 ).

89 Da holl viken, Aotrou, *e chom ho lavar digemm en neñvoù.90 A rummad da rummad e chom ho fealded ; *diazezet hoc’h eus an douar, hag e talc’h.91 Hervez ho tivizoù e pad kement a zo, *rak ar bed a-bezh a zo en ho servij.92 Paneve d’ho lezenn bezañ bet va dudi, *

Page 330: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

e vijen aet da goll em reuzeudigezh.93 Nann, biken n’ankounac’hain hoc’h urzhioù, *rak ganto e roit din buhez.94 Deoc’h ez on, va salvit, Aotrou, *rak hoc’h urzhioù a glaskan.95 An dud fallakr am ged d’am c’has da goll ; *met bepred e taolan evezh ouzh ho testenioù.96 Ur fin a welan da gement a zo parfet, *n’eus nemet ho kourc’hemenn a vefe didermen.

Songan 70 (71)

Aotrou Doue, va fiziañs adal va yaouankiz

Ho pet levenez en esperañs, pasianted en trubuilhoù ( Rom 12, 12 ).

I

1 Ennoc’h, Aotrou, e klaskan va goudor, *grit n’am bo morse da gaout keuz.2 En ho reizhder va disammit, va dieubit ; *stouit ho skouarn davedon ha va salvit. ---1112 Sizhun III

3 Bezit evidon ur roc’hell a repu, ul lec’h da vont di bepred ; *urzhiet hoc’h eus va salviñ, rak c’hwi eo va roc’hell, *va skoazell ha va repu.4 Va Doue, va dieubit eus dorn an den fallakr, *eus kraban an den drouk ha digar.5 Rak c’hwi eo va esper, o va Doue ; *va fiziañs, Aotrou, adal va yaouankiz.6 Warnoc’h en em harpan adal va ganedigezh, +adal barlenn va mamm, c’hwi a zo va diwaller ; *ennoc’h va meuleudi bepred.7 Da galz a dud em eus seblantet estonus, *ya, c’hwi a zo bet va goudor nerzhus.

Page 331: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

8 Gant ho meuleudi eo leun va genoù, *gant enor ho kloar, a-hed an deiz.9 N’am distaolit ket en amzer ar gozhni ; *pa ’z a kuit va nerzh, n’am dilezit ket.10 Rak va enebourion a gomz a-enep din, +ar re a glask va diskar, *a zo en em guzuliet ;11 « Doue en deus e zilezet, emezo, +redomp war e lerc’h, pakomp anezhañ, *rak n’eus den d’e zifenn ».12 O Doue, na chomit ket pell diouzhin ; *va Doue, hastit dont d’am skoazellañ.13 Ra vo divarc’het, diskaret enebourion va buhez ; *ra vo goloet a zismegañs hag a vezh, ar re a glask va gwalleur.

II14 Me avat am eus ennoc’h esperañs dibaouez, *ho meuliñ a rin mui-oc’h-mui bemdez.15 Va genoù a embanno ho reizhder, +a-hed an deiz ho sikourioù ; *n’ouzon ket o niver. ---

Deiz-lid II, da Eur kreiz an deiz 1113

16 Kemenn a rin galloudegezh an Aotrou ; *degas a rin soñj eus ho justis dreist-hini.17 O Doue, c’hwi hoc’h eus va c’helennet adal va yaouankiz,*ha betek bremañ em eus embannet ho purzhudoù.18 Zoken em c’hozhni, dindan gwennder va blev, *Aotrou Doue, va Doue, n’am dilezit ket, ma kemennin nerzh ho prec’h d’ar rummad-mañ, *hag ho kalloud d’ar remziadoù da zont.19 Ho justis, Aotrou Doue, uhel evel an neñvoù, +c’hwi hoc’h eus eus graet ganti traoù ken bras :piv a zo eveldoc’h, Aotrou Doue ?20 Va lakaet hoc’h eus da welout kalz a enkrez hag a walleur ; +

Page 332: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

met rentañ a reot din buhez en-dro, *eus donderioù an douar va lakit da sevel en-dro.21 Roit din brasoc’h gloar, *va frealzit adarre.22 Ha me a ganmeulo war an delenn, +ho fealded, o Doue ; *salmiñ a rin evidoc’h war ar gitar, Doue santel Israel.23 Va muzelloù a drido pa ganin deoc’h, *hag ennon va ene hag hoc’h eus dasprenet ;24 va zeod a-hed an deiz a gano ho justis, *rak setu divarc’het, diskaret, ar re a glaske va gwalleur.

E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Ant. Allelouia, allelouia, allelouia. D’an Eurioù all, ar songanadenn-glokaat a vez kemeret diouzh ar rummad I ha III, p. 1298. Lennadenn verr, gwerzad ha pedenn, a vez rekis hervez diseurted an Eurlid. Klozadur al Lideuriad, evel en Darn voutin.

1114 Sizhun III

D’ar Pardaezlid

Gw/. Aotrou Doue, deuit d’am skoazellañ… Klod d’an Tad … Evel ma oa … ( A. P. allelouia ).

MEULGAN o kenglotañ gant an Eurlid.

SONGANADENNAntonenn I

E. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Hon daoulagad bepred war-zu an Aotrou, o c’hortoz m’en devo truez ouzhimp. E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Bez’ e vo an Aotrou evidout ur c’houlaouenn beurbad, da Zoue a vezo da splannder, allelouia.

Page 333: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

Songan 122 (123)

An Aotrou Doue fiziañs ar boblDaou zen dall en em lakaas da youc’hal : « Aotrou, az pez truez ouzhimp, Mab David » ( Mzh 20, 30 ).

1 Sevel a ran va daoulagad war-zu ennoc’h, *c’hwi o chom en neñvoù.2 Setu int evel daoulagad servijerion etrezek daouarn o mistri, * evel daoulagad ur vatezh etrezek daouarn he mestrez, evel-se hon daoulagad war-zu an Aotrou, hon Doue, *o c’hortoz m’en devo truez ouzhimp.3 Ho pet truez, Aotrou, ho pet truez ouzhimp, *rak ouzhpenn hor gwalc’h a zismegañs hon eus bet da lonkañ ;4 ouzhpenn e walc’h en deus lonket hon ene *eus goaperezh ar vondianed, eus dismegañs an dud loc’hus.

E. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Ant. Hon daoulagad bepred war-zu an Aotrou, o c’hortoz m’en devo truez ouzhimp. E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Ant. Bez’ e vo an Aotrou evidout ur c’houlaouenn beurbad, da Zoue a vezo da splannder, allelouia.

Deiz-lid II, d’ar Pardaezlid 1115

Antonenn 2

E. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Hor skoazell a zo en anv an Aotrou, oberour an neñv hag an douar.

E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Setu torret roued ar chaseer, ha ni dinijet kuit, allelouia.

Songan 123 (124)

Hor skoazell a zo en anv an Aotrou

Lavarout a reas an Aotrou da Baol : « Arabat dit kaout aon … rak me a zo ganit » ( Ob 18, 9-10 ).

1 Pa ne vije ket bet an Aotrou a-du ganimp,

Page 334: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

r’en lavaro Israel, +2 pa ne vije ket bet an Aotrou a-du ganimp, *pa’z eo en em savet an dud a-enep dimp :3 neuze o devije hon lonket en bev, *e tan o fulor ouzhimp.4 Neuze an doureier o devije hor beuzet, +ar froud en devije hor goloet ; *5 neuze o devije hor beuzet en-bev an doureier o virviñ.6 Ra vo benniget an Aotrou, *ha n’en deus ket hon lezet da vezañ drailhet gant o dent.7 Evel ul labous eo diflipet hon ene *eus roued an evnetaer : setu torret roued ar chaseer, *ha ni dinijet kuit.8 Hor skoazell a zo en anv an Aotrou, *oberour an neñv hag an douar.

E. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Hor skoazell a zo en anv an Aotrou, oberour an neñv hag an douar.

E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Setu torret roued ar chaseer, ha ni dinijet kuit, allelouia.1116 Sizhun III

Antonenn 3

E. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : En e Vab en deus hon dibabet Doue da vezañ e advibion.

E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Me, pa vin bet uhelsavet diouzh an douar, eo an holl dud a dennin davedon, allelouia.

Lidkan Efz 1, 3-10

Doue salver

3 Ra vo benniget Doue, Tad hon Aotrou Jezuz Krist, *eñ hag en deus hor benniget ha roet dimp pep bennozh speredel, a holl viskoazh, er C’hrist,

Page 335: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

4 rak hon dibabet en deus ennañ a-raok krouidigezh ar bed, +da vezañ santel ha dinamm *dirazañ, er garantez,5 en ur rakdivizout diwar hor penn e vefemp advibion +dezhañ dre Jezuz Krist, *setu petra eo bet plijet gantañ ober en e vadelezh,6 evit ma vefe kanmeulet splannder ar c’hras, *en deus roet dimp en e Vab muiañ-karet,7 hon eus ennañ dre e wad an daspren eus hor sklavelezh, *ar pardon eus hor pec’hedoù ;

sed aze pinvidigezh ar c’hras-se, +8 en deus an Tad skuilhet warnomp gant largentez, *e pep furnezh ha skiant,9 en ur ziskuliañ dimp mister e youl, *ar mennad madelezhus-se,

en devoa rakdivizet ennañ e-unan, *10 evit e gas da benn pa vefe deuet leunder an amzerioù : da lavarout eo lakaat ar C’hrist da vezañ penn pep tra, *hag ennañ adunvaniñ kement a zo en neñv ha war an douar.

Deiz-lid II, d’ar Pardaezlid 1117

E. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Ant. En e Vab en deus hon dibabet Doue da vezañ e advibion.

E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Ant. Me, pa vin bet uhelsavet diouzh an douar, eo an holl dud a dennin davedon, allelouia.

Lennadenn verr, pebeilganenn, antonenn da lidkan Zakaria, aspedennoù ha pedenn, a vez rekis hervez diseurted an Eurlid.

Klozadur an Eurlid, evel en Darn voutin.

Page 336: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

1118

DEIZ-LID III AR SIZHUN III

D’al Lidgalvadenn

Gw/. Aotrou Doue, digorit din va muzelloù… Songan lidgervel, 860, gant an antonenn o kenglotañ ouzh an Eurlid

Da Eurlid al lennadenn

Gw/. Aotrou Doue, deuit d’am skoazellañ…Klod d’an Tad ...Evel ma oa…( A. P. allelouia ). Kement-se koulskoude a vez dioueret pa vez bet al Lidgalvadenn diouzhtu a-raok.

Page 337: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

MEULGAN o kenglotañ gant an Eurlid..

SONGANADENN

Ant . 1 Sevel a ra Doue, ha tec’hout a ra dirak e zremm ar re o deus kasoni outañ.

Songan 67 (68)

Kerzhadenn c’hlorius an Aotrou Doue

O pignat d’an uhel en deus degaset gantañ ar brizonidi, roet en deus d’an dud e zonezonoù ( Efz 4, 8 ).

I2 Sevel a ra Doue, ha setu stlabezet e holl enebourion ; *tec’hout a ra dirak e zremm ar re o deus kasoni outañ.3 Evel ma vez gwentet moged ez int bet dispennet ; +evel ma teuz koar dirak an tan, *e steuz ar bec’herion dirak dremm Doue.4 An dud reizh avat a drid gant ar joa, *e barr al levenez e kanont dirak Doue.5 Salmit da Zoue ha meulit e anv ; +digorit an hent da Varc’heger ar c’hoabr ; * an Aotrou eo e anv.

Deiz-lid III, da Eurlid al lennadenn 1119

Youc’hit holl dirazañ ; +6 tad an emzivaded ha difenner an intañvezed *eo Doue en e balez santel.7 Eñ a ro d’an dud dilezet un ti da chom ennañ, + eñ a zigor dor an eurvad d’ar brizonidi, * e-pad ma van an dud disuj en douar kras.8 Doue, pa oac’h o vont er-maez e penn ho pobl, * o kerzhout war-raok a-dreuz d’ar gouelec’h, 9 e skrijas an douar, e teuzas an oabloù, * e krenas ar Sinai dirak Doue, Doue Israel.10 Glav ho largentezioù hoc’h eus neuze skuilhet war ho tud, * pa oant divi hoc’h eus adnerzhet anezho.11 Eno hoc’h eus roet, o Doue, ur vodenn d’ho teñved, *

Page 338: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

en ho madelezh hoc’h eus aozet pourvez d’ar reuzeudig.

Ant. Sevel a ra Doue, ha tec’hout a ra dirak e zremm ar re o deus kasoni outañ. Ant. 2 Hon Doue, un Doue a frankiz, an Aotrou en deus hon tennet eus ar marv.

II12 An Aotrou a ro da glevout ur c’heloù mat ; * hag un armead laouen a verc’hed en kemenn : 13 « Tec’hout, tec’hout a ra rouaned an armeoù, * ha gwragez an ti a ra lodennoù gant ar skrapadur.14 Repoz bremañ e klozioù an deñved : * ha pleg da zivaskell, o koulmig arc’hantek, da bluñv a lugern evel an aour.15 Evel-se pa zibourc’he an Hollc’halloudeg ar rouaned, * evel an erc’h war ar Salmon ».16 Ur menez doueel eo menez Basan, * ur menez serzh-meurbet, menez Basan.17 Menezioù serzh, perak kaout gwarizi, + ouzh ar menez en deus c’hoantaet Doue evit e di ? * An hini ma chomo warnañ da virviken.18 Kirri Doue a zo milmiliadoù anezho : * eus ar Sinai emañ Doue o vont d’e santual.1120 Sizhun III

19 Pignet oc’h war an uhel o tegas ganeoc’h prizonidi ; + resev a rit truaj digant an holl, * zoken digant ar re a oa savet a-enep deoc’h, o Doue.20 A zeiz da zeiz ra vo benniget an Aotrou ; * eñ, Doue, hor salver, en deus kemeret hor samm war e choug.21 Hon Doue a zo bet evidomp un Doue a frankiz ; * an Aotrou, hon Doue, en deus hon tennet eus ar marv.22 Ya, Doue a flastr o fenn d’e enebourion, * klopenn blevek ar re a gerzh er pec’hed.23 Lavaret en deus an Aotrou : « Da zegas a ran eus Basan, * da zegas a ran eus donderioù ar mor,

Page 339: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

24 ma c’helli soubañ da dreid en o gwad, * m’en devo teod da chas e lod eus an enebourion. ».

Ant. Hon Doue, un Doue a frankiz, an Aotrou en deus hon tennet eus ar marv.

Ant. 3 Rouantelezhioù an douar, kanit da Zoue ; salmit d’an Aotrou.

III25 Setu ma weler, o Doue, prosesion ho trec’h, * kerzhadeg va Doue, va Roue, betek ar santual.26 Er penn a-raok emañ ar ganerion, + ha war o lerc’h ar sonerion, * hag e-kreiz, ar merc’hed yaouank o c’hoari taboulinig.27 « En ho strolladoù-kan bennigit Doue, * bennigit an Aotrou, bugale Israel ».28 Eno emañ Beniamin, ar yaouankañ, o kerzhout da gentañ, + war e lerc’h priñsed Youda gant o bagadoù, * priñsed Zabulon, priñsed Neftali.29 O Doue, gourc’hemennit en ho kalloudegezh, * startait, Aotrou, ar pezh hoc’h eus graet evidomp.30 Eus lein ho Templ santel a-us da Gêr Jeruzalem, * deoc’h-c’hwi ar rouaned a zegaso donezonoù.

Deiz-lid III, d’ar Meullidoù-beure 1121

31 Gourdrouzit, o Doue, loen ar raoskl, + bandenn an tirvi gant leueoù ar pobloù, * ra zeuint da soublañ en ur ginnig arc’hant.Dispennit ar pobloù en em blij er brezel. + 32 Eus donder an Egipt e teuio ar briñsed, *hag Etiopia hec’h-unan a astenno he daouarn war-zu Doue.33 Rouantelezhioù an douar, kanit da Zoue, + salmit en enor d’an Aotrou, 34 marc’heger an neñvoù, an neñvoù kozh ; *setu ma sav e vouezh, e vouezh nerzhus.35 Anavezit galloudegezh Doue, + hag e splannder war Israel, *

Page 340: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

e nerzh a lugern en oabloù.36 Spouronus eo Doue eus donder e santual, + eñ a ro d’e bobl nerzh ha galloud. * Ra vo benniget Doue !

Ant. Rouantelezhioù an douar, kanit da Zoue ; salmit d’an Aotrou. . ( A. P. Allelouia ).

Gwerzad, lennadennoù ha pedenn o kenglotañ gant pep a Eurlid.

D'ar Meullidoù-beure

Gw/. Aotrou Doue, deuit d’am skoazellañ… Klod d’an Tad … Evel ma oa … ( A. P. Allelouia ). Kement-se koulskoude a vez dioueret pa vez bet al Lidgalvadenn diouzhtu a-raok.

MEULGAN o kenglotañ gant an Eurlid.

SONGANADENN

Antonenn I

E. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Benniget hoc’h eus, Aotrou, ho touar ; pardonet hoc’h eus pec’hed ho pobl. E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Aotrou Doue, buhez a root dimp en-dro, ma kavo tud ho pobl o levenez ennoc’h, allelouia.1122 Sizhun III

Songan 84 (85)Tost emañ hor silvidigezh

Dre hor Salver diskennet d’an douar en deus benniget Doue e zouar ( Origenes ). 2 Diskouezet hoc’h eus, Aotrou, ho trugarez ouzh ho touar, *adroet hoc’h eus da Yakob an eurvad.3 Pardonet hoc’h eus pec’hed ho pobl, * goloet hoc’h eus hec’h holl vankoù.4 Sioulaet hoc’h eus hoc’h holl fulor, * roet hoc’h eus distan d’ho kounnar.5 Hon adsavit , o Doue, hor salver, * ha paouezit da gaout droug en hon c’heñver.

Page 341: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

6 Hag-eñ eo da viken e vefec’h kounnaret ouzhimp, * ha chom a rafec’h fuloret a rummad da rummad ?7 Met kentoc’h eo buhez a root dimp en-dro, * ma kavo tud ho pobl o levenez ennoc’h.8 Diskouezit dimp, Aotrou, ho trugarez, * ha roit dimp ho silvidigezh.9 Me a fell din selaou lavaroù an Aotrou, + a dra sur eo komzoù a beoc’h a lavaro evit e bobl, evit e dud fidel, *evit ar re o tistreiñ outañ a galon.10 Ya, tost eo e silvidigezh d’ar re a zouj anezhañ, * setu ma teu ar c’hloar da chom war an douar.11 Gras ha fealded a ya d’en em gaout an eil gant eben, *reizhder ha peoc’h en em vriata.12 Ar fealded a ziwano eus an douar, * hag ar reizhder a stouo eus an neñvoù.13 An Aotrou a skuilho e vennozh, * hag an douar a daolo e frouezh.14 Dirazañ e kerzho ar reizhder, * hag ar peoc’h da heul e gammedoù.

E. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Ant. Benniget hoc’h eus, Aotrou, ho touar ; pardonet hoc’h eus pec’hed ho pobl.

Deiz-lid III, d’ar Meullidoù-beure 1123

E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Ant. Aotrou Doue, buhez a root dimp en-dro, ma kavo tud ho Pobl o levenez ennoc’h, allelouia.

Antonenn 2

E. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : E-kerzh an noz e vez va ene ouzh ho c’hoantaat, war evezh a-dal ar goulou-deiz.

E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Esperet hon eus en Aotrou ; roet en deus dimp ar peoc’h, allelouia.

Lidkan Ysh 26, 1-4. 7-9. 12

Page 342: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

Kanenn da heul an trec’h war an enebourion

Moger ar Gêr a zo dezhi daouzek diazez ( Kv. Dsk 21, 14 ).

1 Ur Gêr-greñv hon eus : hor silvidigezh * en deus lakaet er mogerioù hag er ramparzh.2 Digorit an dorojoù ma teuio ar bobl feal, * he deus dalc’het d’ar feiz.3 Ar grouadurion en em harp warnoc’h * a virit e peoc’h,e peoc’h dre ma fiziont ennoc’h.4 Ho pet fiziañs en Aotrou da virviken, * en Doue, ar roc’h peurbad.7 Gwenodenn an den reizh a zo eeunded ; * eeun ha kompez e lakit hent an den just.8 Ya, war hent ho parnedigezhioù, Aotrou, e c’hortozomp ac’hanoc’h ; *c’hoant an ene eo hoc’h anv hag an eñvor ac’hanoc’h.9 Va ene en deus c’hoant ac’hanoc’h en noz, * ha va spered em c’hreiz a glask ac’hanoc’h. Pa vez gwelet ho parnedigezhioù war an douar, * e vez desket ar reizhder gant annezidi ar bed.12 Aotrou, c’hwi a roio ar peoc’h deomp ; * rak hon holl oberoù a gasoc’h da benn evidomp.1124 Sizhun III

E. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Ant. E-kerzh an noz e vez va ene ouzh ho c’hoantaat, war evezh a-dal ar goulou-deiz. E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Ant. Esperet hon eus en Aotrou ; roet en deus dimp ar peoc’h, allelouia.

Antonenn 3 E. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Lakait ho sklerijenn, Aotrou, da splannañ warnomp. E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : An douar en deus roet e frouezh ; ra drido a levenez ar Broadoù, allelouia.

Pa vez bet graet gant ar songan da heul evit al Lidgalvadenn, e lavarer en e lec’h ar songan 94 (95), p. 860.

Page 343: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

Songan 66 (67)

An holl bobloù da veuliñ an Aotrou

Ra vezo anavezet ganeoc’h eo d’ar Baganed eo bet kaset ar silvigezh-mañ digant Doue (Ob 28, 28).

2 Doue da gaout truez ouzhimp ha da reiñ dimp e vennozh ; * da lakaat e sklerijenn da splannañ warnomp, 3 ma vo anavezet e hent war an douar, * hag e silvidigezh e-touez an holl bobloù.4 Deoc’h, o Doue, meuleudi ar pobloù ; * deoc’h-c’hwi, meuleudi an holl bobloù.5 Ra drido a levenez ar Broadoù, + dre ma varnit ar pobloù gant reizhder, * dre ma c’houarnit broadoù an douar.6 Deoc’h, o Doue, meuleudi ar pobloù ; * deoc’h, meuleudi an holl bobloù.7 An douar en deus roet e frouezh ; * Doue, hon Doue, en deus hor benniget, 8 Doue d’hor bennigo, *ha da vezo doujet betek broioù pellañ an douar.

E. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Ant. Lakait ho sklerijenn, Aotrou, da splannañ warnomp.

Deiz-lid III, da Eur kreiz an deiz 1125

E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Ant. An douar en deus roet e frouezh ; ra drido a levenez ar Broadoù, allelouia.

Lennadenn verr, pebeilganenn, antonenn da lidkan Zakaria, aspedennoù ha pedenn, a vez rekis hervez diseurted an Eurlid. Klozadur al Lideuriad, evel en Darn voutin.

Da Eur kreiz an deiz

Gw/. Aotrou Doue, deuit d’am skoazellañ… Klod d’an Tad… Evel ma oa… ( A. P. Allelouia ).

MEULGAN arbennik evit pep lidamzervezh.

SONGANADENN

Page 344: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

E Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Antonenn, evel e Darnlevr al Lidamzervezh. E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Ant. Allelouia, allelouia, allelouia.

Songan 118 (119), 97-104XIII (Mem)

97 Na karout a ran ho lezenn, Aotrou ; * a-hed an deiz e prederian warni.98 Furoc’h eget va enebourion ez on-me, * rak ganin emañ bepred ho kourc’hemennoù.99 Poellekoc’h eget va holl gelennerion ez on-me, * rak ho testenioù a zo danvez va emsoñj.100 Poellekoc’h eget an dud kozh ez on-me, * dre ma talc’han d’hoc’h urzhioù.101 Distreiñ a ran va zreid diouzh hentoù an droug, * evit mirout ho lavarioù.102 Ne ziroudan ket diwar ho parnedigezhioù, * rak c’hwi eo an hini am c’helenn.103 Pegen c’hwek d’am staoñ eo ho lavar, * c’hwekoc’h eget mel d’am genoù.104 Gant ho kourc’hemennoù e teuan speredek ; * setu perak e kasaan holl hentoù ar gaou.1126 Sizhun III

Songan 73 (74)

Klemmgan war an Templ gwastet ha rivinet

N’ho pet ket aon rak ar re a c’hell lazhañ ar c’horf ( Mzh 10 , 28 ).

I

1 Perak, o Doue, hoc’h eus hon distaolet da virviken, * perak e flamm ho kounnar enep deñved ho tropell ? 2 Ho pet soñj eus ar Bobl *hoc’h eus prenet deoc’h gwechall-gozh,hoc’h eus dasprenet da vezañ ho meuriad deoc’h-c’hwi, * eus Menez Sion hoc’h eus savet ho ti warnañ.3 Kasit ho kammedoù betek an dismantr-se peurbadel : * an argader en deus drastet pep tra en ho santual.

Page 345: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

4 Yudet o deus hoc’h enebourion e-kreiz lec’h ar vodadeg, *staget o deus o bannieloù war dalbenn ar porched.5 Evel koadourion o skeiñ, *e-kreiz ur forest,6 o deus drailhet pep tra, *gant an horzh hag ar vouc’hal.7 C’hwezhet o deus an tan en ho santual, o Doue, * disakret o deus, distaolet d’an douar tabernakl hoc’h anv.8 En o c’halon e lavarent : « O distrujomp holl war un dro, * dêvomp dre ar vro e holl santualioù ».9 N’eus ken a sin, +ha n’eus ken a brofed, *ha ne oar den en hon touez betek pegoulz.10 Betek pegoulz, o Doue, e vallozho an enebour ? * Daoust hag e tismegañso hoc’h anv da viken ? 11 Perak e talc’hit kuzh ho torn diouzhimp, * perak e virit ho torn dehou dindan ho mantell ? 12 C’hwi koulskoude, o Doue, va roue a wechall-gozh, * c’hwi a zo bet evidomp ur salver dre an douar.

Deiz-lid III, da Eur kreiz an deiz 1127

II

13 C’hwi hoc’h eus disrannet ar mor en ho kalloud, * ha frailhet en dourioù pennoù an dragoned.14 C’hwi hoc’h eus flastret pennoù al Leviatan, * hag en roet da voued da euzhviled ar mor.15 C’hwi hoc’h eus digoret feunteun ha froud-dour, * ha disec’het ar stêrioù diheskus.16 Deoc’h eo an deiz ha deoc’h eo an noz, * c’hwi hoc’h eus diazezet an heol hag ar stered.17 C’hwi hoc’h eus divizet termenoù an douar, * an hañv hag ar goañv hoc’h eus stummet 18 Ho pet soñj, +en deus an enebour ho tismegañset, Aotrou, *hag he deus ur bobl diskiant kunujennet hoc’h anv.

Page 346: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

19 Na roit ket d’ar sparfell buhez ho turzhunell, * buhez ho peorion n’ankouait ket da viken.20 Taolit pled ouzh ho tud e-kreiz teñvalijenn, * ouzh ar vro-mañ deuet da vezañ un toull-laeron.21 Na lezit ket an den gwasket da vezañ goloet a vezh, * ma c’hello ar reuzeudig hag ar paour kanmeuliñ hoc’h anv.22 Savit, Aotrou Doue, ha difennit ho kaoz ; + ho pet soñj eus kunujennoù dibaouez * an dud dizoue.23 N’ankouait ket yudadeg hoc’h enebourion, * kriadeg hoc’h argaderion o sevel hep ehan.

E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Ant. Allelouia, allelouia, allelouia. D’an Eurioù all, ar songanadenn-glokaat a vez kemeret diouzh ar rummad I ha III, p. 1298. Lennadenn verr, gwerzad ha pedenn, a vez rekis hervez diseurted an Eurlid. Klozadur al Lideuriad, evel en Darn voutin.1128 Sizhun III

D’ar Pardaezlid

Gw/. Aotrou Doue, deuit d’am skoazellañ… Klod d’an Tad … Evel ma oa … ( A. P. Allelouia ).

MEULGAN o kenglotañ gant an Eurlid.

SONGANADENNAntonenn I

E. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : An Aotrou Doue en-dro d’e Bobl. E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Ar peoc’h ra vo ganeoc’h, me eo, me va-unan : n’ho pet ket aon, allelouia.

Songan 124 (125)

An Aotrou Doue diwaller e boblPeoc’h war Israel Doue ( Gal 6, 16 ).

Page 347: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

1 Ar re a fizi en Aotrou a zo evel Menez Sion * ha ne c’hell ket trabidellañ : divrall da virviken eo.2 Kêr Jeruzalem, gant he menezioù en-dro dezhi, + evel-se e vo an Aotrou en-dro d’e bobl * evel bremañ da holl viken.3 Nann, ne chomo ket galloud an dud fallakr war zomani an dud reizh, *gant aon n’astennfe ar re just o daouarn etrezek an droug.4 Grit gant madelezh, Aotrou, ouzh ar re vat, * ouzh ar re reizh o c’halonoù.5 Met ar re a ziroud war hentoù an droug, + an Aotrou d’o dilamo kuit, ra skubo anezho gant an dorfedourion. * Peoc’h war Israel !

E. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Ant. An Aotrou Doue en-dro d’e bobl. E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Ant. Ar peoc’h ra vo ganeoc’h, me eo, me va-unan : n’ho pet ket aon, allelouia.

Deiz-lid III, d’ar Pardaezlid 1129

Antonenn 2

E. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Mar ne zistroit ket da vezañ heñvel ouzh bugaligoù, ned eot ket e-barzh Rouantelezh an Neñvoù.

E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : A Israel, esper en Aotrou, allelouia.

Songan 130 (131)

Fiziañs lakaet en Aotrou Doue evel bugaligoù

Deskit diganin ez on dous hag izelek a galon ( Mzh 11, 29 ).

1 Aotrou, n’eo ket lorc’hus va c’halon, * ha n’eo ket balc’h va daoulagad ;ne glaskan ket traoù re vras, *na re uhel diouzhin-me.

Page 348: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

2 Daoust ha n’em eus ket plaenaet * ha sioulaet va ene ?Evel ur bugelig war vrennid e vamm, * evel ur bugelig va c’halon ennon-me.3 A Israel, esper en Aotrou *bremañ evel da holl viken.

E. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Ant. Mar ne zistroit ket da vezañ heñvel ouzh bugaligoù, ned eot ket e-barzh Rouantelezh an Neñvoù.

E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Ant. A Israel, esper en Aotrou, allelouia.

Antonenn 3

E. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Graet hoc’h eus ac’hanomp, Aotrou, ur rouantelezh a veleion d’hon Doue.

E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Pep hini eus ho krouadurioù d’ho servijo, rak dre ho lavar ez int bet krouet, allelouia.1130 Sizhun III

Lidkan Dsk 4, 11 ; 5, 9. 10. 12

Meulgan an dud dasprenet

4,11 Dellezek oc’h, c’hwi, hon Aotrou hag hon Doue, * da resev ar c’hlod, an enor hag ar galloud,rak c’hwi eo hoc’h eus krouet pep tra, * ha dre ho polontez int deuet da vezañ hag int bet krouet.5,9 Dellezek oc’h, Aotrou, da resev al levr * ha da derriñ e sielloù,dre maz oc’h bet lazhet, +ha m’hoc’h eus dasprenet ha gounezet da Zoue gant ho kwad *tud eus pep meuriad ha pep yezh ha pep pobl ha pep broad,10 dre m’hoc’h eus graet anezho d’hon Doue ur rouantelezh a veleion, *

Page 349: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

da vezañ rouaned war an douar.12 Dellezek eo an Oan bet lazhet, + da resev ar galloud, ar binvidigezh, ar furnez, * an nerzh, an enor, ar c’hlod, ar veuleudi.

E. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Ant. Graet hoc’h eus ac’hanomp, Aotrou, ur rouantelezh a veleion d’hon Doue.

E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Ant. Pep hini eus ho krouadurioù d’ho servijo, rak dre ho lavar ez int bet krouet, allelouia.

Lennadenn verr, pebeilganenn, antonenn da lidkan Mari, aspedennoù ha pedenn, a vez rekis hervez diseurted an Eurlid.

Klozadur an Eurlid, evel en Darn voutin.

1131

DEIZ-LID IV AR SIZHUN III

D’al Lidgalvadenn

Gw/. Aotrou Doue, digorit din va muzelloù…

Songan lidgervel, 860, gant an antonenn o kenglotañ ouzh an Eurlid

Da Eurlid al lennadenn

Gw/. Aotrou Doue, deuit d’am skoazellañ…Klod d’an Tad ...Evel ma oa…( A. P. Allelouia ).

Kement-se koulskoude a vez dioueret pa vez bet al Lidgalvadenn diouzhtu a-raok.

MEULGAN o kenglotañ gant an Eurlid.

Page 350: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

SONGANADENN

Ant . 1 An drugarez hag ar wirionez a gerzho dirak ho fas, Aotrou. ( A. P. Allelouia ).

Songan 88 (89), 2-38

Trugarez an Aotrou war diegezh David

Diwar diskennadur David en deus Doue, hervez e bromesa, lakaet da sevel Jezuz e-giz Salver ( Ob. 13, 22. 23 ).

I2 Trugarezioù an Aotrou a fell din kanañ da viken, * a rummad da rummad me a venn embann ho kwirionez gant va muzelloù.3 En lavarout a ran : +« Diazezet hoc’h eus ho madelezh evit atav », *divrall emañ ho fealded en neñvoù.4 « Skoulmet em eus un emglev gant an den am eus dibabet,* touet em eus ul le da Zavid va servijer : 1132 Sizhun III

5 Diazezañ a ran da lignez evit atav, * startaat a ran da dron evit an holl remziadoù ».6 An neñvoù, Aotrou, a ganmeul ho purzhudoù, * ha bodadeg an Aeled a embann ho fealded.7 Rak, piv en oabloù a vefe par d’an Aotrou, * piv a zo heñvel ouzh an Aotrou e-touez mibion Doue ? 8 Spouronus eo Doue evit kuzul bras an Aeled, * doujus-meurbet evit an holl a zo en-dro dezhañ.9 Aotrou, Doue an Armeoù, piv a zo eveldoc’h ? * Galloudus ez oc’h, Aotrou, gwisket a fealded.10 C’hwi a c’hourc’hemenn da lorc’hentez ar mor, * doñvaat a rit e donnoù dirollet.11 C’hwi hoc’h eus flastret Rahab d’ar marv, * ha dispennet hoc’h enebourion gant ho prec’h galloudek.12 Deoc’h-c’hwi eo an neñv ha deoc’h-c’hwi an douar, * ar bed hag e holl bobladur hoc’h eus diazezet.

Page 351: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

13 An hanternoz hag ar c’hreisteiz a zo bet krouet ganeoc’h, * an Tabor hag an Hermon a youc’h en enor d’hoc’h anv.14 Deoc’h-c’hwi eo ar vrec’h-se galloudus : * kadarn eo ho torn, savet uhel ho torn dehou.15 Justis ha reizhder a zo diazez ho tron, * madelezh ha fealded a gerzh dirazoc’h.16 Evurus ar Bobl a oar youc’hal en enor deoc’h, * a gerzh e sklerijenn ho tremm, Aotrou, 17 ar re a gav bepred ho levenez en hoc’h anv, *hag en ho reizhder an nerzh da adsevel.18 C’hwi a ro dezho splannder ha galloud, * diwar-bouez ho krad-vat e sav uhel o nerzh.19 Ya, hor skoed-difenn eo an Aotrou, * hon roue-ni eo Doue santel Israel.

Ant. An drugarez hag ar wirionez a gerzho dirak ho fas Aotrou. ( A. P. Allelouia ).

Ant. 2 Mab Doue a zo bet ganet eus gouenn David evit pezh a .sell e gorf-den. ( A. P. Allelouia ).

Deiz-lid IV, da Eurlid al lennadenn 1133

II20 Gwechall en ur weledigezh d’ho tud santel hoc’h eus komzet ha diskleriet : + « Lakaet em eus ur gurunenn war benn un den kadarn, * uhelsavet em eus an hini am eus dibabet a-douez ar Bobl.21 Kavet em eus David va servijer, * e sakret em eus gant va eoul santel.22 Va dorn a vo bepred aze d’e skoazellañ, * ha va brec’h da reiñ nerzh dezhañ.23 Ne vo ket an enebour evit e douellañ, * nag an torfedour evit trec’hiñ warnañ.24 Flastrañ a rin dirazañ e holl enebourion, * ha skeiñ a rin gant ar re o deus kasoni outañ.25 Va fealded ha va madelezh a vo gantañ, * ha dre nerzh va anv e kresko e c’halloud.26 Astenn a rin e zorn betek ar mor, * ha betek ar stêrioù bras e zorn dehou.

Page 352: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

27 Eñ am galvo : ” Va Zad oc’h-c’hwi, * va Doue ha roc’h va silvidigezh ”.82 Ha me neuze a lakaio anezhañ da vab henañ, * da uhel-meurbet a-us da rouaned an douar.29 Va gras a virin gantañ da viken, * ha va emglev a chomo feal en e geñver.30 Diazezañ a rin e lignez evit atav, *hag e dron a bado keit ha deizioù an neñv.

Ant. Mab Doue a zo bet ganet eus gouenn David evit pezh a sell e gorf-den. ( A. P. Allelouia ). Ant. 3 En touet em eus da Zavid va servijer : da viken e pado e lignez. ( A. P. Allelouia ).

III31 Mar bez dilezet gant e vibion va lezenn, * mar ne heuliont ket va gourc’hemennoù, 32 mar torront va divizoù, *mar ne viront ket va urzhioù.33 e kastizin o fec’hed gant ar walenn, * hag o fallagriezh dre skeiñ warno. --- 1134 Sizhun III

34 Nemet ne dennin ket va gras digantañ, * ne vankin ket d’am fealded.35 Ne dorrin ket va emglev, *ne gemmin netra e lavar va muzelloù.36 Rak en touet em eus da Zavid war va santelezh-me : * nann, ouzh David ne vin ket gaouiat.37 Da viken e pado e lignez, *hag e dron a chomo dirazon keit hag an heol,38 keit hag al loar o terc’hel da viken, * evel un test feal en oabloù ».

Ant. En touet em eus da Zavid va servijer : da viken e pado e lignez. ( A. P. Allelouia ). Gwerzad, lennadennoù ha pedenn o kenglotañ gant pep a Eurlid.

D’ar Meullidoù-beure

Gw/. Aotrou Doue, deuit d’am skoazellañ… Klod d’an Tad … Evel ma oa … ( A. P. Allelouia ).

Page 353: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

Kement-se koulskoude a vez dioueret pa vez bet al Lidgalvadenn diouzhtu a-raok.

MEULGAN o kenglotañ gant an Eurlid.

SONGANADENNAntonenn 1

E. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Roit levenez da ene ho servijer, pa savan va spered davedoc’h, Aotrou.

E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : An holl vroadoù a zeuio da stouiñ d’an daoulin dirazoc’h, Aotrou, allelouia.

Songan 85 (86)

Pedenn ar paour pa-z a fall an traoù

Ra vo benniget Doue, eñ hag a ro frealz dimp en hon holl drubuilhoù (2 Kor 1, 3. 4).

1 Stouit ho skouarn, Aotrou, ha respontit din, * rak un den paour ha reuzeudik ez on-me.

Deiz-lid IV, d’ar Meullidoù-beure 1135 2 Diwallit va ene dre maz on feal deoc’h ; * salvit ho servijer en em fiz ennoc’h.3 C’hwi eo va Doue, ho pet truez ouzhin, Aotrou, * rak davedoc’h e krian a-hed an deiz.4 Roit levenez da ene ho servijer, * pa savan va spered davedoc’h, Aotrou.5 Rak c’hwi, Aotrou, a zo mat ha pardonus, * ha leun a vadelezh evit ar re ho ped.6 Aotrou, digorit ho skouarn d’am fedenn, * taolit evezh ouzh kri va galvadenn.7 En deiz va enkrez e c’harman davedoc’h, * ya, va selaou a reot, Aotrou.8 N’eus hini e-touez an doueoù a ve hañval ouzhoc’h, * nag ouzh ho labourioù n’eus netra heñvel.9 An holl bobloù hoc’h eus graet, Aotrou, + a zeuio da stouiñ dirazoc’h * evit rentañ gloar d’hoc’h anv,

Page 354: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

10 dre ma’z eo bras, dre ma rit burzhudoù, * c’hwi an Doue nemetañ.11 Diskouezit din hoc’h hentoù, Aotrou, * ma kerzhin en ho kwirionez ;dougit va c’halon *da zoujañ hoc’h anv.12 Ho meuliñ a rin, va Doue, a-greiz va c’halon, * rentañ a rin gloar d’hoc’h anv da virviken, 13 rak bras eo bet ho madelezh em c’heñver, * salvet hoc’h eus va ene eus puñs ar marv.14 O Doue, tud lorc’hus a zo en em savet a-enep din, + ur vandennad tud rok a glask diskar va buhez, * n’eo ket c’hwi a zo dirak o selloù.15 C’hwi avat, Aotrou, Doue ar garantez hag an druez, * gorrek da gounnariñ, madelezhus ha leun a fealded, 16 en em droit war-zu ennon, ho pet truez ouzhin ; +roit ho nerzh d’ho servijer *ha salvit mab ho matezh. ---1136 Sizhun III

17 Diskouezit em c’heñver ur sin eus ho krad-vat, + ma welo evit o brasañ mezh ar re o deus kasoni ouzhin, * ez oc’h-c’hwi, Aotrou, va skoazell ha va frealz.

E. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Ant. Roit levenez da ene ho servijer, pa savan va spered davedoc’h, Aotrou. E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Ant. An holl vroadoù a zeuio da stouiñ d’an daoulin dirazoc’h, Aotrou, allelouia.

Antonenn 2

E. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpas: Eürus an den a gerzh er justis hag a lavar ar wirionez.

E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Ouzh ar Roue en e gaerder ez arvesto hon daoulagad, allelouia.

Lidkan Ysh 33, 13-16

Page 355: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

An Aotrou Doue a varno hervez e reizhder

Evidoc’h eo ar bromesa, hag evit ho pugale hag evit ar re a zo pell ( Ob 2, 39 ).

13 C’hwi a zo pell, selaouit ar pezh am eus graet, * ha c’hwi a zo tost, anzavit va galloud.14 Krenañ a ra e Sion ar bec’herion, * krog ez eus un hiris en dud dizoue. Piv ac’hanomp a bado gant an tan-se o têviñ ? * Piv a bado gant an tan-gwall peurbadus ?15 An hini a gerzh ez-reizh *hag a gomz ez-eeun, a zispriz gounidoù dre heg, *a serr e zaouarn hep kemer donezon, an hini a stouv e skouarn d’ar c’homzoù gwadus, * hag a gloz e zaoulagad e-lec’h sellout ouzh ar fall : ---

Deiz-lid IV, d’ar Meullidoù-beure 1137

16 hennezh a vo o chom en uhelderioù, * bod a gavo war ar reier kreñvlec’hiet ; ar bara a vo roet dezhañ, *hag an dour kretaet dezhañ.

E. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Ant. Eürus an den a gerzh er justis hag a lavar ar wirionez. E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Ant. Ouzh ar Roue en e gaerder ez arvesto hon daoulagad, allelouia.

Antonenn 3

E. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Youc’hit a joa dirak an Aotrou, ar roue. E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Pep krouadur a welo silvidigezh hon Doue, allelouia.

Songan 97 (98)

An Aotrou trec’hour er varnAr songan-mañ a zo arouez donedigezh kentañ an Aotrou ha feiz an holl

Page 356: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

vroadoù ( Sant Atanazios ).

1 Kanit d’an Aotrou ur ganenn nevez, * dre m’en deus graet burzhudoù.

Gounezet en deus an trec’h gant e zorn dehou, * ha gant e vrec’h santel.2 An Aotrou en deus diskouezet e silvidigezh, * diskleriet en deus e reizhder d’an holl vroioù.3 Soñj en deus bet eus e vadelezh * hag eus e fealded e-keñver tiegezh Israel. Gwelet o deus broioù pellañ an douar * silvidigezh hon Doue.4 Youc’hit d’an Aotrou, c’hwi an holl douaroù, * tridit gant levenez ha kanit.5 Salmit d’an Aotrou war an delenn, * war an delenn ha gant son ar gitar ; 6 gant an drompilh ha gant mouezh ar c’horn, * youc’hit d’an Aotrou, ar roue. --- 1138 Sizhun III

7 Ra voudo ar mor gant kement a zo ennañ, * an hollved ha kement a zo warnañ.8 Ra stlako ar stêrioù bras o daouarn, + ra drido a-unan ar menezioù, 9 dirak an Aotrou, * dre m’emañ o tont da varn an douar. Barn a raio an hollved gant justis, * hag ar pobloù gant eeunded.

E. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Ant. Youc’hit a joa dirak an Aotrou, ar roue.

E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Ant. Pep krouadur a welo silvidigezh hon Doue, allelouia.

Lennadenn verr, pebeilganenn, antonenn da lidkan Zakaria, aspedennoù ha pedenn, a vez rekis hervez diseurted an Eurlid. Klozadur al Lideuriad, evel en Darn voutin.

Da Eur kreiz an deiz

Gw/. Aotrou Doue, deuit d’am skoazellañ… Klod d’an Tad…

Page 357: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

Evel ma oa… ( A. P. Allelouia ).

MEULGAN arbennik evit pep lidamzervezh.

SONGANADENN

E Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Antonenn, evel e Darnlevr al Lidamzervezh. E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Ant. Allelouia, allelouia, allelouia.

Songan 118 (119), 105-112XIV (Noum)

105 Ul lamp eo ho lavar evit va c’hammedoù, * ur goulou evit va gwenodenn.106 Ul le am eus graet ha derc’hel a rin dezhañ : * mirout holl varnedigezhioù ho justis.107 Pa vezan glac’haret dreist-muzul, Aotrou, * rentit buhez din hervez ho lavar.

Deiz-lid IV, da Eur kreiz an deiz 1139

108 Aotrou, degemerit profadenn va fedenn, * ha deskit din ho parnedigezhioù.109 Va buhez a vez dalc’hmat en argoll, * met n’ankounac’han ket ho lezenn.110 Tud fallakr o deus stegnet evidon o lasoù, * met ne ziheñchan ket diwar hoc’h urzhioù.111 Va hêrezh da holl viken eo ho testenioù, * int hag a zo levenez va c’halon.112 Douget em eus va c’halon da seveniñ ho kemennadurioù * da holl viken betek ar fin.

Songan 69 (70)

Aotrou Doue, deuit d’am skoazellañ

Aotrou, hor savete, emaomp o vont da goll ( Mzh 8, 25 ).

2 O Doue, ra blijo deoc’h va dieubiñ ; * hastit, Aotrou, dont d’am harpañ.

Page 358: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

3 Ra vo divarc’het an holl dud-se * a glask lemel diganin va buhez. Ra gilo dispennet, mezhekaet, * ar re o deus plijadur gant va gwalleur.4 Ra dec’ho kuit, goloet a vezh, * ar re a lavar ouzhin : « Gwell a se ».5 Met ra drido ennoc’h e barr al levenez, kement hini ho klask, *ra lavaro bepred : « Gloar da Zoue », an hini a c’hoanta ho skoazell.6 Me avat, reuzeudik ha paour evel maz on, * hastit, Aotrou, va skoazellañ. Va sikour ha va dieuber ez oc’h-c’hwi, * na zaleit ket, o va Doue.

1140 Sizhun III

Songan 74 (75)An Aotrou Doue, ar barner meur

Diskaret en deus an dud c’halloudek diwar o zron, hag uhelaet an dud izel ( Luk 1, 52 ).

2 Ho lidañ a reomp, o Doue ; +ho lidañ a reomp, kanmeuliñ hoc’h anv, *ha dezrevell ho purzhudoù.3 D’ar c’houlz am bo divizet, eme Doue, * e varnin-me hervez ar gwir justis.4 An douar a c’hell brallañ gant e holl bobladur, * me eo am eus startaet e golonennoù.5 Lavarout a ran d’an dud a lorc’h : « Na fougeit ket ! » * ha d’ar re fallakr : « Na savit ket ho penn ! 6 Na savit ket ho penn ken uhel-se ; * na gomzit ket enep Doue gant rogoni ».7 Rak n’eo ket eus ar reter, n’eo ket eus ar c’hornog, * n’eo ket eus an Dezerzh hag eus ar Menezioù.8 Doue avat eo an hini a varn, *

Page 359: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

o tiskar hemañ hag o sevel hennezh.9 Rak en dorn an Aotrou emañ ar c’halir * ma verv ennañ ar gwin mezevellus. Ha skuilhañ a ra dioutañ +betek ar ouelezenn, *ma vo lipet gant holl dud fall an douar.10 Me avat, me a drido da virviken, * salmiñ a rin evit Doue Yakob.11 Rak breviñ a raio galloud ar re fallakr, * hag adsevel e benn d’an den reizh.

E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Ant. Allelouia, allelouia, allelouia. D’an Eurioù all, ar songanadenn-glokaat a vez kemeret diouzh ar rummad I ha III, p. 1298. Lennadenn verr, gwerzad ha pedenn, a vez rekis hervez diseurted an Eurlid. Klozadur al Lideuriad, evel en Darn voutin.

Deiz-lid IV, d’ar Pardaezlid 1141

D’ar Pardaezlid

Gw/. Aotrou Doue, deuit d’am skoazellañ… Klod d’an Tad … Evel ma oa … ( A. P. Allelouia ).

MEULGAN o kenglotañ gant an Eurlid.

SONGANADENN

Antonenn 1

E. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Ar re a daol an had en ur skuilh daeroù, a ved e-kreiz al levenez.

E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Ho tristidigezh a vo troet e levenez, allelouia.

Songan 125 (126)

Levenez ha fiziañs en Aotrou Doue

Goude bezañ bet lod en hor poanioù, ho po lod ivez en hor frealzidigezh (2 Kor 1, 7).

Page 360: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

1 Pa zegase an Aotrou d’ar gêr harluidi Sion, * e oamp evel en un hunvre.2 En hor genou neuze e sone c’hoarzhadegoù, * ha war hon teodoù kanerezh. Neuze e-touez ar broadoù e lavarent : * « An Aotrou en deus evito graet burzhudoù ».3 Ya, burzhudoù en deus graet evidomp an Aotrou ; * hon lakaet en deus e barr al levenez.4 Aotrou, kemmit adarre hor planedenn, * evel ar gouelec’h gant dourioù-red.5 Ar re a daol an had en ur skuilh daeroù, * a ved e-kreiz al levenez.6 Mont ha mont a ra en ur ouelañ * douger had an here ; dont ha dont a ra en ur ganañ * douger an drammoù-ed.1142 Sizhun III

E. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Ant. Ar re a daol an had en ur skuilh daeroù, a ved e-kreiz al levenez. E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Ant. Ho tristidigezh a vo troet e levenez, allelouia.

Antonenn 2

E. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : An Aotrou da savo dimp un ti, ha da ziwallo kêr. E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Pe o vevañ pe o vervel, ez omp d’an Aotrou, allelouia.

Songan 126 (127)

Aner al labour hep an Aotrou Doue

C’hwi eo ti Doue ( 1 Kor 3, 9 ).

1 Mar n’eo ket an Aotrou a savfe an ti, * ne dalv netra labour ar vañsonerion. Mar n’eo ket an Aotrou a ziwallfe ar gêr-greñv, * ne dalv netra evezh ar gedour.

Page 361: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

2 Ne dalv netra deoc’h sevel a-raok goulou-deiz, pe da noz daleañ da gousket, +ha debriñ bara ul labour kalet, * pa ro Doue o gwalc’h d’e vignoned o kousket.3 Setu donezon an Aotrou, ar vugale, * ur gopr eo frouezh an dimeziñ.4 Evel biroù etre daouarn ar brezelour, * evel-se mibion ar yaouankiz.5 Evurus an den en deus leuniet e glaouier gant seurt biroù :* n’en devo mezh ebet en deiz ma tabuto gant e enebourion ouzh dorioù kêr.

E. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Ant. An Aotrou da savo dimp un ti, ha da ziwallo kêr.

E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Ant. Pe o vevañ pe o vervel, ez omp d’an Aotrou, allelouia.

Deiz-lid IV, d’ar Pardaezlid 1143

Antonenn 3 E. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Eñ eo ar c’hentañ-ganet a-raok pep krouadelezh, ha drezañ e talc’h pep tra da vezañ. E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Anezhañ ha drezañ hag ennañ emañ kement tra a zo : dezhañ ar c’hloar evit ar c’hantvedoù, allelouia.

Lidkan Kv. Kol 1, 12-20Jezuz Krist kentañ-ganet a-raok pep krouadelezh

ha kentañ-ganet a-douez ar re varv12 Trugarekaomp Doue an Tad, * en deus hon lakaet barrek da gaout lod en hêrezh ar Sent er sklerijenn ;13 eñ hag en deus hon tennet eus galloud an deñvalijenn * evit hon degas e Rouantelezh e Vab karet, 14 hon eus ennañ an dasprenidigezh, * ar pardon eus hor pec’hedoù ; 15 eñ eo skeudenn an Doue diwelus, * ar c’hentañ-ganet a-raok pep krouadelezh, 16 rak ennañ eo bet krouet kement tra a zo +

Page 362: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

en neñvoù ha war an douar, * kement a weler ha kement na weler ket, pe e ve Tronioù pe e ve Aotrouniezhoù * pe e ve Priñselezhioù pe e ve Galloudegezhioù.

Pep tra a zo bet krouet drezañ hag evitañ, + 17 eñ a zo a-raok pep tra, *ha drezañ e talc’h pep tra da vezañ.18 Hag eñ eo ar penn eus ar c’horf, da lavarout eo eus an Iliz + eñ eo ar pennabeg anezhi, ar c’hentañ-ganet a-douez ar re varv, *evit ma vefe dezhañ-eñ ar renk kentañ e pep doare,19 rak ennañ eo bet plijet gant Doue lakaat pep leunder da chom, *20 ha drezañ adunvaniñ ar bed a-bezh evitañ e-unan, en ur ober ar peoc’h dre wad e Groaz, * adunvaniñ drezañ kement a zo war an douar kenkoulz ha kement a zo en neñvoù.1144 Sizhun III

E. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Ant. Eñ eo ar c’hentañ-ganet a-raok pep krouadelezh, ha drezañ e talc’h pep tra da vezañ.

E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Ant Anezhañ ha drezañ hag ennañ emañ kement tra a zo : dezhañ ar c’hloar evit ar c’hantvedoù, allelouia..

Lennadenn verr, pebeilganenn, antonenn da lidkan Mari, aspedennoù ha pedenn, a vez rekis hervez diseurted an Eurlid.

Klozadur an Eurlid, evel en Darn voutin.

Page 363: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

1145

DEIZ-LID V AR SIZHUN III

D’al Lidgalvadenn

Gw/. Aotrou Doue, digorit din va muzelloù…

Songan lidgervel, 860, gant an antonenn o kenglotañ ouzh an Eurlid

Da Eurlid al lennadenn

Gw/. Aotrou Doue, deuit d’am skoazellañ…Klod d’an Tad ...Evel ma oa…( A. P. Allelouia ).

Kement-se koulskoude a vez dioueret pa vez bet al Lidgalvadenn diouzhtu a-raok.

MEULGAN o kenglotañ gant an Eurlid..

SONGANADENN

Page 364: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

Ant . 1 Sellit, Aotrou, ha gwelit pegen dismegañset ez omp bet.

Songan 88 (89)

Keinvan war rivin ti David

Sevel a reas dimp un nerzh a silvidigezh e tiegezh David ( Luk 1, 69 ).

IV

39 C’hwi koulskoude hoc’h eus hon argaset ha distaolet, * gwall-gounnaret oc’h bet enep hoc’h Olevad ; 40 disprizet hoc’h eus emglev ho servijer, * gwallet ha diskaret e gurunenn d’an douar.41 Dismantret hoc’h eus e holl vogerioù, * roet hoc’h eus e gastelloù-kreñv d’ar rivin.42 An holl dremenerion o deus skrapet diwarnañ, * un danvez a c’hoap eo bremañ evit e holl amezeion. --- 1146 Sizhun III

43 Lakaet hoc’h eus e enebourion da drec’hiñ warnañ, * leuniet hoc’h eus a joa ar re a oa savet outañ.44 Dallet hoc’h eus dremm e gleze, * ha n’hoc’h eus ket e skoazellet en emgann.45 Ar vazh-roue hoc’h eus tennet eus e zorn, * ha diskaret hoc’h eus e dron d’an douar.46 Berraet hoc’h eus deizioù e yaouankiz, * goloet hoc’h eus anezhañ a zismegañs.

Ant. Sellit, Aotrou, ha gwelit pegen dismegañset ez omp bet.

Ant. 2 Me eo kef ha gouenn David, steredenn beurskedus ar beure ( A. P. Allelouia ).

V47 Betek pegeit, Aotrou, e chomot kuzhet, * hag-eñ e flammo ho fulor evel un tan da viken ? 48 Ho pet soñj, Aotrou, pegen berr eo hor buhez, * ha pegen bresk hoc’h eus krouet mibion Adam ! 49 Piv a c’hell bevañ hep gwelout ar marv, * piv a c’hell tennañ e vuhez eus kraban an Ankou ? 5

Page 365: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

50 Pelec’h emañ, Aotrou, ho krasoù a wechall, * ho poa touet da Zavid war ho fealded ? 51 Ho pet soñj, Aotrou, eus dismegañs ho servijerion, * eus an holl gomzoù drouk a zougan em c’halon a-berzh ar Baganed,52 eus ar c’hunujennoù a daol ouzhimp hoc’h enebourion, Aotrou, * ar c’hunujennoù a daolont ouzh kammedoù hoc’h Olevad.53 Ra vo benniget an Aotrou da virviken. * Amen, amen.

Ant. Me eo kef ha gouenn David, steredenn beurskedus ar beure. ( A. P. Allelouia ).

Ant. 3 Hor bloavezhioù evel geot a dremen : a viskoazh da viken ez oc’h-c’hwi, o Doue. ( A. P. Allelouia ).

Deiz-lid V, da Eurlid al lennadenn 1147

Songan 89 (90)

Ra baro warnomp madelezh an Aotrou hon Doue Un devezh dirak an Aotrou a zo evel mil bloavezh, ha mil bloavezh evel un devezh ( 2 Pêr 3, 8 ).1 Aotrou, c’hwi ’zo bet evidomp ur repu * a rummad da rummad.2 A-raok d’ar menezioù bezañ savet + d’an douar ha d’ar bed bezañ ganet, * a viskoazh da viken ez oc’h-c’hwi, o Doue.3 Addegas a rit an den d’ar boultrenn, * pa lavarit : « Distroit, bugale Adam ».4 Rak mil bloaz dirak ho taoulagad ’zo evel un devezh, * evel ur veilhadenn eus an noz.5 O c’has a rit ganeoc’h ken bresk hag un hunvre : * heñvel eo an dud ouzh ar geot a dremen, 6 a vleugn hag a sav gant ar mintin, * hag a vez gant an noz gweñvet ha disec’het.7 Ya, pulluc’het omp gant ho kounnar, * ha spouronet gant ho fulor,8 pa lakit hor pec’hedoù dirak ho sell, *

Page 366: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

hor sekredoù e sklerijenn ho fas.9 Dre nerzh ho kounnar e steuz hor buhez, * amzer un huanad ha setu fin hor bloavezhioù.10 Deizioù hor buhez dek vloaz ha tri-ugent, *evit ar re greñvañ, pevar-ugent, ha c’hoazh o lod brasañ a zo poan ha labour, * gwall-vuan e tremenont ha kuit e tinijomp-ni.11 Piv a anav galloud ho kounnar, * ha piv en deus aon a-walc’h rak ho fulor ? 12 Deskit dimp kontañ mat niver hon deizioù, * evit gounit furnezh ar galon.13 Distroit, Aotrou, betek pegoulz ? * Bezit leun a druez ouzh ho servijerion.14 Roit dimp gant ar beure hor gwalc’h eus ho trugarez, * ma tridimp ha m’hor bo joa a-hed hon deizioù.1148 Sizhun III

15 Roit dimp levenez en digoll eus an deizioù a gastiz, * hag eus ar bloavezhioù m’hon eus gwelet ar gwalleur.16 Ho labour d’en em ziskouezo d’ho servijerion, * ha splannder ho kloar d’ho pugale.17 Ra baro warnomp madelezh an Aotrou, hon Doue, + roit dimp ho skoazell evit labour hon daouarn, * ya, skoazellit labour hon daouarn.

Ant. Hor bloavezhioù evel geot a dremen : a viskoazh da viken ez oc’h-c’hwi, o Doue. . ( A. P. Allelouia ).

Gwerzad, lennadennoù ha pedenn o kenglotañ gant pep a Eurlid.

D’ar Meullidoù-beure

Gw/. Aotrou Doue, deuit d’am skoazellañ… Klod d’an Tad … Evel ma oa … ( A. P. Allelouia ). Kement-se koulskoude a vez dioueret pa vez bet al Lidgalvadenn diouzhtu a-raok.

MEULGAN o kenglotañ gant an Eurlid..

SONGANADENN

Page 367: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

Antonenn 1

E. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Komzoù a c’hloar a vez lavaret diwar da benn, o Te, Kêr-veur Doue. E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Kanañ a raimp en ur goroll : ennout emañ va holl feuteunioù, o te, Kêr-veur Doue, allelouia.

Songan 86 (87)

Jeruzalem mamm an holl bobloù

Jeruzalem an nec’h a zo en he frankiz, hag hor mamm ez eo ( Gal 4, 26).1 He diazez a zo war ar menezioù santel ; + 2 karout a ra an Aotrou dorojoù Sion *dreist da holl chomlec’hioù Yakob.

Deiz-lid V, d’ar Meullidoù-beure 1149

3 Komzoù a c’hloar a vez lavaret diwar da benn, * o Te, Kêr-veur Doue.4 Kontañ a rin Rac’hab ha Babilon e-touez ar re am anav ; + setu Filistia, Bro-dTir hag Etiopia, * eno ez int bet ganet.5 An holl a lavaro Mamm da Sion rak an holl a zo bet ganet enni ; *an Uhel-meurbet eo an Hini en deus startaet anezhi.6 An Aotrou a enskriv e levr ar pobloù : * « Ar re-mañ ivez a zo bet ganet enni ».7 Hag e vo kanet en ur goroll : * « Ennout emañ va holl feuteunioù ».

E. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Ant. Komzoù a c’hloar a vez lavaret diwar da benn, o Te, Kêr-veur Doue.

E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Ant. Kanañ a raimp en ur goroll : ennout emañ va holl feuteunioù, o te, Kêr-veur Doue, allelouia.

Antonenn 2

E. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : An Aotrou a zeuio gant

Page 368: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

galloud, hag e c’hopr gantañ.

E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Evel ur mêsaer, e tastumo ha war e varlenn e kemero an oaned, allelouia.

Lidkan Ysh 40, 10-17

Ar Pastor mat : Doue uhel-meurbet ha peurfur

Setu, dont a ran hep dale, ha va gopr a zegasan ganin ( Dsk 22, 12 ).10 Setu an Aotrou Doue o tont gant galloud, * hag e vrec’h a drec’ho evitañ ; emañ e c’hopr gantañ *hag e c’hounidoù dirazañ.11 Evel ur mesaer e vesa e dropell, + war e vrec’h e kemer an oaned, hag e kas goustadik * ar re a zo o vagañ. ---1150 Sizhun III

12 Piv en deus muzuliet a-vozadoù an doureier, an neñvoù a-rahouennadoù mentet, +jedet poezelladoù poultr an douar, pouezet gant ur valañs ar menezioù *hag ar runioù gant krigi-pouezer ?13 Piv a bouezo Spered Doue ? * Piv a roio ali pe gentel dezhañ ? 14 Digant piv e kemer kuzul evit kompren, * evit deskiñ hent ar gwir, evit deskiñ ar skiant, *evit anaout hent ar furnez ?15 Emañ ar broadoù evel ur berad eus ur c’helorn, + evel uloc’h war ur valañs ; * hag an inizi evel bruzhunadoù hag a nij.16 Al Liban, n’eus ket a-walc’h anezhañ evit un tantad, * nag eus e loened evit un holloskad..17 An holl vroioù a zo evel netra dirazañ ; * evitañ n’int nemet netra ha moged.

E. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Ant. An Aotrou a zeuio gant galloud, hag e c’hopr gantañ.

Page 369: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Ant. Evel ur mêsaer, e tastumo ha war e varlenn e kemero an oaned, allelouia.

Antonenn 3

E. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Meulit braster an Aotrou, hon Doue, ha stouit ouzh e venez santel.

E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Bras eo an Aotrou e Sion, uhel-meurbet a-us d’an holl bobloù, allelouia.

Deiz-lid V, d’ar Meullidoù-beure 1151

Songan 98 (99)

Santel eo an Aotrou hon Doue

C’hwi a zo a-us d’ar Geroubed, kemmet hoc’h eus stad fall an douar, p’hoc’h eus en em c’hraet heñvel ouzhomp ( Sant Atanazios )

1 An Aotrou a zo roue ! Ra greno ar pobloù ; * tronañ a ra war ar Geroubed hag e trabidell an douar.2 Bras eo an Aotrou e Sion, *uhel-meurbet a-us d’an holl bobloù.3 Ra vo meulet hoc’h anv bras ha spouronus, * rak santel ez eo ha galloudus.4 C’hwi eo ar roue a gar ar reizhder : + ar gwir hag ar justis hoc’h eus diazezet ; * c’hwi a lak ar reizhder da ren war Yakob.5 Meulit braster an Aotrou, hon Doue, + ha stouit ouzh skabell e dreid, * rak santel eo an Aotrou, hon Doue.6 Moizez hag Aaron a oa e-touez e veleion, * ha Samouel e-touez ar re a bede e anv.An Aotrou a bedent hag Eñ a responte dezho, *

Page 370: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

7 er golonenn-goabr e komze outo. Hag int a zalc’he d’e c’hourc’hemennoù * ha d’al lezennoù en devoa urzhiet dezho.8 Aotrou, hon Doue, c’hwi a responte dezho ; + un Doue trugarezus oc’h bet en o c’heñver, * met ivez ur c’hastizer evit o fec’hedoù.9 Meulit braster an Aotrou, hon Doue, + ha stouit ouzh e venez santel, * rak santel eo an Aotrou, hon Doue.

E. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask :Ant. Meulit braster an Aotrou, hon Doue, ha stouit ouzh e venez santel.

E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Ant. Bras eo an Aotrou e Sion, uhel-meurbet a-us d’an holl bobloù, allelouia.1152 Sizhun III

Lennadenn verr, pebeilganenn, antonenn da lidkan Zakaria, aspedennoù ha pedenn, a vez rekis hervez diseurted an Eurlid. Klozadur al Lideuriad, evel en Darn voutin.

Da Eur kreiz an deiz

Gw/. Aotrou Doue, deuit d’am skoazellañ… Klod d’an Tad… Evel ma oa… ( A. P. Allelouia ).

MEULGAN arbennik da bep lidamzervezh.

SONGANADENN

E Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Antonenn, evel e Darnlevr al Lidamzervezh. E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Ant. Allelouia, allelouia, allelouia.

Songan 118 (119)XV (Samek)

113 Kasaat a ran ar c’halonoù daoudu, * karout a ran ho lezenn.114 C’hwi eo va repu ha va difenn, *

Page 371: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

esper am eus en ho lavar.115 Pellait diouzhin, c’hwi holl, oberourion an droug, * me a fell din mirout gourc’hemennoù va Doue.116 Va skoazellit hervez ho lavar ma vevin, * ha na vin ket mezhekaet em spi.117 Va sikourit hag e vin salvet, *hag e stagin va sell ouzh ho kemennadurioù.118 Disprizout a rit ar re a bella diouzh ho kourc’hemennoù, * rak o itrikoù n’int nemet tromplerezh.119 Ul lastez evidoc’h eo holl dud fall an douar, * setu perak e karan ho testenioù.120 Va c’horf a gren gant aon razoc’h, * spontañ a ran rak ho parnedigezhioù.

Deiz-lid V, da Eur kreiz an deiz 1153

Songan 78 (79), 1-5. 8-11. 13

Klemmgan war Jeruzalem Mar komprenjes te ivez … ar pezh a rofe dit ar peoc’h ( Luk 19, 42 ).

1 O Doue, gant ar Baganed eo bet aloubet ho tomani, + saotret o deus ho Templ santel, * eus Jeruzalem o deus graet ur bern atredoù.2 Taolet o deus korfoù ho servijerion da zebriñ da evned an neñv, *kig ho tud fidel da loened an douar.3 Skuilhet o deus o gwad evel dour en-dro da Jeruzalem, * ha den ebet evit o douarañ.4 Un euzhadenn omp deuet da vezañ evit hon amezeion, * ur fent hag ur c’hoariell evit ar pobloù en-dro dimp.5 Betek pegoulz, Aotrou  +e chomot kounnaret ? *Daoust hag e flammo da viken ho kalonad ?8 Na virit ket soñj a-enep dimp, eus pec’hedoù hon tadoù, + en ho trugarez, deuit buan d’hor skoazellañ, * rak setu-ni gwall-reuzeudik.

Page 372: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

9 Hor sikourit, o Doue hor silvidigezh, * evit enor ho kloar hon dieubit ; ha pardonit hor pec’hedoù *en abeg d’hoc’h anv.10 Perak e lavarfe ar Baganed : « Pelec’h emañ o Doue ? ». +Dindan hon daoulagad lakit ar Baganed da zeskiñ * pegen ker e werzhit gwad skuilhet ho servijerion.11 Ra savo betek ennoc’h hirvoud ar prizoniad ; + gant nerzh ho prec’h *dichadennit ar re kondaonet d’ar marv.12 Ha ni, ho pobl, deñved ho tropell, *a rento grasoù deoc’h bepred ha da viken ; a rumm da rumm *e tisklerimp ho meuleudi.1154 Sizhun III

Songan 79 (80)Grit gweladenn, Aotrou, d’ho kwinienn

Deuit, Aotrou Jezuz ( Dsk 22, 20 ).2 Pastor Israel, taolit pled da selaou, * c’hwi hag a ren bugale Yozef evel un tropell deñved. C’hwi azezet war ar Geroubed, parit * 3 dirak Efraim, Beniamin ha Manase. Dihunit en ho kalloudegezh, * ha deuit d’hor salviñ.4 Doue ar galloudoù, adsavit ac’hanomp, * lakit sklerijenn ho fas da splannañ warnomp ha salvet e vimp.5 Aotrou Doue ar galloudoù, *betek pegoulz e viot kounnaret goude m’emañ ho pobl ouzh ho pediñ ?6 Gant bara ar glac’har hoc’h eus he maget, * ha roet dezhi daeroù a-builh da evañ.7 Hon laket hoc’h eus da zanvez a dabut evit hon amezeion, *hon enebourion a ra goap ouzhimp.8 Doue ar galloudoù, adsavit ac’hanomp, * lakit sklerijenn ho fas da splannañ warnomp ha salvet e vimp.9 Ur winienn ho poa tennet gwechall eus Bro-Egipt, * ha skarzhet ho poa ar broadoù evit he flantañ.

Page 373: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

10 Kempennet ho poa an dachenn eviti, * ha leizh an douar he devoa sanket he gwrizioù.11 Gant he skeud e oa goloet ar menezioù, * hag ar sedrez uhel gant he skourroù ; 12 astenn a rae betek ar mor he brankoù, * ha betek ar stêr he bountadennoù.13 Perak hoc’h eus freuzet he moger, * ma skrap diwarni an holl dremerion,14 ma tismantr anezhi hoc’h gouez ar c’hoadeier, * ha ma lonk diouti loened ar maezioù ?15 Doue ar galloudoù, distroit, *stouit eus lein an neñvoù ha sellit ha deuit d’ober ur gwel d’ar winienn-se.16 Hag he diwallit, hi hag a oa bet plantet gant ho torn dehou, * ar mab hoc’h eus kennerzhet evidoc’h.

Deiz-lid V, d’ar Pardaezlid 1155

17 Met ar re o deus skoet tan enni, evel e loustoni, * ra vint kaset da get gant gourdrouz ho fas.18 Ra vo aze ho torn da skoazellañ den ho prec’h dehou, * ar mab hoc’h eus kennerzhet evidoc’h.19 Ne fell ket dimp pellaat diouzhoc’h ken da virviken, * roit dimp buhez en-dro hag e kanmeulimp hoc’h anv.20 Aotrou Doue ar galloudoù, adsavit ac’hanomp, * lakit sklerijenn ho fas da splannañ warnomp, ha salvet e vimp.

E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Ant. Allelouia, allelouia, allelouia. D’an Eurioù all songanadenn-glokaat, p. 1298. Lennadenn verr, gwerzad ha pedenn, a vez rekis hervez diseurted an Eurlid. Klozadur al Lideuriad, evel en Darn voutin.

D’ar Pardaezlid

Gw/. Aotrou Doue, deuit d’am skoazellañ… Klod d’an Tad … Evel ma oa … ( A. P. Allelouia ).

MEULGAN o kenglotañ gant an Eurlid.

SONGANADENN

Page 374: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

Antonenn 1

E. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Ho tud fidel da drido gant ar joa, Aotrou, oc’h antreal el lec’h m’emaoc’h o chom. E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Roet en deus an Aotrou Doue dezhañ tron David e dad, allelouia.

Songan 131 (132)Promesaoù Doue da diegezh David

An Aotrou Doue a roio dezhañ tron David e dad ( Luk 1, 32 ).

I1 Ho pet soñj, Aotrou, en ho madelezh evit David, * eus e holl zoujañs en ho keñver, 2 eus al le en devoa touet deoc’h, Aotrou, * eus e ouestladenn da Zoue Yakob : --- 1156 Sizhun III

3 « Ne antrein ket e teltenn va zi, * ne savin ket da repoziñ war va gwele, 4 ne roin ket kousked d’am daoulagad, * na diskuizh d’am malvennoù, 5 ken n’am bo kavet ul lec’h evit an Aotrou, * ur chomadur evit Doue Yakob ».6 Setu m’hor boa klevet edo an Arc’h en Efrata, * he c’havet hon eus e maezioù Yac’har.7 Deomp enta betek al lec’h m’emañ ennañ, * stouomp e-harz skabell e dreid.8 Savit, Aotrou, da vont da lec’h ho tiskuizh, * c’hwi hag Arc’h ho splannder.9 Ho peleion da wisko warno ar santelezh, * hag ho tud fidel da drido gant ar joa.10 En abeg da Zavid ho servijer, * na argasit ket hoc’h olevad.

E. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask :Ant. Ho tud fidel da drido gant ar joa, Aotrou, oc’h antreal el lec’h m’emaoc’h o chom. E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask :Ant. Roet en deus an Aotrou Doue dezhañ tron David e dad, allelouia.

Antonenn 2

Page 375: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

E. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : An Aotrou en deus dibabet Sion evit e chomadur. E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Jezuz Krist ar mestr nemetañ, roue ar rouaned hag Aotrou an Aotrounez, allelouia.

II11 Touet en deus an Aotrou da Zavid * ur bromesa divrall ha na dorro biken : « Ur mab dit-te, unan eus da wad * a lakin da roue war da dron.12 Ma vir da vibion va emglev *hag ar gourc’hemennoù a gelennin dezho,neuze, o mibion ivez da virviken * a azezo war an tron a zo dit-te ». ---

Deiz-lid V, d’ar Pardaezlid 115713 Rak an Aotrou en deus dibabet Sion, * he c’hoantaet en deus evit e chomadur : 14 « Sed amañ lec’h va diskuizh da virviken ; * amañ e vin o chom p’am eus karet anezhi.15 He zud reizh a vennigin gant bennozhioù, * hag o gwalc’h a vara a roin d’he feorion.16 He beleion a wiskin a silvidigezh, * hag he fideled a youc’ho gant ar joa.17 Eno e lakin da ziwanañ ur mab galloudus da Zavid, * ul lamp a gempennin e tiegezh va olevad.18 E holl enebourion a c’holoin a vezhegezh, * met war e benn e splanno va c’hurunenn ».

E. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Ant. An Aotrou en deus dibabet Sion evit e chomadur. E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Ant. Jezuz Krist ar mestr nemetañ, roue ar rouaned hag Aotrou an Aotrounez, alleloouia.

Antonenn 3 E. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : An Aotrou Doue en deus roet dezhañ ar galloud hag an enor hag ar roueelezh, hag an holl vroadoù hen servijo. E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Piv a zo eveldoc’h a-rez burzhudoù, Aotrou ? Piv eveldoc’h, meurdezus e santelezh ?

Page 376: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

Allelouia.

Lidkan Dsk 11, 17-18 ; 12, 10 b-12 aBarnadenn Doue

11,17 Ho trugarekaat a reomp, *Aotrou Doue, c’hwi an hollc’halloudeg, an hini a zo hag a oa, *dre m’hoc’h eus kemeret en ho torn ho kalloud bras evit ren da roue.18 Ar broadoù o doa en em savet gant kounnar, * met setu deuet ho kounnar-c’hwi, ar c’houlz evit ar re varv da vezañ barnet ; ar c’houlz da reiñ o gopr d’ho servijerion ar brofeded ar sent * hag ar re o deus doujet hoc’h anv, ar re vihan hag ar re vras. --- 1158 Sizhun III 12,10 Bremañ eo deuet da wir silvidigezh, nerzh, roueelezh hon Doue *ha galloud e Grist. Rak stlapet eo bet d’an traoñ tamaller hor breudeur, * an hini o zamalle dirak hon Doue deiz ha noz.11 Int ivez o deus trec’het warnañ dre wad an Oan * ha dre lavar o zesteni. Rak disprizet o deus o buhez * betek mervel.12 Dre-se bezit laouen, o Neñvoù, * ha c’hwi ar re a chom enno.

E. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Ant. An Aotrou en deus roet dezhañ ar galloud hag an enor hag ar roueelezh, hag an holl vroadoù hen servijo.

E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Ant. Piv a zo eveldoc’h a-rez burzhudoù, Aotrou ? Piv eveldoc’h, meurdezus e santelezh ? Allelouia.

Lennadenn verr, pebeilganenn, antonenn da lidkan Mari, aspedennoù ha pedenn, a vez rekis hervez diseurted an Eurlid.

Page 377: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

Klozadur al Lideuriad, evel en Darn voutin.

1159

DEIZ-LID VI AR SIZHUN III

D’al Lidgalvadenn

Gw/. Aotrou Doue, digorit din va muzelloù…

Songan lidgervel, 860, gant an antonenn o kenglotañ ouzh an Eurlid

Da Eurlid al lennadenn

Gw/. Aotrou Doue, deuit d’am skoazellañ…Klod d’an Tad ...Evel ma oa…( A. P. Allelouia ).

Kement-se koulskoude a vez dioueret pa vez bet al Lidgalvadenn diouzhtu a-raok.

MEULGAN o kenglotañ gant an Eurlid..

SONGANADENN

Ant . 1 Skuizh on dre forzh garmiñ, dre forzh spiañ etrezek va Doue. ( A. P. Allelouia ).

Songan 68 (69), 2-22. 30-37

Debret on gant ar gred evit ho ti

Page 378: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

Reiñ a rejont dezhañ da evañ gwin mesket gant bestl ( Mzh 27, 34 ).

I2 Va salvit, Aotrou, va Doue, *rak an dourioù a sav betek em genoù.3 Sankañ a ran e fank an islonk, n’em eus netra d’en em harpañ warnañ ; *antren a ran e donder an dourioù, ha beuzet on gant al lanv.4 Skuizh on dre forzh garmiñ, * emañ an tan em c’horzailhenn. Va daoulagad a zo klañv dre forzh spiañ * etrezek ennoc’h, va Doue.5 Niverusoc’h eget blev va fenn eo ar re-se, * a vag ouzhin kasoni hep abeg.1160 Sizhun III

Kreñvoc’h egedon va-unan eo ar re-se a implij ar gaou a-enep din ; * ar pezh n’am eus ket laeret, daoust hag e tlein en rentañ ?6 O Doue, c’hwi a anav va follentezioù, * va mankoù n’int ket kuzh evidoc’h.7 Grit n’o devo ket mezh en abeg din, * ar re a esper ennoc’h, Doue ar galloudoù. Grit n’o devo ket da ruziañ en abeg din, * ar re a glask ac’hanoc’h, Doue Israel.8 Rak mar d-on dismegañset ez eo en abeg deoc’h, * mar klasker va goleiñ a vezhegezh ; 9 mar d-on un estren evit va breudeur, * un diavaeziad evit mibion va mamm.10 Rak debret on gant ar gred evit ho ti, * ha kunujennoù ar re ho kunujenn a gouezh neuze warnon.11 Mar bresan va ene gant ar yun, * e troont se d’am dismegañsiñ.12 Mar kemeran ar gwiskamant a binijenn, * ez on evito un danvez a c’hoap.13 An dud azezet ouzh dorioù-kêr a fistilh diwar va fenn, * ha sevel a ra al lonkerion-win kanaouennoù a-enep din.

Page 379: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

Ant . Skuizh on dre forzh garmiñ, dre forzh spiañ etrezek va Doue. ( A. P. Allelouia ).

Ant. 2 Lakaet o deus ampoezon em boued, ha gwinegr o deus roet din em sec’hed.

II14 Va fedenn avat a sav davedoc’h, Aotrou, * en amzer an drugarez, o Doue. En ho madelezh divent, va selaouit, * e gwirionez ho silvidigezh.15 Va zennit eus ar vouilhenn, na vin ket beuzet, + va dieubit eus ar re am c’hasa, * eus donder an dourioù.

Deiz-lid VI da Eurlid al lennadenn 1161

16 Grit na vin ket skrapet gant al lanv, + na vin ket lonket gant an islonk, * na serro ket ar puñs e c’henoù warnon.17 Aotrou, selaouit ouzhin e madelezh ho kras ; * en ho trugarez divent en em droit war-zu ennon.18 Na guzhit ket ho sell ouzh ho servijer, * em anken, hastit respont din.19 Tostait ouzh va ene, va dasprenit, * en abeg d’am enebourion va dieubit.20 C’hwi a anav va dismegañs, * va mezh, va dizenor.

Dirazoc’h emañ va holl enebourion ; * 21 an dismegañs he deus frailhet va c’halon, gouli hep pare. Gortozet em eus truez, met netra, * frealzerion n’em eus ket kavet.22 Lakaet o deus ampoezon em boued, *ha gwinegr o deus roet din em sec’hed.

Ant. Lakaet o deus ampoezon em boued, ha gwinegr o deus roet din em sec’hed.

Ant. 3 Klaskit an Aotrou, ha ra vevo a-nevez ho kalonoù.

Page 380: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

III30 Ha me reuzeudik ha doaniet evel maz on, * ho skoazell, o Doue, d’am diwallo.31 Ha meuliñ a rin anv Doue gant ur ganenn, * e lidañ a rin ouzh e drugarekaat.32 Hag an dra-se a blijo da Zoue muioc’h eget ur c’hole, * ur c’hole yaouank kornek hag ivinek.33 Gwelit, tud vihan, hag ho pet joa, * c’hwi, klaskerion Doue, ra vevo a-nevez ho kalonoù, 34 rak an Aotrou a selaou ar beorion, * ne zilez ket e brizonidi.35 Ra youc’ho dezhañ an neñv hag an douar, * ar morioù ha kement a fiñv enno.1162 Sizhun III

36 Rak Doue a salvo Sion, +adsevel a raio kêrioù Youda, *ma vezint evidomp ur chomadur, ur berc’henniezh.37 Gouenn e servijerion he devo anezho da zomani, * ar re a gar e anv o devo anezho da chomadur.

Ant. Klaskit an Aotrou, ha ra vevo a-nevez ho kalonoù. ( A. P. Allelouia ).

Gwerzad, lennadennoù ha pedenn o kenglotañ gant pep a Eurlid.

D’ar Meullidoù-beure

Gw/. Aotrou Doue, deuit d’am skoazellañ… Klod d’an Tad … Evel ma oa … ( A. P. Allelouia ). Kement-se koulskoude a vez dioueret pa vez bet al Lidgalvadenn diouzhtu a-raok.

MEULGAN o kenglotañ gant an Eurlid..

SONGANADENNAntonenn 1

E. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Ouzhoc’h hepken em eus pec’het, Aotrou, ho pet truez ouzhin. E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Va gwelc’hit da vat, Aotrou, diouzh va zorfed, allelouia.

Page 381: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

Songan 50 (51)

Ho pet truez ouzhin, Aotrou Doue

Bez’ e tleit en em neveziñ a spered hag a soñj ha gwiskañ warnoc’h an Den nevez ( Efz 4, 23, 24 ).

3 Ho pet truez ouzhin, Aotrou Doue, * hervez braster ho madelezh ; hag hervez ho trugarez divent * tennit kuit va fallagriezh.4 Va gwelc’hit da vat eus va zorfed, * va glanait eus va fec’hed.5 Rak anavezout a ran va fallentez, * dirazon emañ dalc’hmat va fec’hed. ---

Deiz-lid VI, d’ar Meullidoù-beure 11636 A-enep deoc’h hepken em eus pec’hed, * graet em eus ar pezh a zo drouk dirazoc’h, en doare ma’z oc’h just en ho setañs * ha direbech en ho parnedigezh.7 E-kreiz an droug ez on bet ganet, * ha pec’her ez on bet krouet gant va mamm.8 C’hwi avat a c’houlenn lealded er galon, * hag e don va spered e teskit din ho furnez.9 Skuilhit warnon ho tour santel ma vin glanaet ;* va gwelc’hit hag e vin gwennoc’h eget an erc’h.10 Va lakit da glevout levenez ha dudi, * ma trido en-dro an eskern hoc’h eus brevet.11 Distroit ho sell diouzh va fec’hedoù, * ha diverkit va holl dorfedoù.12 Krouit ennon ur galon dinamm, o Doue, * hag a-nevez lakit ennon ur spered nerzhus.13 N’am argasit ket pell diouzhoc’h, * ha na dennit ket diganin ho Spered Santel.14 Roit din en-dro levenez ho silvidigezh, * ha lakit ennon ur galon divrall.15 Neuze e teskin hoc’h hentoù d’ar re zianket, * ha davedoc’h e tistroio ar bec’herion.16 Va dieubit eus ar c’hastiz, o Doue, va salver, *

Page 382: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

ha va zeod a drido da veuliñ ho reizhder.17 Aotrou, digorit din va muzelloù, * ha va genoù a embanno ho meuleudi.18 Ne blij ket deoc’h ar sakrifisoù-loened, * mar kinnigan un holokost, n’houlit ket anezhañ.19 Va sakrifis-me, o Doue, eo ur spered mantret, * ur galon brevet ha glac’haret ne zisprizit ket.20 En ho madelezh bezit trugarezus ouzh Sion, * hag adsavit murioù Jeruzalem.21 Neuze e plijo deoc’h ar sakrifisoù a reizhder, an holokost, ar brofadenn beurvat ; *neuze war an aoter e vo kinniget deoc’h kojened.

E. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Ant. Ouzhoc’h hepken em eus pec’het, Aotrou, ho pet truez ouzhin.:1164 Sizhun III

E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Ant. Va gwelc’hit da vat, Aotrou, diouzh va zorfed, allelouia.

Antonenn 2

E. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Anzav a reomp, Aotrou, hor fallagriezh, pec’het hon eus en ho keñver.

E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Ar C’hrist en deus douget hor pec’hedoù en e gorf war ar c’hoad, allelouia.

Lidkan Yrm 14, 17-21

Klemmvan ar bobl en amzer an naonegezh hag ar brezel

Tost emañ Rouantelezh Doue ; ho pezet keuz d’ho pec’hedoù ha kredit er C’heloù-mat ( Mrk 1, 15 ).

17 Va daoulagad a skuilh daeroù noz-deiz, * ha ne ehanont ket, rak ur reuz bras eo reuz ar werc’hez, merc’h va fobl, * skoet eo bet grevus-tre.18 Ma’z an war ar maez,

Page 383: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

sede tud lazhet gant ar c’hleze ; * ma teuan en kêr, sede klañvourion naoniek ; sed ar profed hag ar beleg *a gantren dre ar vro ha ne gomprenont ket.19 Ha disteurel a rit Youda ? *Eus Sion e heugfe hoc’h ene ? Perak bezañ skoet warnomp, * hep m’hor befe ur remed ? Goanag a beoc’h a oa bet, ha n’eus ket a wellaenn, * hag e-lec’h kaout ur remed, ez a spontusoc’h.20 Anzav a reomp, Aotrou, hor fallagriezh, + fazioù hon tadoù, *pec’het hon eus en ho keñver.

Deiz-lid VI, d’ar Meullidoù-beure 1165

21 Evit enor hoc’h anv na zistaolit ket ac’hanomp, + n’it ket d’ober fae war ho tron glorius ; ho pet soñj, * na freuzit ket hoc’h emglev ganimp.

E. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Ant. Anzav a reomp, Aotrou, hor fallagriezh, pec’het hon eus en ho keñver. E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Ant. Ar C’hrist en deus douget hor pec’hedoù en e gorf war ar c’hoad, allelouia.

Antonenn 3

E. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : An Aotrou eo a zo Doue ; ni, e bobl ha deñved e dropell.

E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Deuit betek an Aotrou en ur youc’hal a joa. Pa vez bet graet gant ar songan da heul evit al Lidgalvadenn, e lavarer en e lec’h ar songan 94 (95), p. 860.

Songan 99 (100)Levenez o vont d’an Templ

D’ar re dasprenet e c’hourc’hemenn an Aotrou kanañ kanennoù a drec’h (St Atanazios).

Page 384: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

2 Kanmeulit an Aotrou, tud an hollved, * servijit an Aotrou gant levenez ; deuit betek ennañ *en ur youc’hal a joa.3 Gouvezit eo an Aotrou a zo Doue ; + gantañ ez omp bet graet hag e dra ez omp, * e Bobl ha deñved e dropell.4 Antreit en e borzhioù gant meuleudioù, + en e leurioù gant kanennoù santel, * enorit anezhañ, bennigit e anv.5 Rak madelezhus eo an Aotrou, + e garantez a bad da virviken, * a rummad da rummad e fealded.1166 Sizhun III

E. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Ant. An Aotrou eo a zo Doue ; ni, e bobl ha deñved e dropell. E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Ant. Deuit betek an Aotrou en ur youc’hal a joa.

Lennadenn verr, pebeilganenn, antonenn da lidkan Zakaria, aspedennoù ha pedenn, a vez rekis hervez diseurted an Eurlid. Klozadur al Lideuriad, evel en Darn voutin.

Da Eur kreiz an deiz

Gw/. Aotrou Doue, deuit d’am skoazellañ… Klod d’an Tad… Evel ma oa… ( A. P. Allelouia ).

MEULGAN arbennik da bep lidamzervezh.

SONGANADENN E Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Antonenn, evel e Darnlevr al Lidamzervezh. E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Ant. Allelouia, allelouia, allelouia.

Songan 21 (22)

An den reizh o c’houzañv poan, ha selaouet e bedenn

Garmiñ a reas Jezuz en ur griadenn vras : « Eli, Eli, lema

Page 385: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

sabac’htani ? »  ( Mzh 27, 46 ).

I2 Va Doue, va Doue, perak hoc’h eus va dilezet ? * chom a rit pell diouzh va fedenn, diouzh mouezh va yudadenn.3 Va Doue, a-hed an deiz e krian, ha ne respontit ket, * a-hed an noz, ha ne sellit ket ouzhin.4 C’hwi koulskoude a zo o chom er santual, * c’hwi, Doue santel, meuleudi Israel.5 Ennoc’h o deus esperet hon tadoù, * esperet o deus hag o dieubet hoc’h eus ; 6 kriet o deus etrezek ennoc’h ha salvet int bet, * ennoc’h o deus esperet, ha n’int ket bet mezhekaet. ---

Deiz-lid VI, d’ar Meullidoù-beure 1167

7 Hogen me ’zo ur preñv, n’on ket un den, * dismegañs an dud ha distaoladenn ar bobl.8 Kement hini am gwel a ra goap ouzhin, * risignal a reont hag hejañ o fenn : 9 « Lakaet en deus e fiziañs en Aotrou : dezhañ d’e zieubiñ, *dezhañ d’e salviñ, pa gar anezhañ ».10 Ya, c’hwi hoc’h eus va zennet eus korf va mamm, * ha va lakaet en surentez ouzh he c’halon.11 Etre ho taouarn on bet taolet kerkent ha ganet, * adalek korf va mamm, c’hwi an hini a zo va Doue.12 Na chomit ket pell diouzhin, + dre ma’z on enkrezet, *rak n’eus den d’am skoazellañ.

II13 Enkelc’hiet on gant e-leizh a goleoù, * tirvi Basan am gwask a bep tu.14 A-enep din e tigoront o geol, * evel al leon e tiskolpont en ur yudal.15 Me ’zo evel dour o teverañ, *ha diframmet eo va holl eskern. Va c’halon a zo deuet da vezañ evel koar, * emañ o teuziñ e-kreiz va c’horf.

Page 386: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

16 Disec’het eo va c’horzailhenn evel un darbod-pri, + ha va zeod a beg ouzh va staoñ, * va gourvezet o deus e poultr ar marv.17 Ya, ur vandenn chas en em gelc’h en-dro din, * ur bagad hailhoned am arsailh a bep tu. Toullet o deus va daouarn ha va zreid, * 18 emaint o kontañ va holl eskern. O selloù a stagont ouzhin gant evezh ha dismegañs ; + 19 lodennañ a reont va dilhad kenetrezo *ha war va zoneg e tennont ar sord.20 C’hwi avat, Aotrou, na chomit ket pell diouzhin, * c’hwi, va sikour, hastit va skoazellañ.21 Eus ar c’hleze dieubit va ene, * ha va buhez eus krabanoù ar c’hi.1168 Sizhun III 22 Va salvit eus geol al leon, *me reuzeudik, eus kerniel ar bualed.23 Embann a rin neuze hoc’h anv d’am breudeur, * ho meuliñ a rin e-kreiz ar vodadeg.

III

24 C’hwi hag a zouj an Aotrou, kanmeulit anezhañ, * c’hwi holl diskennidi Yakob, rentit gloar dezhañ. Krenit holl dirazañ, bugale Israel, * 25 rak n’en deus ket disprizet un den paour, n’en deus ket heuget ouzh e reuzeudigezh ; n’en deus ket distroet e sell dioutañ, *e selaouet en deus pa c’harme davetañ.26 Deoc’h-c’hwi va meuleudi er vodadeg vras ; * va gouestloù a fell din seveniñ dirak ho tud fidel.27 Ar beorion a zebro hag o gwalc’h o devo, + ar re a glask an Aotrou a veulo anezhañ : * « O c’halonoù da vevo da viken ! ».28 Soñj o devo ha davet an Aotrou en em droio ar broioù pellañ eus an douar, * dirazañ e stouo gant doujañs

Page 387: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

holl rummadoù ar broadoù.29 Rak d’an Aotrou eo ar rouantelezh, * eñ a ren war an holl vroadoù.30 E adoriñ a ray holl dud uhel an douar ; * dirazañ e soublo ar re holl a zistro d’ar poultr.

Ha va ene a vevo evitañ, *31 tud va lignez e servijo. Komz a raint eus an Aotrou d’ar rummad da zont, + 32 komz a raint eus e justis d’ar bobl a vo ganet : * « Sed ar pezh en deus graet an Aotrou ! ».

E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Ant. Allelouia, allelouia, allelouia. D’an Eurioù all, songanadenn-glokaat, p. 1298. .

Deiz-lid VI, d’ar Pardaezlid 1169

Lennadenn verr, gwerzad ha pedenn, a vez rekis hervez diseurted an Eurlid. Klozadur al Lideuriad, evel en Darn voutin.

D’ar Pardaezlid

Gw/. Aotrou Doue, deuit d’am skoazellañ… Klod d’an Tad … Evel ma oa … ( A. P. Allelouia ).

MEULGAN o kenglotañ gant an Eurlid.

SONGANADENNAntonenn 1

E. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : . Bras eo an Aotrou, hag hon Doue a ren a-us d’an holl doueoù.

E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Me an Aotrou da salver ha da zasprener, allelouia.

Songan 134 (135)

Meuleudi d’an Aotrou oc’h ober burzhudoù

Page 388: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

Pobl dibabet … embannit oberoù galloudus an Hini en deus ho kalvet d’e sklerijenn vurzhudus (Kv. 1Pêr 2, 9).

I

1 Meulit anv an Aotrou, *e veulit, servijerion an Aotrou,2 c’hwi holl oc’h ofisañ e ti an Aotrou, * e porzhioù Ti hon Doue.3 Meulit an Aotrou evit e vadelezh, * salmit d’e anv evit e zouster.4 Rak an Aotrou en deus dibabet Yakob, * dilennet Israel da vezañ e zomani.5 Gouzout mat a ran eo bras an Aotrou, * emañ o ren a-us d’an holl doueoù.1170 Sizhun III

6 Kement a fell dezhañ, +en ober a ra an Aotrou en neñv ha war an douar, *er morioù hag en holl islonkoù.7 Eus penn pellañ an douar e tegas ar c’houmoul, + hag e taol e luc’hed d’ober ar glav, * hag eus e lec’hioù-mir e tenn ar gorventenn.8 Eñ hag en deus skoet gant re gentañ-ganet Bro-Egipt * adalek an den betek ar chatal.9 Diskouezet en deus ennout, Egipt, sinoù ha burzhudoù, * enep Faraon hag e holl servijerion.10 Skoet en deus gant kalz a vroadoù * ha lazhet rouaned galloudus : 11 Sehon, roue Amorreiz, hag Og, roue Basan, * hag holl rouantelezhioù Kanaan, 12 evit reiñ o douar da zomani, * da zomani d’e bobl Israel.

E. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Ant. Bras eo an Aotrou, hag hon Doue a ren a-us d’an holl doueoù. E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Ant. Me an Aotrou da salver ha da zasprener, allelouia.:

Page 389: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

Antonenn 2

E. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Tiegezh Israel, bennigit an Aotrou ; sonit evit e anv rak hegarat eo. E. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Benniget ar rouantelezh o tont, hini David hon tad, allelouia.

II

13 Aotrou, hoc’h anv a bad da virviken, * ar soñj ac’hanoc’h a rummad da rummad.14 Rak an Aotrou a rent justis d’e bobl, * truez en deus ouzh e servijerion. ---

Deiz-lid VI, d’ar Pardaezlid 1171

15 Met idolennoù ar broadoù, arc’hant hag aour, * a zo labour daouarn an den : 16 ur genoù o deus ha ne gomzont ket ; * daoulagad o deus ha ne welont ket ; 17 divskouarn o deus ha ne glevont ket ; * n’eus ket anal en o genoù.18 Ra vo evelto ar re a stumm anezho, * kement a lak o fiziañs enno.19 Tiegezh Israel, bennigit an Aotrou, * tiegezh Aaron, bennigit an Aotrou ; 20 Tiegezh Levi, bennigit an Aotrou, * c’hwi doujerion an Aotrou, bennigit an Aotrou.21 Eus Sion ra vo benniget an Aotrou, * eñ hag a zo o chom e Jeruzalem.

E. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Ant. Tiegezh Israel, bennigit an Aotrou ; sonit evit e anv rak hegarat eo. E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Ant. Benniget ar rouantelezh o tont, hini David hon tad, allelouia.

Antonenn 3

Page 390: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

E. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : An holl vroadoù a zeuio da stouiñ d’an daoulin dirazoc’h, Aotrou.

E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Kanañ a raimp d’an Aotrou : rak klodus ez eo bet, allelouia.

Lidkan Dsk 15, 3-4

Kanenn azeuliñ3 Bras hag estlammus hoc’h oberoù, * Aotrou Doue hollc’halloudek ; reizh ha gwirion eo hoc’h hentoù, * Roue ar broadoù !4 Piv na rofe doujañs, Aotrou, * ha klod d’hoc’h anv ?1172 Sizhun III

Rak c’hwi hepken a zo santel, + hag an holl vroadoù a zeuio da stouiñ d’an daoulin dirazoc’h, * dre ma’z eo en em ziskouezet reizhder ho parnedigezhioù.

E. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Ant. An holl vroadoù a zeuio da stouiñ d’an daoulin dirazoc’h, Aotrou.

E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Ant. Kanañ a raimp d’an Aotrou : rak klodus ez eo bet, allelouia.

Lennadenn verr, pebeilganenn, antonenn da lidkan Mari, aspedennoù ha pedenn, a vez rekis hervez diseurted an Eurlid.

Klozadur al Lideuriad, evel en Darn voutin.

Page 391: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

1173

DA SEIZHVET-DEIZ AR SIZHUN III

D’al Lidgalvadenn

Gw/. Aotrou Doue, digorit din va muzelloù…

Songan lidgervel, 860, gant an antonenn o kenglotañ ouzh an Eurlid.

Da Eurlid al lennadenn

Gw/. Aotrou Doue, deuit d’am skoazellañ… Klod d’an Tad ...Evel ma oa…( A. P. Allelouia ). A gement-se koulskoude e vez dioueret pa vez bet al Lidgalvadenn diouzhtu a-raok.

MEULGAN o kenglotañ gant an Eurlid.

SONGANADENN

Ant. 1 Ra embannint trugarez an Aotrou hag e vurzhudoù e-keñver an dud. ( A. P. Allelouia ).

Songan 106 (107)

Page 392: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

Meulgan trugarekaat da Zoue salver an dud

Kaset en deus e gomz da vugale Israel o kemenn dezho keloù mat ar peoc’h dre Jezuz Krist (Ob. 10, 36).

I1 Lavarit bennozh d’an Aotrou evit e vadelezh, *en abeg d’e drugarez bezañ peurbadel.2 Ra lavaro ar re salvet gant an Aotrou, *ar re en deus tennet a-dre daouarn an enebour,3 ar re en deus advodet eus an holl vroioù, +ar sav-heol hag ar c’huzh-heol, *an hanternoz hag ar c’hreisteiz.4 Kantren a raent er gouelec’h, en digenvez, *ne gavent hent ebet war-zu ur gêr da chom enni.1174 Sizhun III

5 Krignet gant an naon, taget gant ar sec’hed, *e santent o c’halon o semplañ.6 A-greiz o enkrez o deus kriet war-zu an Aotrou, * hag eñ en deus o zennet eus o anken.7 O bleinet en deus dre an hent eeun, * da gaout ur Gêr da chom enni.8 Ra lavarint bennozh d’an Aotrou evit e drugarez, * evit e vurzhudoù e-keñver bugale Adam, 9 rak d’ar gorzailhenn sec’hedik en deus roet he gwalc’h, * ha karget a vadoù ar galon naoniek.10 Ar re a oa o chom en deñvalijenn, en noz dall, * chadennet er reuzeudigezh hag en houarnoù, 11 dre m’o devoa disentet ouzh lavaroù Doue * ha m’o devoa disprizet kuzul an Uhel-meurbet : 12 ar re en devoa sujet d’ar boan o c’halonoù, * ar re a gouezhe d’an douar hep kaout den d’o sikour : 13 a-greiz o enkrez o deus kriet war-zu an Aotrou, * hag eñ en deus o zennet eus o anken.14 Eus an deñvalijenn, eus an noz dall en deus o zennet, * torret en deus o chadennoù.15 Ra lavarint bennozh d’an Aotrou evit e drugarez, *

Page 393: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

evit e vurzhudoù e-keñver bugale Adam, 16 rak torret en deus an dorojoù arem, * ha bruzunet ar morailhoù dir.

Ant. Ra embannint trugarez an Aotrou hag e vurzhudoù e-keñver an dud. ( A. P. Allelouia ). Ant. 2 Ar re-se o deus gwelet oberoù-meur an Aotrou hag e vurzhudoù. ( A. P. Allelouia ).

II17 Tud diskiant gant o doareoù fallakr, * gwall-skoet e oant bet en abeg d’o fec’hedoù ; 18 heugiñ a rae o c’halonoù ouzh ar boued, * hag e oant a-stok ouzh toull-dor ar marv.19 A-greiz o enkrez o deus kriet war-zu an Aotrou, * hag eñ en deus o zennet eus o anken.

Er Seizhvet-Deiz, da Eurlid al lennadenn 1175

20 Kaset en deus e gomz evit o fareañ, * evit o diwall diouzh poull ar bez.21 Ra lavarint bennozh d’an Aotrou evit e drugarez, * evit e vurzhudoù e-keñver bugale Adam ; 22 ra ginnigint sakrifisoù a drugarez, * ra zisklerint e oberoù-meur gant youc’hadegoù laouen.23 Ar re a ziskenn en o bagoù war ar mor, * d’ober kenwerzh war an dourioù bras, 24 ar re-se o deus gwelet oberoù-meur an Aotrou, * hag e vurzhudoù en donvor.25 Diwar e c’hourc’hemenn e oa savet avel diroll, * a zibrade uhel ar gwagennoù.26 D’an oabl e pignent +ha d’an islonk e tiskennent, * o c’halon a oa diaes gant an anken.27 Mezevellet e vrañsellent evel un den mezv, * hag o ampartiz a oa aet diganto.28 A-greiz o anken o deus kriet war-zu an Aotrou, * hag eñ en deus o zennet eus o anken.29 Terriñ a reas d’ar gorventenn ma teuas kalmijenn, * ha ma tavas houlennoù ar mor.

Page 394: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

30 Ha laouenaet e voent o welout ar sioulder, * o degas a reas d’ar porzh a c’hoantaent.31 Ra lavarint bennozh d’an Aotrou evit e drugarez, * evit e vurzhudoù e-keñver bugale Adam, 32 ra ganint anezhañ e bodadeg ar bobl, * ra veulint anezhañ e kuzul ar re gozh.

Ant. Ar re-se o deus gwelet oberoù-meur an Aotrou hag e vurzhudoù. ( A. P. Allelouia ). Ant. 3 An dud reizh a wel hag a vez laouen, ha kompren a reont mat trugarezioù an Aotrou. ( A. P. Allelouia ).

III33 Troet en devoa ar stêrioù-dour e gouelec’h * hag ar mammennoù e douar sec’h, 34 ar vro strujus e douar sall, *en abeg da fallagriezh an dud a oa o chom enni.1176 Sizhun III

35 Met troet en deus ar gouelec’h en ur stankad dour, * hag ar mammennoù e douar sec’h.36 Evit lakaat ar re naoniek da vevañ eno, * ha da sevel ur Gêr da chom enni.37 Hadet o deus e douar ar maezioù, plantet gwini, * ha bet o deus frouezh o eostoù.38 O benniget en deus ha deuet int da vezañ niverus, * roet en deus dezho e-leizh a chatal.39 Met goude-se int bet digresket hag izelaet * dindan wask ar gwalleur hag an anken.40 Hogen an hini a skuilh an dispriz war ar briñsed, * hag o laka da gantreal en ur gouelec’h hep hentoù, 41 eo an hini a adsav ar paour eus e reuzeudigezh, * hag a ro d’an tiegezhioù niverusaat evel tropelloù- deñved.42 An dud reizh a wel hag a vez laouen, * hag an dud fallakr a chom stouvet o genoù.43 An neb a zo fur da daolo pled ouzh kement-se, * ra gompreno mat trugarezioù an Aotrou.

Ant. An dud reizh a wel hag a vez laouen, ha kompren a reont mat trugarezioù an Aotrou. ( A. P. Allelouia ).

Page 395: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

Gwerzad, lennadennoù ha pedenn o kenglotañ gant pep a Eurlid.

D’ar Meullidoù-beure

Gw/. Aotrou Doue, deuit d’am skoazellañ… Klod d’an Tad … Evel ma oa … ( A. P. Allelouia ). Kement-se koulskoude a vez dioueret pa vez bet al Lidgalvadenn diouzhtu a-raok.

MEULGAN o kenglotañ gant an Eurlid..

SONGANADENN

Antonenn 1

E. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Met c’hwi a zo tost ivez, Aotrou, hag hoc’h holl c’hourc’hemennoù a zo gwirionez.

Er Seizhvet-Deiz d’ar Meullidoù-beure 1177

E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Ar c'homzoù am eus-me lavaret deoc'h a zo spered hag a zo buhez, allelouia.

Songan 118 (119), 145-152XIX (Kof)

145 A greiz kalon ho kalvan, va selaouit, Aotrou, * me a fell din derc’hel d’ho kemennadurioù.146 Ho kervel a ran, Aotrou, va salvit, * me a fell din mirout ho testenioù.147 A-ziaraok gouloù-deiz e vezan ouzh ho pediñ, * esperiñ a ran en ho komzoù.148 Va daoulagad a chom digousk e-pad an noz, * evit prederiañ war ho lavaroù.149 En ho madelezh, Aotrou, selaouit, va mouezh, * hervez ho promesa roit din buhez.150 Tostaat a ra an dud am heskin gant trubarderezh, * pell emaint diouzh ho lezenn.151 Met c’hwi a zo tost ivez, Aotrou, * hag hoc’h holl c’hourc’hemennoù a zo gwirionez.

Page 396: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

152 A bell ’zo ec’h ouzon diwar-benn ho kourc’hemennoù * eo da viken hoc’h eus o diazezet. E. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Ant. Met c’hwi a zo tost ivez, Aotrou, hag hoc’h holl c’hourc’hemennoù a zo gwirionez.

E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Ant. Ar c'homzoù am eus-me lavaret deoc'h a zo spered hag a zo buhez, allelouia.

Antonenn 2

E. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Ra vezo ganin ho furnez, Aotrou, ha ma labouro ganin.

E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Savet hoc’h eus un templ hag un aoter en ho menez santel, Aotrou, allelouia.1178 Sizhun III

Lidkan Fur, 9, 1-6. 9-11

Aotrou Doue, roit din ar furnez

Me eo a roio deoc’h komz ha furnez, a seurt ma ne c’hello ket hoc’h enebourion herzel outo ( Luk 21, 15 ).

1 Doue hon Tadoù, Aotrou a drugarez, * c’hwi hag hoc’h eus, gant ho komz, krouet an hollved, 2 c’hwi hag hoc’h eus, gant ho furnez, stummet an den, * dezhañ da vestroniañ ar c’hrouadurioù bet savet ganeoc’h, 3 da c’houarn ar bed er santelezh hag er reizhder, * ha da varn an dud a galon eeun, 4 roit din ar Furnez azezet war ho tron en ho kichen, * n’am argasit ket er-maez eus niver ho mibion, 5 rak ho servijer ez on, ha mab ho servijerez, + un den gwan ha berrbad e vuhez, * divarrek da gompren ar reizhadurezh hag al lezennoù.6 Ha pa vije unan peurvat e-touez mibion an dud, + ma vank dezhañ ar Furnez a zeu diganeoc’h, * e vo kontet evit netra.9 Ganeoc’h emañ ar Furnez a anavez hoc’h oberoù, * dre m’edo aze ganeoc’h pa raec’h an hollved,

Page 397: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

hi a oar petra a zo plijus d’ho taoulagad, * ha petra a zo kenson gant ho kourc’hemennoù.10 Kasit anezhi eus an neñvoù meurdezus, * he lakait da ziskenn eus kador-veur ho kloar, evit m’am skoazello ha ma labouro ganin, * ha ma’z anavin petra a blij deoc’h.11 Rak gouzout a ra pep tra, kompren a ra pep tra, + va bleinañ a ray gant poellegezh em oberoù, * va diwall a ray gant nerzh ha gloar.

E. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Ant. Ra vezo ganin ho furnez, Aotrou, ha ma labouro ganin.

E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Ant. Savet hoc’h eus un templ hag un aoter en ho menez santel, Aotrou, allelouia.

Er Seizhvet-Deiz, da Eur kreiz an deiz 1179

Antonenn 3

E. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Fealded an Aotrou a bad da virviken. E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Me eo an Hent, ar Wirionez hag ar Vuhez, allelouia.

Songan 116 (117)

Meulgan d’an Aotrou trugarezus

En diskleriañ a ran … ar Broadoù eo diwar-benn e drugarez o deus da rentañ klod da Zoue ( Rom 15, 8.9 ).

1 Meulit an Aotrou, c’hwi, an holl vroadoù, * youc’hit dezhañ, c’hwi, an holl bobladoù.2 Rak divrall eo warnomp e drugarez, * fealded an Aotrou a bad da virviken.

E. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Ant. Fealded an Aotrou a bad da virviken. E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Ant. Me eo an Hent, ar Wirionez hag ar Vuhez, allelouia.

Page 398: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

Lennadenn verr, pebeilganenn, antonenn da lidkan Zakaria, aspedennoù ha pedenn, a vez rekis hervez diseurted an Eurlid. Klozadur al Lideuriad, evel en Darn voutin.

Da Eur kreiz an deiz

Gw/. Aotrou Doue, deuit d’am skoazellañ… Klod d’an Tad… Evel ma oa… ( A. P. Allelouia ).

MEULGAN arbennik da bep lidamzervezh.

SONGANADENN E Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Antonenn, evel e Darnlevr al Lidamzervezh. E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Ant. Allelouia, allelouia, allelouia.1180 Sizhun III

Songan 118 (119), 121-128XVI (Ain)

121 Pleustret em eus ar reizhder hag ar justis ; * n’am lakit ket etre daouarn va gwaskerion.122 Bezit gwarant eurvad ho servijer ; * grit na vin ket breset gant an dud lorc’hus.123 Dizeriañ a ra va ene o c’hoantaat ho silvidigezh, * o c’hoantaat ar justis a brometit.125 Grit hervez ho madelezh e-keñver ho servijer, * ha deskit din ho polontezioù.125 Ho servijer ez on ; *roit din skiant-vat mac’h anavin ho testenioù.126 Poent eo deoc’h plediñ ganti, Aotrou ; * gwallet e vez ho lezenn.127 Dreist pep tra e karan ho kourc’hemennoù, * muioc’h eget an aour, an aour glanañ.128 Setu perak en em renan hervez hoc’h urzhiadurioù, * kasaat a ran holl hentoù ar gaou.

Songan 33 (34)

Page 399: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

An Aotrou Doue salver an den just

Tañvaet hoc’h eus pegen dous eo an Aotrou ( 1 Pêr 2, 3 ).

I2 Bennigañ a rin an Aotrou e pep amzer, * dalc’hmat e vezo e veuleudi em genoù.3 Rak en Aotrou emañ gloar va ene, * ra glevo, ra vo laouen an dud vihan.4 Kanmeulit ganin braster an Aotrou, * holl a-gevret enoromp uhelder e anv.5 Klasket em eus an Aotrou, ha va selaouet en deus, * eus va holl spontoù en deus va dieubet.6 Sellit outañ ha sklerijennet e vezot, * ha n’ho po ket da ruziañ gant ar vezh.

Er Seizhvet-Deiz, da Eur kreiz an deiz 1181

7 Galvadenn ar paour, +an Aotrou he selaou, *hag eus e holl ankenioù e tenn anezhañ.8 Ael an Aotrou a zo o kampiñ en-dro d’e zoujerion * evit o dieubiñ.9 Tañvait ha gwelit pegen dous eo an Aotrou ; * evurus an den en em c’houdor ennañ.10 Doujit an Aotrou, c’hwi holl e dud santel, * rak e fideled ne vank netra dezho.11 An dud a lorc’h a ya da baour ha da gaout naon, * ar re a glask an Aotrou n’eus evito diouer ebet.

II12 Deuit, mibion, va selaouit, *deskiñ a rin deoc’h doujañs an Aotrou.13 Pehini eo an den a gar ar vuhez, * a c’hoanta bevañ deizioù a eurvad ? 14 Diwall da deod diouzh an droug, * da vuzelloù diouzh ar c’homzoù gaouiat.15 En em zistro diouzh ar gwall evit ober ar mad, *

Page 400: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

klask ar peoc’h ha kerzh war e lerc’h.16 Hogen war an dud reizh e par daoulagad an Aotrou, * hag e zivskouarn a glev o garmadennoù.17 Rak an Aotrou a dro e selloù enep an drougoberourion, * evit raskañ a-ziwar an douar an eñvor anezho.18 Krial a reont, hag o selaou a ra an Aotrou, * o dieubiñ a ra eus o holl enkrezioù.19 Tost emañ an Aotrou d’ar re brevet o c’halonoù, * ar speredoù mantret, o salviñ a ra.20 Poanioù e-leizh en devez an den just, * met diouto holl e vezo dieubet gant an Aotrou.21 An Aotrou a ra gward war e holl eskern, * ne vo torret hini ebet anezho. --- 1182 Sizhun III

22 An drougiezh a gas an den fall d’ar marv, * kastizet e vezo enebourion an den just.23 Met an Aotrou a zieub e servijerion, * nann, ne vo ket drouskoet an neb en em repu ennañ.

E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Ant. Allelouia, allelouia, allelouia.

D’an Eurioù all, ar songanadenn-glokaat a vez kemeret diouzh ar rummad II ha III, p. 1300.

Lennadenn verr, gwerzad ha pedenn, a vez rekis hervez diseurtted an Eurlid.

Klozadur an Eurlid, evel en Darn voutin.

Page 401: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

1183

SIZHUN IV

DEIZ-AN-AOTROU

D’ar 1-añ Pardaezlid

Gw/. Aotrou Doue, deuit d’hon skoazellañ ... Klod d’an Tad .. Evel ma oa …(A P. Allelouia).

MEULGAN arbennik evit pep Lidamzervezh.

SONGANADENN

Antonenn 1 IV-vet Deiz-an-Ao. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Deomp gant joa da di an Aotrou. IV-vet Deiz-an-Ao. Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Peoc’h ar C’hrist da reno en ho kalonoù, allelouia.

Songan 121 (122)Jeruzalem ar gêr santel

C’hwi hoc’h eus tostaet ouzh Menez Sion, ouzh Kêr an Doue bev, Jeruzalem an neñv (Heb 12, 22).

Page 402: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

1 Na laouen on bet p’eo bet lavaret din : * « Deomp da di an Aotrou ».2 Ha setu bremañ hon treid o chom a-sav * e-harz da zorojoù, Jeruzalem.3 Jeruzalem bet savet evel ur Gêr vras, * a zo pep tra unanet-start enni.4 Betek enni e pign ar meuriadoù, meuriadoù an Aotrou, * ur c’hustum eo en Israel, evit meuliñ anv an Aotrou.5 Rak eno eo bet diazezet kadorioù ar justis, * kadorioù tiegezh David.6 Pedit eta evit eurvad Jeruzalem : * «Ra vo surentez d’ar re az kar ! 7 An eurvad dit etre da vogerioù, * ar peoc’h evit da balezioù !». --- 1184 Sizhun IV

8 Abalamour d’am breudeur, d’am mignoned, * e c’houlennan ar peoc’h warnout.9 Dre ma ’z out ti an Aotrou, ti hon Doue * e pedan evit da eurvad.

IV-vet Deiz-an-Ao. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Ant. Deomp gant joa da di an Aotrou. IV-vet Deiz-an-Ao. Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Ant. Peoc’h ar C’hrist da reno en ho kalonoù, allelouia.

Antonenn 2 IV-vet Deiz-an-Ao. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Dihun 'ta, te o kouskat, hag adsav a-douez ar re varv, ha warnout ar C’hrist a baro. IV-vet Deiz-an-Ao. Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Hon dasprenet hoc’h eus evit Doue gant ho kwad, allelouia.

Songan 129 (130)“De profundis” Eus donder an islonk e krian

Eñ a salvo e bobl eus he fec’hedoù (Mzh 1, 21).1 Eus donder an islonk e krian davedoc’h, Aotrou ; * 2 Aotrou, selaouit va galvadenn. Digorit ho tivskouarn da deurel evezh *

Page 403: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

ouzh va mouezh o pediñ.3 Mar dalc’hit kont eus hor pec’hedoù, Aotrou, * piv ’ta a c’hello padout ?4 Met c’hwi eo an hini a bardon, * evit bezañ doujet ganimp.5 Esperiñ a ran en Aotrou, esperiñ a ran, * fiziañs am eus en e gomzoù.6 Va ene a gont suroc’h war an Aotrou * eget ar gedour-noz war heol ar beure.

Muioc’h eget ar gedour-noz war heol ar beure * e kont Israel war an Aotrou, rak an Aotrou a zo leun a drugarez, * largentezus d’hon dasprenañ.8 Eñ eo a zaspreno Israel *eus e holl bec’hedoù.

Deiz-an-Aotrou, d’ar 1-añ Pardaezlid 1185

IV-vet Deiz-an-Ao. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask  :Ant. Dihun ‘ta, te o kouskat, hag adsav a-douez ar re varv, ha warnout ar C’hrist a baro. IV-vet Deiz-an-Ao. Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Ant. Hon dasprenet hoc’h eus evit Doue gant ho kwad, allelouia.

Antonenn 3

IV-vet Deiz-an-Ao. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Dre ar garantez vras en deus hon c’haret ganti Doue, goude ma oamp marv en abeg d’hor pec’hedoù, en deus adroet dimp ar vuhez a-unan gant ar C’hrist. IV-vet Deiz-an-Ao. Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Daoust ha ne oa ket ret d’ar C’hrist gouzañv ar poanioù-se, ha mont evel-se en e c’hloar ? Allelouia.

Lidkan Flp 2, 6-11Ar C’hrist, servijer Doue

6 Ar C’hrist Jezuz hag a oa Doue a stumm, * ne sellas ket evel e dra chom en e renk par da Zoue, 7 met da netra eo en em lakaet, dre gemer stumm ur servijer, + ha dont da vezañ e-giz an dud ; *

Page 404: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

goude en em ziskouez evel un den, 8 en deus c’hoazh en em izelaet + dre sentiñ betek ar marv, *betek ur marv war ur groaz.9 Setu perak en deus Doue uhelsavet anezhañ + ha roet dezhañ un anv, *a zo a-us da bep anv,10 ma vo pep glin en anv Jezuz o plegañ * e lein an neñvoù, war an douar hag e bed an ankoù, 11 evit ma tisklerio pep teod : *“eo Jezuz Krist eo an Aotrou !“evit gloar Doue an Tad.

IV-vet Deiz-an-Ao. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Dre ar garantez vras en deus hon c’haret ganti Doue, goude ma oamp marv en abeg d’hor pec’hedoù, en deus adroet dimp ar vuhez a-unan gant ar C’hrist.1186 Sizhun IV

IV-vet Deiz-an-Ao. Lidamzervezh 50 devezh ar Pask :Ant. Daoust ha ne oa ket ret d’ar C’hrist gouzañv ar poanioù-se, ha mont evel-se en e c’hloar ? Allelouia.

Lennadenn verr, pebeilganenn, antonenn da Lidkan Mari, aspedennoù ha pedenn, evel e Darnlevr al Lidamzervezh. Klozadur al Lideuriad, evel en Darn voutin.

D’al Lidgalvadenn

Gw/. Aotrou, digorit din va muzelloù …

Songan lidgervel, 860, gant antonenn arbennik da bep Lidamzervezh.

Da Eurlid al lennadenn

Gw/. Aotrou Doue, deuit d’am skoazellañ…. Klod d’an Tad…. Evel ma oa….( A P. Allelouia ). Kement-se a vez dioueret koulskoude pa vez bet al Lidgalvadenn diouzhtu a-raok.

MEULGAN, arbennik evit pep Lidamzervezh.

SONGANADENNAntonenn 1

Page 405: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

IV-vet Deiz-an-Ao. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Piv a bigno da venez an Aotrou, ha piv a chomo en e di santel ? IV-vet Deiz-an-Ao. Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Allelouia, ar maen a oa bet ruilhet a-zirak ar bez, allelouia.

Pa vez bet graet gant ar songan da heul evit al Lidgalvadenn, e vez lavaret en e lec’h ar songan 94 (95), p.860.

Songan 23 (24)

Donedigezh an Aotrou en templ

Digoret eo bet dorioù an Neñv gant ar C’hrist dre m’en deus kemeret-eñ ur c’horf-den (St Eirenaios).

1 D’an Aotrou eo an douar hag e holl bobladur, * ar bed a-bezh ha kement a zo ennañ.2 Rak eñ en deus e ziazezet a-us d’ar morioù, * eñ en deus e startaet a-us d’ar stêrioù. ---

Deiz-an-Aotrou, da Eurlid al lennadenn 1187 3 Piv a bigno da venez an Aotrou, * ha piv a chomo en e di santel ? 4 An den a zo glan e zaouarn ha dinamm e galon, + an hini na ro ket e spered d’an traoù goullo, * ha na dou ket d’e nesañ evit tromplañ.5 Hennezh a vo benniget gant an Aotrou, * ha gopret gant e salver, e Zoue.6 Honnezh eo gouenn ar re a glask anezhañ, * ar re a glask ho tremm, Doue Yakob.7 O ! porzhioù kozh, digorit bras ho torojoù, + en em zigorit, o ! porzhioù kozh, * maz antreo Roue ar C’hloar.8 Ha piv eo Roue ar C’hloar ? * An Aotrou kadarn ha galloudek, an Aotrou galloudek en emgannoù.9 O ! porzhioù kozh, digorit bras ho torojoù, + en em zigorit, o porzhioù kozh, * maz antreo Roue ar C’hloar.10 Ha piv eo Roue ar C’hloar ? * Aotrou ar galloudoù an hini eo Roue ar C’hloar.

Page 406: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

IV-vet Deiz-an-Ao. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Ant. Piv a bigno da venez an Aotrou, ha piv a chomo en e di santel ?

IV-vet Deiz-an-Ao. Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Ant. Allelouia, ar maen a oa bet ruilhet a-zirak ar bez, allelouia.

Antonenn 2

IV-vet Deiz-an-Ao. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : C’hwi enta, Broadoù, bennigit hon Doue, rak miret en deus ac’hanomp en buhez IV-vet Deiz-an-Ao. Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Allelouia, piv a glaskez, maouez ? an hini a zo bev, e-touez ar re varv, allelouia.

1188 Sizhun IV

Songan 65 (66)Meulgan evit al lidaberzh-trugarekaat

A-zivout dasorc’hedigezh an Aotrou ha gounidigezh ar baganed d’ar Feiz kristen ( Hesychius ).

I1 Youc’hit da Zoue, tud an douar a-bezh, + 2 kanit da c’hloar e anv, *rentit dezhañ splannder ar veuleudi.3 Lavarit da Zoue : «  Pegen estlammus hoc’h oberoù ! * En abeg da vraster ho kalloud e pleg hoc’h enebourion ouzh ho kwelout.4 Dirazoc’h e stou an douar a-bezh, d’hoc’h azeuliñ, * ra ganint ac’hanoc’h, ra ganint hoc’h anv ».5 Deuit ha sellit ouzh taolioù-meur Doue, * graet en deus burzhudoù e-keñver mibion an dud.6 Kemmet en deus ar mor e douar kalet, + treizhet hon eus ar stêr hep glebiañ hon treid ; * lakomp enta hon levenez ennañ.7 Ren a ra war bep tra en e c’halloud peurbad, +

Page 407: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

e zaoulagad a daol evezh ouzh an holl vroadoù ; * arabat d’ar pobloù disuj en em sevel enep dezhañ.8 C’hwi eta, Broadoù, bennigit hon Doue, * embannit e c’hloar, kanit e veuleudi ; 9 rak miret en deus ac’hanomp en buhez, * n’en deus ket hon lezet da vezañ distroadet.10 Moarvat hoc’h eus hon aprouet, Aotrou, * hon lakaet da buraat evel arc’hant en tan.11 Hon degaset ho poa da vezañ paket er roued, * karget ho poa war hor choug ur bec’h pounner.12 Lakaet ho poa an dud da vac’hañ dimp hor penn, + tremenet omp dre an tan, dre an dour, * met roet hoc’h eus dimp frankiz en-dro.

IV-vet Deiz-an-Ao. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Ant. C’hwi enta, Broadoù, bennigit hon Doue, rak miret en deus ac’hanomp en buhez.

Deiz-an-Aotrou, da Eurlid al lennadenn 1189

IV-vet Deiz-an-Ao. Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Ant. Allelouia, piv a glaskez, maouez ? an hini a zo bev, e-touez ar re varv, allelouia.

Antonenn 3

IV-vet Deiz-an-Ao. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Selaouit, c’hwi holl hag a zouj Doue, an holl gement en deus graet evit va ene. IV-vet Deiz-an-Ao. Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Allelouia, na ouel ket, Mari : dasorc’het eo an Aotrou, allelouia.

II13 Antren a ran en ho ti evit loskaberzhioù ; * evit seveniñ ar gouestloù am eus graet deoc’h, 14 ar re am eus digoret evito va muzelloù, * hag en deus va genoù diskleriet em anken.15 Kinnig a ran deoc’h loskaberzhioù loened lart gant moged an tourzed o sevel davedoc’h, *aberzhiñ a ran deoc’h ejened ha bouc’hed.16 Deuit, ha selaouit, +

Page 408: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

hag e kontin, deoc’h holl hag a zouj Doue, *an holl gement en deus graet evit va ene.17 Davetañ em eus kriet gant va genoù, * ha war va zeod em boa lakaet e veuleudi.18 Mar en devije gwelet fallentez em c’halon, * n’en devije ket va selaouet an Aotrou.19 Met Doue en deus selaouet va goulenn, * taolet en deus evezh ouzh mouezh va fedenn.20 Meuleudi da Zoue, rak n’en deus ket argaset va fedenn, * n’en deus ket nac’het ouzhin e vadelezh.

IV-vet Deiz-an-Ao. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Ant. Selaouit, c’hwi holl hag a zouj Doue, an holl gement en deus graet evit va ene. IV-vet Deiz-an-Ao. Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Ant. Allelouia, na ouel ket, Mari : dasorc’het eo an Aotrou, allelouia.

Gwerzad, lennadennoù ha pedenn, evel e Darnlevr al Lidamzervezh.1190 Sizhun IV

D’ar Meullidoù-beure

Gw/. Aotrou Doue, deuit d’am skoazellañ …Klod d’an Tad ... Evel ma oa … ( A P Allelouia ). Kement-se koulskoude a vez dioueret pa vez bet al Lidgalvadenn diouzhtu a-raok.

MEULGAN, arbennik da bep Lidamzervezh.

SONGANADENNAntonenn 1

IV-vet Deiz-an-Ao. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask: Va Doue ez oc’h-c’hwi, hag ho trugarekaat a ran ; va Doue, ho kanmeuliñ a fell din. IV-vet Deiz-an-Ao. Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : N’eo ket mervel a rin, met bevañ, hag ec’h embannin oberoù-meur an Aotrou, allelouia.

Songan 117 (118)Youc’hadegoù a levenez hag a drec’h

Hennezh eo ar maen bet distaolet ganeoc’h-c’hwi ar saverion, hag a zo deuet da vezañ ar maen-korn ( Ob 4, 11 ).

Page 409: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

1 Rentit gloar d’an Aotrou evit e vadelezh, * ya, da virviken e pad e drugarez.2 Ra lavaro tiegezh Israel : *ya, da virviken e pad e drugarez.3 Ra lavaro tiegezh Aaron : *ya, da virviken e pad e drugarez.4 Ra lavaro ar re a zouj an Aotrou, * ya, da virviken e pad e drugarez.5 Eus a greiz va anken em eus galvet an Aotrou, * va selaouet, va dieubet en deus.6 Ganin emañ an Aotrou, *n’em bez aon ebet, petra a c’hellfe an den a-enep din ?7 Ganin emañ an Aotrou, va skoazeller-me, * gwelout a rin va enebourion diskaret.8 Gwelloc’h eo en em repuiñ en Aotrou * eget fiziout e mab-den.

Deiz-an-Aotrou, d’ar Meullidoù-beure 1191

9 Gwelloc’h eo en em repuiñ en Aotrou * eget fiziout er briñsed.10 An holl baganed o devoa va enkelc’hiet, * en anv an Aotrou em eus o dispennet.11 A bep tu o devoa va enkelc’hiet, * en anv an Aotrou em eus o dispennet.12 Va enkelc’hiet o devoa evel un hedad gwesped, + met flammet int bet evel drein en tan, * en anv an Aotrou em eus o dispennet.13 Bountet-divountet on bet ganto da gouezhañ, * met an Aotrou en deus va skoazellet.14 Va nerzh ha va galloud eo an Aotrou : * ur salver eo bet evidon.15 Youc’hadegoù a levenez hag a drec’h * e teltennoù an dud reizh.16 « Dorn dehou an Aotrou en deus graet un taol-nerzh ! + Dorn dehou an Aotrou en deus va adsavet ; * dorn dehou an Aotrou en deus graet un taol-nerzh ! ».17 N’eo ket mervel a rin, met bevañ, *

Page 410: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

hag ec’h embannin oberoù meur an Aotrou.18 Va c’hastizet, va c’hastizet en deus an Aotrou * met n’en deus ket va roet d’ar marv.19 Digorit evidon an dorojoù santel, * ma’z antrein drezo da drugarekaat an Aotrou.20 Houmañ eo dor an Aotrou, *drezi ec’h antre an dud reizh.21 Ho trugarekaat a ran dre m’hoc’h eus va selaouet, dre ma’z oc’h bet evidon ur salver.22 Ar maen bet distaolet gant ar saverion * a zo deuet da vezañ maen-uhel ar c’horn ; 23 gant an Aotrou eo bet graet se, * tra estlammus d’hon daoulagad.24 Hemañ eo an deiz hag en deus graet an Aotrou : * tridomp ennañ gant levenez.25 A Aotrou, roit dimp silvidigezh ; * A! Aotrou, roit dimp evurusted ! --- 1192 Sizhun IV

26 Ra vo benniget an hini a zeu en anv an Aotrou. * Ho pennigañ a reomp eus ti an Aotrou.27 Doue eo an Aotrou en deus roet sklerijenn dimp. * Urzhiit an ambrougadeg, bodoù glas en ho torn, tre betek kernioù an aoter.28 Va Doue ez oc’h-c’hwi, hag ho trugarekaat a ran, * va Doue, ho kanmeuliñ a fell din.29 Rentit klod d’an Aotrou evit e vadelezh, * ya, da virviken e pad e drugarez.

IV-vet Deiz-an-Ao. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask: Ant. Va Doue ez oc’h-c’hwi, hag ho trugarekaat a ran ; va Doue, ho kanmeuliñ a fell din. IV-vet Deiz-an-Ao. Lidamzervezh 50 devezh ar Pask: Ant. N’eo ket mervel a rin, met bevañ, hag ec’h embannin oberoù-meur an Aotrou, allelouia.

Antonenn 2

IV-vet Deiz-an-Ao. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask: Galloudus ez oc’h, Aotrou, hon diframmit diouzh dorn an den galloudek ;

Page 411: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

hon dieubit, c’hwi hon Doue. IV-vet Deiz-an-Ao. Lidamzervezh 50 devezh ar Pask: Ra vezo benniget hoc’h anv klodus ha santel, allelouia.

Lidkan Dan 3, 52-57Pep krouadur da veulo an Aotrou Doue

Ar C’hrouer … an hini benniget da virviken ( Rom 1, 5 ).52 Bennozh deoc’h, Aotrou, Doue hon tadoù, * ha meuleudi deoc’h an Uhel-meurbet evit ar c’hantvedoù ; ra vezo benniget hoc’h anv klodus ha santel, * ra vezo dreistmeulet, dreistuhelaet a-hed ar c’hantvedoù.53 Ra vezot benniget en ho Templ santel ha glorius, * uhelganet hag uhelvrudet er c’hantvedoù.54 Benniget war ho kador a roue, * meulganet ha meurekaet er c’hantvedoù.55 Benniget, c’hwi hag a wel an islonkoù, + hag a dron war ar geroubed, * da vezañ meulet hag enoret er c’hantvedoù. ---

Deiz-an-Aotrou, d’ar Meullidoù-beure 1193

56 Benniget en oabl an neñvoù, * uhelveulet hag uhelvrudet er c’hantvedoù.57 C’hwi holl oberoù an Aotrou, bennigit an Aotrou, * kanmeulit hag uhelvrudit anezhañ er c’hantvedoù.

IV-vet Deiz-an-Ao. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask: Ant. Galloudus ez oc’h, Aotrou, hon diframmit diouzh dorn an den galloudek ; hon dieubit, c’hwi hon Doue. IV-vet Deiz-an-Ao. Lidamzervezh 50 devezh ar Pask: Ant. Ra vezo benniget hoc’h anv klodus ha santel, allelouia.

Antonenn 3

IV-vet Deiz-an-Ao. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Meulit Doue evit e oberoù-meur. IV-vet Deiz-an-Ao. Lidamzervezh 50 devezh ar Pask: Roit meurdez d’hon Doue ; disi e oberoù, e holl hentoù a zo reizhder, allelouia.

Songan 150

Meulit an Aotrou Doue

Page 412: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

Songanit gant ho spered, songanit ivez gant ho meiz, eleze : rentit klod da Zoue, ha gant hoc’h ene ha gant ho korf ( Hesychius )

1 Meulit Doue en e santual, *meulit-eñ hag a dron en neñvoù.2 E veulit evit e oberoù meur, *e veulit evit e splannder dispar.3 E veulit gant tregern an drompilh, * e veulit war an delenn hag ar gitar.4 E veulit war an daboulinig en dañsadeg, *e veulit war al lud hag ar flëut.5 E veulit gant simbalennoù o skiltrañ, + e veulit gant simbalennoù o strakal : * kement a zo buhez ennañ, da veulo an Aotrou.

IV-vet Deiz-an-Ao. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Ant. Meulit Doue evit e oberoù-meur.1194 Sizhun IV

IV-vet Deiz-an-Ao. Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Ant. Roit meurdez d’hon Doue ; disi e oberoù, e holl hentoù a zo reizhder, allelouia.

Lennadenn verr, pebeilganenn, antonenn da Lidkan Zakaria, aspedennoù ha pedenn, evel e Darnlevr al Lidamzervezh.

Klozadur al Lideuriad, evel en Darn voutin.

Da Eur kreiz an deiz

Gw/. Aotrou Doue, deuit d’am skoazellañ… Klod d’an Tad… Evel ma oa… ( A. P. Allelouia ).

MEULGAN arbennik da bep lidamzervezh.

SONGANADENN

E Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Antonenn, evel e Darnlevr al Lidamzervezh. E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Ant. Allelouia, allelouia, allelouia.

Page 413: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

Songan 22 (23)

Ar Mesaer mat

An Oan a vo o mesaer hag o reno da vammennoù dourioù ar Vuhez (Dsk 7, 17).

1 Va fastor eo an Aotrou, n’eus tra ebet o vankout din : * 2 war bradeier leton glas em laka da c’hourvez. Va ren a ra d’an dourioù diskuizhus, *3 da advevaat va ene. Va bleinañ a ra dre hentoù ar reizhder * evit enor e anv.4 Ha pa gerzhin dre stankenn ar marv, n’em bo aon rak droug ebet, *c’hwi em c’hichen. Gant ho pazh hag ho kammell, * a laka dinec’h va ene. ---

Deiz-an-Aotrou, da Eur kreiz an deiz 1195

5 Evidon ec’h aozit ur pred *a-dal d’am enebourion ; war va fenn e skuilhit ho c’hwez-vat, * va c’halir ’zo leun-barr.6 Madelezh ha gras a gerzho ganin * a-hed deizioù va buhez, va chomadur a vo ti an Aotrou * a-hed an holl amzer.

Songan 75 (76)

Rentañ grasoù evit an trec’h

Gwelout a raint Mab an Den o tont war goabrennoù an neñv (Mzh 24, 30)

I2 Doue a zo en em ziskleriet en Youda, * en Israel eo bras e anv.3 E Salem emañ e deltenn, *hag e chomadur e Sion.

Page 414: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

4 Eno en deus brevet ar biroù luc’hedus, * ar skoed, ar c’hleze, an armoù.5 Deuet oc’h-c’hwi eus ar menezioù peurbadel, * leun a splannder ha galloudek.6 Dibourc’het eo bet ar vrezelourion galonek, + e-pad ma oant o kousket, *ar re gadarn o deus kollet o nerzh.7 Gant ho kourdrouz, Doue Yakob, * eo chomet saouzanet ar c’hirri ar c’hezeg.

II8 Spouronus oc’h-c’hwi, ha piv a c’hell padout, * dirak nerzh ho kounnar ?9 Eus an neñv hoc’h eus kemennet ho setañs ; * an douar spontet a zo chomet dilavar, 10 p’eo savet Doue evit rentañ justis, * evit salviñ holl dud vihan an douar. --- 1196 Sizhun IV

11 Rak fulor an dud a ya d’ho meuliñ, * ha gant an nemorant a fulor en em c’hourizit.12 Grit gouestloù, akwitit anezho d’an Aotrou ho Toue, *degasit profoù d’ar Spouronus, c’hwi holl en-dro dezhañ,13 eñ hag a dorr lorc’hentez ar Briñsed, * eñ spouronus evit rouaned an douar.

E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Ant. Allelouia, allelouia, allelouia. D’an Eurioù all, songanadenn-glokaat, p. 1298.

Lennadenn verr, gwerzad ha pedenn, evel e Darnlevr al Lidamzervezh.

Klozadur al Lideuriad, evel en Darn voutin.

D’an Eil Pardaezlid

Gw/. Aotrou Doue, deuit d’hon skoazellañ ... Klod d’an Tad .. Evel ma oa …(A P. Allelouia).

MEULGAN arbennik da bep Lidamzervezh.

Page 415: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

SONGANADENN

Antonenn 1

IV-vet Deiz-an-Ao. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Eñ eo a zo bet diazezet gant Doue da varner ar re vev hag ar re varv IV-vet Deiz-an-Ao. Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Klaskit traoù an nec’h, e-lec’h m’emañ ar C’hrist azezet a-zehou da Zoue, allelouia.

Songan 109 (110), 1-5. 7

Ar Mesiaz, roue ha beleg

Dleet eo dezhañ ren, betek m’en devo lakaet e holl enebourion dindan e dreid ( 1 Kor 15, 25 ).

1 Lavaret en deus an Aotrou d’am Aotrou : * « Azez a-zehou din, ken na rin eus da enebourion * ur skabell evit da dreid ». ---

Deiz-an-Aotrou, d’an Eil Pardaezlid 1197

2 An Aotrou a astenno eus Sion da veli a roue : * gourc’hemenn gant galloud e-kreiz da enebourion.3 Te a zo priñs e deiz da c’hanedigezh, + e sked ar santelezh, *eus va c’halon a-raok goulou-deiz me am eus da c’hanet.4 En touet en deus an Aotrou, ha keuz n’en devo ket : * « Te a zo beleg da viken hervez urzh Melkisedek ».5 A-zehou dit emañ an Aotrou, * en deiz e fulor e flastr ar rouaned.7 War e hent ec’h evo eus ar froud, * hag en abeg da se ec’h adsavo e benn.

IV-vet Deiz-an-Ao. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask  Ant. Eñ eo a zo bet diazezet gant Doue da varner ar re vev hag ar re varv

IV-vet Deiz-an-Ao. Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Ant. Klaskit traoù an nec’h, e-lec’h m’emañ ar C’hrist azezet a-zehou da Zoue, allelouia.

Page 416: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

Antonenn 2

IV-vet Deiz-an-Ao. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Evurus an den en devez truez en Aotrou, : morse ne vezo distroadet.

IV-vet Deiz-an-Ao. Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Evel ur goulou e par en deñvalijenn evit ar re just, allelouia.

Songan 111 (112)Gwennvidigezh an den just

En em renit evel bugale ar sklerijenn ; frouezh ar sklerijenn eo kement a zo mat, just ha gwirion ( Efz 5, 8-9 ).

1 Evurus an den a zouj an Aotrou, * a lak e blijadur en e c’hourc’hemennoù.2 Galloudus e vo e lignez war an douar, * bugale an dud reizh a vezo benniget.3 Madoù ha pinvidigezh a vo en e di, * e eurvad a bado da holl viken. --- 1198 Sizhun IV 4 Evel ur goulou e par en deñvalijenn evit ar re just, * gant e vadelezh, e drugarez hag e reizhder.5 Evurus an den a vez digor e galon hag e yalc’h, + an hini a renk e aferioù gant onestiz : * 6 morse ne vezo distroadet.

Ar soñj anezhañ a bado da viken, * 7 n’en deus ket aon gant keloù a walleur. Divrall eo e galon o fiziout en Aotrou, + 8 dinec’h ha dispont eo e galon : *a-benn ar fin e raio goap ouzh e enebourion.9 Gant largentez e ro aluzon d’ar beorion, + e justis a bado da virviken, * e dal a splanno leun a c’hloar.10 An den fall ouzh e welout a vo droug ennañ, + skrignat a ra e zent, disec’hiñ war e dreid, * rak mennad ar re fall a droio da netra.

IV-vet Deiz-an-Ao. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Ant. Evurus an den en devez truez en Aotrou, : morse ne vezo

Page 417: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

distroadet.

IV-vet Deiz-an-Ao. Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Ant. Evel ur goulou e par en deñvalijenn evit ar re just, allelouia.

Antonenn 3

IV-vet Deiz-an-Ao. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Ar pezh en devoa ragembannet Doue dre c’henou an holl Brofeded, e tlee e Grist gouzañv poan, en deus gant se kaset da benn.

Lidkan 1 Pêr 2, 21-24

A-youl-gaer en deus ar C’hrist, servijer Doue, gouzañvet e basîon21 Ar C’hrist en deus gouzañvet evidoc’h + ha lezet deoc’h ur skouer, *evit ma kerzhot war e roudoù :22 eñ n’en deus graet pec’hed ebet, * n’eus bet gaou ebet en e c’henou ;

Deiz-an-Aotrou, d’an Eil Pardaezlid 1199

23 pa veze kunujennet, ne rente kunujenn da zen, + pa c’houzañve poan, ne c’hourdrouze ket, * met en em lakaat a rae etre daouarn an Hini a varn gant reizhder ;24 eñ en deus douget hor pec’hedoù * en e gorf war ar c’hoad, evit hon lakaat da vervel d’hor pec’hedoù, ha da vevañ er reizhder ; * gant e c’houlioù ez oc’h bet yac’haet.

IV-vet Deiz-an-Ao. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Ant. Ar pezh en devoa ragembannet Doue dre c’henou an holl Brofeded, e tlee e Grist gouzañv poan, en deus gant se kaset da benn. IV-vet Deiz-an-Ao. Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Allelouia, ar silvidigezh, ar c’hloar hag ar galloud d’hon Doue, allelouia.

Al lidkan da heul a lavarer gant Allelouia, hervez maz eo notet amañ, pa vez distaget war gan ; pa vez dibunet avat eo a-walc’h lavarout Allelouia e deroù hag e dibenn pep poz.

Page 418: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

Lidkan Kv. Disk 19, 1-2. 5-7Eured an Oan

Allelouia.1 Ar silvidigezh, ar c’hloar hag ar galloud d’hon Doue, * (R/. Allelouia.)2 dre ma’z eo gwirion ha reizh e varnedigezhioù. R/. Allelouia (allelouia).

Allelouia.5 Meulit hon Doue, c’hwi holl e servijerion, * (R/. Allelouia.) hag a zouj anezhañ, bihan ha bras ! . R/ Allelouia ( allelouia ).

Allelouia6 Rak setu ma ren evel roue an Aotrou, hon Doue mestr an hollved. * (R/. Allelouia.)7 Bezomp laouen ha tridomp ha rentomp gloar dezhañ. R/. Allelouia ( allelouia ).1200 Sizhun IV

Allelouia. Rak setu deuet eured an Oan, * (R/. Allelouia.) hag e bried a zo en em gempennet. R/. Allelouia ( allelouia ).

IV-vet Deiz-an-Ao. Lidamzervezh 50 devezh ar Pask Ant.: Allelouia, ar silvidigezh, ar c’hloar hag ar galloud d’hon Doue, allelouia.

Lennadenn verr, pebeilganenn, antonenn da lidkan Mari, aspedennoù ha pedenn, evel e Darnlevr al Lidamzervezh.

Klozadur an Eurlid, evel en Darn voutin.

Page 419: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

1201

DEIZ-LID II AR SIZHUN IV

D’al Lidgalvadenn

Gw/. Aotrou Doue, digorit din va muzelloù…

Songan lidgervel, 860, gant an antonenn o kenglotañ ouzh an Eurlid.

Da Eurlid al lennadenn

Gw/. Aotrou Doue, deuit d’am skoazellañ…Klod d’an Tad ...Evel ma oa…( A. P. Allelouia ).

Kement-se koulskoude a vez dioueret pa vez bet al Lidgalvadenn diouzhtu a-raok.

MEULGAN o kenglotañ gant an Eurlid..SONGANADENN

Page 420: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

Ant . 1 Na mat eo Doue evit Israel, evit an neb a zo glan e galon. ( A. P. Allelouia ).

Songan 72 (73)Perak e c’houzañv an den just

Evurus an neb ne vin ket un droukskoilh evitañ ( Mzh 11, 6 ).

I1 Na mat eo Doue evit an den reizh, * evit an neb a zo glan e galon ! 2 Ha koulskoude eo bet va zreid war var da vankout din, * va c’hammedoù eo bet darbet dezho strebotiñ, 3 dre ma sellen gant gwarizi ouzh an dud fall, * dre ma welen eurvad ar bec’herion.4 Rak warno ne gouezh ket an enkrez, * yac’h ha lart e vez bepred o doare.5 N’o devez ket o lod eus reuzeudigezh mab-den, * ne vezont ket gwallskoet evel ar re all. --- 1202 Sizhun IV

6 Setu perak e vez al lorc’h ganto en o c’herc’hen, * an daerijenn warno da wiskamant.7 Eus o druzoni e tifluk ar fallagriezh, * hag ar soñjoù drouk eus don o c’halon.8 En ur c’hoarzhin e taolont o c’hunujennoù, * war an ton bras e tistagont o gourdrouzoù.9 O genoù a gomz taer a-enep an neñv, * hag o zeodoù en em ziroll war c’horre an douar.10 Setu perak e tro tud va fobl daveto, * hag e lonkont a-builh eus an dour-se, 11 en ur lavarout : « Doue n’en deus skiant ebet, * an Uhel-meurbet n’en deus anaoudegezh eus netra ! ».12 Sellit penaos emañ ar bed gant ar bec’herion, * didrabas bepred e verniont pinvidigezhioù.

Ant. Na mat eo Doue evit Israel, evit an neb a zo glan e galon. ( A. P. Allelouia ). Ant. 2 O c’hoarzherezh a vezo troet e gouelvan, hag o levenez e tristidigezh.

Page 421: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

II13 Neuze da betra e talv din mirout pur va c’halon, * ha naetaat ar pec’hed diwar va daouarn  14 peogwir e vezan, daoust da se, gwallskoet bemdez, * hag e c’houzañvan kastiz en-dro, bep beure.15 Hogen m’am bije lavaret : « Komz a rin evelto », * em bije dinac’het gouenn ho pugale.16 Prederiet em eus eta evit kompren ; * hag un dra labourus eo bet evidon, 17 betek maz on antreet e sekredoù Doue * ha m’am eus taolet evezh ouzh o fin.18 Ya, war un hent rampus e kasit anezho, * o lakaat a rit da gouezhañ en o foull.19 Setu en ur momed ez eont da netra, * steuziet ha skubet kuit e-kreiz ar spont.20 Evel un hunvre skarzhet gant an dihun, * e tistaolit o skeudenn pa zihunit, Aotrou.

Deiz-lid II, d’ar Meullidoù-beure 1203

Ant. O c’hoarzherezh a vezo troet e gouelvan, hag o levenez e tristidigezh. Ant. 3 Ar re a bella diouzhoc’h a yelo da get ; an eurvad evidon eo bezañ tost da Zoue. ( A. P. Allelouia ).

III21 Neuze ’ta pa veze va c’halon o trenkañ, * pa veze broudet va ene gant an nec’h, 22 e oan diboell ha pout a spered : * ul loen pounner ne oan ken en ho keñver.23 Me avat a fell din chom bepred en ho kichen, * ganeoc’h-c’hwi krog em dorn dehou.24 Va bleinañ a reot gant ho kuzulioù, * betek erfin va degemer en ho kloar.25 Piv am eus en neñv estr egedoc’h ? * Ha ganeoc’h n’em eus c’hoant ebet ken war an douar.26 Steuziañ a ra kuit va c’horf ha va buhez, * met repu va c’halon ha va lod eo Doue da viken.

Page 422: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

27 Ya, setu maz a da get an neb a bella diouzhoc’h, * distrujañ a rit ar re a zo disfeal en ho keñver.28 An eurvad evidon eo bezañ tost da Zoue, * lakaat va fiziañs e Doue, va Aotrou.Ya, diskleriañ a rin hoc’h holl oberennoù * ouzh dorioù Kêr Sion.

Ant. Ar re a bella diouzhoc’h a yelo da get ; an eurvad evidon eo bezañ tost da Zoue. ( A. P. Allelouia ).

Gwerzad, lennadennoù ha pedenn o kenglotañ gant pep a Eurlid.

D’ar Meullidoù-beure

Gw/. Aotrou Doue, deuit d’am skoazellañ… Klod d’an Tad … Evel ma oa … ( A. P. Allelouia ). Kement-se koulskoude a vez dioueret pa vez bet al Lidgalvadenn diouzhtu a-raok.

MEULGAN o kenglotañ gant an Eurlid..1204 Sizhun IV

SONGANADENN

Antonenn 1

E. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Roet hoc’h eus dimp gant ar beure hor gwalc’h eus ho trugarez E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Ra baro warnomp madelezh an Aotrou, hon Doue, allelouia

Songan 89 (90)Ra baro warnomp madelezh an Aotrou hon Doue

Un devezh dirak an Aotrou ’zo evel mil bloavezh, ha mil bloavezh evel un devezh ( 2 Pêr 3, 8 ).

1 Aotrou, c’hwi ’zo bet evidomp ur repu * a rummad da rummad.2 A-raok d’ar menezioù bezañ savet, + d’an douar ha d’ar bed bezañ ganet, * a viskoazh da viken ez oc’h-c’hwi, o Doue.

Page 423: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

3 Addegas a rit an den d’ar boultrenn, * pa lavarit : « Distroit, bugale Adam ».4 Rak mil bloaz dirak ho taoulagad ’zo evel un devezh, * evel ur veilhadenn eus an noz.5 O c’has a rit ganeoc’h ken bresk hag un hunvre : * heñvel eo an dud ouzh ar geot a dremen, 6 a vleugn hag a sav gant ar mintin, *hag a vez gant an noz gweñvet ha disec’het.7 Ya, pulluc’het omp gant ho kounnar, * ha spouronet gant ho fulor,8 pa lakit hor pec’hedoù dirak ho sell, * hor sekredoù e sklerijenn ho fas.9 Dre nerzh ho kounnar e steuz hor buhez, * amzer un huanad ha setu fin hor bloavezhioù.10 Deizioù hor buhez dek vloaz ha tri-ugent, * evit ar re greñvañ pevar-ugent, ha c’hoazh o lod brasañ a zo poan ha labour, * gwall-vuan e tremenont ha kuit e tinijomp-ni.

Deiz-lid II, d’ar Meullidoù-beure 1205

11 Piv a anav galloud ho kounnar, * ha piv en deus aon a-walc’h gant ho fulor ? 12 Deskit dimp kontañ mat niver hon deizioù, * evit gounit furnez ar galon.13 Distroit, Aotrou, betek pegoulz ? * Bezit leun a druez ouzh ho servijerion.14 Roit dimp gant ar beure hor gwalc’h eus ho trugarez, * ma tridimp ha m’hor bo joa a-hed hon deizioù.15 Roit dimp levenez en digoll eus an deizioù a gastiz, * hag eus ar bloavezhioù m’hon eus gwelet ar gwalleur.16 Ho labour d’en em ziskouezo d’ho servijerion, * ha splannder ho kloar d’ho pugale.17 Ra baro warnomp madelezh an Aotrou, hon Doue, + roit dimp ho skoazell evit labour hon daouarn, * ya, skoazellit labour hon daouar.

E. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Ant. Roet hoc’h eus dimp

Page 424: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

gant ar beure hor gwalc’h eus ho trugarez

E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Ant. Ra baro warnomp madelezh an Aotrou, hon Doue, allelouia

Antonenn 2

E. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Meuleudi d’an Aotrou Doue eus dibennoù an douar. E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Treiñ a rin an deñvalijen dirazo e sklerijenn, allelouia.

Lidkan Ysh 42, 10-16

Lidkanenn da Zoue trec’her ha salver

Kanañ a reont ur ganenn nevez dirak ar gador-veur ( Dsk 14, 3 ).

10 Kanit da Zoue ur ganenn nevez, * meuleudi dezhañ eus dibennoù an douar ;• c’hwi a ziskenn war vor ha kement a zo ennañ, *an inizi hag an dud o chom enno. ---1206 Sizhun IV

11 Ra savo o mouezh ar gouelec’h hag e gêrioù, * ar c’hêriadennoù ’lec’h ma chom Kedar. Ra youc’ho annezidi ar Roc’hell, * eus beg ar menezioù ra youc’hint.12 Ra vezo roet gloar d’an Aotrou Doue * embannet e veuleudioù en inizi.13 Mont a ra an Aotrou evel un trec’her, * evel un den a vrezel oc’h atizañ e warizi ; youc’hal hag huchal a ra, *war e enebourion e trec’ho.14 «Tevel a raen pell a zo, sioul e oan, en em zerc’hel a raen,+evel unan o vont da wilioudiñ e hirvouden, * e tizalanen, e trec’hwezhen war un dro.15 Ez an da wastañ menezioù ha runioù, * kement geotenn’zo a zisec’ho ; lakaat a rin ar stêrioù da vezañ inizi * hag al lennoù da vezañ hesk.

Page 425: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

16 Kas a rin ar re zall war hentoù na anavezont ket, * dre wenodennoù dianav dezho e heñchin anezho ; treiñ a rin an deñvalijen dirazo e sklerijenn * hag ar skoaselloù e kompezennoù. ».

E. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask Ant.: Meuleudi d’an Aotrou Doue eus dibennoù an douar.

E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Ant. Treiñ a rin an deñvalijen dirazo e sklerijenn, allelouia.

Antonenn 3

E. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask Meulit anv an Aotrou, c’hwi holl oc’h ofisañ e ti an Aotrou.

E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Kement a fell d’an Aotrou Doue, en ober a ra, allelouia.

Deiz-lid II, d’ar Meullidoù-beure 1207

Songan 134 (135), 1-12

Meulgan d’an Aotrou Doue oberour burzhudoù

C’hwi pobl bet prenet … embannit oberoù galloudus an hini en deus ho kalvet eus an deñvalijenn d’e sklerijenn vurzhudus

( Kv. 1 Pêr 2, 9 ).

1 Meulit anv an Aotrou, *e veulit, servijerion an Aotrou,2 c’hwi holl oc’h ofisañ e ti an Aotrou, * e porzhioù Ti hon Doue.3 Meulit an Aotrou evit e vadelezh, * salmit d’e anv evit e zouster.4 Rak an Aotrou en deus dibabet Yakob, * dilennet Israel da vezañ e zomani.5 Gouzout mat a ran eo bras an Aotrou, * emañ o ren a-us d’an holl doueoù.

Page 426: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

6 Kement a fell dezhañ, +en ober a ra an Aotrou en neñv ha war an douar, *er morioù hag en holl islonkoù.7 Eus penn pellañ an douar e tegas ar c’houmoul, + hag e taol e luc’hed d’ober ar glav, * hag eus e lec’hioù-mir e tenn ar gorventenn.8 Eñ hag en deus skoet gant re gentañ-ganet Bro-Egipt * adalek an den betek ar chatal.9 Diskouezet en deus ennout, Egipt, sinoù ha burzhudoù, * enep Faraon hag e holl servijerion.10 Skoet en deus gant kalz a vroadoù * ha lazhet rouaned galloudus : Sehon, roue Amorreiz, hag Og, roue Basan, * hag holl rouantelezhioù Kanaan, 12 evit reiñ o douar da zomani, * da zomani d’e bobl Israel.

E. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask Ant. Meulit anv an Aotrou, c’hwi holl oc’h ofisañ e ti an Aotrou.1208 Sizhun IV

E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Kement a fell d’an Aotrou Doue, en ober a ra, allelouia.

Lennadenn verr, pebeilganenn, antonenn da lidkan Zakaria, aspedennoù ha pedenn, evel e Darnlevr al Lidamzervezh.

Klozadur al Lideuriad, evel en Darn voutin.

Da Eur kreiz an deiz

Gw/. Aotrou Doue, deuit d’am skoazellañ… Klod d’an Tad… Evel ma oa… ( A. P. Allelouia ).

MEULGAN arbennik da bep lidamzervezh.

SONGANADENN

E Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Antonenn, evel e Darnlevr al Lidamzervezh. E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Ant. Allelouia, allelouia,

Page 427: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

allelouia.

Songan 118 (119), 129-136XVII (Pe)

Prederiañ war lavar an Aotrou el Lezenn

Leunder al Lezenn eo ar garantez ( Rom. 13, 10 ).129 Souezhus-espar eo ho testenioù, * ha va ene neuze en em stag outo.130 Diskleriadur ho komz a zo gwir sklerijenn, * skiantegezh d’an tud izelek a galon.131 Digeriñ a ran va genoù da dennañ va anal, * kement em eus c’hoant eus ho kourc’hemennoù.132 Troit war-zu ennon, ho pet truez ouzhin, * evel ma rit ouzh an dud a gar hoc’h anv.133 Startait va c’hammedoù en hent ho lavaroù, * na lezit ket an direizhder da drec’hiñ warnon.134 Va dieubit eus gwaskerezh an dud, * ma virin hoc’h urzhioù. ---

Deiz-lid II, da Eur kreiz an deiz 1209

135 Lakit ho sklerijenn da splannañ war ho servijer, * ha deskit din ho kemennadurioù.136 Va daoulagad a skuilh daeroù dourek, * o vezañ na virer ket ho lezenn.

Songan 81 (82)

Enep ar varnerion direizh

Na varnit ket a-raok ar c’houlz, gortozit ma teuio an Aotrou (1 Kor 4, 5) 1 Doue a zo en e sav en e guzul doueel, * evit dougen barnedigezh war ar briñsed.2 « Betek pegoulz e varnot enep ar gwir, * hag en em lakot a-du gant ar re fall ? 3 Rentit e wir d’an den moustret ha d’ar minor, * difennit kaoz an den bihan ha reuzeudik.4 Dieubit an den gwasket, an ezhommeg, * e dennit a-dre daouarn ar re fallakr ».

Page 428: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

5 Hogen hep furnez ha meiz e kerzher en deñvalijenn ; * e brall emañ holl ziazezoù an douar.6 Lavaret em boa : « Doueed ez oc’h-c’hwi * mibion an Uhel-meurbet oc’h-c’hwi holl ».7 Met n’eo ket : Evel pep den, c’hwi ivez a varvo, * evel an dud korfel c’hwi a gouezho 8 Savit, o Doue, barnit an douar, * rak c’hwi a zo mestr war an holl vroadoù.

Songan 119 (120)

C’hoantaat ar peoc’h

Pasianted en trubuilhoù, dalc’hegezh da bediñ ( Rom 12, 12 ).

1 Etrezek an Aotrou, pa vezan en anken, e krian, * ha va salviñ a ra.2 Aotrou, va salvit eus ar muzelloù treitour, * hag eus an teod gaouiat.1210 Sizhun IV

3 Peseurt kastiz a vo lakaet warnout, * o teod gaouiat ?4 Lemm eo biroù ar Brezelour, * dêvus evel glaouennoù banal.5 Na reuzeudik ez on-me pa vevan e Mosok, * e-kreiz teltennoù Kedar !6 Re bell eo manet va ene *e-touez enebourion ar peoc’h.7 Ar peoc’h a fell din ; *met kerkent ha ma komzan eo ar brezel a glaskont.

E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Ant. Allelouia, allelouia,

allelouia.

D’an Eurioù all, ar songanadenn-glokaat a vez kemeret diouzh ar rummad II ha III, p. 1300.

Lennadenn verr, gwerzad ha pedenn, a vez rekis hervez diseurtted an

Page 429: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

Eurlid.

Klozadur an Eurlid, evel en Darn voutin.

D’ar Pardaezlid

Gw/. Aotrou Doue, deuit d’am skoazellañ… Klod d’an Tad … Evel ma oa … ( A. P. Allelouia ).

MEULGAN o kenglotañ gant an Eurlid.

SONGANADENNAntonenn 1

E. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : . Rentit grasoù d’an Aotrou , rak da viken e pad e drugarez.

E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Neb piv bennak mar d-emañ er C’hrist, ur c’hrouadur nevez ez eo, allelouia.

Deiz-lid II, d’ar Pardaezlid 1211

Songan 135 (136)

Meulgan da geñver ar Pask

Danevellañ oberoù-meur an Aotrou Doue, meuliñ an hini eo (Kassiodorus).

I1 Rentit grasoù d’an Aotrou evit e vadelezh, * rak da viken e pad e drugarez.2 Rentit grasoù da Zoue an doueed, * rak da viken e pad e drugarez.3 Rentit grasoù da Aotrou an Aotrounez, * rak da viken e pad e drugarez.4 Eñ an hini nemetañ en deus graet burzhudoù bras, * rak da viken e pad e drugarez ; 5 en deus graet an neñvoù gant furnezh, * rak da viken e pad e drugarez ; 6 en deus astennet an douar war an dourioù, * rak da viken e pad e drugarez.

Page 430: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

7 Eñ hag en deus graet ar goulaoueroù bras, * rak da viken e pad e drugarez. ; 8 an heol evit ren war an deiz, *rak da viken e pad e drugarez ;9 al loar hag ar stered evit ren war an noz, * rak da viken e pad e drugarez.

E. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Ant. Rentit grasoù d’an Aotrou , rak da viken e pad e drugarez.

E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Ant. Neb piv bennak mar d-emañ er C’hrist, ur c’hrouadur nevez ez eo, allelouia.

Antonenn 2

E. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Burzhudoù bras hoc’h eus graet, Aotrou Doue hollc’halloudek. E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Ni avat, karomp Doue, peogwir ez eo eñ da gentañ en deus hon c’haret, allelouia.1212 Sizhun IV

II

10 Eñ a skoas gant Egiptiz en o re gentañ-ganet, * rak da viken e pad e drugarez.11 A lakaas Israel da vont er-maez eus o metoù, * rak da viken e pad e drugarez ; 12 gant un dorn galloudek hag ur vrec’h astennet, * rak da viken e pad e drugarez.13 Eñ a zisrannas ar Mor Ruz e div lodenn, * rak da viken e pad e drugarez.14 A lakas Israel da dremen dre e greiz, * rak da viken e pad e drugarez.15 A eilpennas er Mor Ruz ar Faraon hag e arme, * rak da viken e pad e drugarez.16 Eñ a vleinas e bobl dre ar gouelec’h, * rak da viken e pad e drugarez.17 A skoas gant broadoù bras, *rak da viken e pad e drugarez ;

Page 431: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

18 hag a lazhas rouaned galloudus, * rak da viken e pad e drugarez.19 Sehon, roue Amorreiz, *rak da viken e pad e drugarez ;20 hag Og, roue Basan, *rak da viken e pad e drugarez.21 Evit reiñ o douar da zomani, * rak da viken e pad e drugarez ; 22 da zomani d’e bobl Israel, *rak da viken e pad e drugarez.23 Eñ en deus bet koun ac’hanomp pa oamp gwall-izel, * rak da viken e pad e drugarez ; 24 hag en deus hon tennet eus dalc’h hon enebourion, * rak da viken e pad e drugarez.25 Eñ a ro bara da gement a zo bev, * rak da viken e pad e drugarez.26 Rentit grasoù da Zoue an Neñvoù, * rak da viken e pad e drugarez.

Deiz-lid II, d’ar Pardaezlid 1213

E. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask :Ant. Burzhudoù bras hoc’h eus graet, Aotrou Doue hollc’halloudek. E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Ant. Ni avat, karomp Doue, peogwir ez eo eñ da gentañ en deus hon c’haret, allelouia.

Antonenn 3

E. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Rakdivizet en doa Doue, pa vefe deuet leunder an amzerioù lakaat ar C’hrist da vezañ penn pep tra. E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Eus e leunder hon eus resevet holl, ha gras evit gras, allelouia.

Lidkan Efz 1, 3-10

Doue salver

3 Ra vo benniget Doue, Tad hon Aotrou Jezuz Krist, * eñ hag en deus hor benniget ha roet dimp pep bennozh speredel, a holl viskoazh, er C’hrist,

Page 432: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

4 rak hon dibabet en deus ennañ a-raok krouidigezh ar bed, + da vezañ santel ha dinamm * dirazañ, er garantez,5 en ur rakdivizout diwar hor penn e vefemp advibion + dezhañ dre Jezuz Krist, *setu petra eo bet plijet gantañ ober en e vadelezh,6 evit ma vefe kanmeulet splannder ar c’hras, * en deus roet dimp en e Vab muiañ-karet, 7 hon eus ennañ dre e wad an daspren eus hor sklavelezh, * ar pardon eus hor pec’hedoù,

sed aze pinvidigezh ar c’hras-se, + 8 en deus an Tad skuilhet warnomp gant largentez, *e pep furnezh ha skiant,9 en ur ziskuilhañ dimp mister e youl, * ar mennad madelezhus-se, --- 1214 Sizhun IV en devoa rakdivizet ennañ e-unan, * 10 evit e gas da benn pa vefe deuet leunder an amzerioù : da lavarout eo lakaat ar C’hrist da vezañ penn pep tra, * hag ennañ adunvaniñ kement a zo en neñv ha war an douar.

E. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Ant. Rakdivizet en doa Doue pa vefe deuet leunder an amzerioù lakaat ar C’hrist da vezañ penn pep tra. E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Ant. Eus e leunder hon eus resevet holl, ha gras evit gras, allelouia.

Lennadenn verr, pebeilganenn, antonenn da lidkan Mari, aspedennoù ha pedenn, a vez rekis hervez diseurted an Eurlid.

Klozadur al Lideuriad, evel en Darn voutin.

Page 433: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

1215

DEIZ-LID III AR SIZHUN IV

D’al Lidgalvadenn

Gw/. Aotrou Doue, digorit din va muzelloù…

Songan lidgervel, 860, gant an antonenn o kenglotañ ouzh an Eurlid.

Da Eurlid al lennadenn

Gw/. Aotrou Doue, deuit d’am skoazellañ…Klod d’an Tad ...Evel ma oa… ( A. P. Allelouia ).

Kement-se koulskoude a vez dioueret pa vez bet al Lidgalvadenn diouzhtu a-raok.

MEULGAN o kenglotañ gant an Eurlid..SONGANADENN

Page 434: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

Ant. 1 Ra savo betek ennoc’h va c’hriadenn, Aotrou ; na guzhit ket ho tremm ouzhin..

Songan 101 (102)

Hetoù hag aspedennoù an harluad

Doue a ro frealz dimp en hon holl drubuilhoù ( 2 Kor 1, 4 ).

I

2 Aotrou, selaouit va fedenn, *ha ra savo betek ennoc’h va c’hriadenn.3 Na guzhit ket ho tremm ouzhin ; + en deiz va enkrez, *stouit ho skouarn war-zu ennon. En deiz m’ho kalvan, *respontit buan. ---1216 Sizhun IV

4 Rak va c’horf a steuz evel moged, * ha va eskern a vez dêvet evel gant un tan.5 Skoet eo va c’halon, disec’het evel geot, * ankounac’haat a ran debriñ va bara.6 Dre forzh teurel va garmadenn, * e peg va c’hroc’hen ouzh va eskern.7 Heñvel on ouzh pelikan ar gouelec’h, * heñvel ouzh kaouenn an dismantroù.8 Ne gouskan mui ken hag e hirvoudan, * evel ur golvan e-unan-penn war an doenn.9 A-hed an deiz, va enebourion a ra dismegañs din, * ar re am enore gwechall a daol warnon o mallozh.10 Setu ma tebran ludu e-giz bara, * ha gant va evaj e veskan va daeroù, 11 en abeg d’ho fulor ha d’ho kounnar, * dre m’hoc’h eus va distroadet ha distaolet.12 Deizioù va buhez a ya war ziskar evel ar skeud, * me ’zo evel geot o tisec’hiñ.

Ant. Ra savo betek ennoc’h va c’hriadenn, Aotrou ; na guzhit

Page 435: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

ket ho tremm ouzhin.

Ant. 2 En em droit, Aotrou, war-zu pedenn ar reuzeudig.

II

13 C’hwi avat, Aotrou, a dron da virviken, * hag ho meuleudi a bad a rummad da rummad.14 C’hwi a savo, truez ho po ouzh Sion, + rak poent eo kaout truez outi, * rak ar c’houlz a zo deuet,15 rak ho servijerion a gar mein he rivinoù, * un druez eo dezho gwelout he dismantroù.16 Ar broadoù neuze o devo doujañs ouzh anv an Aotrou, * hag holl rouaned an douar a anavezo e c’hloar, 17 pa savo an Aotrou Kêr Sion a-nevez, * pa’n em ziskouezo enni en e splannder.

Deiz-lid III, da Eurlid al lennadenn 1217

18 pa’n em droio war-zu pedenn ar reuzeudig, * pa ne zisprizo ket ken e c’houlenn.19 Ra vezo skrivet se evit ar rummadoù da zont, * d’ar bobl nevez da veuliñ an Aotrou ; 20 rak an Aotrou en deus stouet e benn eus lein e santual, * eus an neñv en deus sellet ouzh an douar, 21 evit klevout klemmoù ar prizoniad, * evit dieubiñ ar re ouestlet d’ar marv ; 22 evit adlavarout e Sion anv an Aotrou, * hag e Jeruzalem e veuleudi ; 23 pa’n em strollo an holl bobloù a-gevret, * hag ar rouantelezhioù da servijiñ an Aotrou.

Ant. En em droit, Aotrou, war-zu pedenn ar reuzeudig.

Ant. 3 C’hwi, Aotrou, diazezet hoc’h eus an douar, hag an neñv a zo labour ho taouarn. ( A. P. Allelouia ).

III24 Setu va nerzh brevet e-kreiz va hent, * krennet hoc’h eus, o Doue, diwar va deizioù.

Page 436: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

Lavaret em eus : «  Va Doue, + 25 na dennit ket va buhez diganin e-kreiz va amzer, * tra ma talc’h ho ploavezhioù-c’hwi a rummad da rummad.26 Diazezet hoc’h eus an douar en amzer gentañ, * hag an neñv a zo labour ho taouarn.27 Int a yelo da goll, c’hwi avat a chomo, + int-i holl a uzo evel ur gwiskamant, * evel ur pezh-dilhad a ziwisker e tennot anezho, 28 e-pad ma chomot an hevelep hini, * ha na vo fin ebet d’ho ploavezhioù.29 Mibion ho servijerion a chomo da virviken, * hag o lignez a bado dirak ho tremm ».

Ant. C’hwi, Aotrou, diazezet hoc’h eus an douar, hag an neñv a zo labour ho taouarn.

Gwerzad, lennadennoù ha pedenn, evel e Darnlevr al Lidamzervezh.1218 Sizhun IV

D’ar Meullidoù-beure

Gw/. Aotrou Doue, deuit d’am skoazellañ… Klod d’an Tad … Evel ma oa … ( A. P. Allelouia ). Kement-se koulskoude a vez dioueret pa vez bet al Lidgalvadenn diouzhtu a-raok.

MEULGAN o kenglotañ gant an Eurlid..

SONGANADENN

Antonenn 1

E. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Deoc’h, Aotrou, e fell din salmiñ, hag en hent ar furnez e fell din kerzhout.

E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : An hini a ra bolontez va zad, hennezh a antreo e rouatelezh an nenvoù, allelouia.

Songan 100 (101)

Pennpatrom ar rouaned reizh

Mar karit ac’hanon, e virot va gourc’hemennoù (Yn 14, 15).

Page 437: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

1 Ar reizhder hag ar justis a fell din kanañ ; * deoc’h, Aotrou, e fell din salmiñ.2 En hent ar furnez e fell din kerzhout ; * pegoulz e teuot betek ennon ?

En em ren a rin gant reizhder a galon, * e diabarzh va zi.3 Ne c’houzañvin dirak va daoulagad fallagriezh ebet, + an dud diroll a gasaan o doareoù, * n’o devo ket krog warnon.4 An den fall e galon, ra bellaio diouzhin, * ne fell ket din anaout an droug.5 An neb a zroukkomz e kuzh a-enep e nesañ, * hennezh a gasin da goll ; an den lorc’hus e selloù ha c’hwezhet e galon, * ne c’houzañvin ket anezhañ. ---

Deiz-lid III, d’ar Meullidoù-beure 1219

6 Va daoulagad a glask an dud vat eus ar vro, d’o lakaat da ren ganin ; *an hini a gerzh en hent ar reizhder, hennezh a vo va servijer.7 Plas ebet e-touez va zud, evit an den a dromplerezh ; * an neb a zo gaouiat ne chomo ket dirak va daoulagad.8 Beure goude beure e kasin da get holl dud fallakr ar vro, *evit tennañ kuit eus kêr an Aotrou

holl oberourion an droug.

E. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Ant. Deoc’h, Aotrou, e fell din salmiñ, hag en hent ar furnez e fell din kerzhout.

E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Ant. An hini a ra bolontez va zad, hennezh a antreo e rouantelezh an nenvoù, allelouia.

Antonenn 2

E. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Na zilamit ket, Aotrou, ho

Page 438: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

krad-vat diganimp.

E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Ra anavezo ar Baganed, Aotrou, ho krad-vat diganimp, allelouia.

Lidkan Dan 3, 26. 27. 29 34-41

Pedenn Azaria er fornez

Ho pet keuz enta ha distroit ouzh Doue, evit ma vo diverket ho pec’hedoù (Ob 3, 19).

26 Bennozh deoc’h, Aotrou, Doue hon tadoù, * meuleudi da viken d’hoc’h anv enorus, 27 rak reizh ez oc’h bet en holl bezh * hoc’h eus graet dimp.29 Ya, pec’het hon eus, ha bet omp direizh o tisrannañ diouzhoc’h *kalz a bec’hedoù hon eus graet. ---1220 Sizhun IV

34 Evit enor hoc’h anv, n’hon dilezit ket da viken, * na dorrit ket hoc’h emglev ganimp.35 na zilamit ket diganimp ho krad-vat + abalamour da Abraham, ho kariad * da Izaag, ho servijer, ha da Israel, ho ten dibabet.36 Prometet ho poa dezho lakaat o gouenn ken niverus * ha stered an neñv pe an traezh war ribl ar mor,37 met gwelit, Aotrou, penaos ez omp bihanaet muioc’h eget pobl all ebet, * izelaet hiziv gant ar bed-holl en abeg d’hor pec’hedoù.38 N’eus ken en hon amzer, +na penn na diouganer, *nag holloskad, nag aberzh, na profadenn, nag ezañsadur, + na lec’h evit degas preveudioù dirazoc’h *

Page 439: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

dimp da gavout truez.39 Met gant hon ene glac’haret hag hor spered izelaet, ra vezimp degemeret + evel gant holloskadoù tourzed ha koleed * evel gant dekmiliadoù oaned lart.40 Ra vezo evel-se hor sakrifis dirazoc’h hiziv, + ma kendalc’himp ouzh hoc’h heul, * rak n’o devo ket mezh ar re o deus fiziañs ennoc’h.41 A holl galon, bremañ, e heuilhomp ac’hanoc’h, * e toujomp deoc’h hag e klaskomp ho tremm.

E. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Ant. Na zilamit ket, Aotrou, ho krad-vat diganimp.

E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Ant. Ra anavezo ar baganed, Aotrou, ho krad-vad diganimp, allelouia.

Deiz-lid III, d’ar Meullidoù-beure 1221

Antonenn 3

E. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Ur c’han nevez a fell din kanañ deoc’h, o Doue.

E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask Aotrou Doue, va repu ha va silvidigezh, allelouia.:

Songan 143 (144), 1-10

Evit an trec’h hag ar peoc’h

Pep tra a c’hellan en hini a ro nerzh din ( Flp 4, 13 ).

1 Ra vo benniget an Aotrou, va roc’hell, + a zesk an emgann d’am daouarn, * hag ar stourm d’am bizied.2 Va madoberour ha va moger-difenn, * va c’hastell-kreñv ha va dieuber ; eñ ar skoed am goudor hag am diwall, * an hini a suj ar pobloù dindanon.3 Petra eo an den, Aotrou, ma pledit gantañ, *

Page 440: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

petra eo mab an den ma soñjit ennañ ? 4 Heñvel eo an den ouzh ur mouchig-avel, * hag e zeizioù evel ur skeud o tremen.5 Stouit an neñvoù, Aotrou, ha diskennit, * stokit ouzh ar menezioù ma tivogedint.6 Darc’havit ho luc’hed ha dispennit an dud-se ; * skoit ho taredoù evit o stlabezañ.7 Eus an nec’h astennit ho torn ; * va dieubit ha va salvit eus an doureier bras, eus daouarn mibion an estrañjour, + 8 a lavar gevier o genoù, *a dou e faos o dorn dehou.9 Ur c’han nevez a fell din kanañ deoc’h, o Doue. * ho meuliñ war an delenn dek kordenn, 10 c’hwi an hini a ro an trec’h d’ar rouaned, * c’hwi hag hoc’h eus salvet David ho servijer, eus ar c’hleze marvus1222 Sizhun IV

E. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask :Ant Ur c’han nevez a fell din kanañ deoc’h, o Doue.

E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask Ant. Aotrou Doue, va repu ha va silvidigezh, allelouia.:

Lennadenn verr, pebeilganenn, antonenn da lidkan Zakaria, aspedennoù ha pedenn, a vez rekis evel e Darnlevr al Lidamzervezh.

Klozadur al Lideuriad, evel en Darn voutin.

Da Eur kreiz an deiz

Gw/. Aotrou Doue, deuit d’am skoazellañ… Klod d’an Tad… Evel ma oa… ( A. P. Allelouia ).

MEULGAN arbennik da bep lidamzervezh.

SONGANADENN

E Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Antonenn, evel e Darnlevr al Lidamzervezh. E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Ant. Allelouia, allelouia,

Page 441: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

allelouia.

Songan 118 (119), 137-144XVIII (Sade)

137 Na just oc’h-c’hwi, Aotrou, *na reizh ho parnedigezhioù !138 Gourc’hemennet hoc’h eus ho testenioù gant reizhder * ha gant pep gwirionez.139 Dêvet on gant ar gred evit ho ti, * pa welan va enebourion oc’h ankouaat ho komzoù.140 Amprouet-meurbet eo ho lavar, * hag ho servijer a gar anezhañ.141 Ha goude ma’z on bihan ha disprizet, *n’ankounac’han ket hoc’h urzhioù.142 Ho reizhder a zo reizhder peurbadel, * hag ho lezenn, startijenn. ---

Deiz-lid III, da Eur kreiz an deiz 1223

143 Anken ha trubuilh a zo kouezhet warnon, *met plijadur am eus gant ho kourc’hemennoù.144 Justis peurbadel eo ho testenioù, * va lakit d’o c’hompren ma vevin.

Songan 87 (88)

Pedenn un den gwall-glañv

Bremañ emañ ho koulz, ha mestroni an deñvalijenn ( Luk 22, 53).

I2 Aotrou Doue, va salver, *a-hed an deiz e krian hag en noz e hirvoudan dirazoc’h.3 Ra savo va fedenn betek ennoc’h, * digorit ho skouarn d’am galvadenn.4 Rak faezh eo va ene gant re-vec’h a boanioù, * war vord ar bez emañ va buhez.5 Kontet ez on dija e-touez ar re a ziskenn er foz, * setu maz on evel un den echu gantañ.6 E-mesk ar re varv on dija gourvezet, *

Page 442: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

evel an dud divuhez astennet en o bez ; ar re n’hoc’h eus mui soñj anezho, * hag hoc’h eus lezet da vont kuit eus ho torn.7 E donder ar puñs hoc’h eus va lakaet, * en deñvalijenn, e strad an islonk.8 Warnon e pouez ho kounnar, * ha gant ho taolioù-mor hoc’h eus va brevet.

II9 Va mignoned hoc’h eus pellaet diouzhin, * graet hoc’h eus ac’hanon un euzhadenn evito ; serret eo bet warnon ha ne c’hellan ket mont kuit. * 10 Gant ar glac’har e tizeri va daoulagad. Ho kervel a ran, Aotrou, a-hed an deiz, * davedoc’h ec’h astennan va daouarn.11 Daoust hag ez eo evit ar re varv e rafec’h burzhudoù, * daoust hag an Anaon a sav evit ho meuliñ ? 1224 Sizhun IV

12 Daoust hag e komzer eus ho madelezh e poull ar bez, * hag eus ho fealded e bro an Ankoù ? 13 Hag-eñ en em ziskouez ho purzhudoù en deñvalijenn, * hag ho madelezhioù en douar an ankounac’h ? 14 Me avat, Aotrou, a gri war-zu ennoc’h, * a-dal ar beure e sav davedoc’h va fedenn.15 Perak, Aotrou, e tistaolit va ene, * perak e kuzhit ho tremm ouzhin ? 16 A-dal va bugaleaj, reuzeudik ma’z on, e vezan o vervel, *gouzañvet em eus ho spontoù bras ken ez on divi.17 Warnon eo tremenet ho fulorioù, * hag ho spouronoù o deus va brevet.18 Beuzet e vezan bemdez enno evel en ur mor, * va gwaskañ a reont holl a-gevret.19 Keneiled ha kumpagnuned hoc’h eus pellaet diouzhin, * va mignonez eo an deñvalijenn.

E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Ant. Allelouia, allelouia, allelouia. D’an Eurioù all, songanadenn-glokaat, p. 1298.

Page 443: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

Lennadenn verr, gwerzad ha pedenn, a vez rekis hervez diseurtted an Eurlid. Klozadur al Lideuriad, evel en Darn voutin.

D’ar Pardaezlid

Gw/. Aotrou Doue, deuit d’am skoazellañ… Klod d’an Tad … Evel ma oa … ( A. P. Allelouia ).

MEULGAN o kenglotañ gant an Eurlid.

SONGANADENN

Antonenn 1

E. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Mar kollan soñj ac’hanout-te, Jeruzalem, ra zisec’ho va dorn dehou. E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Kanit dimp, a lavarent, ur meulgan eus kanennoù Sion, allelouia. 

Deiz-lid III, d’ar Pardaezlid 1225

Songan 136 (137), 1-6

War ribloù stêrioù bras Babilon

Mat eo gwelout e bac’hidigezh ar bobl-se harluet e Babilon skouer ar vac’hidigezh speredel (St Hilarius).

1 War ribloù stêrioù bras Babilon, e vanemp azezet, hag eno e skuilhemp daeroù *o soñjal e Sion.2 Ouzh haleg an trowardroioù * hor boa skourret hon telennoù.3 Ha neuze ar re o devoa hon harluet * a c’houlenne ur ganaouenn ; hor bourevion a c’houlenne diganimp ur ganaouenn laouen :*« Kanit dimp, a lavarent, eus kanennoù Sion ».4 Penaos kanañ eus kanennoù an Aotrou * war un douar pagan ?5 Mar kollan soñj ac’hanout-te, Jeruzalem, * ra zisec’ho va dorn dehou ;

Page 444: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

6 ra chomo peg va zeod ouzh va staoñ, * mar kollan soñj ac’hanout-te, mar ne ran ket mui eus Jeruzalem * va levenez dreist-par.

E. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Ant. Mar kollan soñj ac’hanout-te, Jeruzalem, ra zisec’ho va dorn dehou.  E. Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Ant. Kanit dimp, a lavarent, ur meulgan eus kanennoù Sion, allelouia. 

Antonenn 2

E. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Dirak sell an Aeled e kanin deoc’h meuleudi, va Doue.

E. Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : E-kreiz an anken, c’hwi hoc’h eus va miret en buhez, allelouia.1226 Sizhun IV

Songan 137 (138)

Meulgan trugarekaat

Rouaned an douar a zegaso klod hag enor d’ar Gêr santel ( Kv. Dsk 21, 24 )

1 Ho pennigañ a rin, Aotrou, a-greiz va c’halon, * dre m’hoc’h eus selaouet komzoù va genoù. Dirak sell an Aeled e kanin deoc’h meuleudi, * 2 en ur stouiñ war-zu ho Templ santel ; hoc’h anv a vennigin +evit ho madelezh hag ho fealded, *rak savet hoc’h eus a-us da bep tra gloar ho promesa.3 En deiz m’am eus ho kalvet hoc’h eus va selaouet ; * lakaet hoc’h eus an nerzh da greskiñ em ene.4 Ho pennigañ a ray, Aotrou, holl rouaned an douar, * diwar glevout lavaroù ho kenoù.5 Ha lidañ a raint hentoù an Aotrou : * na bras eo gloar an Aotrou ;

Page 445: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

6 nag uhel eo an Aotrou, +a daol evezh ouzh an dud izel, *met a sell a bell ouzh an dud lorc’hek.7 Ma vezan o kerzhout e-kreiz an anken, c’hwi am mir en buhez ; + a-enep kounnar va enebourion, ec’h astennit ho torn, *ho torn dehou am savete.8 An Aotrou a gaso da benn-mat ar pezh en deus graet em c’heñver ; +ho madelezh, Aotrou, ’zo peurbadel : *ne zilezot ket oberenn ho taouarn.

E. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Ant. Dirak sell an Aeled e kanin deoc’h meuleudi, va Doue.

E. Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Ant. E-kreiz an anken, c’hwi hoc’h eus va miret en buhez, allelouia.

Deiz-lid III, d’ar Pardaezlid 1227

Antonenn 3

E. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Dellezek eo an Oan bet lazhet, da resev ar c’hlod hag an enor. E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Deoc’h-c’hwi eo, Aotrou, ar veurded hag ar c’halloudegezh hag ar c’hloar hag ivez an trec’h, allelouia.

Lidkan Dsk 4, 11 ; 5,9. 10. 12Meulgan an dud dasprenet

4,11 Dellezek ez oc’h, c’hwi, hon Aotrou hag hon Doue, * da resev ar c’hlod, an enor hag ar galloud, rak c’hwi eo hoc’h eus krouet pep tra, * ha dre ho polontez int deuet da vezañ hag int bet krouet.5,9 Dellezek oc’h, Aotrou, da resev al levr * ha da derriñ e sielloù, dre maz oc’h bet lazhet, +ha m’hoc’h eus dasprenet ha gounezet da Zoue gant ho kwad *tud eus pep meuriad ha pep yezh

Page 446: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

ha pep pobl ha pep broad,10 dre m’hoc’h eus graet anezho d’hon Doue ur rouantelezh a veleion, *da vezañ rouaned war an douar.12 Dellezek eo an Oan bet lazhet, + da resev ar galloud, ar binvidigezh, ar furnez, * an nerzh, an enor, ar c’hlod, ar veuleudi.

E. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Ant. Dellezek eo an Oan bet lazhet, da resev ar c’hlod hag an enor. E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask Ant.: Deoc’h-c’hwi eo, Aotrou, ar veurded hag ar c’halloudegezh hag ar c’hloar hag ivez an trec’h, allelouia.

Lennadenn verr, pebeilganenn, antonenn da lidkan Mari, aspedennoù ha pedenn, evel e Darnlevr al Lidamzervezh.

Klozadur an Eurlid, evel en Darn voutin.1228

DEIZ-LID IV AR SIZHUN IV

D’al Lidgalvadenn

Gw/. Aotrou Doue, digorit din va muzelloù…

Songan lidgervel, 860, gant an antonenn o kenglotañ ouzh an Eurlid

Da Eurlid al lennadenn

Gw/. Aotrou Doue, deuit d’am skoazellañ…Klod d’an Tad ...Evel ma oa…( A. P. Allelouia ). Kement-se koulskoude a vez dioueret pa vez bet al Lidgalvadenn diouzhtu a-raok.

MEULGAN o kenglotañ gant an Eurlid..

SONGANADENN

Ant. 1 O va ene, bennig an Aotrou, ha n’ankounac’ha hini ebet eus e vadelezhioù. ( A. P. Allelouia ).

Page 447: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

Songan 102 (103

Meuleudi da Zoue trugarezus

Abalamour da galon drugarezus hon Doue a lakaio heol ar beure da zont eus an uhel d’hon gwelout ( Kv. Luk 1, 78 ).

I1 O va ene, bennig an Aotrou, * kement tra a zo ennon da vennigo e anv santel.2 O va ene, bennig an Aotrou, * ha n’ankounac’ha hini ebet eus e vadelezhioù.3 Eñ a bardon dit da holl bec’hedoù, * eñ a bare dit da holl gleñvedoù ; 4 eñ a denn da vuhez eus poull ar marv, * eñ az kurunenn gant gras ha trugarez ; 5 eñ a leugn da ene gant madoù e-leizh : * nevesaat a ra da yaouankiz evel hini an erer. ---

Deiz-lid IV da Eurlid al lennadenn 1229

6 An Aotrou a zo justis e oberenn, * rentañ a ra o gwir d’an holl dud mac’homet.7 Diskouezet en deus e hentoù da Voizez, * hag e oberoù meur da vugale Israel.

Ant. O va ene, bennig an Aotrou, ha n’ankounac’ha hini ebet eus e vadelezhioù. ( A. P. Allelouia ).

Ant. 2 Evel maz eo an tad tener ouzh e vibion, ez eo tener an Aotrou e-keñver e dud fidel. ( A. P. Allelouia ).

II

8 Trugarezus ha tener eo an Aotrou, * gorrek da gounnariñ, largentezus da reiñ.9 Ne zalc’ho ket gant e rebechoù da virviken, * ne chomo ket gant e gounnar evit atav.10 Ne raio ket dimp hervez hor mankoù, * ne rento ket dimp hervez hor pec’hedoù.11 Rak kement ha m’emañ an neñv a-us d’an douar, *

Page 448: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

eo ken bras-se e vadelezh e-keñver e dud fidel ; 12 keit-all ha m’emañ ar reter diouzh ar c’hornog, * ec’h argas diouzhimp hor pec’hedoù.13 Evel maz eo an tad tener ouzh e vibion, * ez eo tener an Aotrou e-keñver e dud fidel.14 Rak gouzout a ra gant petra ez omp bet stummet, * soñj en deus ez omp-ni poultrenn.15 An den a zo heñvel ouzh ar geot e zeizioù, * evel bleuñv ar maezioù, evel-se e splannder.16 Met deuet warnañ c’hwezh an avel, n’eus ken anezhañ, * ha ne vez ket ken anavezet pelec’h edo.

Ant. Evel maz eo an tad tener ouzh e vibion, ez eo tener an Aotrou e-keñver e dud fidel. ( A. P. Allelouia ).

Ant. 3 Bennigit an Aotrou, c’hwi holl e oberoù. ( A. P. Allelouia ).1230 Sizhun IV

III17 Met gras an Aotrou a chom a viskoazh + da viken war ar re a zouj anezhañ ; * hag e fealded en em astenn war vugale ar vugale, 18 war ar re a vir e emglev, *ar re o devez soñj eus e urzhioù evit o seveniñ.19 An Aotrou en deus diazezet e dron en neñvoù, * hag e c’halloud-roue en em led war bep tra.20 Bennigit an Aotrou, c’hwi holl e Aeled, + harozed galloudus a sent ouzh e urzhioù, * prest da respont da son e lavaroù.21 Bennigit an Aotrou, c’hwi holl e armeoù, * a zo en e servij evit ober e volontez.22 Bennigit an Aotrou, c’hwi holl e oberoù, + e kement lec’h m’en em astenn e rouantelezh. * O va ene, bennig an Aotrou.

Ant. Bennigit an Aotrou, c’hwi holl e oberoù. ( A. P. Allelouia ).

Gwerzad, lennadennoù ha pedenn, evel e Darnlevr al Lidamzervezh.

Page 449: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

D’ar Meullidoù-beure

Gw/. Aotrou Doue, deuit d’am skoazellañ… Klod d’an Tad … Evel ma oa … ( A. P. Allelouia ). Kement-se koulskoude a vez dioueret pa vez bet al Lidgalvadenn diouzhtu a-raok.

MEULGAN o kenglotañ gant an Eurlid..

SONGANADENN

Antonenn 1

E. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Start eo va c’halon, o Doue, start eo va c’halon,

E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Savit, o Doue, a-us d’an holl neñvoù, allelouia.

Deiz-lid IV, d’ar Meullidoù-beure 1231

Songan 107 (108)

Meuleudi d’an Aotrou Doue hag azgoulenn skoazell

Dre m’eo bet uhelsavet Mab Doue a-us d’an neñvoù, eo diskleriet e c’hloar war an douar a-bezh ( Arnobius )

2 Start eo va c’halon, o Doue, + start eo va c’halon, *kanañ a rin, kanañ a rin ur meulgan. Dihun, o va ene !3 Dihunit, telenn ha kitar, *ma tivoredin ar gouloù-deiz.4 Ho meuliñ a rin e-touez ar pobloù, Aotrou, * ho kanañ a rin e-mesk ar broadoù, 5 rak bras eo ho madelezh, betek an neñvoù, * betek an oabl ho fealded.6 Savit, o Doue, a-us d’an neñvoù, * ho kloar da barañ war an douar a-bezh.7 Deuit da zieubiñ ho re vuiañ-karet, * hor salvit gant ho torn dehou ha respontit.8 Doue en deus komzet en e santual : +

Page 450: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

« Tridal a ran, lodennañ a rin Sikem, * ha muzuliañ traonienn Soukot ; 9 din-me eo Galaad ha din-me Manase, + Efraim a zo tokarn va fenn, * Youda va bazh-roue.10 Moab eo ar gibell en em welc’han enni : + ouzh Edom e taolan va sandalenn, * ha war Filistia e trec’han en ur youc’hal ».11 Piv am bleino betek e-barzh ar Gêr-greñv ? * Piv am reno betek e-kreiz Edom ? 12 C’hwi hepken, o Doue, hag hoc’h eus hon distaolet, *c’hwi hag a chom hep kerzhout ken e penn hon armeoù.13 Roit dimp ho skoazell enep an enebour, * rak didalvoud eo sikour an den.14 Nemet gant nerzh Doue e sevenimp taolioù kadarn, * eñ a vac’ho hon enebourion didan e dreid.1232 Sizhun IV

E. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Ant. Start eo va c’halon, o Doue, start eo va c’halon, E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Ant. Savit, o Doue, a-us d’an holl neñvoù, allelouia.

Antonenn 2

E. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Va gwisket en deus an Aotrou gant dilhad ar silvidigezh hag ar reizhded. E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : An Aotrou Doue a ray kellidañ ar reizhded hag ar veuleudi dirak an holl vroadoù, allelouia.

Lidkan Ysh 61, 10 --- 62, 5

Joa ar profed abalamour d’ar Jeruzalem nevez

Hag ar Gêr santel, ar Jeruzalem nevez a welis, kempennet evel ur plac’h nevez fichet evit he den ( Kv. Dsk 21, 2 ).

61,10 Levenez am eus en Aotrou, * ha tridal a ra va ene em Doue, rak va gwisket en deus gant dilhad ar silvidigezh, *

Page 451: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

gant mantell ar reizhded en deus va goloet, evel ar pried heñvel ouzh ur beleg gant e dalgen, * evel ar plac’h-nevez fichet gant he bravigoù.11 Evel ma ra an douar bountañ e gellidoù, + evel ma ra ul liorzh d’an hadoù diwanañ, * evel-se e ray an Aotrou Doue kellidañ ar reizhded hag ar veuleudi dirak an holl vroadoù.62,1 Abalamour da Sion ne davin ket * abalamour da Jeruzalem ne roin ket peoc’h, ken na darzho evel ur sklaerder he reizhder, * he silvidigezh evel un torchad enaouet.2 Hag e welo ar broadoù da reizhded, * hag an holl rouaned da c’hloar ; ha galvet e vi dre un anv nevez, * en devo genoù an Aotrou rakdivizet.3 Bez’ e vi ur gurunenn gaer e dorn an Aotrou, * un talgen roueel war balv da Zoue. ---

Deiz-lid IV, d’ar Meullidoù-beure 1233 4 Ne vo ken lavaret diouzhit : Dilezet, * na diouzh da zouar ne vo ken lavaret : Gwastet ; met galvet e vi : Va C’hoant enni, * ha da zouar : Dimezet, rak plijadur an Aotrou a zo ennout, * ha da zouar a vo priedet.5 Evel ma timez un den yaouank gant ur werc’hez, * e timezo ganit da vibion ; hag al levenez en devez ar pried gant ar plac’h-nevez, * a vo al levenez en devo ganit da Zoue.

E. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask Ant.: Va gwisket en deus an Aotrou gant dilhad ar silvidigezh hag ar reizhded. E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Ant. An Aotrou Doue a ray kellidañ ar reizhded hag ar veuleudi dirak an holl vroadoù, allelouia.

Antonenn 3

E. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Me a fell din meuliñ an

Page 452: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

Aotrou va buhez pad. E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : An Aotrou a reno, roue da virviken, da Zoue, o Sion, allelouia.

Songan 145 (146)

Eurvad ar re a esper en Aotrou

Meulomp an Aotrou en hor buhez, da lavarout eo en hor boazamantoù (Arnobius).

1 O va ene, meul an Aotrou ; +2 me a fell din meuliñ an Aotrou va buhez pad, *me a fell din kanañ d’am Doue keit ha ma vevin.3 Arabat deoc’h fiziout en dud uhel, * nag e mab Adam dre na c’hell ket salviñ.4 Pa’z a digantañ e anal e tistro e poultrenn, * hag e holl vennadoù a ya neuze da netra.5 Evurus an hini a zo Doue Yakob e skoazeller, * a lak e esperañs en Aotrou, e Zoue, 1234 Sizhun IV

6 eñ hag en deus graet an neñv hag an douar, * ar mor, ha kement a zo enno ; an Aotrou a zalc’h d’e c’her da virviken, + 7 rentañ a ra justis d’ar re wasket, *an Aotrou a ro bara d’ar re naoniek.

Eñ a dorr o chadennoù d’ar brizonidi, * 8 an Aotrou a zigor daoulagad an dalled, an Aotrou a zigromm an dud daoubleget, * an Aotrou a gar an dud reizh.9 An Aotrou a ziwall ar veajourion, + eñ a sikour ar minor hag an intañvez * met diroudañ a ra mennadoù an dud fall.10 An Aotrou a ren, roue da virviken, * da Zoue, o Sion, a rummad da rummad.

E. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Ant. Me a fell din meuliñ an Aotrou va buhez pad.

Page 453: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Ant. An Aotrou a reno, roue da virviken, da Zoue, o Sion, allelouia.

Lennadenn verr, pebeilganenn, antonenn da lidkan Zakaria, aspedennoù ha pedenn, evel e Darnlevr al Lidamzervezh.

Klozadur al Lideuriad, evel en Darn voutin.

Da Eur kreiz an deiz

Gw/. Aotrou Doue, deuit d’am skoazellañ… Klod d’an Tad… Evel ma oa… ( A. P. Allelouia ).

MEULGAN arbennik da bep lidamzervezh.

SONGANADENN

E Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Antonenn, evel e Darnlevr al Lidamzervezh. E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Ant. Allelouia, allelouia, allelouia.

Deiz-lid IV, da Eur kreiz an deiz 1235

Songan 118 (119), 145-152XIX (Kof)

145 A greiz kalon ho kalvan, va selaouit, Aotrou ; * me a fell din derc’hel d’ho kemennadurioù.146 Ho kervel a ran, Aotrou, va salvit, * me a fell din mirout ho testenioù.147 A-ziaraok gouloù-deiz e vezan ouzh ho pediñ, * esperiñ a ran en ho komzoù.148 Va daoulagad a chom digousk e-pad an noz, * evit prederiañ war ho lavaroù.149 En ho madelezh, Aotrou, selaouit va mouezh, * hervez ho promesa roit din buhez.150 Tostaat a ra an dud am heskin gant trubarderezh, * pell emaint diouzh ho lezenn.151 Met c’hwi a zo tost ivez, Aotrou, * hag hoc’h holl c’hourc’hemennoù a zo gwirionez.

Page 454: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

152 A bell ’zo ec’h ouzon diwar-benn ho kourc’hemennoù, * eo da viken hoc’h eus o diazezet.

Songan 93 (94)

An Aotrou a rent justis d’an dud reizh

An Aotrou a denn kastiz eus an dud evit an holl draoù-se : … rak Doue n’en deus ket hor galvet d’al loustoni, hogen d’ar santelezh

( Kv. 1 Tes 4, 6-7 )..I

1 Doue ar c’hastiz, Aotrou, *Doue ar c’hastiz, en em ziskouezit.2 Savit, o barner an douar, *roit o c’hont d’an dud lorc’hus.3 Betek pegoulz e vo ar re fallakr, Aotrou, * betek pegoulz e vo ar re fallakr o trec’hiñ, 4 e fougeo gant komzoù divergont, * e vrabañso oberourion an droug ? --- 1236 Sizhun IV 5 Flastrañ a reont ho Pobl, Aotrou, * hag e vac’hont tud hoc’h hêrezh.6 Lazhañ a reont an intañvez hag an estren, * hag e vuntront an emzivad.7 Ha goude-se e lavaront : « An Aotrou ne wel netra, * Doue Yakob ne daol ket evezh ».8 Diwallit enta, tud sot ar Bobl, * c’hwi, tud diboell, pegoulz ho po skiant ? 9 An hini en deus graet ar skouarn ne glevfe ket, * an hini en deus stummet al lagad ne welfe ket ? 10 Eñ a gastiz ar broadoù, ha ne skofe ket ganeoc’h, * eñ a gelenn an den, ha n’en defe ket gouiziegezh ? 11 An Aotrou a anav soñjezonoù Mab-den, * gouzout a ra ned int nemet avel.

II

12 Evurus an den a genteliit, Aotrou, *

Page 455: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

hag a zeskit gant ho lezenn,13 evit e ziwall en deizioù ar gwalleur, * tra ma vez kleuziet e foz d’ar pec’her.14 Rak an Aotrou ne zilezo ket e Bobl, * ne zistaolo ket tud e zomani.15 Met hervez ar justis e vo barnet erfin, * a-du gant an dud reizh oc’h heuliañ anezhi.16 Piv a savo a-du ganin enep an drougoberourion, * piv am skoazello enep an dud fallakr ?17 Mar ne vije ket deuet an Aotrou d’am sikour, * buan e vije aet va ene da chom e bro ar marv.18 Pa lavaran : « Emañ va zroad o strebotiñ », * neuze ho madelezh, Aotrou, a zeu d’am souten.19 Pa’z eus em c’halon re holl a anken, *ho frealz a ro en-dro joa d’am ene.20 Ha c’hwi a rofe dorn da lezvarn an torfed, *a implij al lezenn evit gwallgas an dud ?

Deiz-lid IV, d’ar Pardaezlid 1237

21 Tagañ a reer buhez an den just, *kondaoniñ a reer ar gwad didamall.22 Evidon avat, va difenner eo an Aotrou, *va Doue a zo roc’hell va repu ;23 o lakaat a raio da baeañ o zorfed, +o distrujañ a raio dre o fallagriezh, *24 an Aotrou, hon Doue, o distrujo. E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Ant. Allelouia, allelouia, allelouia. D’an Eurioù all, songanadenn-glokaat, p. 1298. Lennadenn verr, gwerzad ha pedenn, a vez rekis hervez diseurtted an Eurlid. Klozadur al Lideuriad, evel en Darn voutin.

D’ar Pardaezlid

Gw/. Aotrou Doue, deuit d’am skoazellañ… Klod d’an Tad … Evel ma oa … ( A. P. Allelouia ).

Page 456: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

MEULGAN o kenglotañ gant an Eurlid.

SONGANADENNAntonenn 1

E. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : O ! skiant vurzhudus, ne c’hellan ket he c’hompren, Aotrou. E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : An noz evidoc’h a zo ken splann hag an deiz, allelouia.

Songan 138 (139), 1-18. 23-24

An Aotrou Doue a oar pep tra

Piv en deus anavezet biskoazh soñjoù an Aotrou Doue ? Piv a zo bet biskoazh e guzulier ? ( Rom 11, 34 ).

I1 Aotrou, va amprouet hoc’h eus ha va anavezet, * 2 gouzout a rit pac’h azezan ha pa adsavan.1238 Sizhun IV

Eus a bell e welit diabarzh va soñjoù, * 3 pa gerzhan ha pa ziskuizhan e sellit. Ouzh va holl hentoù e taolit evezh, + 4 n’emañ ket c’hoazh ar gomz war va zeod, *setu mac’h anavit, Aotrou, va holl lavaroù.5 Va stardañ a rit a-ziadreñv, a-ziaraok, * lakaet hoc’h eus ho torn warnon.6 O ! skiant vurzhudus, ne c’hellan ket he c’hompren, * ken uhel ma ne c’hellan ket he zizhout.7 Pelec’h ez afen da bellaat diouzh ho spered, * pelec’h da dec’hel diouzh ho selled ? 8 Mar pignan en neñv emaoc’h eno, * mar gourvezan e bro ar marv, setu c’hwi en-dro.9 Mar kemerfen divaskell ar gouloù-deiz, * mar d-afen da chom war harzoù ar mor, 10 eno c’hoazh eo ho torn am degasfe, * ho torn dehou an hini am dalc’hfe.11 Mar lavaran : « Ra vin beuzet en deñvalijenn, *

Page 457: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

hag an noz dall d’am goloio », 12 an deñvalijenn ne guzh netra d’ho sell, + hag an noz evidoc’h a zo ken splann hag an deiz, * --- an deñvalijenn evel ar sklerijenn ---.

E. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Ant. O ! skiant vurzhudus, ne c’hellan ket he c’hompren, Aotrou.

E. Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Ant. An noz evidoc’h a zo ken splann hag an deiz, allelouia.

Antonenn 2

E. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Me, an Aotrou, a furch ar galon, a amprou al lounezhi, evit reiñ da bep hini hervez e hentoù.

E. Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Me a anavez va deñved, ha va re-me am anavez, allelouia.

Deiz-lid IV, d’ar Pardaezlid 1239

II

13 C’hwi an hini en deus stummet va lounezhi, * c’hwi hoc’h eus va gwiadet e korf va mamm.14 Ho meuliñ a ran ken souezhus m’on bet furmet, + ken burzhudus maz eo hoc’h oberoù, * va ene hoc’h eus peuranavezet.15 Ne oa ket kuzh evidoc’h va eskern, + pa oan furmet er sekred, *pa oan steuet e donder an douar.16 Va c’hroueel, he gwelout a rae ho taoulagad ; + en ho levr e oant skrivet holl, va deizioù, * divizet ha kontet, a-raok ma vefe bet unan anezho.17 Evidon avat, na diaes eo ho soñjoù, o Doue ; * na divent eo an niver anezho.18 Da gontañ ez int niverusoc’h eget traezh an aod ; * ha pa zeufen a-benn anezho, em befe c’hoazh d’hoc’h anaout.23 Furchit ennon, o ! Doue, hag anavezit va c’halon ; *

Page 458: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

va amprouit hag anavezit va soñjoù : 24 gwelit hag-eñ e kerzhan war hent an dirollerezh, * ha va bleinit en hent peurbadel.

E. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Ant. Me, an Aotrou, a furch ar galon, a amprou al lounezhi, evit reiñ da bep hini hervez e hentoù.

E. Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Ant. Me a anavez va deñved, ha va re-me am anavez, allelouia.

Antonenn 3

E. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Ennañ eo bet krouet kement tra a zo, ha drezañ e talc’h pep tra da vezañ.

E. Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Goloet eo an neñvoù gant e splannder, hag e veuleudioù a leugn an douar, allelouia.1240 Sizhun IV

Lidkan Kv. Kol 1, 12-20

Jezuz Krist kentañ-ganet a-raok pep krouadelezh ha kentañ-ganet a-douez ar re varv

12 Trugarekaomp Doue an Tad, * en deus hon lakaet barrek da gaout lod en hêrezh ar Sent er sklerijenn ;13 eñ hag en deus hon tennet eus galloud an deñvalijenn * evit hon degas e Rouantelezh e Vab karet, 14 hon eus ennañ an dasprenidigezh, * ar pardon eus hor pec’hedoù ; 15 eñ eo skeudenn an Doue diwelus, * ar c’hentañ-ganet a-raok pep krouadelezh, 16 rak ennañ eo bet krouet kement tra a zo + en neñvoù ha war an douar, * kement a weler ha kement na weler ket, pe e ve Tronioù pe ve Aotrouniezhoù * pe e ve Priñselezhioù pe ve Galloudegezhioù.

Pep tra a zo bet krouet drezañ hag evitañ, +

Page 459: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

17 eñ a zo a-raok pep tra, *ha drezañ e talc’h pep tra da vezañ.18 Hag eñ eo ar penn eus ar c’horf, da lavarout eo eus an Iliz + eñ eo ar pennabeg anezhi, ar c’hentañ-ganet a-douez ar re varv, *evit ma vefe dezhañ-eñ ar renk kentañ e pep doare,19 rak ennañ eo bet plijet gant Doue lakaat pep leunder da chom *20 ha drezañ adunvaniñ ar bed a-bezh evitañ e-unan, en ur ober ar peoc’h dre wad e Groaz, * adunvaniñ drezañ kement a zo war an douar kenkoulz ha kement a zo en neñvoù.

E. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Ant. Ennañ eo bet krouet kement tra a zo, ha drezañ e talc’h pep tra da vezañ. E. Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Ant. Goloet eo an neñvoù gant e splannder, hag e veuleudioù a leugn an douar, allelouia. Lennadenn verr, pebeilganenn, antonenn da Lidkan Mari, aspedennoù ha pedenn, evel e Darnlevr al Lidamzervezh. Klozadur an Eurlid, evel en Darn voutin.

1241

DEIZ-LID V AR SIZHUN IV

D’al Lidgalvadenn

Gw/. Aotrou Doue, digorit din va muzelloù…

Songan lidgervel, 860, gant an antonenn o kenglotañ ouzh an Eurlid.

Da Eurlid al lennadenn

Gw/. Aotrou Doue, deuit d’am skoazellañ…Klod d’an Tad ...Evel ma oa… ( A. P. Allelouia ). Kement-se koulskoude a vez dioueret pa vez bet al Lidgalvadenn diouzhtu a-raok.

MEULGAN o kenglotañ gant an Eurlid.

SONGANADENN

Ant. 1 N’eo ket o brec’h he devije o lakaet da drec’hiñ, met ho torn dehou ha sklerijenn ho fas. ( A. P. Allelouia ).

Page 460: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

Songan 43 (44)

Gwallreuzioù ar Bobl

Met e kement-se n’eo ket diaes dimp trec’hiñ dre an Hini en deus karet ac’hanomp ( Rom 8, 37 ).

I2 O ! Doue, klevet o deus hon divskouarn ; + danevellet o deus dimp hon tadoù * an oberenn hoc’h eus kaset da benn en o deizioù, en amzer a-wechall.3 Gant ho torn evit o flantañ ho poa skarzhet kuit ar pobloù, * evit reiñ dezho frankiz ho poa skubet ar broadoù.4 Rak n’eo ket o c’hleze en devije aloubet ar vro, * n’eo ket o brec’h he devije o lakaet da drec’hiñ ; met ho torn dehou hag ho prec’h deoc’h-c’hwi ha sklerijenn ho fas, *pa garec’h anezho. ---1242 Sizhun IV

5 C’hwi, va Roue ha va Doue, eo an hini * a c’hourc’hemenne an trec’h evit Yakob.6 Ganeoc’h hon eus dispennet hon enebourion, * hag en hoc’h anv hon eus mac’het hon argaderion.7 Nann, n’eo ket em gwareg em eus bet va fiziañs, * nann n’eo ket va c’hleze en deus va lakaet da drec’hiñ.8 Met c’hwi eo hoc’h eus hon salvet diouzh hon enebourion, *c’hwi eo hoc’h eus diskaret an holl dud hon c’hasae.9 En Doue dalc’hmat hon eus lakaet hon levenez, * hag hoc’h anv hon eus kanmeulet da virviken.

Ant. N’eo ket o brec’h he devije o lakaet da drec’hiñ, met ho torn dehou ha sklerijenn ho fas. ( A. P. Allelouia ). Ant. 2 Ne zistroio ket an Aotrou e zremm diouzhoc’h, mar doc’h bet distroet davetañ. ( A. P. Allelouia ).

II10 Ha koulskoude hoc’h eus hon distaolet ha sammet a vezh, * ne gerzhit mui war-raok e penn hon armeoù.

Page 461: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

11 Hon lakaet hoc’h eus da gilañ dirak hon enebourion, * hag ar re hon c’hasae o deus hon dibourc’het.12 Graet hoc’h eus ac’hanomp deñved mat da lazhañ, * hon dastrewet hoc’h eus e-touez ar broadoù.13 Evit netra hoc’h eus gwerzhet ho pobl, * n’eo ket diwar he friz oc’h bet pinvidikaet.14 Graet hoc’h eus ac’hanomp un dismegañs evit hon amezeion, * un danvez a c’hoap hag a c’hoari evit an dud en-dro dimp.15 Lakaet hoc’h eus ar baganed da fablennañ war hon divout, *tud ar pobloù a hej o fenn ouzh hor gwelout.16 A-hed an deiz emañ va dizenor dirak va daoulagad, * ha ruzder ar vezh a c’holo va fas, 17 pa griont ouzhin o dismegañs, o c’hunujennoù, * pa welan kasoni an enebour.

Ant. Ne zistroio ket an Aotrou e zremm diouzhoc’h, mar doc’h bet distroet davetañ. ( A. P. Allelouia ).

Deiz-lid V, d’ar Meullidoù-beure 1243

Ant. 3 Dihunit, Aotrou, ha n’hon distaolit ket da holl viken.

III18 Se a c’hoarvez ganimp, +hep n’hor bije hoc’h ankouaet, *hep n’hor bije treitouret hoc’h emglev.19 Nann, n’he deus ket hon c’halon en em droet diouzhoc’h, *hon treid n’o deus ket tec’het diwar ho kwenodenn.20 Perak hor breviñ bremañ gant an anken, * perak hor goleiñ gant teñvalijenn ar marv ? 21 Mar hor bije ankouaet anv santel hon Doue, * astennet hon daouarn etrezek un doue estren, 22 ne vije ket chomet an dra-se kuzh da Zoue, * rak eñ a anav sekredoù ar galon.23 Met en abeg deoc’h e vezomp muntret bemdez, * ha sellet evel deñved mat da lazhañ.24 Savit neuze ! Perak kousket, Aotrou ? * Dihunit, ha n’hon distaolit ket da holl viken.

Page 462: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

25 Perak e kuzhit ouzhimp ho fas, * hag ankouaat a rit hon reuz hag hon gwaskidigezh ? 26 A-stok hon c’horf emaomp astennet er poultr, * hon c’hof a chom peg ouzh an douar. Savit, Aotrou, deuit d’hon skoazellañ, * hag hon dieubit en abeg d’ho trugarez.

Ant. Dihunit, Aotrou, ha n’hon distaolit ket da holl viken.

Gwerzad, lennadennoù ha pedenn, evel e Darnlevr al Lidamzervezh.

D’ar Meullidoù-beure

Gw/. Aotrou Doue, deuit d’am skoazellañ… Klod d’an Tad … Evel ma oa … ( A. P. Allelouia ). Kement-se koulskoude a vez dioueret pa vez bet al Lidgalvadenn diouzhtu a-raok.

MEULGAN o kenglotañ gant an Eurlid.1244 Sizhun IV.SONGANADENN

Antonenn 1

E. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Va lakait buan da santout ho karantez, Aotrou. E. Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Evit enor hoc’h anv, Aotrou, va mirit en buhez, allelouia.

Songan 142 (143), 1-11

Aspedenn a-greiz an enkrez

Ne vez ket lakaet reizh an den dre oberoù al Lezenn, met hepken dre ar feiz er C’hrist Jezuz ( Gal 2, 16 ).

1 En ho fealded, Aotrou, selaouit va fedenn, + digorit ho skouarn d’am goulenn ; * en ho reizhder va respontit.2 Na c’halvit ket ho servijer dirak ho lez-varn, * rak n’eus den ebet a ve dibec’h dirazoc’h.3 An enebour a red war va lerc’h da dizhout va buhez, +

Page 463: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

va flastrañ a ra dija ouzh an douar, * emañ ouzh va c’has da vro an deñvalijenn, etrezek an dud marv a bell’zo.4 Santout a ran ennon va spered o semplañ, * ha va c’halon o yenaat em c’hreiz.5 Koun am eus avat eus an deizioù a-wechall, + soñjal a ran en hoc’h holl oberoù, * prederiañ a ran war labour ho taouarn.6 Davedoc’h ec’h astennan va daouarn, * dirazoc’h emañ va ene evel un douar kras.7 Hastit va selaou, Aotrou, *emañ va buhez o vont diganin. Na guzhit ket ho sklerijenn diouzhin, * na vin ket heñvel ouzh ar re a ziskenn er bez.8 Va lakit buan da santout ho karantez, * rak ennoc’h en em fizian. Diskouezit din an hent am eus da vont gantañ, * rak davedoc’h e savan va ene.

Deiz-lid V, d’ar Meullidoù-beure 1245

9 Va dieubit eus va enebourion, Aotrou, * rak ennoc’h e klaskan va repu.10 Deskit din ober ho polontez, * pa’z eo c’hwi eo va Doue.

Ra zeuio din ho spered a reizhder d’am bleinañ war un hent diskoasell ; *11 evit enor hoc’h anv va mirit en buhez, Aotrou. En ho justis *tennit va ene eus an enkrez.

E. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Ant. Va lakait buan da santout ho karantez, Aotrou. E. Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Ant. Evit enor hoc’h anv, Aotrou, va mirit en buhez, allelouia.

Antonenn 2

E. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Lakaat a raio an Aotrou da ziskenn war Jerusalem ur stêr a beoc’h. E. Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Ho kwelout a rin a-nevez ha

Page 464: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

laouenaat a ray ho kalon, allelouia.

Lidkan Ysh 66, 10-14 aFrealz ha levenez er Gêr Santel

Jeruzalem an nec’h a zo en he frankiz, hag hor mamm ez eo ( Gal 4, 26 ).10 Bezit laouen gant Jeruzalem ha tridit ganti, * c’hwi holl a gar anezhi ; bezit ganti evurus, *c’hwi holl a oa bet e kañv ganti ;11 evit denañ ho kwalc’h *eus bronn he frealzidigezh, evit sunañ gant dudi *eus puilhentez he gloar.12 Rak evel-henn e komz an Aotrou : + « Setu ma renan daveti evel ur stêr ar peoc’h, * evel ur froud dic’hlannet pinvidigezhioù ar pobloù. Hag e viot maget, war ar groazlez douget, * ha war an daoulin e viot flouret. --- 1246 Sizhun IV

13 Evel un den gant e vamm frealzet, + evel-se me ho frealzo ; * e Jeruzalem ho pezo frealzidigezh.14 Gwelout a reot, hag ho po joa en ho kalon, * hoc’h eskern, evel geot a vleunio ».

E Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Ant. Lakaat a raio an Aotrou da ziskenn war Jerusalem ur stêr a beoc’h. E. Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Ant. Ho kwelout a rin a-nevez ha laouenaat a ray ho kalon, allelouia.

Antonenn 3

E Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Ra vezo plijus ar veuleudi d’hon Doue. E. Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : An Aotrou a adsav Jeruzalem, hag eñ a bare ar c’halonoù brevet, allelouia.

Songan 146 (147 A)

Page 465: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

Galloudegezh ha madelezh an Aotrou Doue

C’hwi Doue a veulomp, c’hwi Aotrou a embannomp.

1 Meulit an Aotrou evit e vadelezh, kanit d’hon Doue evit e zouster, *ya, dezhañ eo dleet meuleudi.2 An Aotrou a adsav Jeruzalem, * advodañ a ra harluidi Israel.3 Eñ a bare ar c’halonoù brevet, * lienañ a ra o goulioù ;4 eñ a gont niver ar stered, *hag a c’halv pep unan anezho dre hec’h anv.5 Bras eo hon Aotrou ha galloudus e nerzh, * ha d’e furnez n’eus muzul ebet.6 An Aotrou a adsav an dud izel a galon, * hag a ziskar d’an traoñ ar re fallakr.7 Kanit d’an Aotrou en ur rentañ grasoù, * salmit d’hon Doue war an delenn.

Deiz-lid V, da Eur kreiz an deiz 1247

8 Eñ a c’holo an neñvoù gant ar c’houmoul, * hag a bourchas ar glav d’an douar. Eñ a lak ar geot da ziwan war ar menezioù * hag ar plant da servijout d’an den.9 Eñ a ro magadur d’ar chatal *ha da re vihan ar vran o c’hervel anezhañ.10 N’eo ket e nerzh ar marc’h e lak e blijadur, * na kennebeut-all e divc’har ar brezelour.11 Met plijadur an Aotrou eo ar re a zouj anezhañ, * ar re a esper en e vadelezh.

E. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask :Ant. Ra vezo plijus ar veuleudi d’hon Doue. E. Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Ant. An Aotrou a adsav Jeruzalem, hag eñ a bare ar c’halonoù brevet, allelouia.

Lennadenn verr, pebeilganenn, antonenn da lidkan Zakaria, aspedennoù ha pedenn, evel e Darnlevr al Lidamzervezh. Klozadur al Lideuriad, evel en Darn voutin.

Page 466: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

Da Eur kreiz an deiz

Gw/. Aotrou Doue, deuit d’am skoazellañ… Klod d’an Tad… Evel ma oa… ( A. P. Allelouia ).

MEULGAN arbennik da bep lidamzervezh.

SONGANADENN

E Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Antonenn, evel e Darnlevr al Lidamzervezh. E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Ant. Allelouia, allelouia, allelouia.

Songan 118 (119), 153-160XX (Resh)

153 Gwelit va reuzeudigezh ha va dieubit, * rak n’em eus ket ankouaet ho lezenn.154 Difennit va c’haoz ha va dasprenit, * rentit buhez din gant ho lavar. --- 1248 Sizhun IV

155 Pell diouzh an dud fallakr emañ ar silvidigezh, * rak ne bledont ket gant ho kemennadurioù.156 Bras eo ho trugarez, Aotrou, * roit buhez din hervez ho parnedigezhioù.157 Tud e-leizh am bres hag am heskin, * met ne ziroudan ket diwar ho testenioù.158 Heuget ez on gant gwel ar renavied, * dre na viront ket ho lavaroù.159 Gwelit pegement e karan hoc’h urzhioù, * en ho madelezh, Aotrou, diwallit va buhez.160 Diazez ho lavar eo ar wirionez, * ha peurbadel eo holl varnedigezhioù ho reizhder.

Songan 127 (128)

Eurvad an tiegezh en Aotrou

« An Aotrou d’az pennigo eus Sion », da lavarout eo : eus an Iliz ( Arnobius ).

Page 467: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

1 Evurus out-te a zouj an Aotrou, * a gerzh en e hentoù.2 Diwar frouezh da labour en em vagi, * evurus, en aezamant.3 Da wreg evel ur winienn frouezhus * e diabarzh da di ; da vibion evel plant yaouank olivez * en-dro d’az taol.4 Setu penaos e vo benniget an den * hag a zouj an Aotrou.5 An Aotrou d’az pennigo eus Sion, * ra weli eurvad Jeruzalem holl deizioù da vuhez ;6 ha ra weli bugale da vugale. * Ar peoc’h war Israel !

Deiz-lid V, d’ar Pardaezlid 1249

Songan 128 (129)Ar bobl gwallgaset o kaout fiziañs a-nevez

An Iliz a gomz diwar-benn an traoù he laka da c’houzañv ( S. Aogustinus ).

1 Va gwallgaset o deus re a-dal va yaouankiz, * r’en lavaro Israel,2 va gwallgaset o deus re a-dal va yaouankiz, * met warnon n’o deus ket trec’het.3 War va c’hein o deus aret an arerion, * hag astennet o irvi.4 Met reizh eo an Aotrou *hag en deus torret ereoù an dud fallakr.5 Ra vo mezhekaet, dizarbennet * ar re-se holl a zo enebourion da Sion.6 Ra vint evel geot an toennoù, * a zisec’h kent eget bezañ tennet ; 7 n’eo ket diwarno e leugn ar meder e zorn, * nag an endrammer e zivvrec’h.8 Nann, ne lavaro ket dezho an dremenerion : +

Page 468: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

« Bennozh an Aotrou warnoc’h, * ho pennigañ a reomp en anv an Aotrou ».

E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Ant. Allelouia, allelouia, allelouia. D’an Eurioù all, ar songanadenn-glokaat a vez kemeret diouzh ar rummad I ha II, p. 1298. Lennadenn verr, gwerzad ha pedenn, a vez rekis hervez diseurtted an Eurlid. Klozadur al Lideuriad, evel en Darn voutin.

D’ar Pardaezlid

Gw/. Aotrou Doue, deuit d’am skoazellañ… Klod d’an Tad … Evel ma oa … ( A. P. Allelouia ).

MEULGAN o kenglotañ gant an Eurlid.

SONGANADENNAntonenn 1

E. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Va madoberour ha va c’hastell-kreñv, an Aotrou : ennañ e fizian. 1250 Sizhun IV

E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Va c’hastell-kreñv ha va dieuber, an Aotrou, allelouia.

Songan 143 (144)

Evit an trec’h hag ar peoc’h

E zaouarn a zo peurzesket war ar brezeliñ, pa’z eo bet trec’h war ar bed-mañ : « Rak me, emezañ, em eus trec’het ar bed  ( S. Hilarius ).

I1 Ra vo benniget an Aotrou, va roc’hell, + a zesk an emgann d’am daouarn, * hag ar stourm d’am bizied.2 Va madoberour ha va moger-difenn, * va c’hastell-kreñv ha va dieuber ; eñ ar skoed am goudor hag am diwall, * an hini a suj ar pobloù dindanon.3 Petra eo an den, Aotrou, ma pledit gantañ, *

Page 469: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

petra eo mab an den ma soñjit ennañ ? 4 Heñvel eo an den ouzh ur mouchig-avel, * hag e zeizioù evel ur skeud o tremen.5 Stouit an neñvoù, Aotrou, ha diskennit, * stokit ouzh ar menezioù ma tivogedint.6 Darc’havit ho luc’hed ha dispennit an dud-se, * skoit ho taredoù evit o stlabezañ.7 Eus an nec’h astennit ho torn ; * va dieubit ha va salvit eus an doureier bras, eus daouarn mibion an estrañjour, + 8 a lavar gevier o genoù, *a dou e faos o dorn dehou.

E. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Ant Va madoberour ha va c’hastell-kreñv, an Aotrou : ennañ e fizian. 

E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Ant Va c’hastell-kreñv ha va dieuber, an Aotrou, allelouia

Deiz-lid V, d’ar Pardaezlid 1251

Antonenn 2

E. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Evurus ar Bobl eo an Aotrou a zo he Doue.

E. Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Bennozh da Zoue en deus roet dimp an trec’h, dre hon Aotrou Jezuz Krist, allelouia.

II

9 Ur c’han nevez a fell din kanañ deoc’h, Aotrou Doue, * ho meuliñ war an delenn dek kordenn : 10 c’hwi an hini a ro an trec’h d’ar rouaned, * c’hwi hag hoc’h eus salvet David ho servijer eus ar c’hleze marvus.11 Va dieubit ha va salvit *eus daouarn mibion an estrañjour, a lavar gevier o genou, *a dou e faos o dorn dehou.

Page 470: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

12 Setu hor mibion heñvel ouzh plantennoù * o deus kresket en o yaouankiz ; hor merc’hed evel kolonennoù-korn, * skultet evit ur palez.13 Hor solieroù leun-barr, *karget a bep seurt eostoù. ; hon deñved a-viliadoù, +dek-milieroù war hor maezioù, * 14 hor saout sammet gant o bec’h. Toull ebet en hor mogerioù, harlu ebet, * na garmadeg ebet war hor plasennoù.15 Evurus ar bobl emañ ar bed evel-se ganti, * evurus ar bobl eo an Aotrou ’zo he Doue.

E. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Ant Evurus ar Bobl eo an Aotrou a zo he Doue.

E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask :Ant Bennozh da Zoue en deus roet dimp an trec’h, dre hon Aotrou Jezuz Krist, allelouia.1252 Sizhun IV

Antonenn 3

E. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Bremañ eo deuet da wir silvidigezh, nerzh, roueelezh hon Doue. E. Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Jezuz Krist, dec’h hag hiziv, bepred an hevelep hini, ha da holl viken, allelouia.

Lidkan Dsk 11, 17-18 ; 12, 10 b-12 aBarnadenn Doue

11,17 Ho trugarekaat a reomp, *Aotrou Doue, c’hwi an hollc’halloudeg, an hini a zo hag a oa, *dre m’hoc’h eus kemeret en ho torn ho kalloud bras evit ren da roue.18 Ar broadoù o doa en em savet gant kounnar, * met setu deuet ho kounnar-c’hwi, ar c’houlz evit ar re varv da vezañ barnet ; ar c’houlz da reiñ o gopr d’ho servijerion ar brofeded ar sent * hag ar re o deus doujet hoc’h anv,

Page 471: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

ar re vihan hag ar re vras.12,10Bremañ eo deuet da wir silvidigezh, nerzh, roueelezh hon Doue *ha galloud e Grist. rak stlapet eo bet d’an traoñ tamaller hor breudeur, * an hini o zamalle dirak hon Doue deiz ha noz.11 Int ivez o deus trec’het warnañ dre wad an Oan * ha dre lavar o zesteni. Rak disprizet o deus o buhez * betek mervel.12 Dre-se bezit laouen, o Neñvoù, * ha c’hwi ar re a chom enno.

E. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Ant. Bremañ eo deuet da wir silvidigezh, nerzh, roueelezh hon Doue. E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Ant. Jezuz Krist, dec’h hag hiziv, bepred an hevelep hini, ha da holl viken, allelouia. Lennadenn verr, pebeilganenn, antonenn da lidkan Mari, aspedennoù ha pedenn, evel e Darnlevr al Lidamzervezh. Klozadur al Lideuriad, evel en Darn voutin.

1253

DEIZ-LID VI AR SIZHUN IV

D’al Lidgalvadenn

Gw/. Aotrou Doue, digorit din va muzelloù…

Songan lidgervel, 860, gant an antonenn o kenglotañ ouzh an Eurlid

Da Eurlid al lennadenn

Gw/. Aotrou Doue, deuit d’am skoazellañ…Klod d’an Tad ...Evel ma oa…( A. P. Allelouia ).

A gement-se koulskoude e vez dioueret pa vez bet al Lidgalvadenn diouzhtu a-raok.

MEULGAN o kenglotañ gant an Eurlid..

Page 472: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

SONGANADENN

Ant. 1 Danevellet o deus dimp hon tadoù galloudegezhioù an Aotrou hag ar burzhudoù en deus graet. ( A. P. Allelouia ).

Songan 77 (78), 1,39

Madelezh an Aotrou ha difealded ar bobl en istor ar silvidigezh

Kement-se ’zo c’hoarvezet evit ma vefe ur skouer evidomp ( 1 Kor 10, 6 ).

I

1 Selaou, o va Fobl, va c’helennadurezh ; * digor da skouarn da gomzoù va genou.2 Emaon o vont da ziskleriañ setañsoù, * da zisplegañ ar misterioù a-wechall.3 Ar pezh hon eus klevet ha desket, + ar pezh o deus danevellet dimp hon tadoù, * ne guzhimp ket anezhañ ouzh o bugale, 1254 Sizhun IV

en diskleriañ a raimp d’ar rummad da zont taolioù-kaer an Aotrou hag e c’halloudegezh, *ar burzhudoù bet sevenet gantañ.5 Rak setu ar reolenn en deus divizet evit Yakob, * al lezenn en deus diazezet en Israel ; ar gourc’hemennoù en deus diskleriet d’hon tadoù : + reiñ e vurzhudoù da c’houzout d’o bugale, *6 ma vezint desket gant ar rummad da zont, hag anavezet gant ar vugale a vo ganet. D’ar re-mañ ivez da sevel ha d’en lavarout d’o bugaligoù,*7 ma lakint o fiziañs en Doue. Dezho da chom hep ankouaat oberoù meur an Aotrou, * ha da virout avat e c’hourc’hemennoù.8 Na vezint ket evel o zadoù, *ur rummad tud disuj ha disent ; ur rummad tud hedro a galon, * ha n’eo ket bet o spered feal da Zoue.9 Mibion Efraim, gwaregerion ampart, * o deus troet kein e deiz an emgann.

Page 473: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

10 N’o devoa ket miret emglev Doue, * nac’het o devoa heuliañ e lezenn.11 Ankouaet o deus e daolioù-kaer, * an traoù burzhudus bet diskouezet dezho.12 An oberoù estlammus en devoa graet dirak o zadoù, * e Bro-Egipt, e maezioù Tanis.13 Pa zaouhantere ar mor dezho da dreizhañ, * pa zalc’he an dourioù evel stanket.14 Pa ziskoueze an hent dezho gant ur goabrenn en deiz, * ha gant ur sklerijenn-dan e-pad an noz.15 Pa faoute ar reier er gouelec’h, * evit terriñ o sec’hed gant dourioù puilh.16 Pa lakae gwazhioù-dour da strinkañ eus ar roc’h, * ha dourioù da zeverañ evel stêrioù.

Ant. Danevellet o deus dimp hon tadoù galloudegezhioù an Aotrou hag ar burzhudoù en deus graet. ( A. P. Allelouia ).

Deiz-lid VI da Eurlid al lennadenn 1255

Ant. 2 Mibion Israel o deus debret manna hag evet eus an evaj speredel, ar roc’h a oa o vont ganto. ( A. P. Allelouia ).

II

17 Met pec’hiñ a rejont adarre a-enep dezhañ, * sevel a rejont er gouelec’h enep an Uhel-meurbet.18 Temptañ a rejont Doue en o c’halonoù, * en ur c’houlenn boued hervez o c’hoantegezh ; 19 komz a rejont enep Doue *en ur lavarout : « Ha galloud a raio Doue reiñ dimp er gouelec’h da zebriñ ? ».20 Skoet en deus ouzh ar roc’h hag an dour en deus strinket, * ar froudoù a zo redet er-maez. « Daoust hag e c’hello c’hoazh reiñ dimp bara * ha pourvezañ kig da dud e bobl ? ».21 Setu perak pa glevas an Aotrou e kounnaras, + tan a grogas ennañ enep Yakob, * fulor a savas ennañ enep Israel, 22 o vezañ n’en devoa ket feiz en Doue, *

Page 474: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

ha n’en devoa ket fiziañs en e skoazell. 23 Gourc’hemenn a reas neuze ouzh koabrennoù an nec’h, * ha digeriñ a reas dorioù an neñvoù ; 24 lakaat a reas da c’hlaviañ warno ar Manna da vevañs, * reiñ a reas dezho gwinizh an neñvoù : 25 an den a zebras bara an Aeled galloudek ; * o gwalc’h a vagadurezh o devoe digant Doue.26 Lakaat a reas da sevel avel ar sav-heol en neñvoù, * en e c’halloud e tegasas avel ar c’hreisteiz ; 27 ha kig a lakas da ziskenn warno evel glav, * evned askellek ken stank ha grouan ar mor : 28 o lakaat a reas da gouezhañ e-kreiz ar c’hamp, * a bep tu en-dro d’o zeltennoù.29 Debriñ a rejont hag o gwalc’h o devoe, * servijet e voent hervez o c’hoantoù.30 Hogen n’o devoa ket c’hoazh distanet o c’hoantegezh, * chom a rae c’hoazh ar boued en o genoù, 1256 Sizhun IV

31 ma save kounnar Doue a-enep dezho, + ma lazhe ar re greñvañ en o zouez, * ma tiskare tud yaouank Israel.

Ant. Bugale Israel o deus debret manna hag evet eus un evaj speredel, ar roc’h a oa o vont ganto. ( A. P. Allelouia ).

Ant. 3 Soñj o devoa ez eo Doue o roc’hell hag o salver. ( A. P. Allelouia ).

III32 Daoust da gement-se e pec’hjont adarre, * ha ne gredjont ket en e vurzhudoù ; 33 ma lakas o deizioù da steuziañ evel ur c’hwezhadenn, * hag o bloavezhioù da finveziñ a daol-trumm.34 Tra ma lazhe anezho e tistroent outañ, * ha neuze e klaskent anezhañ en-dro ; 35 soñj o devoa ez eo Doue o roc’hell, * hag o salver an Doue meurbet-uhel.36 Met e dromplañ a raent gant o genoù, *

Page 475: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

ha gant o zeod e lavarent gevier dezhañ ; 37 o c’halon ne oa ket stag outañ, * n’o devoa ket feiz en e emglev.38 Eñ koulskoude, trugarezus ha truezus, * a bardone o fec’hed ha n’o distruje ket. Meur a wech en deus gwasket war e gounnar, * ha n’en deus ket lezet e fulor da sevel.39 Soñj en deus bet ne oant nemet korf, * ur c’hwezhadenn-vuhez a ya kuit hep distreiñ en-dro.

Ant. Soñj o devo ez eo Doue o roc’hell hag o salver. ( A. P. Allelouia ).

Gwerzad, lennadennoù ha pedenn, evel e Darnlevr al Lidamzervezh.

Deiz-lid VI, d’ar Meullidoù-beure 1257

D’ar Meullidoù-beure

Gw/. Aotrou Doue, deuit d’am skoazellañ… Klod d’an Tad … Evel ma oa … ( A. P. Allelouia ). A gement-se koulskoude e vez dioueret pa vez bet al Lidgalvadenn diouzhtu a-raok.

MEULGAN o kenglotañ gant an Eurlid.

SONGANADENN

Antonenn I

E. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Krouit ennon ur galon dinamm, o ! Doue, hag a-nevez lakit ennon ur spered nerzhus.

E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Ar C’hrist en deus en em roet evidomp d’ar marv oc’h en em brofañ da sakrifis da Zoue, allelouia.

Songan 50 (51)

Ho pet truez ouzhin, Aotrou Doue

Bez’ e tleit en em neveziñ a spered hag a soñj ha gwiskañ warnoc’h an

Page 476: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

Den nevez ( Efz 4, 23, 24 ).

3 Ho pet truez ouzhin, Aotrou Doue, * hervez braster ho madelezh ; hag hervez ho trugarez divent * tennit kuit va fallagriezh.4 Va gwelc’hit da vat eus va zorfed, * va glanait eus va fec’hed.5 Rak anavezout a ran va fallentez, * dirazon emañ dalc’hmat va fec’hed.6 A-enep deoc’h hepken em eus pec’hed, * graet em eus ar pezh a zo drouk dirazoc’h, en doare ma’z oc’h just en ho setañs * ha direbech en ho parnedigezh.7 E-kreiz an droug ez on bet ganet, * ha pec’her ez on bet krouet gant va mamm.1258 Sizhun IV

8 C’hwi avat a c’houlenn lealded er galon, * hag e don va spered e teskit din ho furnez.9 Skuilhit warnon ho tour santel ma vin glanaet ;* va gwelc’hit hag e vin gwennoc’h eget an erc’h.10 Va lakit da glevout levenez ha dudi, * ma trido en-dro an eskern hoc’h eus brevet.11 Distroit ho sell diouzh va fec’hedoù, * ha diverkit va holl dorfedoù.12 Krouit ennon ur galon dinamm, o Doue, * hag a-nevez lakit ennon ur spered nerzhus.13 N’am argasit ket pell diouzhoc’h, * ha na dennit ket diganin ho Spered Santel.14 Roit din en-dro levenez ho silvidigezh, * ha lakit ennon ur galon divrall.15 Neuze e teskin hoc’h hentoù d’ar re zianket, * ha davedoc’h e tistroio ar bec’herion.16 Va dieubit eus ar c’hastiz, o Doue, va salver, * ha va zeod a drido da veuliñ ho reizhder.17 Aotrou, digorit din va muzelloù, *

Page 477: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

ha va genoù a embanno ho meuleudi.18 Ne blij ket deoc’h ar sakrifisoù-loened, * mar kinnigan un holokost, n’houlit ket anezhañ.19 Va sakrifis-me, o Doue, eo ur spered mantret, * ur galon brevet ha glac’haret ne zisprizit ket.20 En ho madelezh bezit trugarezus ouzh Sion, * hag adsavit murioù Jeruzalem.21 Neuze e plijo deoc’h ar sakrifisoù a reizhder, an holokost, ar brofadenn beurvat ; *neuze war an aoter e vo kinniget deoc’h kojened.

E. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Ant. Krouit ennon ur galon dinamm, o Doue, hag a-nevez lakit ennon ur spered nerzhus. E. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Ant. Ar C’hrist en deus en em roet evidomp d’ar marv oc’h en e brofañ da sakrifis da Zoue, allelouia.

Deiz-lid VI, d’ar Meullidoù-beure 1259

Antonenn 2

E. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Bez evurus, Jerusalem, rak drezout-te, holl e vezint bodennet war-zu an Aotrou.

E. Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Jerusalem, keoded Doue, gant ur sklerijenn skedus e lugerni, allelouia.

Lidkan Tob 13, 8-11. 13-14 a b. 15-16 a b

Trugarekadenn evit dieubidigezh ar Bobl

Hag e tiskouezas din ar Gêr santel Jeruzalem … ha ganti gloar Doue (Dsk 21, 10-11).

8 Bennigit an Aotrou, c’hwi holl e re zibabet, * ha kanmeulit holl e veurdez Lidit deizioù a levenez *ha kanit meuleudi dezhañ.9 Jeruzalem, kêr santel, *da gastizet en deus evit oberoù da zaouarn.10 Trugareka an Aotrou evel ma tere *

Page 478: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

ha bennig Roue ar c’hantvedoù, ma vo a-nevez savet e Deltenn ennout gant levenez, * ma laouenaio ennout an holl harluidi, ha ma karo ennout an holl reuzeudion * evit an holl rummadoù da viken.11 Ur sklerijenn skedus a lugerno * betek holl harzoù an douar ; broadoù niverus a zeuio a-bell + hag annezidi holl bennoù pellañ an douar etrezek da Anv santel *gant o donezonoù en o daouarn evit Roue an neñv. Rummadoù a rummadoù a roio dit levenez, * hag anv an dilennadez a chomo evit ar rummadoù da viken.13 Kae neuze ha bez evurus en abeg da vibion an dud reizh, + rak holl e vezint bodennet *hag e vennigint Aotrou ar c’hantvedoù. ---1260 Sizhun IV

14 Evurus ar re az kar,hag evurus ar re a vo laouen gant da beoc’h.15 Ha va ene a vennigo an Aotrou, ar Roue bras, * 16 rak Yerousalem a vezo adsavet, hag er Gêr, e Di, * evit an holl gantvedoù.

E. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Ant. Bez evurus, Jerusalem, rak drezout-te, holl e vezint bodennet war-zu an Aotrou. E. Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Ant. Jerusalem, keoded Doue, gant ur sklerijenn skedus e lugerni, allelouia.

Antonenn 3

E. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Sion, meul an Aotrou, a zegemenn e gomz d’an douar E. Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Ar Jerusalem nevez a welis o tiskenn eus an Neñv, allelouia.

Songan 147 (147 B)

Adsavidigezh Jeruzalem

Page 479: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

Deus, mont a ran da ziskouez dit ar plac’h-nevez, gwreg an Oan (Dsk 21, 9).

12 Jeruzalem, meul an Aotrou ; * kan da Zoue, o Sion.13 Rak startaet en deus morailhoù da zorioù, * ha benniget ennout da vugale.14 War da harzoù en deus suraet ar peoc’h, * da vagañ a ra gant flour ar gwinizh.15 Degemenn a ra e gomz d’an douar, * buan ha prim e red e lavar.16 Ledañ a ra an erc’h evel gloan, * strewiñ a ra ar frim evel ludu.17 Teurel a ra e c’hrizilh evel bruzun, * dirak e frim piv a zalc’ho ?18 Nemet e kas e lavar hag e teuz anezho, * c’hwezhañ a ra e avel, hag e red an dourioù.

Deiz-lid VI, da Eur kreiz an deiz 1261

19 Diskuliet en deus e lavar da Yakob, * e lezennoù hag e urzhioù da Israel.20 Evit pobl all ebet n’en deus graet kement-se, * n’eo ket da reoù all en deus diskleriet e zivizoù.

E. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Sion, meul an Aotrou, a zegemenn e gomz d’an douar

E. Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Ar Jerusalem nevez a welis o tiskenn eus an Neñv, allelouia.

Lennadenn verr, pebeilganenn, antonenn da lidkan Zakaria, aspedennoù ha pedenn, evel e Darnlevr al Lidamzervezh. Klozadur al Lideuriad, evel en Darn voutin.

Da Eur kreiz an deiz

Gw/. Aotrou Doue, deuit d’am skoazellañ… Klod d’an Tad… Evel ma oa… ( A. P. Allelouia ).

MEULGAN arbennik da bep lidamzervezh.

Page 480: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

SONGANADENN

E Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Antonenn, evel e Darnlevr al Lidamzervezh.

E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Ant. Allelouia, allelouia, allelouia.

Songan 118 (119), 161-168XXI (Sin)

161 Aotrounez vras o deus va gwallgaset hep abeg, * met ne spont va c’halon nemet rak ho komzoù.162 Ho lavar am leugn a levenez, * evel un den kavet gantañ preizhadur bras.163 Kasaat a ran ar gaou, euzh am eus outañ, * ho lezenn eo an hini a garan.164 Seizh gwech en devezh e lavaran meuleudi deoc’h, * en abeg da reizhder ho parnedigezhioù. --- 1262 Sizhun IV

165 Kalz a beoc’h a zo d’ar re a gar ho lezenn, * n’eus netra a vefe ur maen-skoilh evito.166 Esperiñ a ran en ho silvidigezh, Aotrou, * kas a ran da benn ho kourc’hemennoù.167 Va ene a vir ho testenioù, *o c’harout a ran dreist-muzul.168 Derc’hel a ran d’hoc’h urzhioù ha d’ho testenioù, * dindan ho sell emañ va holl obererezh.

Songan 132 (133)

Levenez an unvaniezh etre breudeur

En em garomp an eil egile, rak ar garantez a zo eus Doue ( 1 Yn 4, 7)

.1 Gwelit pegen mat ha pegen dous evit breudeur * eo bezañ o chom a-gevret :2 evel un eoul c’hwez-vat war ar penn, + o teverañ war ar barv, barv Aaron, *

Page 481: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

war c’houzougenn e sae ;3 evel ur glizh o tont eus an Hermon, * o teverañ war Venez Sion,rak aze e ro an Aotrou e vennozhioù, * ar vuhez da virviken.

Songan 139 (140), 2-9. 13-14

C’hwi eo a zo va repu

Mab an Den a vo lakaet etre daouarn ar bec’herion ( Mzh 26, 45 ).

2 Va dieubit, Aotrou, eus an den fallakr, * va mirit diouzh an den a zrouknerzh.3 Diouzh ar re a soñj an droug en o c’halon, * a laka bemdez brezel da sevel.4 Int hag a lemm o zeod evel an naer-wiber, * a zo binim aspig dindan o muzelloù. ---

Deiz-lid VI, d’ar Pardaezlid 1263

5 Va salvit, Aotrou, eus daouarn an den fallakr, + va mirit diouzh an den a zrouknerzh, * diouzh an dud a soñj va distroadañ, 6 an dud lorc’hus-se a guzh un toull-trap dindan va zreid, + hag a stegn o lasoù d’am fakañ, * a laka pechoù war va hent.7 Lavaret em eus d’am Aotrou : « C’hwi eo va Doue ; * selaouit, Aotrou, kri va fedenn ».8 Aotrou, va Doue, va silvidigezh nerzhus, * c’hwi a c’holo va fenn e deiz an emgann.9 Aotrou, na roit ket e vennad d’an den fall, * na lezit ket e c’hoant da zont da vat.13 Gouzout a ran e tifenn an Aotrou gwirioù ar reuzeudig, *gouzout a ran e rent justis d’ar beorion.14 Ya sur, an dud reizh a veulo hoc’h anv, * an dud vat a vo bepred o chom en ho sklerijenn.

E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Ant. Allelouia, allelouia, allelouia. D’an Eurioù all, songanadenn-glokaat, p. 1298.

Page 482: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

Lennadenn verr, gwerzad ha pedenn, a vez rekis hervez diseurtted an Eurlid. Klozadur al Lideuriad, evel en Darn voutin.

D’ar Pardaezlid

Gw/. Aotrou Doue, deuit d’am skoazellañ… Klod d’an Tad … Evel ma oa … ( A. P. Allelouia ).

MEULGAN o kenglotañ gant an Eurlid.

SONGANADENNAntonenn 1

E Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Bemdez e lavarin bennozh deoc’h, Aotrou, degemenn a rin ho purzhudoù.

E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Kement en deus Doue karet ar bed ken en deus roet e Vab unganet, allelouia.1264 Sizhun IV

Songan 144 (145)

Meuleudi meurdez Doue

Just ez out-te, an hini a zo hag a oa, te ar Sant ( Dsk 16, 5).

I1 Ho kanmeuliñ a rin, va Doue ha va Roue, + hag hoc’h anv a vennigin *atav ha da viken.2 Bemdez e lavarin bennozh deoc’h + hag hoc’h anv a ganmeulin * atav ha da viken.3 Bras eo an Aotrou ha din-meurbet a veuleudi, *rak e veurded a zo dreist-muzul.4 An eil remziad a gan hoc’h oberoù d’egile, * embann a reont ho taolioù galloudus.5 Lavarout a reont ho kloar hag ho splannder, * degemenn a reont ho purzhudoù.6 Diskleriañ a reont hoc’h oberoù estlammus, * danevellañ a reont ho praster.7 Ra vo miret soñj eus ho madelezh dispar, *

Page 483: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

ra vo youc’het en enor d’ho reizhder.8 Trugarezus ha tener a galon eo an Aotrou, * gorrek da gounnariñ, largentezus da reiñ.9 Mat ouzh an holl eo an Aotrou, * ha trugarezus e-keñver e holl grouadurion.10 Hoc’h holl grouadelezh, Aotrou, da ganañ en hoc’h enor, *hag ho tud fidel d’ho pennigo.11 Ra lavarint splannder ho roueelezh, * ra ziskleriint ho kalloudegezh, 12 da lakaat bugale an den da anaout ho taolioù kaer, * gloar ha splannder ho rouantelezh.13 Ho kalloud oc’h en em astenn war an holl amzerioù, * hag ho mestroniezh a rummad da rummad.

E. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Ant. Bemdez e lavarin bennozh deoc’h, Aotrou, degemenn a rin ho purzhudoù.

Deiz-lid VI, d’ar Pardaezlid 1265

E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Ant. Kement en deus Doue karet ar bed ken en deus roet e Vab unganet, allelouia.

Antonenn 2

E Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Daoulagad an holl a zo en gortoz ac’hanoc’h, Aotrou ; tost emaoc’h da gement hini a bed ac’hanoc’h. E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Da Roue ar c’hantvedoù, d’an Doue divarvel ha diwelus, pep enor ha pep gloar, allelouia.

II13b Feal eo an Aotrou en e holl lavaroù, * ha santel en e holl oberoù.14 An Aotrou a sikour kement hini a ya da gouezhañ, *digrommañ a ra kemet hini a zo daoubleget.15 Daoulagad an holl a zo en gortoz, * da gaout diganeoc’h o magadur e koulz mat.16 Digeriñ a rit ho torn, *hag e roit o gwalc’h da kement a vev.17 Reizh eo an Aotrou en e holl hentoù, *

Page 484: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

ha leun a vadelezh en e holl oberoù.18 Tost emañ an Aotrou da gement hini a bed anezhañ, * da gement hini a bed anezhañ gant fealded.19 Reiñ a ra o mennad d’ar re o deus doujañs outañ, + selaou a ra o garm *hag e salv anezho.20 An Aotrou a ziwall an neb a gar anezhañ, * met an holl dud fallakr o distrujañ a ra.21 Va genou da embanno meuleudi an Aotrou, + kement a vev da vennigo e anv santel * atav ha da viken.

E Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Ant. Daoulagad an holl a zo en gortoz ac’hanoc’h, Aotrou ; tost emaoc’h da gement hini a bed ac’hanoc’h. E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Ant. Da Roue ar c’hantvedoù, d’an Doue divarvel ha diwelus, pep enor ha pep gloar, allelouia.1266 Sizhun IV

Antonenn 3

E Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Reizh ha gwirion eo hoc’h hentoù, Roue ar C’hantvedoù.

E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Va nerzh ha va c’hanlid eo an Aotrou, bet eo va salver, allelouia.

Lidkan Dsk 15, 3-4

Kanenn azeuliñ

3 Bras hag estlammus hoc’h oberoù, * Aotrou Doue hollc’halloudek ; reizh ha gwirion eo hoc’h hentoù, * Roue ar broadoù !4 Piv na rofe doujañs, Aotrou, * ha klod d’hoc’h anv ? Rak c’hwi hepken a zo santel, + hag an holl vroadoù a zeuio da stouiñ d’an daoulin dirazoc’h, *dre ma’z eo en em ziskouezet

Page 485: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

reizhder ho parnedigezhioù.

E Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Ant. Reizh ha gwirion eo hoc’h hentoù, Roue ar C’hantvedoù.

E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Ant. Va nerzh ha va c’hanlid eo an Aotrou, bet eo va salver, allelouia.

Lennadenn verr, pebeilganenn, antonenn da lidkan Mari, aspedennoù ha pedenn, evel e Darnlevr al Lidamzervezh..

Klozadur al Lideuriad, evel en Darn voutin.

1267

DA SEIZHVET-DEIZ AR SIZHUN IV

D’al Lidgalvadenn

Gw/. Aotrou Doue, digorit din va muzelloù…

Songan lidgervel, 860, gant an antonenn o kenglotañ ouzh an Eurlid.

Da Eurlid al lennadenn

Gw/. Aotrou Doue, deuit d’am skoazellañ… Klod d’an Tad ...Evel ma oa…( A. P. Allelouia ).

A gement-se koulskoude e vez dioueret pa vez bet al Lidgalvadenn diouzhtu a-raok.

MEULGAN o kenglotañ gant an Eurlid.

SONGANADENN

Ant. 1 O dasprenet en deus an Aotrou eus dorn ar re o heskine (A. P. Allelouia ).

Songan 77 (78), 40-72

Page 486: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

Madelezh an Aotrou ha difealded ar bobl en istor ar silvidigezh

Kement-se ’zo c’hoarvezet evit ma vefe ur skouer evidomp (1 Kor 10, 6).

IV40 Na pet gwech ez int en em savet enep dezhañ er gouelec’h,* na pet gwech o deus kounnaret anezhañ en dezerzh ! 41 Adarre en em lakaent da demptañ Doue, * ha da hegasiñ Doue santel Israel.42 N’o devoa ket soñj eus nerzh e zorn, * eus an deiz m’en devoa o dasprenet eus kraban an enebour,43 m’en devoa sevenet e sinoù e Bro-Egipt, * hag e vurzhudoù e maezioù Taniz.44 Neuze en devoa troet e gwad o stêrioù bras * hag o gwazhioù-dour, evit na c’hellfent ken evañ.1268 Sizhun IV

45 Kaset en devoa kelien-marc’h d’o debriñ, * ha gleskered da wastañ pep tra.46 Roet en devoa o zrevadoù d’al lamperez, * ha frouezh o labour d’ar c’hilhog-raden.47 Distrujet en devoa o gwini gant ar grizilh, * hag o skav-gwrac’h gant ar frim.48 Roet en devoa o chatal d’ar vosenn, * hag o loened d’an derzhienn.49 Neuze gant tan e gounnar en devoa skoet outo, + gant fulor, taerijenn hag anken, * gant ur bagad servijerion a reuz.50 Lezet en devoa e gounnar da vont ; + n’en devoa ket miret o eneoù diouzh ar marv, * met roet en devoa o buhez d’ar vosenn.51 Skoet en devoa ouzh re gentañ-ganet Bro-Egipt, * ouzh kentañ frouezh ar vuhez e teltennoù Kam.

Ant. O dasprenet en deus an Aotrou eus dorn ar re o heskine. (A. P. Allelouia ). Ant.2 O degas a reas an Aotrou betek menez o santelidigezh. (A. P. Allelouia ).

V

Page 487: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

52 Bleinet en devoa e bobl er-maez evel ur bagad-deñved, * evel un tropell en devoa renet anezho d’ar gouelec’h.53 O gouarn a rae en surentez ha dizaon, * tra ma veuze o enebourion er mor.54 O degas a reas d’un douar santel, * betek ar menez-se bet gounezet gant e zorn dehou.55 Argas a reas dirazo ar broadoù pagan, + ha lodennañ o douar da zomani dezho, * hag e teltennoù ar Baganed e lakas da chom meuriadoù Israel.56 Met temptañ ha daeañ a rejont an Doue meurbet-uhel, * ne virjont ket e c’hourc’hemennoù.57 Disuj ha disent e voent +evel o zadoù, *en em dreiñ a rejont evel ur wareg tromplus.

Er Seizhvet-Deiz da Eurlid al lennadenn 1269

58 Gant o lec’hioù-uhel ec’h hegasjont anezhañ, * gant o idolennoù e vroudjont e warizi.59 Doue a glevas hag a voe fuloret, * heugiñ a reas a-grenn ouzh Israel.60 Dilezel a reas chomadur Silo, * an deltenn en devoa savet e-touez an dud.61 Lezel a reas arc’h e c’halloud da vezañ skrapet, * ha skeudenn e c’hloar etre daouarn an enebour.62 Reiñ a reas e bobl da vezañ skoet gant ar c’hleze, * kounnariñ a reas enep tud e zomani.63 Un tan a lonkas o zud yaouank, * hag o gwerc’hezed ne voe ket lidet o dimeziñ 64 O beleion a gouezhas dindan ar c’hleze, * hag o intañvezed ne zougjont ket o c’hañv.

Ant. O degas a reas an Aotrou betek menez o santelidigezh. (A. P. Allelouia ). Ant. 3 Meuriad Youda eo an hini a zilennas, ha dibabet en deus David e servijer, evit bezañ pastor Israel, e zomani. (A. P. Allelouia ).

VI

Page 488: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

65 Neuze an Aotrou a zihunas evel a-greiz e gousk, * evel ur brezelour bet mezvet gant ar gwin, 66 evit skeiñ en o c’hein gant e enebourion, * ha teurel warno dismegañs peurbadel.67 Disteurel a reas teltennoù Yosef, * ne zibabas ket meuriad Efraim, 68 meuriad Youda eo an hini a zilennas, * menez Sion eo an hini en deus karet, 69 evit sevel eno e santual uhel evel an neñv, * divrall evel an douar diazezet da viken.70 Ha dibabet en deus David e servijer, + eus klozioù an deñved en deus e dennet, * 71 eus a-drek an dañvadezed en deus e c’halvet : evit bezañ pastor e bobl Yakob, * evit gouarn Israel, e zomani.1270 Sizhun IV

72 Hennezh en deus o renet gant ur galon reizh, * gant daouarn fur en deus o gouarnet.

Ant. Meuriad Youda eo an hini a zilennas, ha dibabet en deus David e servijer, evit bezañ pastor Israel, e zomani (A. P. allelouia)..

Gwerzad, lennadennoù ha pedenn o kenglotañ gant pep a Eurlid.

D’ar Meullidoù-beure

Gw/. Aotrou Doue, deuit d’am skoazellañ… Klod d’an Tad … Evel ma oa … ( A. P. Allelouia ). A gement-se koulskoude e vez dioueret pa vez bet al Lidgalvadenn diouzhtu a-raok.

MEULGAN o kenglotañ gant an Eurlid.

SONGANADENNAntonenn I

E Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Mat eo kanañ meuleudi d’hoc’h anv, Doue meurbet-uhel, embann ho madelezh gant ar beure. E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Na bras ha dispar eo kement hoc’h eus graet, Aotrou, allelouia.

Page 489: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

Songan 91 (92)

Meuleudi d’an Doue krouer

Meulganoù a vez embannet dirak oberoù ar Mab Unganet (St Atanazios).

2 Mat eo rentañ gloar d’an Aotrou, * ha kanañ meuleudi d’hoc’h anv, Doue meurbet-uhel, 3 embann ho madelezh gant ar beure, * hag ho fealded e-pad an noz, 4 war an delenn dek kordennn hag al lirenn, * gant son liesdoare ar gitar.5 Rak levenez am eus, Aotrou, gant gwel hoc’h oberoù, * tridal a ran dirak labour ho taouarn. ---

Er Seizhvet-Deiz, d’ar Meullidoù-beure 1271

6 Na bras ha dispar eo kement hoc’h eus graet, Aotrou, * na pegen don eo ho soñjoù.8 Setu ma sav an dud fallakr evel geot, * ha ma vleugn an drougoberourion, diskaret e vezint a ziskar peurbadel, * 9 rak c’hwi, Aotrou, eo an Uhel-meurbet da virviken.10 Setu hoc’h enebourion, Aotrou, + setu ma’z a da goll hoc’h enebourion, * setu dispennet oberourion an droug.11 Met adsevel a rit va c’herniel-me evel re ur bual, * eoul nevez hoc’h eus skuilhet warnon.12 Va lagad a ra fae war an dud a c’hede va gwalleur, * va skouarn a glev keloù laouendiwar-benn va enebourion.13 An den just a vleugn evel ur wezenn-balmez, * hag e kresk evel ur sedrezenn war al Liban.14 Ar re blantet e ti an Aotrou, *a zispak o bleunioù e leurioù templ hon Doue.15 Betek en o c’hozhni e talc’hont da zougen frouezh, * leun a struj ha glasvezek,16 evit embann pegen just eo an Aotrou, va repu divrall, *va difenner peursur.

Page 490: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

E Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Ant. Mat eo kanañ meuleudi d’hoc’h anv, Doue meurbet-uhel, embann ho madelezh gant ar beure.

E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Ant. Na bras ha dispar eo kement hoc’h eus graet, Aotrou, allelouia.

Antonenn 2

E Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Reiñ a rin deoc’h ur galon nevez, lakaat a rin ennoc’h ur spered nevez. 

E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Skuilhañ a rin warnoc’h un dour glan, allelouia.1272 Sizhun IV

Lidkan Ysk 36, 24-28

An Aotrou Doue a nevesaio e Bobl

Int a vo e Bobloù, hag eñ Doue e-unan a vo ganto, o Doue ( Dsk 21, 3 ).

24 Ho kemer a rin eus a-douez ar broadoù, + ho podañ a rin eus an holl vroioù, *ho tegas a rin war ho touar ; 25 skuilhañ a rin warnoc’h un dour glan , + hag e viot glanaet eus hoc’h holl saotradurioù, *eus hoc’h holl idolennoù e c’hlanain ac’hanoc’h.26 Reiñ a rin deoc’h ur galon nevez, * lakaat a rin ennoc’h ur spered nevez ; lemel a rin eus ho korf ar galon vaen, * reiñ a rin deoc’h ur galon gig ; 27 lakaat a rin ennoc’h va spered, + hag e rin deoc’h kerzhout hervez va lezennoù, * mirout va gourc’hemennoù, hag o seveniñ.28 Chom a reot er vro am eus roet d’ho tadoù, + c’hwi a vo va fobl, *

Page 491: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

ha me ho Toue.

E Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Ant. Reiñ a rin deoc’h ur galon nevez, lakaat a rin ennoc’h ur spered nevez. 

E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Ant. Skuilhañ a rin warnoc’h un dour glan, allelouia. 

Antonenn 3

E Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Eus genoù ar vugaligoù hag ar magadelled hoc’h eus kempennet ur veuleudi

E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Pep tra a zo deoc’h, c’hwi avat a zo d’ar C’hrist, hag ar C’hrist a zo da Zoue, allelouia.

Er Seizhvet-Deiz, d’ar Meullidoù-beure 1273

Songan 8Meurdez an Aotrou ha briegezh mab-den

Lakaet en deus pep tra dindan e dreid, ha diazezet anezhañ a-us da bep tra, evel penn an Iliz ( Efz 1, 22 ).

2 Aotrou, hon Doue, *na pegen estlammus eo hoc’h anv dre an douar a-bezh, c’hwi a ren en ho kalloud *a-us d’an neñvoù.3 Eus genoù ar vugaligoù hag ar magadelled + hoc’h eus kempennet ur veuleudi a-enep d’hoc’h enebourion, *evit lakaat da devel an enebour, an dispac’her.4 Pa sellan ouzh an neñvoù, oberenn ho pizied, * ouzh al loar hag ar stered hoc’h eus stummet, 5 petra ’ta eo an den ma soñjit ennañ, * petra eo mab Adam m’hoc’h eus soursi anezhañ ? 6 E c’hraet hoc’h eus izeloc’hik eget an Aeled, + e gurunet hoc’h eus gant gloar ha gant enor, * 7 roet hoc’h eus galloud dezhañ war oberenn ho taouarn.

Lakaet hoc’h eus pep tra dindan e dreid, +

Page 492: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

8 an deñved, an ejened holl a-gevret, *evel ivez anevaled ar maezioù,9 evned an neñv kenkoulz ha pesked ar mor, * ha kement a ya dre hentoù an dourioù.10 Aotrou, hon Doue, *na pegen estlammus eo hoc’h anv dre an douar a-bezh !

E. Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Ant. Eus genoù ar vugaligoù hag ar magadelled hoc’h eus kempennet ur veuleudi. E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Ant. Pep tra a zo deoc’h, c’hwi avat a zo d’ar C’hrist, hag ar C’hrist a zo da Zoue, allelouia.

Lennadenn verr, pebeilganenn, antonenn da lidkan Zakaria, aspedennoù ha pedenn, a vez rekis hervez diseurted an Eurlid. Klozadur al Lideuriad, evel en Darn voutin.1274 Sizhun IV

Da Eur kreiz an deiz

Gw/. Aotrou Doue, deuit d’am skoazellañ… Klod d’an Tad… Evel ma oa… ( A. P. Allelouia ).

MEULGAN arbennik da bep lidamzervezh.

SONGANADENN

E Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Antonenn, evel e Darnlevr al Lidamzervezh.

E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Ant. Allelouia, allelouia, allelouia.

Songan 118 (119), 169-176XXII ( Tav )

169 Va garmadenn da sevel betek ennoc’h, Aotrou ; * gant ho lavar roit din skiant-vat.170 Ra savo va fedenn betek ennoc’h, * va dieubit hervez ho lavar.171 Va muzelloù da embanno ho meuleudi, *

Page 493: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

rak desket hoc’h eus din ho kemennadurioù.172 Ra gano va zeod ho lavaroù, * dre maz eo reizh hoc’h holl c’hourc’hemennoù.173 Deuet ho torn d’am skoazellañ, * rak hoc’h urzhioù am eus dibabet.174 C’hoantaat a ran ho silvidigezh, Aotrou, * en ho lezenn emañ va dudi.175 Ra vevo va ene evit ho meuliñ, * hag ho parnedigezhioù d’am skoazello.176 Dianket e oan evel un dañvad kollet ; * klaskit ho servijer, rak n’em eus ket ankouaet ho kourc’hemennoù.

Page 494: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

Er Seizhvet-Deiz, da Eur kreiz an deiz 1275

Songan 44 (45)

Eured ar roue

Setu ar pried o tont ; it en arbenn dezhañ ( Mzh 25, 6 ).

I

Va c’halon a virvilh gant komzoù prizius, + va barzhoneg a ginnigan d’ar Roue, * va zeod a red evel pluenn ur skriver mibin.3 Te ’zo kaer dreist holl vibion an dud, +ar goantiz a vleugn war da vuzelloù, *setu perak en deus Doue da venniget da virviken.4 War da vorzhed, o Brezelour, stag da gleze, *lugernus ha roueel.5 Lugernus ha roueel, kae war-raok, marc’heka, * da stourm evit ar wirionez, ar vadelezh hag ar reizhder. Stegn da wareg gant da zorn spouronus : + 6 lemm eo da viroù, --- dindanout e kouezh ar pobloù --- * enebourion ar Roue a goll kalon.7 Da dron, o Doue, a vo da holl viken ; * ur vazh a reizhder eo da vazh-roue.8 Ar justis a garez, an droug a gasaez, + setu perak en deus Doue, da Zoue, da sakret, * gant un eoul a levenez a-us d’az mignoned.9 Mir, aloes ha kasia a borfum da zilhad ; * eus diabarzh da balezioù olifant an telennoù a zegas dit levenez gant o son.10 Merc’hed rouaned a zeu d’az tiambroug ; * a-zehou dit emañ ar Rouanez kinklet gant aour Ofir.

II

11 Selaou, va merc’h, sell +ha stou da skouarn, *ankoua da boblha tiegezh da dad ;

Page 495: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

1276 Sizhun IV

12 rak ar Roue a zo kouezhet e karantez gant da gened, * stou dirazañ peogwir eo da Aotrou.13 Ha poblad Tir ivez a zeuio gant profoù ; * he fennoù bras a glasko da c’hrad-vat.14 Skedus-holl ec’h antre merc’h ar roue, * gwiadennoù aour eo danvez he dilhad.15 En he sae liesliv e kinniger anezhi d’ar Roue, * war he lerc’h ar gwerc’hezed, he mignonezed.16 O degas a reer gant trid ha levenez, * antren a reont e palez ar Roue.17 Da vibion a gemero lec’h da dadoù ; * o diazezañ a ri da briñsed war an douar a-bezh.18 Degas a raint soñj eus da anv * a rummad da rummad ; d’ar pobloù d’az kanañ *a gantved da gantved. E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Ant. Allelouia, allelouia, allelouia.

D’an Euri où all, songanadenn-glokaat, p. 1298.

Lennadenn verr, gwerzad ha pedenn, a vez rekis hervez diseurtted an Eurlid.

Klozadur an Eurlid, evel en Darn voutin.

Page 496: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

1277

D’AR C’HLOZLID

GOUDE I-añ PARDAEZLID DEIZ-AN-AOTROU HA GOUELIOU-MEUR

Pep tra evel en Darn voutin, 874, nemet kement-mañ da heul : SONGANADENN

E Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Ant. 1 Ho pet truez ouzhin, Aotrou, ha selaouit va fedenn.

E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Ant. Allelouia, allelouia, allelouia.

Songan 4

Rentañ-grasoù

Brav-tre da welet en deus graet an Aotrou, an hini en deus savet eus a-douez ar re varv ( St Aogustinus ).

2 Gervel a ran, va respontit, Doue, va difenner, * distardit va anken ; ho pet truez ouzhin, *selaouit va fedenn.3 Tudoù, betek pegoulz e vo pounner ho kalonoù,  * o klask an didalvoud hag o karout ar gaou ?4 Gouvezit e ra Doue burzhudoù evit e vignon ; *an Aotrou am selaou pa grian war-zu ennañ.5 Krenit, na bec’hit ken ; +komzit en ho kalonoù, *ha war ho kwele bezit er peoc’h.6 Profit sakrifisoù reizh *hag ho pet fiziañs en Aotrou.7 Kalz a lavar : « Piv ’ta a roio dimp an eurvad ? ». * C’hwi, Aotrou, lakit ho sklerijenn da skediñ warnomp !

Page 497: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

1278 D’ar C’hlozlid

8 Roet hoc’h eus d’am c’halon muioc’h a levenez, * eget pa vez ganto gwinizh ha gwin nevez e-leizh.9 Kerkent hag em gwele e kouskan leun a beoc’h, * rak c’hwi, Aotrou, c’hwi hepken, am laka da chom en surentez.

E Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Ant. Ho pet truez ouzhin, Aotrou, ha selaouit va fedenn.

Ant. 2 Allelouia, allelouia, allelouia.

Songan 133 (134)

Pedenn-noz en templ

Meulit hon Doue, c’hwi holl e servijerion, c’hwi hag a zouj anezhañ, bihan ha bras ! ( Dsk 19, 5 ).

1 Bremañ enta, bennigit an Aotrou, c’hwi holl, servijerion an Aotrou, *hag a chom e ti an Aotrou e-pad an noz.2 Savit ho taouarn etrezek ar santual, * ha bennigit an Aotrou.3 Eus Sion ra’z pennigo an Aotrou, * oberour an neñv hag an douar.

E Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Ant. En nozvezhioù bennigit an Aotrou. E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Ant. Allelouia, allelouia, allelouia.

LENNADENN VERR Adl 6, 4-7

Selaou Israel : an Aotrou, hon Doue, a zo Doue nemetañ. Hag e kari an Aotrou, da Zoue, a holl galon, a holl ene, a holl nerzh. Hag e vo an traoù-se, a c’hourc’hemennan dit hiziv, war da galon. Hag o adlavari d’az mibion, hag e komzi diouto pa vi ez koazez ez ti ha pa gerzhi war an hent, ha pa c’hourvezi ha pa savi.

Page 498: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

Goude 1-añ Pardaezlid Deiz-an-Aotrou 1279

PEBEILGANENN VERR

E Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask :

P/. Etre ho taouarn, Aotrou, * E lakaan va spered. Etre ho taouarn. U/. Hon dasprenet hoc’h eus, Aotrou, Doue a wirionez. * E lakaan va spered. Klod d’an Tad. Etre ho taouarn.

A-hed eizhvedad ar Pask, e-lec’h ar bebeilganenn e lavarer an antonenn Hemañ eo an deiz, evel e Darnlevr al Lidamzervezh.

E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask :

P/. Etre ho taouarn, Aotrou, e lakaan va spered. Etre ho taouarn. * Allelouia, allelouia. Etre ho taouarn ... U/. Hon dasprenet hoc'h eus, Aotrou Doue a wirionez. * Allelouia, allelouia. Klod d’an Tad. Etre ho taouarn.

Ant. Hon salvit, Aotrou, war hon dihun, hon diwallit e-pad hon c’housk, ma veilhimp gant ar C’hrist ha ma tiskuizhimp er peoc’h. ( A. P. Allelouia ).

LIDKAN SIMEON EN AVIEL Luk 2, 29-32

Ar C’hrist goulou ar broadoù ha klod Israel

29 Bremañ, o Mestr, e c’hellit lezel ho servijer, * hervez ho komz da dremen e peoc’h, 30 rak gwelet o deus va daoulagad * ho silvidigezh,31 an hini hoc’h eus aozet *dirak an holl bobloù,32 goulou da sklerijennañ ar broadoù * ha klod evit ho pobl, Israel.

Ant. Hon salvit, Aotrou, war hon dihun, hon diwallit e-pad hon c’housk, ma veilhimp gant ar C’hrist, ha ma tiskuizhimp er peoc’h. ( A. P. Allelouia ).

Page 499: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

1280 D’ar C’hlozlid

Pedenn

Da Zeizioù-an-Aotrou hag a-hed eizhvedad ar Pask : Deuit, ni ho ped, Aotrou, da ober gweladenn dimp en noz a-vremañ, evit, pa savimp dre ho nerzh, da darzh an deiz, ma c’hellimp en em laouenaat eus dasorc’h ho Krist. Eñ a vev …

Er gouelioù-meur : Deuit, ni ho ped, Aotrou, da ober gweladenn d’an ti-mañ, ha pellait dioutañ holl fallagriezh an enebour ; hoc’h Aelez santel da vezo o chom ennañ ha d’hon mirout er peoc’h ; hag ho pennozh da vezo bepred warnomp. Dre Jezuz Krist.

Klozadur an Eurlid ha kanenn d’ar Werc’hez glorius Vari, evel en Darn voutin, 877.

GOUDE EIL PARDAEZLID DEIZ-AN-AOTROU HA GOUELIOU-MEUR

Pep tra evel en Darn voutin, 874, nemet kement-mañ :

SONGANADENN

E Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Ant. Da wareziñ a raio gant e zivaskell, n’az po ket aon rak spouronoù an noz.

E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Ant. Allelouia, allelouia, allelouia.

Songan 90 (91)

E goudor an Uhel-meurbet

Setu m’am eus roet deoc’h ar galloud da gerzhout war an naered hag ar c’hruged ( Luk 10, 19 ).

1 Te hag a c’houlenn chom e goudor an Uhel-meurbet, * hag en em repu dindan skeud an Hollc’halloudeg, 2 lavar d’an Aotrou : +« Va difenner ha va gwarez, *va Doue, ennoc’h emañ va fiziañs ». ---

Page 500: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

Goude Eil Pardaezlid Deiz-an-Aotrou 1281

n Ya, da dennañ a raio eus roued ar chaseer * eus ur vosenn a reuzioù.4 Da wareziñ a raio gant e zivaskell, + dindan e bluñv e kavi ur goudor ; * e fealded a vo evidout ur skoed hag un difenn.5 N’az po ket aon rak spouronoù an noz, na rak ar bir o nijal en deiz, +6 na rak ar vosenn a gerzh en deñvalijenn, *na rak ar walenn a lazh da greisteiz.7 Pa gouezho mil a-gleiz dit-te + ha dek mil a zehou dit, *te avat ne vi skoet gant droug ebet.8 N’az po d’ober nemet sellout gant da zaoulagad, * hag e weli kastiz ar re fallakr : 9 te hag ac’h eus graet eus an Aotrou da c’houdor, * ha dibabet an Uhel-meurbet evit da repu.10 Ne gouezho ket warnout an drougeur, * na reuz ebet ne dostaio ouzh da deltenn : 11 gourc’hemennet en deus evidout d’e Aeled, * d’az tiwall e pep unan eus da hentoù.12 Da zougen a raint en o daouarn, * gant aon na skofe beg da droad ouzh ur maen.13 Kerzhout a ri war al loupard hag an naer-wiber, * hag e flastri al leon yaouank hag an dragon.14 Peogwir en em stag ouzhin e salvin anezhañ ; * e ziwall a rin dre maz anav va anv.15 Va gervel a raio, ha me a responto, + en e anken, me ’vo gantañ, * e salviñ a rin ha gloar a roin dezhañ.16 E lakaat a rin da welout buhez hir, * ha va silvidigezh a ziskouezin dezhañ.

E Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Ant. Da wareziñ a raio gant e zivaskell, n’az po ket aon rak spouronoù an noz. E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Ant. Allelouia, allelouia, allelouia.

Page 501: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

1282 D’ar C’hlozlid

LENNADENN VERR Dsk 22, 4-5 Gwelout a raint dremm an Aotrou, hag e tougint e anv war o zal. Ha noz ne vo ken, ha ne vo ken ezhomm eus goulou al lamp, nag eus goulou an heol, rak an Aotrou Doue eo an hini o sklerijenno, hag e renint da rouaned evit kantvedoù ar c’hantvedoù.

PEBEILGANENN VERR

E Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : P/. Etre ho taouarn, Aotrou, * E lakaan va spered. Etre ho taouarn. U/. Hon dasprenet hoc’h eus, Aotrou, Doue a wirionez. * E lakaan va spered. Klod d’an Tad. Etre ho taouarn.

E Tridevezh sakr ar Pask hag en Eizhvedad ar Pask, e-lec’h ar bebeilganenn e lavarer an antonenn Ar C’hrist en deus evidomp en em c’hraet sentus betek mervel, pe Hemañ eo an deiz en deus graet an Aotrou : tridomp ennañ gant levenez, allelouia. evel e Darnlevr al Lidamzervezh.

E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : P/. Etre ho taouarn, Aotrou, e lakaan va spered. Etre ho taouarn. * Allelouia, allelouia. Etre ho taouarn ... U/. Hon dasprenet hoc'h eus, Aotrou, Doue a wirionez. * Allelouia, allelouia. Klod d’an Tad. Etre ho taouarn.

Ant. Hon salvit, Aotrou, war hon dihun, hon diwallit e-pad hon c’housk, ma veilhimp gant ar C’hrist ha ma tiskuizhimp er peoc’h. ( A. P. Allelouia ).

LIDKAN SIMEON EN AVIEL Luk 2, 29-32Ar C’hrist goulou ar broadoù ha klod Israel

29 Bremañ, o Mestr, e c’hellit lezel ho servijer, * hervez ho komz da dremen e peoc’h, 30 rak gwelet o deus va daoulagad * ho silvidigezh,31 an hini hoc’h eus aozet *dirak an holl bobloù,32 goulou da sklerijennañ ar broadoù * ha klod evit ho pobl, Israel.

Page 502: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

Eil Deiz-lid 1283

Ant. Hon salvit, Aotrou, war hon dihun, hon diwallit e-pad hon c’housk, ma veilhimp gant ar C’hrist, ha ma tiskuizhimp er peoc’h. (A. P.allelouia).

Pedenn

Da Zeizioù-an-Aotrou hag a-hed eizhvedad ar Pask :

Hor mouezh, Aotrou Doue, lidet ganimp en deiz-mañ mister dasorc’h hon Aotrou, hoc’h asped uvel evit ma tiskuizhimp en ho peoc’h, gwarezet diouzh pep droug, ha ma savimp laouen ouzh ho meuliñ. Dre Jezuz Krist.

E Tridevezh sakr ar Pask hag er gouelioù-meur :

Deuit, ni ho ped, Aotrou, da ober gweladenn d’an ti-mañ, ha pellait dioutañ holl fallagriezh an enebour ; hoc’h Aelez santel da vezo o chom ennañ ha d’hon mirout er peoc’h ; hag ho pennozh da vezo bepred warnomp. Dre Jezuz Krist.

Klozadur an Lideuriad ha kanenn d’ar Werc’hez glorius Vari, evel en Darn voutin, 877.

EIL DEIZ-LID

Pep tra evel en Darn voutin, 874, nemet kement-mañ :

SONGANADENN

E Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Ant. C’hwi, Aotrou Doue, gorrek da gounnariñ ha leun a vadelezh.

E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Ant. Allelouia, allelouia, allelouia.

Songan 85 (86)

Pedenn ar paour pa-z a fall an traoù

Ra vo benniget Doue, eñ hag a ro frealz dimp en hon holl drubuilhoù (2 Kor 1, 3. 4).

1 Stouit ho skouarn, Aotrou, ha respontit din, * rak un den paour ha reuzeudik ez on-me.

Page 503: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

1284 D’ar C’hlozlid

2 Diwallit va ene dre maz on feal deoc’h ; * salvit ho servijer en em fiz ennoc’h.3 C’hwi eo va Doue, ho pet truez ouzhin, Aotrou, * rak davedoc’h e krian a-hed an deiz.4 Roit levenez da ene ho servijer, * pa savan va spered davedoc’h, Aotrou.5 Rak c’hwi, Aotrou, a zo mat ha pardonus, * ha leun a vadelezh evit ar re ho ped.6 Aotrou, digorit ho skouarn d’am fedenn, * taolit evezh ouzh kri va galvadenn.7 En deiz va enkrez e c’harman davedoc’h, * ya, va selaou a reot, Aotrou.8 N’eus hini e-touez an doueoù a ve hañval ouzhoc’h, * nag ouzh ho labourioù n’eus netra heñvel.9 An holl bobloù hoc’h eus graet, Aotrou, + a zeuio da stouiñ dirazoc’h * evit rentañ gloar d’hoc’h anv, 10 dre ma’z eo bras, dre ma rit burzhudoù, * c’hwi an Doue nemetañ.11 Diskouezit din hoc’h hentoù, Aotrou, * ma kerzhin en ho kwirionez ; dougit va c’halon *da zoujañ ho c’h anv.12 Ho meuliñ a rin, va Doue, a-greiz va c’halon, * rentañ a rin gloar d’hoc’h anv da virviken, 13 rak bras eo bet ho madelezh em c’heñver, * salvet hoc’h eus va ene eus puñs ar marv.14 O Doue, tud lorc’hus a zo en em savet a-enep din, + ur vandennad tud rok a glask diskar va buhez, * n’eo ket c’hwi a zo dirak o selloù.15 C’hwi avat, Aotrou, Doue ar garantez hag an druez, * gorrek da gounnariñ, madelezhus ha leun a fealded, 16 en em droit war-zu ennon, ho pet truez ouzhin ; +roit ho nerzh d’ho servijer *ha salvit mab ho matezh. ---

Page 504: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

Eil Deiz-lid 1285

17 Diskouezit em c’heñver ur sin eus ho krad-vat, + ma welo evit o brasañ mezh ar re o deus kasoni ouzhin,*ez oc’h-c’hwi, Aotrou, va skoazell ha va frealz.

E Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Ant. C’hwi, Aotrou Doue, gorrek da gounnariñ ha leun a vadelezh.

E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Ant. Allelouia, allelouia, allelouia.

LENNADENN VERR 1 Tes 5, 9-10 Doue en deus hon lakaet a-gostez evit ma c’hounezimp ar silvidigezh dre hon Aotrou Jezuz Krist, eñ hag a zo bet marvet evidomp, evit ma vezimp bepred o vevañ unanet outañ, pe dihun pe gousket e vefemp.

PEBEILGANENN VERR

E Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask :

P/. Etre ho taouarn, Aotrou, * E lakaan va spered. Etre ho taouarn. U/. Hon dasprenet hoc’h eus, Aotrou, Doue a wirionez. * E lakaan va spered. Klod d’an Tad. Etre ho taouarn.

E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask :

P/. Etre ho taouarn, Aotrou, e lakaan va spered. Etre ho taouarn. * Allelouia, allelouia. Etre ho taouarn ... U/. Hon dasprenet hoc’h eus, Aotrou, Doue a wirionez. * Allelouia, allelouia. Klod d’an Tad. Etre ho taouarn.

Ant. Hon salvit, Aotrou, war hon dihun, hon diwallit e-pad hon c’housk, ma veilhimp gant ar C’hrist ha ma tiskuizhimp er peoc’h. ( A. P. Allelouia ).

LIDKAN SIMEON EN AVIEL Luk 2, 29-32Ar C’hrist goulou ar broadoù ha klod Israel

29 Bremañ, o Mestr, e c’hellit lezel ho servijer, * hervez ho komz da dremen e peoc’h,

Page 505: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

1286 D’ar C’hlozlid

30 rak gwelet o deus va daoulagad * ho silvidigezh,31 an hini hoc’h eus aozet *dirak an holl bobloù,32 goulou da sklerijennañ ar broadoù * ha klod evit ho pobl, Israel.

Ant. Hon salvit, Aotrou, war hon dihun, hon diwallit e-pad hon c’housk, ma veilhimp gant ar C’hrist, ha ma tiskuizhimp er peoc’h. ( A. P. Allelouia ).

Pedenn

Roit, Aotrou, d’hon c’horfoù un diskuizh yac’haus, , ha grit ma savo ha ma kresko betek an eost hadenn rouantelezh an neñvoù hon eus skoet en douar dre labour an deiz-mañ. Dre Jezuz Krist ...

Klozadur al lideuriad ha kanenn d’ar Werc’hez glorius Vari, evel en Darn voutin, 877.

TREDE DEIZ-LID

Pep tra evel en Darn voutin, 874, nemet kement-mañ :

SONGANADENN

E Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Ant. Na guzhit ket ho sklerijenn diouzhin, rak ennoc’h en em fizian.

E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Ant. Allelouia, allelouia, allelouia.

Songan 142 (143), 1-11

Aspedenn a-greiz an enkrez

Ne vez ket lakaet reizh an den dre oberoù al Lezenn, met hepken dre ar feiz er C’hrist Jezuz ( Gal 2, 16 ).

1 En ho fealded, Aotrou, selaouit va fedenn, + digorit ho skouarn d’am goulenn ; * en ho reizhder va respontit.

Page 506: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

Trede Deiz-lid 12872 Na c’halvit ket ho servijer dirak ho lez-varn, * rak n’eus den ebet a ve dibec’h dirazoc’h.3 An enebour a red war va lerc’h da dizhout va buhez, + va flastrañ a ra dija ouzh an douar, * emañ ouzh va c’has da vro an deñvalijenn, etrezek an dud marv a bell’zo.4 Santout a ran ennon va spered o semplañ, * ha va c’halon o yenaat em c’hreiz.5 Koun am eus avat eus an deizioù a-wechall, + soñjal a ran en hoc’h holl oberoù, * prederiañ a ran war labour ho taouarn.6 Davedoc’h ec’h astennan va daouarn, * dirazoc’h emañ va ene evel un douar kras.7 Hastit va selaou, Aotrou, *emañ va buhez o vont diganin. Na guzhit ket ho sklerijenn diouzhin, * na vin ket heñvel ouzh ar re a ziskenn er bez.8 Va lakit buan da santout ho karantez, * rak ennoc’h en em fizian. Diskouezit din an hent am eus da vont gantañ, * rak davedoc’h e savan va ene.9 Va dieubit eus va enebourion, Aotrou, * rak ennoc’h e klaskan va repu.10 Deskit din ober ho polontez, * pa’z eo c’hwi eo va Doue. Ra zeuio din ho spered a reizhder d’am bleinañ war un hent diskoasell ; *11 evit enor hoc’h anv va mirit en buhez, Aotrou. En ho justis *tennit va ene eus an enkrez.

E Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Ant. Na guzhit ket ho sklerijenn diouzhin, rak ennoc’h en em fizian. E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Ant. Allelouia, allelouia, allelouia.LENNADENN VERR 1 Pêr 5, 8-9 a Bezit kerreizh ha war evezh ; rak an Diaoul, hoc’h enebour, evel ul leon kounnaret, a furch war ho tro o klask unan da lonkañ. Dalc’hit penn outañ, nerzhus dre ho feiz.

Page 507: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

1288 D’ar C’hlozlid

PEBEILGANENN VERR

E Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : P/. Etre ho taouarn, Aotrou, * E lakaan va spered. Etre ho taouarn. U/. Hon dasprenet hoc’h eus, Aotrou, Doue a wirionez. * E lakaan va spered. Klod d’an Tad. Etre ho taouarn.

E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : P/. Etre ho taouarn, Aotrou, e lakaan va spered. Etre ho taouarn. * Allelouia, allelouia. Etre ho taouarn ... U/. Hon dasprenet hoc’h eus, Aotrou, Doue a wirionez. * Allelouia, allelouia. Klod d’an Tad. Etre ho taouarn.

Ant. Hon salvit, Aotrou, war hon dihun, hon diwallit e-pad hon c’housk, ma veilhimp gant ar C’hrist ha ma tiskuizhimp er peoc’h. ( A. P. Allelouia ).

LIDKAN SIMEON EN AVIEL Luk 2, 29-32

Ar C’hrist goulou ar broadoù ha klod Israel

29 Bremañ, o Mestr, e c’hellit lezel ho servijer, * hervez ho komz da dremen e peoc’h, 30 rak gwelet o deus va daoulagad * ho silvidigezh,31 an hini hoc’h eus aozet *dirak an holl bobloù,32 goulou da sklerijennañ ar broadoù * ha klod evit ho pobl, Israel.

Ant. Hon salvit, Aotrou, war hon dihun, hon diwallit e-pad hon c’housk, ma veilhimp gant ar C’hrist, ha ma tiskuizhimp er peoc’h. ( A. P. Allelouia ).

Pedenn Ni ho ped, Aotrou Doue madelezhus, sklaerait an noz-mañ, ha grit dimp-ni, ho servijerion, kouskat er peoc’h, evit ma vimp dihunet laouen da c’houlou-deiz en hoc’h anv. Dre Jezuz Krist ...

Klozadur an Eurlid ha kanenn d’ar Werc’hez glorius Vari, evel en Darn voutin,877.

Page 508: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

Pevare Deiz-lid 1289

PEVARE DEIZ-LID

Pep tra evel en Darn voutin, 874, nemet kement-mañ :

SONGANADENN

E Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Ant. Bezit evidon un Doue gwarezer hag ur minic’hi.

E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Ant. Allelouia, allelouia, allelouia.

Songan 30 (31), 2-6

Pedenn a fiziañs an den enkrezet Tad, etre ho taouarn e lakaan va spered ( Luk 23, 46 ).

2 Ennoc’h, Aotrou, e klaskan va goudor, grit na vin morse divarc’het ; *en ho reizhder va difennit, va dieubit.3 Stouit ho skouarn war-zu ennon, * hag hastit va skoazellañ. Bezit evidon ur roc’hell a repu, * ur c’hreñvlec’h a silvidigezh.4 Rak c’hwi ’zo va goudor ha va difenn, * evit enor hoc’h anv va bleinit ha va renit.5 Va zennit eus ar roued bet kuzhet d’am fakañ, * rak va surentez oc’h-c’hwi, Aotrou.6 Etre ho taouarn e lakan va spered ; * Aotrou, c’hwi an hini am daspreno, Doue a wirionez.

E Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Ant. Bezit evidon un Doue gwarezer hag ur minic’hi.

Ant. 2 Eus donder an islonk e krian davedoc’h, Aotrou. +

Page 509: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

1290 D’ar C’hlozlid

Songan 129 (130)

“De profundis” Eus donder an islonk e krian

Eñ a salvo e Bobl eus he fec’hedoù ( Mzh 1, 21 ).1 Eus donder an islonk e krian davedoc’h, Aotrou ; * 2 Aotrou, selaouit va galvadenn. Digorit ho tivskouarn da deurel evezh * ouzh va mouezh o pediñ.3 Mar dalc’hit kont eus hor pec’hedoù, Aotrou, * piv ’ta a c’hello padout ?4 Met c’hwi eo an hini a bardon, * evit bezañ doujet ganimp.5 Esperiñ a ran en Aotrou, esperiñ a ran, * fiziañs am eus en e gomzoù.6 Va ene a gont suroc’h war an Aotrou * eget ar gedour-noz war heol ar beure.

Muioc’h eget ar gedour-noz war heol ar beure * e kont Israel war an Aotrou, rak an Aotrou a zo leun a drugarez, *largentezus d’hon dasprenañ.8 Eñ eo a zaspreno Israel *eus e holl bec’hedoù.

E Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Ant. Eus donder an islonk e krian davedoc’h, Aotrou. E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Ant. Allelouia, allelouia, allelouia.

LENNADENN VERR Efz 4, 26-27 N’it ket d’ober an droug ; arabat d’an heol mont da guzhat war ho kounnar, na roit ket d’an Diaoul krog warnoc’h.

PEBEILGANENN VERR

E Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : P/. Etre ho taouarn, Aotrou, * E lakaan va spered. Etre ho taouarn. U/. Hon dasprenet hoc’h eus, Aotrou, Doue a wirionez. * Fiziout a ran va spered. Klod d’an Tad. Etre ho taouarn.

Page 510: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

Pevare Deiz-lid 1291

E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask :

P/. Etre ho taouarn, Aotrou, e lakaan va spered. Etre ho taouarn. * Allelouia, allelouia. Etre ho taouarn ... U/.Hon dasprenet hoc’h eus, Aotrou, Doue a wirionez. * Allelouia, allelouia. Klod d’an Tad. Etre ho taouarn.

Ant. Hon salvit, Aotrou, war hon dihun, hon diwallit e-pad hon c’housk, ma veilhimp gant ar C’hrist ha ma tiskuizhimp er peoc’h. ( A. P. Allelouia ).

LIDKAN SIMEON EN AVIEL Luk 2, 29-32

Ar C’hrist goulou ar broadoù ha klod Israel

29 Bremañ, o Mestr, e c’hellit lezel ho servijer, * hervez ho komz da dremen e peoc’h, 30 rak gwelet o deus va daoulagad * ho silvidigezh,31 an hini hoc’h eus aozet *dirak an holl bobloù,32 goulou da sklerijennañ ar broadoù * ha klod evit ho pobl, Israel.

Ant. Hon salvit, Aotrou, war hon dihun, hon diwallit e-pad hon c’housk, ma veilhimp gant ar C’hrist, ha ma tiskuizhimp er peoc’h. ( A. P. Allelouia ).

Pedenn

Aotrou Jezuz Krist, c’hwi hag a lavar e vez aes ho yev ha skañv ho samm d’ar re a ya d’hoc’h heul gant douster hag izelegezh, ho teurvezet degemer kement hon eus c’hoantaet ha graet en deiz-mañ, ha reiñ dimp an diskuizh hon greot drezañ akuitoc’h en ho servij. C’hwi a vev …

Klozadur al lideuriad ha kanenn d’ar Werc’hez glorius Vari, evel en Darn voutin,877.

1292 D’ar C’hlozlid

Page 511: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

PEMPVET DEIZ-LID

Pep tra evel en Darn voutin, 874, nemet kement-mañ :

SONGANADENN

E Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Ant. Va c’horf a ziskuizho en surentez.

E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Ant. Allelouia, allelouia, allelouia.

Songan 15 (16)

An Aotrou eo va lod hêrezh

Doue en deus adsavet Jezuz eus ereoù an Ankou ( Ob 2, 24 ).

1 Va mirit, Aotrou Doue, *rak ennoc’h e klaskan va goudor.2 D’an Aotrou e lavaran : « C’hwi eo va Aotrou, * n’eus eurvad ebet evidon nemet ennoc’h ».3 E santualioù dre ar vro, kaer-dispar evidon, * eo dezho em eus roet va holl garantez.4 Ar re avat a red war-lerc’h an idoloù, * ar re-se a lak o foanioù da greskiñ. Nann, n’in ket da skuilhañ gwad d’an doueoù, * ha ne savo ket o anvioù d’am muzelloù.5 Aotrou, c’hwi eo va lod, va c’haliriad : * c’hwi an hini a zalc’h va flanedenn en ho taouarn.6 Ar gordenn he deus muzuliet din un dachenn a zudi ; * ya, va lod-hêrezh a zo evidon levenez vras.7 Bennigañ a rin an Aotrou a ro din e guzulioù ; * zoken e-pad an noz em c’helenn va c’halon.8 An Aotrou am bez dalc’hmat dirak va sell ; * emañ a-zehou din, ne vrañsellin ket.

Pempvet Deiz-lid 1293

Page 512: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

9 Gant se eo laouen va c’halon, + hag e trid va ene ; *va c’horf zoken a ziskuizho en surentez.10 Rak ne zilezot ket va buhez e dalc’h ar marv, * ne lezot ket ho sant da welout ar vreinadurezh.11 Diskouez a reot din hent ar vuhez, + leunder al levenez en ho splannder, * plijadurezh a-zehou deoc’h da virviken.

E Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Ant. Va c’horf a ziskuizho en surentez.

E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Ant. Allelouia, allelouia, allelouia.

LENNADENN VERR 1 Tes 5, 23

Doue ar peoc’h e-unan d’ho santelaat e kement a zo ac’hanoc’h, ho spered, hoc’h ene hag ho korf da vezañ miret didamall, a-benn donedigezh hon Aotrou Jezuz Krist.

PEBEILGANENN VERR

E Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask :

P/. Etre ho taouarn, Aotrou, * E lakaan va spered. Etre ho taouarn. U/. Hon dasprenet hoc’h eus, Aotrou, Doue a wirionez. * E lakaan va spered. Klod d’an Tad. Etre ho taouarn.

E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask :

P/. Etre ho taouarn, Aotrou, e lakaan va spered. Etre ho taouarn. * Allelouia, allelouia. Etre ho taouarn ... U/.Hon dasprenet hoc’h eus, Aotrou, Doue a wirionez. * Allelouia, allelouia. Klod d’an Tad. Etre ho taouarn.

Ant. Hon salvit, Aotrou, war hon dihun, hon diwallit e-pad hon c’housk, ma veilhimp gant ar C’hrist ha ma tiskuizhimp er peoc’h. ( A. P. Allelouia ).1294 D’ar C’hlozlid

Page 513: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

LIDKAN SIMEON EN AVIEL Luk 2, 29-32

Ar C’hrist goulou ar broadoù ha klod Israel

29 Bremañ, o Mestr, e c’hellit lezel ho servijer, * hervez ho komz da dremen e peoc’h, 30 rak gwelet o deus va daoulagad * ho silvidigezh,31 an hini hoc’h eus aozet *dirak an holl bobloù,32 goulou da sklerijennañ ar broadoù * ha klod evit ho pobl, Israel.

Ant. Hon salvit, Aotrou, war hon dihun, hon diwallit e-pad hon c’housk, ma veilhimp gant ar C’hrist, ha ma tiskuizhimp er peoc’h. ( A. P. Allelouia ).

Pedenn

Aotrou, hon Doue, skuizhet maz omp bet gant labour an deiz, hon adnerzhit dre ur c’housk c’hwek, ma vimp, askrouet bepred dre ho sikour, gouestlet deoc’h korf ha spered. Dre Jezuz Krist ...

Klozadur al lideuriad ha kanenn d’ar Werc’hez glorius Vari, evel en Darn voutin,877.

C’HWEC’HVET DEIZ-LID

Pep tra evel en Darn voutin, 874, nemet kement-mañ :

SONGANADENN

E Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Ant. A-hed an deiz e krian hag en noz e hirvoudan dirazoc’h.

E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Ant. Allelouia, allelouia, allelouia.

C’hwec’hvet Deiz-lid 1295

Page 514: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

Songan 87 (88)

Pedenn un den gwall-glañv

Bremañ emañ ho koulz, ha mestroni an deñvalijenn ( Luk 22, 53 ).

2 Aotrou Doue, va salver, *a-hed an deiz e krian hag en noz e hirvoudan dirazoc’h.3 Ra savo va fedenn betek ennoc’h, * digorit ho skouarn d’am galvadenn.4 Rak faezh eo va ene gant re-vec’h a boanioù, * war vord ar bez emañ va buhez.5 Kontet ez on dija e-touez ar re a ziskenn er foz, * setu maz on evel un den echu gantañ.6 E-mesk ar re varv on dija gourvezet, * evel an dud divuhez astennet en o bez ; ar re n’hoc’h eus mui soñj anezho, * hag hoc’h eus lezet da vont kuit eus ho torn.7 E donder ar puñs hoc’h eus va lakaet, * en deñvalijenn, e strad an islonk.8 Warnon e pouez ho kounnar, * ha gant ho taolioù-mor hoc’h eus va brevet.9 Va mignoned hoc’h eus pellaet diouzhin, * graet hoc’h eus ac’hanon un euzhadenn evito ; serret eo bet warnon ha ne c’hellan ket mont kuit. * 10 Gant ar glac’har e tizeri va daoulagad. Ho kervel a ran, Aotrou, a-hed an deiz, * davedoc’h ec’h astennan va daouarn.11 Daoust hag ez eo evit ar re varv e rafec’h burzhudoù, * daoust hag an Anaon a sav evit ho meuliñ ? 12 Daoust hag e komzer eus ho madelezh e poull ar bez, * hag eus ho fealded e bro an Ankoù ? 13 Hag-eñ en em ziskouez ho purzhudoù en deñvalijenn, * hag ho madelezhioù en douar an ankounac’h ? 14 Me avat, Aotrou, a gri war-zu ennoc’h, * a-dal ar beure e sav davedoc’h va fedenn.1296 D’ar C’hlozlid

Page 515: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

15 Perak, Aotrou, e tistaolit va ene, * perak e kuzhit ho tremm ouzhin ? 16 A-dal va bugaleaj, reuzeudik ma’z on, e vezan o vervel, * gouzañvet em eus ho spontoù bras ken ez on divi.17 Warnon eo tremenet ho fulorioù, * hag ho spouronoù o deus va brevet.18 Beuzet e vezan bemdez enno evel en ur mor, * va gwaskañ a reont holl a-gevret.19 Keneiled ha kumpagnuned hoc’h eus pellaet diouzhin, * va mignonez eo an deñvalijenn.

E Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask : Ant. A-hed an deiz e krian hag en noz e hirvoudan dirazoc’h. E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask : Ant. Allelouia, allelouia, allelouia.

LENNADENN VERR Kv. Yrm 14, 9

C’hwi koulskoude a zo en hon touez, Aotrou, hag hoc’h anv warnomp a zo galvet ; n’hon dilezit ket, Aotrou, hon Doue.

PEBEILGANENN VERR

E Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask :

P/. Etre ho taouarn, Aotrou, * E lakaan va spered. Etre ho taouarn. U/. Hon dasprenet hoc’h eus, Aotrou, Doue a wirionez. * E lakaan va spered. Klod d’an Tad. Etre ho taouarn.

E Lidamzervezh 50 devezh ar Pask :

P/. Etre ho taouarn, Aotrou, e lakaan va spered. Etre ho taouarn. * Allelouia, allelouia. Etre ho taouarn ... U/. Hon dasprenet hoc’h eus, Aotrou, Doue a wirionez. * Allelouia, allelouia. Klod d’an Tad. Etre ho taouarn.

Ant. Hon salvit, Aotrou, war hon dihun, hon diwallit e-pad hon c’housk, ma veilhimp gant ar C’hrist ha ma tiskuizhimp er peoc’h. ( A. P. Allelouia ).

C’hwec’hvet Deiz-lid 1297

Page 516: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

LIDKAN SIMEON EN AVIEL Luk 2, 29-32

Ar C’hrist goulou ar broadoù ha klod Israel

29 Bremañ, o Mestr, e c’hellit lezel ho servijer, * hervez ho komz da dremen e peoc’h, 30 rak gwelet o deus va daoulagad * ho silvidigezh,31 an hini hoc’h eus aozet *dirak an holl bobloù,32 goulou da sklerijennañ ar broadoù * ha klod evit ho pobl, Israel.

Ant. Hon salvit, Aotrou, war hon dihun, hon diwallit e-pad hon c’housk, ma veilhimp gant ar C’hrist, ha ma tiskuizhimp er peoc’h. ( A. P. Allelouia ).

Pedenn

Hon lezit, Aotrou Doue hollc’halloudek, d’en em stagañ feal ouzh ho Mab Unganet kousket er bez, en doare ma vimp dellezek da adsevel gantañ e nevezted ar vuhez. Eñ a vev …

Klozadur al lideuriad ha kanenn d’ar Werc’hez glorius Vari, evel en Darn voutin,877.

1298

Page 517: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

SONGANADENN-GLOKAATEVIT AN TREDE, C’HWEC’HVET HA NAVET EUR

Goude Gw/. Aotrou Doue, deuit d’am skoazellañ hag ar meulgan, e vez lavaret songanoù an derezioù amañ da heul, hag o antonennoù evel en Darn voutin.

Rummad I ( D’an trede Eur )

Songan 119 (120)

C’hoantaat ar peoc’h

Pasianted en trubuilhoù, dalc’hegezh da bediñ ( Rom 12, 12 ).

1 Etrezek an Aotrou, pa vezan en anken, e krian, * ha va salviñ a ra.2 Aotrou, va salvit eus ar muzelloù treitour, * hag eus an teod gaouiat.3 Peseurt kastiz a vo lakaet warnout, * o teod gaouiat ?4 Lemm eo biroù ar Brezelour, * dêvus evel glaouennoù banal.5 Na reuzeudik ez on-me pa vevan e Mosok, * e-kreiz teltennoù Kedar !6 Re bell eo manet va ene *e-touez enebourion ar peoc’h.7 Ar peoc’h a fell din ; *met kerkent ha ma komzan eo ar brezel a glaskont.

Songan 120 (121)

Diwaller ar bobl

Naon n’o devo ken, sec’hed n’o devo ken, biken ken ne gouezho warno tommder an heol na gwrez avel ebet ( Dsk 7, 16 ).

1 Sevel a ran va daoulagad war-zu ar menezioù, * e teuio diouto va sikour.2 Va sikour din eo an Aotrou, *oberour an neñv hag an douar. ---

Rummad I 1299

Page 518: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

3 Ne lezo ket da droad da strebotiñ, * ne gousko ket da ziwaller.4 Nann, morse ne vored na ne gousk, * diwaller Israel.5 An Aotrou eo da ziwaller, +an Aotrou da warez, *emañ a-zehou dit-te.6 E-pad an deiz ne skoio ket an heol ouzhit, * nag al loar e-pad an noz.7 An Aotrou az tiwall diouzh pep droug, * diwall a ra da ene.8 Diwall a raio da vonedone *bremañ evel da holl viken.

Songan 121 (122)

Jeruzalem ar gêr santel

C’hwi hoc’h eus tostaet ouzh Menez Sion, ouzh Kêr an Doue bev, Jeruzalem an neñv ( Heb 12, 22 ).

1 Na laouen on bet p’eo bet lavaret din : * « Deomp da di an Aotrou ».2 Ha setu bremañ hon treid o chom a-sav * e-harz da zorojoù, Jeruzalem.3 Jeruzalem bet savet evel ur Gêr vras, * a zo pep tra unanet-start enni.4 Betek enni e pign ar meuriadoù, meuriadoù an Aotrou, * ur c’hustum eo en Israel, evit meuliñ anv an Aotrou.5 Rak eno eo bet diazezet kadorioù ar justis, * kadorioù tiegezh David.6 Pedit eta evit eurvad Jeruzalem : * « Ra vo surenez d’ar re az kar ! 7 An eurvad dit etre da vogerioù, * ar peoc’h evit da balezioù ! ».8 Abalamour d’am breudeur, d’am mignoned, * e c’houlennan ar peoc’h warnout.9 Dre ma ’z out ti an Aotrou, ti hon Doue * e pedan evit da eurvad.1300 Songanadenn glokaat

Page 519: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

Rummad II ( D’ar C’hwec’hvet )

Songan 122 (123)

An Aotrou Doue fiziañs ar bobl

Daou zen dall en em lakaas da youc’hal : « Aotrou, az pez truez ouzhimp, Mab David » ( Mzh 20, 30 ).

1 Sevel a ran va daoulagad war-zu ennoc’h, * c’hwi o chom en neñvoù.2 Setu int evel daoulagad servijerion etrezek daouarn o mistri, *evel daoulagad ur vatezh etrezek daouarn he mestrez, evel-se hon daoulagad war-zu an Aotrou, hon Doue, *o c’hortoz m’en devo truez ouzhimp.3 Ho pet truez, Aotrou, ho pet truez ouzhimp, * rak ouzhpenn hor gwalc’h a zismegañs hon eus bet da lonkañ ;4 ouzhpenn e walc’h en deus lonket hon ene * eus goaperezh ar vondianed, eus dismegañs an dud loc’hus.

Songan 123 (124)

Hor skoazell a zo en anv an Aotrou

Lavarout a reas an Aotrou da Baol : « Arabat dit kaout aon … rak me a zo ganit » ( Ob 18, 9-10 ).

1 Pa ne vije ket bet an Aotrou a-du ganimp, r’en lavaro Israel, +2 pa ne vije ket bet an Aotrou a-du ganimp, *pa’z eo en em savet an dud a-enep dimp :3 neuze o devije hon lonket en bev, * e tan o fulor ouzhimp.4 Neuze an doureier o devije hor beuzet, + ar froud en devije hor goloet ; * 5 neuze o devije hor beuzet en-bev an doureier o virviñ.6 Ra vo benniget an Aotrou, *ha n’en deus ket hon lezet da vezañ drailhet gant o dent.

Rummad III 1301

Page 520: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

7 Evel ul labous eo diflipet hon ene * eus roued an evnetaer : setu torret roued ar chaseer, *ha ni dinijet kuit.8 Hor skoazell a zo en anv an Aotrou, * oberour an neñv hag an douar.

Songan 124 (125)

An Aotrou Doue diwaller e Bobl

Peoc’h war Israel Doue ( Gal 6, 16 ).

1 Ar re a fiz en Aotrou a zo evel Menez Sion * ha ne c’hell ket trabidellañ : divrall da virviken eo.2 Kêr Jeruzalem, gant he menezioù en-dro dezhi, + evel-se e vo an Aotrou en-dro d’e bobl * evel bremañ da holl viken.3 Nann, ne chomo ket galloud an dud fallakr war zomani an dud reizh, *gant aon n’astennfe ar re just o daouarn etrezek an droug.4 Grit gant madelezh, Aotrou, ouzh ar re vat, * ouzh ar re reizh o c’halonoù.5 Met ar re a ziroud war hentoù an droug, + an Aotrou d’o dilamo kuit, ra skubo anezho gant an dorfedourion. * Peoc’h war Israel !

Rummad III (D’an Navet)

Songan 125 (126)

Levenez ha fiziañs en Aotrou Doue

Goude bezañ bet lod en hor poanioù, ho po lod ivez en hor frealzidigezh (2 Kor 1, 7 ).

1 Pa zegase an Aotrou d’ar gêr harluidi Sion, * e oamp evel en un hunvre.1302 Songanadenn glokaat

Page 521: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

2 En hor genou neuze e sone c’hoarzhadegoù, * ha war hon teodoù kanerezh. Neuze e-touez ar broadoù e lavarent : * « An Aotrou en deus evito graet burzhudoù ».3 Ya, burzhudoù en deus graet evidomp an Aotrou ; * hon lakaet en deus e barr al levenez.4 Aotrou, kemmit adarre hor planedenn, * evel ar gouelec’h gant dourioù-red.5 Ar re a daol an had en ur skuilh daeroù, * a ved e-kreiz al levenez.6 Mont ha mont a ra en ur ouelañ * douger had an here ; dont ha dont a ra en ur ganañ * douger an drammoù-ed.

Songan 126 (127)

Aner al labour hep an Aotrou Doue

C’hwi eo ti Doue ( 1 Kor 3, 9 ).

1 Mar n’eo ket an Aotrou a savfe an ti, * ne dalv netra labour ar vañsonerion. Mar n’eo ket an Aotrou a ziwallfe ar gêr-greñv, * ne dalv netra evezh ar gedour.2 Ne dalv netra deoc’h sevel a-raok goulou-deiz, pe da noz daleañ da gousket, +ha debriñ bara ul labour kalet, *pa ro Doue o gwalc’h d’e vignoned o kousket.3 Setu donezon an Aotrou, ar vugale, * ur gopr eo frouezh an dimeziñ.4 Evel biroù etre daouarn ar brezelour, * evel-se mibion ar yaouankiz.5 Evurus an den en deus leuniet e glaouier gant seurt biroù :* n’en devo mezh ebet en deiz ma tabutogant e enebourion ouzh dorioù kêr.

Rummad III 1303

Page 522: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

Songan 127 (128)

Eurvad an tiegezh en Aotrou

« An Aotrou d’az pennigo eus Sion », da lavarout eo : eus an Iliz ( Arnobius ).

1 Evurus out-te a zouj an Aotrou, * a gerzh en e hentoù.2 Diwar frouezh da labour en em vagi, * evurus, en aezamant.3 Da wreg evel ur winienn frouezhus * e diabarzh da di ; da vibion evel plant yaouank olivez * en-dro d’az taol.4 Setu penaos e vo benniget an den * hag a zouj an Aotrou.5 An Aotrou d’az pennigo eus Sion, * ra weli eurvad Jeruzalemholl deizioù da vuhez ;6 ha ra weli bugale da vugale. * Ar peoc’h war Israel !

1304

Page 523: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

1305

Page 524: 1€¦ · Web viewlauderis in perpetuum. 612 Sizhun I Roit dimp ho kras, Tad ar c'hwekañ, Praesta, Pater piissime, ha C’hwi nemetañ par dezhañ, Patrique compar Unice, koulz hag

DARNLEVR AR SENT